Tiago 5

Gospels (BRETON) vs NVI

Sair da comparação
NVI Nova Versão Internacional
1 Bremañ c'hwi, tud pinvidik, gouelit ha laoskit kriadennoù abalamour d'ar gwalleurioù a ya da gouezhañ warnoc'h.
1 Ouçam agora vocês, ricos! Chorem e lamentem-se, tendo em vista a miséria que lhes sobrevirá.
2 Ho pinvidigezhioù a zo breinet hag ho tilhad a zo debret gant ar preñved.
2 A riqueza de vocês apodreceu, e as traças corroeram as suas roupas.
3 Hoc'h aour hag hoc'h arc'hant a zo merglet, hag ar mergl anezho a sav e testeni a-enep deoc'h hag a lonko ho kigoù evel un tan. Dastumet hoc'h eus un teñzor en deizioù diwezhañ.
3 O ouro e a prata de vocês enferrujaram, e a ferrugem deles testemunhará contra vocês e como fogo lhes devorará a carne. Vocês acumularam bens nestes últimos dias.
4 Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc'h eus dalc'het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.
4 Vejam, o salário dos trabalhadores que ceifaram os seus campos, e que por vocês foi retido com fraude, está clamando contra vocês. O lamento dos ceifeiros chegou aos ouvidos do Senhor dos Exércitos.
5 Bevet hoc'h eus er blijadurezh hag en dudi war an douar, en em leuniet oc'h bet evel en un devezh a lazhadeg.
5 Vocês viveram luxuosamente na terra, desfrutando prazeres, e fartaram-se de comida em dia de abate.
6 Kondaonet hoc'h eus, lakaet hoc'h eus d'ar marv an hini reizh, ha n'en deus ket harzet ouzhoc'h.
6 Vocês têm condenado e matado o justo, sem que ele ofereça resistência.
7 Breudeur, gortozit gant pasianted donedigezh an Aotrou. Setu, al labourer-douar a c'hortoz gant pasianted frouezh prizius an douar, betek ma en devo resevet ar glav eus ar gentañ hag eus an diwezhañ amzer.
7 Portanto, irmãos, sejam pacientes até a vinda do Senhor. Vejam como o agricultor aguarda que a terra produza a preciosa colheita e como espera com paciência até virem as chuvas do outono e da primavera.
8 C'hwi ivez, gortozit gant pasianted, kreñvait ho kalonoù, rak donedigezh an Aotrou a zo tost.
8 Sejam também pacientes e fortaleçam o coração, pois a vinda do Senhor está próxima.
9 Breudeur, na glemmit ket an eil a-enep egile, gant aon na vefec'h kondaonet. Setu, ar barner a zo e-tal an nor.
9 Irmãos, não se queixem uns dos outros, para que não sejam julgados. O Juiz já está às portas!
10 Va breudeur, kemerit evit skouer a boan hag a basianted ar brofeded o deus komzet en anv an Aotrou.
10 Irmãos, tenham os profetas que falaram em nome do Senhor como exemplo de paciência diante do sofrimento.
11 Setu, e tisklêriomp benniget ar re o deus gouzañvet gant dalc'hidigezh. Klevet hoc'h eus komz diwar-benn pasianted Job, ha ec'h anavezit an diwezh en deus roet an Aotrou dezhañ, rak an Aotrou a zo leun a drugarez hag a druez.
11 Como vocês sabem, nós consideramos felizes aqueles que mostraram perseverança. Vocês ouviram falar sobre a paciência de Jó e viram o fim que o Senhor lhe proporcionou. O Senhor é cheio de compaixão e misericórdia.
12 Dreist-holl, va breudeur, na douit na dre an neñv, na dre an douar, na dre le all ebet. Met ra vo ho ya, ya, hag ho nann, nann, gant aon na gouezhfec'h er gondaonidigezh.
12 Sobretudo, meus irmãos, não jurem nem pelo céu, nem pela terra, nem por qualquer outra coisa. Seja o sim de vocês, sim, e o não, não, para que não caiam em condenação.
13 Ha bez' ez eus unan bennak poaniet en ho touez? Ra bedo. Ha bez' ez eus unan bennak el levenez? Ra gano kantikoù.
13 Entre vocês há alguém que está sofrendo? Que ele ore. Há alguém que se sente feliz? Que ele cante louvores.
14 Ha bez' ez eus unan bennak klañv en ho touez? Ra c'halvo henaourien an Iliz ha ra bedo ar re-mañ evitañ oc'h oleviñ anezhañ gant eoul en anv an Aotrou.
14 Entre vocês há alguém que está doente? Que ele mande chamar os presbíteros da igreja, para que estes orem sobre ele e o unjam com óleo, em nome do Senhor.
15 Pedenn ar feiz a saveteo ar c'hlañvour hag an Aotrou en adsavo, ha mar en deus graet pec'hedoù, e vint pardonet dezhañ.
15 E a oração feita com fé curará o doente; o Senhor o levantará. E se houver cometido pecados, ele será perdoado.
16 Anzavit ho faotoù an eil d'egile ha pedit an eil evit egile, evit ma viot yac'haet. Pedenn c'hredus an den reizh he deus ur galloud bras.
16 Portanto, confessem os seus pecados uns aos outros e orem uns pelos outros para serem curados. A oração de um justo é poderosa e eficaz.
17 Elia a oa un den techet d'an hevelep gwanderioù eveldomp. Pediñ a reas start na gouezhje ket a c'hlav ha ne gouezhas ket a c'hlav war an douar e-pad tri bloaz ha c'hwec'h miz.
17 Elias era humano como nós. Ele orou fervorosamente para que não chovesse, e não choveu sobre a terra durante três anos e meio.
18 Neuze e pedas a-nevez hag an neñv a roas glav, hag an douar a daolas e frouezh.
18 Orou outra vez, e o céu enviou chuva, e a terra produziu os seus frutos.
19 Breudeur, mar pella unan bennak ac'hanoc'h diouzh ar wirionez ha mar deu unan all d'e zegas enni,
19 Meus irmãos, se algum de vocês se desviar da verdade e alguém o trouxer de volta,
20 ra ouezo penaos an hini en devo degaset ur pec'her diouzh hent an errol a salvo un ene eus ar marv hag a c'holoio un niver bras a bec'hedoù.
20 lembrem-se disso: Quem converte um pecador do erro do seu caminho, salvará a vida dessa pessoa e fará que muitíssimos pecados sejam perdoados.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Tiago 5, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.