Tiago 4

Gospels (BRETON) vs BKJ

Sair da comparação
1 A-belec'h e teu en ho touez an emgannoù hag an tabutoù? Ha n'eo ket eus ho kwallyouloù a stourm en hoc'h izili?
1 De onde vêm as guerras e brigas entre vós? Porventura não vêm disto, das concupiscências que guerreiam nos vossos membros?
2 C'hoantaat a rit ha ne berc'hennit ket. Muntrerien oc'h ha gwarizius, ha ne c'hellit ket resev ho kwalc'h. Stourm a rit ha brezeliñ, ha koulskoude ne berc'hennit netra peogwir ne c'houlennit ket.
2 Cobiçais, e nada tendes; matais, e desejais ter, e não podeis obter; combateis e guerreais, e nada tendes, porque não pedis.
3 Goulenn a rit ha ne resevit ket abalamour ma c'houlennit fall, evit dic'hoantañ ho kwallyouloù.
3 Pedis, e não recebeis, porque pedis mal, para consumirdes em vossos deleites.
4 Tud ha gwragez avoultr, ha n'ouzoc'h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d'ar bed en em ra enebour da Zoue.
4 Adúlteros e adúlteras, não sabeis vós que a amizade do mundo é inimizade contra Deus? Qualquer que quiser ser amigo do mundo, torna-se um inimigo de Deus.
5 Ha soñjal a rit e lavar ar Skritur en aner penaos: ar Spered a chom ennomp en deus c'hoantoù a zoug d'ar warizi?
5 Pensais vós que a escritura diz em vão: O Espírito que em nós habita tem ciúmes?
6 Er c'hontrol e ro ur c'hras vrasoc'h. Dre-se, ar Skritur a lavar: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d'ar re uvel.
6 Antes, dá mais graça. Portanto ele diz: Deus resiste aos orgulhosos, mas dá graça aos humildes.
7 Sujit eta da Zoue, harpit ouzh an diaoul hag e tec'ho diouzhoc'h.
7 Sujeitai-vos, pois, a Deus, resisti ao diabo, e ele fugirá de vós.
8 Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc'h. Pec'herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.
8 Chegai-vos a Deus, e ele se chegará a vós. Limpai vossas mãos, vós pecadores; e purificai vossos corações, vós de duplo ânimo.
9 Merzit ho reuzeudigezh, bezit en kañv ha gouelit, ra vo troet ho c'hoarzh e daeroù hag ho levenez e tristidigezh.
9 Estai aflitos, e lamentai e chorai; converta-se o vosso riso em pranto, e a vossa alegria em pesar.
10 En em izelait dirak an Aotrou hag ec'h uhelaio ac'hanoc'h.
10 Humilhai-vos diante do Senhor, e ele vos exaltará.
11 Breudeur, na zroukkomzit ket en eil diwar-benn egile. An hini a zroukkomz diwar-benn ur breur pe a varn e vreur, a zroukkomz diwar-benn al lezenn hag a varn al lezenn. Ha mar barnez al lezenn, n'out ket un oberour eus al lezenn met ur barner.
11 Não faleis mal uns dos outros, meus irmãos. Aquele que fala mal de seu irmão, e julga a seu irmão, fala mal da lei, e julga a lei; e, se tu julgas a lei, já não és um cumpridor da lei, mas juiz.
12 Ul lezenner hepken a zo, an hini a c'hell salviñ ha koll, te avat piv out, te hag a varn ar re all?
12 Há um legislador que é capaz de salvar e destruir. Quem és tu, porém, que julgas a outrem?
13 Bremañ, ouzhoc'h ar re a lavar: Mont a raimp hiziv pe warc'hoazh d'ar gêr-mañ-gêr, hag e tremenimp eno ur bloavezh, da werzhañ ha da c'hounit.
13 Ide agora vós, que dizeis: Hoje, ou amanhã, iremos a tal cidade, e lá passaremos um ano, e compraremos, e venderemos, e teremos um ganho.
14 N'ouzoc'h ket petra a vo warc'hoazh. Rak petra eo ho puhez? N'eo nemet ur vogedenn en em ziskouez evit un nebeud amzer hag a dec'h goude.
14 Porque vós não sabeis o que trará o amanhã. Porquanto, o que é a vossa vida? É apenas um vapor que aparece por um pouco de tempo, e depois desaparece.
15 Kentoc'h e tlefec'h lavarout: Mar fell d'an Aotrou, e vevimp hag e raimp an dra-mañ pe an dra-se.
15 Porque isso é o que devíeis dizer: Se o Senhor quiser, haveremos de viver, e faremos isto ou aquilo.
16 Met bremañ e kavit gloar en ho fougeoù. Pep fouge a seurt-se a zo fall.
16 Mas agora vos gloriais em vossas presunções; toda esta glória é maligna.
17 Hennezh eta a anavez ar mad a dlefe d'ober ha n'henn gra ket, a bec'h.
17 Portanto, aquele que sabe fazer o bem e não o faz, comete pecado.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Tiago 4, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.