Tiago 3

Gospels (BRETON) vs ACF

Sair da comparação
ACF Almeida Corrigida Fiel
1 Va breudeur, ra ne vo ket en ho touez kalz a gelennerien, rak dont a raio warnomp ur varnedigezh garvoc'h.
1 Meus irmãos, muitos de vós não sejam mestres, sabendo que receberemos mais duro juízo.
2 Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c'hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh.
2 Porque todos tropeçamos em muitas coisas. Se alguém não tropeça em palavra, o tal é perfeito, e poderoso para também refrear todo o corpo.
3 Setu, e lakaomp gweskennoù e genoù ar c'hezeg evit o lakaat da sentiñ ouzhimp, hag e troomp du-mañ ha du-hont o c'horf a-bezh.
3 Ora, nós pomos freio nas bocas dos cavalos, para que nos obedeçam; e conseguimos dirigir todo o seu corpo.
4 Setu c'hoazh, al listri hag a zo ken bras ha bountet gant avelioù nerzhus, a zo troet du-mañ ha du-hont gant ur stur bihan meurbet el lec'h ma fell d'ar sturier.
4 Vede também as naus que, sendo tão grandes, e levadas de impetuosos ventos, se viram com um bem pequeno leme para onde quer a vontade daquele que as governa.
5 Evel-se an teod a zo ivez un ezel bihan, hag en em c'hwezh a draoù bras. Sellit penaos un tan bihan a c'hell enaouiñ ur goadeg bras.
5 Assim também a língua é um pequeno membro, e gloria-se de grandes coisas. Vede quão grande bosque um pequeno fogo incendeia.
6 An teod ivez a zo un tan, ur bed a zireizhder. An teod a zo lakaet e-touez hon izili, o saotrañ ar c'horf a-bezh hag oc'h entanañ red ar vuhez, o vezañ entanet e-unan gant ar gehenn.
6 A língua também é um fogo; como mundo de iniqüidade, a língua está posta entre os nossos membros, e contamina todo o corpo, e inflama o curso da natureza, e é inflamada pelo inferno.
7 Pep seurt loened gouez, laboused, stlejviled ha loened-mor a vez doñvaet hag a zo bet doñvaet gant an den,
7 Porque toda a natureza, tanto de bestas feras como de aves, tanto de répteis como de animais do mar, se amansa e foi domada pela natureza humana;
8 met den ebet ne c'hell doñvaat an teod, un droug eo na c'heller ket trec'hiñ, leun eo a vinim marvel.
8 Mas nenhum homem pode domar a língua. É um mal que não se pode refrear; está cheia de peçonha mortal.
9 Gantañ e vennigomp Doue an Tad ha gantañ e villigomp an dud deuet da vezañ hervez skeudenn Doue.
9 Com ela bendizemos a Deus e Pai, e com ela amaldiçoamos os homens, feitos à semelhança de Deus.
10 Eus an hevelep genoù e teu ar vennozh hag ar vallozh. Arabat eo, va breudeur, e vez an traoù evel-se.
10 De uma mesma boca procede bênção e maldição. Meus irmãos, não convém que isto se faça assim.
11 Hag e taol ur feunteun eus an hevelep digor dour dous ha dour c'hwerv?
11 Porventura deita alguma fonte de um mesmo manancial água doce e água amargosa?
12 Va breudeur, hag e c'hell ur wezenn-fiez reiñ olivez, pe ur winienn fiez? Evel-se feunteun ebet ne c'hell reiñ dour sall ha dour dous.
12 Meus irmãos, pode também a figueira produzir azeitonas, ou a videira figos? Assim tampouco pode uma fonte dar água salgada e doce.
13 Ha bez' ez eus en ho touez un den fur bennak ha skiantek? Ra ziskouezo e oberoù dre ur gundu vat gant douster ha furnez.
13 Quem dentre vós é sábio e entendido? Mostre pelo seu bom trato as suas obras em mansidão de sabedoria.
14 Met mar d-eus ur gred c'hwerv hag ur c'hoant a dabut en ho kalon, na dennit ket gloar ha na lavarit gaou ebet a-enep ar wirionez.
14 Mas, se tendes amarga inveja, e sentimento faccioso em vosso coração, não vos glorieis, nem mintais contra a verdade.
15 Hounnezh n'eo ket ar furnez a zeu eus an nec'h, met douarel eo, kigel, diaoulek.
15 Essa não é a sabedoria que vem do alto, mas é terrena, animal e diabólica.
16 Rak e-lec'h ma'z emañ ur gred c'hwerv hag ur c'hoant a dabut, ez eus trubuilh hag oberoù drouk a bep seurt.
16 Porque onde há inveja e espírito faccioso aí há perturbação e toda a obra perversa.
17 Ar furnez eus an nec'h a zo da gentañ glan, goude peoc'hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.
17 Mas a sabedoria que do alto vem é, primeiramente pura, depois pacífica, moderada, tratável, cheia de misericórdia e de bons frutos, sem parcialidade, e sem hipocrisia.
18 Frouezh ar reizhder a zo hadet er peoc'h evit ar re en em ro d'ar peoc'h.
18 Ora, o fruto da justiça semeia-se na paz, para os que exercitam a paz.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Tiago 3, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.