Tiago 2

Gospels (BRETON) vs ARIB

Sair da comparação
ARIB Almeida Revisada Imprensa Bíblica
1 Va breudeur, ra vo ar feiz hoc'h eus eus hon Aotrou glorius Jezuz-Krist diuntuek e-keñver diavaezioù an dud.
1 Meus irmãos, não tenhais a fé em nosso Senhor Jesus Cristo, Senhor da glória, em acepção de pessoas.
2 Rak mar deu en ho podadeg un den gant ur walenn aour ha dilhad kaer, ha mar deu ivez e-barzh ur paour gant dilhad dister,
2 Porque, se entrar na vossa reunião algum homem com anel de ouro no dedo e com traje esplêndido, e entrar também algum pobre com traje sórdido.
3 hag o sellout ouzh an hini a zoug an dilhad kaer, e lavarit dezhañ: Azez amañ en ul lec'h mat, hag e lavarit d'ar paour: En em zalc'h aze en da sav, pe: Azez amañ e traoñ skabell va zreid,
3 e atentardes para o que vem com traje esplêndido e lhe disserdes: Senta-te aqui num lugar de honra; e disserdes ao pobre: Fica em pé, ou senta-te abaixo do escabelo dos meus pés,
4 daoust ha ne rit ket van eus diavaezioù an dud e-touez ac'hanoc'h ha n'och ket deuet da vezañ barnerien gant soñjezonoù fall?
4 não fazeis, porventura, distinção entre vós mesmos e não vos tornais juizes movidos de maus pensamentos?
5 Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n'en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d'ar re a gar anezhañ?
5 Ouvi, meus amados irmãos. Não escolheu Deus os que são pobres quanto ao mundo para fazê-los ricos na fé e herdeiros do reino que prometeu aos que o amam?
6 C'hwi er c'hontrol, a zispriz ar paour! Ha n'eo ket ar re binvidik eo ar re a wask ac'hanoc'h hag a stlej ac'hanoc'h dirak al lezioù-barn?
6 Mas vós desonrastes o pobre. Porventura não são os ricos os que vos oprimem e os que vos arrastam aos tribunais?
7 Ha ne vallozhont ket an anv kaer a zo bet galvet warnoc'h?
7 Não blasfemam eles o bom nome pelo qual sois chamados?
8 Mar peurc'hrit al lezenn roueel hervez ar Skritur: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan, e rit mat,
8 Todavia, se estais cumprindo a lei real segundo a escritura: Amarás ao teu próximo como a ti mesmo, fazeis bem.
9 met mar grit van eus diavaezioù an dud, e rit ur pec'hed, o vezañ tamallet gant al lezenn da vezañ torrerien.
9 Mas se fazeis acepção de pessoas, cometeis pecado, sendo por isso condenados pela lei como transgressores.
10 Rak piv bennak en devo miret an holl lezenn met a gouezho war ur poent hepken, a vo kablus e-keñver an holl.
10 Pois qualquer que guardar toda a lei, mas tropeçar em um só ponto, tem-se tornado culpado de todos.
11 Rak an hini en deus lavaret: Ne ri ket avoultriezh, en deus ivez lavaret: Ne vi ket muntrer. Neuze ma ne rez ket avoultriezh met mar drouklazhez, ez out torrer al lezenn.
11 Porque o mesmo que disse: Não adulterarás, também disse: Não matarás. Ora, se não cometes adultério, mas és homicida, te hás tornado transgressor da lei.
12 Evel-se, komzit ha grit evel tud hag a dle bezañ barnet dre lezenn ar frankiz,
12 Falai de tal maneira e de tal maneira procedei, como havendo de ser julgados pela lei da liberdade.
13 rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n'en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.
13 Porque o juízo será sem misericórdia para aquele que não usou de misericórdia; a misericórdia triunfa sobre o juízo.
14 Va breudeur, petra a dalvezo da un den lavarout en deus ar feiz ma n'en deus ket an oberoù? Hag ar feiz-se a c'hello e salviñ?
14 Que proveito há, meus irmãos se alguém disser que tem fé e não tiver obras? Porventura essa fé pode salvá-lo?
15 Ma'z emañ ur breur pe ur c'hoar en noazh, ha ma vank dezho ar boued pemdeziek,
15 Se um irmão ou uma irmã estiverem nus e tiverem falta de mantimento cotidiano,
16 ha mar lavar unan bennak ac'hanoc'h dezho: It e peoc'h, en em dommit ha debrit ho kwalc'h, ha ma ne rofec'h ket dezho ar pezh o deus ezhomm evit ar c'horf, da betra e servije kement-se?
16 e algum de vós lhes disser: Ide em paz, aquentai-vos e fartai-vos; e não lhes derdes as coisas necessárias para o corpo, que proveito há nisso?
17 Evel-se emañ ivez gant ar feiz, ma n'eus ket an oberoù marv eo enni hec'h-unan.
17 Assim também a fé, se não tiver obras, é morta em si mesma.
18 Met unan bennak a lavaro: Te ac'h eus ar feiz, ha me am eus an oberoù. Diskouez din da feiz hep da oberoù, ha me a ziskouezo dit va feiz dre va oberoù.
18 Mas dirá alguém: Tu tens fé, e eu tenho obras; mostra-me a tua fé sem as obras, e eu te mostrarei a minha fé pelas minhas obras.
19 Krediñ a rez ez eus un Doue hepken, mat a rez. An diaouled a gred ivez kement-se hag e krenont.
19 Crês tu que Deus é um só? Fazes bem; os demônios também o crêem, e estremecem.
20 Ha fellout a ra dit anavezout, o den aner, ez eo marv ar feiz hep an oberoù?
20 Mas queres saber, ó homem insensato, que a fé sem as obras é inútil?
21 Abraham hon tad, ha ne voe ket reishaet dre an oberoù pa ginnigas Izaak e vab war an aoter?
21 Porventura não foi pelas obras que nosso pai Abraão foi justificado quando ofereceu sobre o altar seu filho Isaque?
22 Gwelout a rez penaos e laboure ar feiz gant e oberoù, ha penaos dre an oberoù ar feiz a zeuas da vezañ peurvat.
22 Vês que a fé cooperou com as suas obras, e que pelas obras a fé foi aperfeiçoada.
23 Evel-se ar pezh a lavar ar Skritur a voe peurc'hraet: Abraham a gredas Doue ha kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder. Hag e voe anvet mignon Doue.
23 E se cumpriu a escritura que diz: E creu Abraão em Deus, e isso lhe foi imputado como justiça, e foi chamado amigo de Deus.
24 Gwelout a rit eta ez eo an den reishaet dre an oberoù ha nann dre ar feiz hepken.
24 Vedes então que é pelas obras que o homem é justificado, e não somente pela fé.
25 En hevelep doare Rahab ar c'hast, ha ne voe ket reishaet dre an oberoù pa zegemeras ar gannaded ha pa lakaas anezho da vont kuit dre un hent all?
25 E de igual modo não foi a meretriz Raabe também justificada pelas obras, quando acolheu os espias, e os fez sair por outro caminho?
26 Evel ma'z eo marv ar c'horf hep ar spered, evel-se eo marv ar feiz hep an oberoù.
26 Porque, assim como o corpo sem o espírito está morto, assim também a fé sem obras é morta.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Tiago 2, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.