Romanos 7
Gospels (BRETON) vs ARIB
1 Breudeur, ha n'ouzoc'h ket, rak komz a ran ouzh tud a anavez al lezenn, penaos al lezenn n'he deus galloud war an den nemet e-pad ma'z eo bev?
1 Ou ignorais, irmãos {pois falo aos que conhecem a lei}, que a lei tem domínio sobre o homem por todo o tempo que ele vive?
2 Rak ur wreg dimezet a zo ereet dre al lezenn ouzh hec'h ozhac'h e-keit ha ma'z eo bev, met mar deu hec'h ozhac'h da vervel, dizereet eo diouzh lezenn an ozhac'h.
2 Porque a mulher casada está ligada pela lei a seu marido enquanto ele viver; mas, se ele morrer, ela está livre da lei do marido.
3 Evel-se eta, mar deu da zimeziñ da ur gwaz all e-pad buhez hec'h ozhac'h, e vo galvet avoultrerez. Met mar deu hec'h ozhac'h da vervel, dieubet eo diouzh al lezenn en hevelep doare ma n'eo ket avoultrerez mar deu da zimeziñ da ur gwaz all.
3 De sorte que, enquanto viver o marido, será chamado adúltera, se for de outro homem; mas, se ele morrer, ela está livre da lei, e assim não será adúltera se for de outro marido.
4 Evel-se, va breudeur, c'hwi ivez a zo deuet marv d'al lezenn dre gorf Krist, evit bezañ da unan all, da lavarout eo d'an hini a zo adsavet a-douez ar re varv, evit ma tougimp frouezh da Zoue.
4 Assim também vós, meus irmãos, fostes mortos quanto à lei mediante o corpo de Cristo, para pertencerdes a outro, àquele que ressurgiu dentre os mortos a fim de que demos fruto para Deus.
5 Rak pa oamp er c'hig, c'hoantegezhioù ar pec'hedoù a laboure en hon izili war-bouez al lezenn, o tougen frouezh d'ar marv.
5 Pois, quando estávamos na carne, as paixões dos pecados, suscitadas pela lei, operavam em nossos membros para darem fruto para a morte.
6 Met bremañ dizereet omp bet diouzh al lezenn, o vezañ marv d'ar pezh a oamp dalc'het dindanañ, en hevelep doare ma servijomp e nevezded ar spered ha nann hervez al lizherenn a zo deuet da vezañ kozh.
6 Mas agora fomos libertos da lei, havendo morrido para aquilo em que estávamos retidos, para servirmos em novidade de espírito, e não na velhice da letra.
7 Petra a lavarimp eta? Hag eo pec'hed al lezenn? N'eo ket! Met ne'm eus anavezet ar pec'hed nemet dre al lezenn. Rak ne'm bije ket anavezet an droukc'hoant ma n'en dije ket al lezenn lavaret: Ne zroukc'hoantai ket.
7 Que diremos pois? É a lei pecado? De modo nenhum. Contudo, eu não conheci o pecado senão pela lei; porque eu não conheceria a concupiscência, se a lei não dissesse: Não cobiçarás.
8 Met ar pec'hed, o kemer an tu eus ar gourc'hemenn, en deus lakaet ennon pep seurt droukc'hoantoù. Rak hep al lezenn, ar pec'hed a zo marv.
8 Mas o pecado, tomando ocasião, pelo mandamento operou em mim toda espécie de concupiscência; porquanto onde não há lei está morto o pecado.
9 Bez' e oan bev gwechall hep lezenn, met ar gourc'hemenn o vezañ deuet, ar pec'hed en deus adkemeret buhez, hag ez on deuet da vervel.
9 E outrora eu vivia sem a lei; mas assim que veio o mandamento, reviveu o pecado, e eu morri;
10 Hag eo en em gavet penaos ar gourc'hemenn, hag a dlee reiñ din ar vuhez, en deus roet din ar marv.
10 e o mandamento que era para vida, esse achei que me era para morte.
11 Rak ar pec'hed, o kemer an tu eus ar gourc'hemenn, en deus tromplet ac'hanon, ha drezañ en deus va lazhet.
11 Porque o pecado, tomando ocasião, pelo mandamento me enganou, e por ele me matou.
12 Al lezenn eta a zo santel, hag ar gourc'hemenn a zo santel, reizh ha mat.
12 De modo que a lei é santa, e o mandamento santo, justo e bom.
13 Ha roet en deus din neuze ar marv ar pezh a zo mat? N'eo ket! Met ar pec'hed eo, evit m'en em ziskouez evel pec'hed en ur reiñ din ar marv dre un dra vat, hag evit ma teu da vezañ gwall bec'her dre ar gourc'hemenn.
13 Logo o bom tornou-se morte para mim? De modo nenhum; mas o pecado, para que se mostrasse pecado, operou em mim a morte por meio do bem; a fim de que pelo mandamento o pecado se manifestasse excessivamente maligno.
14 Rak gouzout a reomp ez eo al lezenn speredel, met me a zo kigel, gwerzhet d'ar pec'hed.
14 Porque bem sabemos que a lei é espiritual; mas eu sou carnal, vendido sob o pecado.
15 Rak n'ouzon ket ar pezh a ran, ober a ran ar pezh na fell ket din, ober a ran ar pezh a gasaan.
15 Pois o que faço, não o entendo; porque o que quero, isso não pratico; mas o que aborreço, isso faço.
16 Hogen, mar gran ar pezh na fell ket din, ec'h anavezan ez eo mat al lezenn.
16 E, se faço o que não quero, consinto com a lei, que é boa.
17 Met bremañ n'eo mui me a ra kement-se, met ar pec'hed a chom ennon.
17 Agora, porém, não sou mais eu que faço isto, mas o pecado que habita em mim.
18 Rak gouzout a ran penaos ar mad ne chom ket ennon, da lavarout eo em c'hig; c'hoant am eus d'ober ar mad, met ne gavan ket ar galloud d'henn ober.
18 Porque eu sei que em mim, isto é, na minha carne, não habita bem algum; com efeito o querer o bem está em mim, mas o efetuá-lo não está.
19 Rak ne ran ket ar mad a fell din, met ober a ran an droug na fell ket din d'ober.
19 Pois não faço o bem que quero, mas o mal que não quero, esse pratico.
20 Mar gran ar pezh na fell ket din, n'eo mui me a ra kement-se, met ar pec'hed a chom ennon.
20 Ora, se eu faço o que não quero, já o não faço eu, mas o pecado que habita em mim.
21 Kavout a ran eta al lezenn-mañ: pa fell din ober ar mad, an droug a zo stag ouzhin.
21 Acho então esta lei em mim, que, mesmo querendo eu fazer o bem, o mal está comigo.
22 Rak kavout a ran plijadur e lezenn Doue hervez an den a-ziabarzh,
22 Porque, segundo o homem interior, tenho prazer na lei de Deus;
23 met gwelout a ran ul lezenn all em izili, ul lezenn a ra brezel a-enep lezenn va c'hlevidigezh hag am dalc'h ereet ouzh lezenn ar pec'hed a zo em izili.
23 mas vejo nos meus membros outra lei guerreando contra a lei do meu entendimento, e me levando cativo à lei do pecado, que está nos meus membros.
24 Paour-kaezh paotr ma'z on! Piv a zieubo ac'hanon eus korf ar marv-mañ?
24 Miserável homem que eu sou! quem me livrará do corpo desta morte?
25 Trugarekaat a ran Doue, dre Jezuz-Krist hon Aotrou! Evel-se eta, me va-unan a servij lezenn Doue dre ar glevidigezh, met lezenn ar pec'hed dre ar c'hig.
25 Graças a Deus, por Jesus Cristo nosso Senhor! De modo que eu mesmo com o entendimento sirvo à lei de Deus, mas com a carne à lei do pecado.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Romanos 7, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.