Mateus 8
Gospels (BRETON) vs VC
1 Pa voe diskennet eus ar menez, ul lod bras a dud a heulias anezhañ.
1 Tendo Jesus descido da montanha, uma grande multidão o seguiu.
2 Ha setu, un den lovr a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c'hellez va glanaat.
2 Eis que um leproso aproximou-se e prostrou-se diante dele, dizendo: Senhor, se queres, podes curar-me.
3 Jezuz a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha diouzhtu e lorgnez a voe glanaet.
3 Jesus estendeu a mão, tocou-o e disse: Eu quero, sê curado. No mesmo instante, a lepra desapareceu.
4 Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen, met kae, en em ziskouez d'ar beleg ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
4 Jesus então lhe disse: Vê que não o digas a ninguém. Vai, porém, mostrar-te ao sacerdote e oferece o dom prescrito por Moisés em testemunho de tua cura.
5 Pa voe antreet Jezuz e Kafarnaoum, ur c'hantener a zeuas d'e gavout,
5 Entrou Jesus em Cafarnaum. Um centurião veio a ele e lhe fez esta súplica:
6 ouzh e bediñ hag o lavarout: Aotrou, va mevel a zo gourvezet em zi, seizet eo hag emañ gwall boaniet.
6 Senhor, meu servo está em casa, de cama, paralítico, e sofre muito.
7 Jezuz a lavaras dezhañ: Mont a rin hag e yac'hain anezhañ.
7 Disse-lhe Jesus: Eu irei e o curarei.
8 Ar c'hantener a respontas: Aotrou, n'on ket dellezek e teufes dindan va zoenn, met lavar ur ger hepken ha va mevel a vo yac'haet.
8 Respondeu o centurião: Senhor, eu não sou digno de que entreis em minha casa. Dizei uma só palavra e meu servo será curado.
9 Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, met dindanon em eus soudarded. Hag e lavaran da unan: Kae! Hag ez a; d'egile: Deus! Hag e teu; ha da'm mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra.
9 Pois eu também sou um subordinado e tenho soldados às minhas ordens. Eu digo a um: Vai, e ele vai; a outro: Vem, e ele vem; e a meu servo: Faze isto, e ele o faz...
10 Jezuz, pa glevas kement-se, a voe souezhet hag a lavaras d'ar re en heulie: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
10 Ouvindo isto, cheio de admiração, disse Jesus aos presentes: Em verdade vos digo: não encontrei semelhante fé em ninguém de Israel.
11 Evel-se e lavaran deoc'h penaos e teuio meur a hini eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol hag a vo ouzh taol e rouantelezh an neñvoù gant Abraham, Izaak ha Jakob,
11 Por isso, eu vos declaro que multidões virão do Oriente e do Ocidente e se assentarão no Reino dos céus com Abraão, Isaac e Jacó,
12 met bugale ar rouantelezh a vo taolet e deñvalijenn an diavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
12 enquanto os filhos do Reino serão lançados nas trevas exteriores, onde haverá choro e ranger de dentes.
13 Neuze Jezuz a lavaras d'ar c'hantener: Kae, ha ra vo graet dit hervez ma ec'h eus kredet. Ha war an eur-se, e vevel a voe yac'haet.
13 Depois, dirigindo-se ao centurião, disse: Vai, seja-te feito conforme a tua fé. Na mesma hora o servo ficou curado.
14 Jezuz, o vezañ deuet da di Pêr, a welas e vamm-gaer war he gwele, klañv gant an derzhienn.
14 Foi então Jesus à casa de Pedro, cuja sogra estava de cama, com febre.
15 O vezañ stoket ouzh he dorn, raktal an derzhienn a yeas kuit diouti. Hi a savas hag a servijas anezho.
15 Tomou-lhe a mão, e a febre a deixou. Ela levantou-se e pôs-se a servi-los.
16 An abardaez o vezañ deuet, e voe degaset dezhañ meur a hini dalc'het gant diaouled. Eñ a gasas kuit ar speredoù dre e c'her hag a yac'haas an holl re a oa klañv,
16 Pela tarde, apresentaram-lhe muitos possessos de demônios. Com uma palavra expulsou ele os espíritos e curou todos os enfermos.
17 evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed: Kemeret en deus e-unan hor mac'hagnoù ha douget en deus hor c'hleñvedoù.
17 Assim se cumpriu a predição do profeta Isaías: Tomou as nossas enfermidades e sobrecarregou-se dos nossos males {Is 53,4}.
18 Jezuz, o welout kalz a dud war e dro, a c'hourc'hemennas tremen en tu all.
18 Certo dia, vendo-se no meio de grande multidão, ordenou Jesus que o levassem para a outra margem do lago.
19 Ur skrib a dostaas hag a lavaras dezhañ: Mestr, me a heulio ac'hanout e kement lec'h ma'z i.
19 Nisto aproximou-se dele um escriba e lhe disse: Mestre, seguir-te-ei para onde quer que fores.
20 Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpañ e benn.
20 Respondeu Jesus: As raposas têm suas tocas e as aves do céu, seus ninhos, mas o Filho do Homem não tem onde repousar a cabeça.
21 Unan all eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, lez ac'hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad.
21 Outra vez um dos seus discípulos lhe disse: Senhor, deixa-me ir primeiro enterrar meu pai.
22 Jezuz a lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon ha lez ar re varv da sebeliañ o re varv.
22 Jesus, porém, lhe respondeu: Segue-me e deixa que os mortos enterrem seus mortos.
23 Pignat a reas en ur vag hag e ziskibien en heulias.
23 Subiu ele a uma barca com seus discípulos.
24 Ha setu, e savas ur barrad gwallamzer bras war ar mor, en hevelep doare ma oa ar vag goloet gant ar c'hoummoù-mor. Hag eñ a gouske.
24 De repente, desencadeou-se sobre o mar uma tempestade tão grande, que as ondas cobriam a barca. Ele, no entanto, dormia.
25 E ziskibien a zeuas hag en dihunas o lavarout: Aotrou, savete ac'hanomp, mont a reomp da goll.
25 Os discípulos achegaram-se a ele e o acordaram, dizendo: Senhor, salva-nos, nós perecemos!
26 Lavarout a reas dezho: Perak hoc'h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c'hourdrouzas d'an avelioù ha d'ar mor, hag e voe ur sioulder bras.
26 E Jesus perguntou: Por que este medo, gente de pouca fé? Então, levantando-se, deu ordens aos ventos e ao mar, e fez-se uma grande calmaria.
27 An dud-se a voe souezhet hag a lavaras: Piv eo hemañ, ma sent zoken an avelioù hag ar mor outañ?
27 Admirados, diziam: Quem é este homem a quem até os ventos e o mar obedecem?
28 Pa voe tremenet en tu all, e bro ar C'hergezeniz, daou zen dalc'het gant diaouled, o tont eus ar bezioù, a zeuas d'e gavout. Ken dañjerus e oant ma ne c'helle den tremen dre an hent-se.
28 No outro lado do lago, na terra dos gadarenos, dois possessos de demônios saíram de um cemitério e vieram-lhe ao encontro. Eram tão furiosos que pessoa alguma ousava passar por ali.
29 Ha setu, e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer?
29 Eis que se puseram a gritar: Que tens a ver conosco, Filho de Deus? Vieste aqui para nos atormentar antes do tempo?
30 Bez' e oa ur vandenn vras a voc'h o peuriñ, ur pennad diouzh eno.
30 Havia, não longe dali, uma grande manada de porcos que pastava.
31 An diaouled en pedas o lavarout: Mar kasez ac'hanomp kuit, lez ac'hanomp da vont er vandenn voc'h-se.
31 Os demônios imploraram a Jesus: Se nos expulsas, envia-nos para aquela manada de porcos.
32 Eñ a lavaras dezho: Kit. Int, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc'h. Ha setu, an holl vandenn en em daolas war red eus al lec'h uhel-se er mor, hag e varvjont en doureier.
32 Ide, disse-lhes. Eles saíram e entraram nos porcos. Nesse instante toda a manada se precipitou pelo declive escarpado para o lago, e morreu nas águas.
33 Ar re o mesae a dec'has kuit hag, o vezañ deuet e kêr, e lavarjont an holl draoù-se hag ar pezh a oa c'hoarvezet gant ar re a oa dalc'het gant an diaouled.
33 Os guardas fugiram e foram contar na cidade o que se tinha passado e o sucedido com os endemoninhados.
34 Ha setu, holl dud kêr a yeas a-raok Jezuz. O vezañ e welet, e pedjont anezhañ da bellaat diouzh o bro.
34 Então a população saiu ao encontro de Jesus. Quando o viu, suplicou-lhe que deixasse aquela região.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Mateus 8, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.