Mateus 7

Gospels (BRETON) vs VC

Sair da comparação
VC Versão Católica
1 Na varnit ket, evit na viot ket barnet.
1 Não julgueis, e não sereis julgados.
2 Rak diouzh ar varn ma varnit e viot barnet, ha diouzh ar muzul ma vuzuilhit e vo muzuliet deoc'h.
2 Porque do mesmo modo que julgardes, sereis também vós julgados e, com a medida com que tiverdes medido, também vós sereis medidos.
3 Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo en da lagad da-unan?
3 Por que olhas a palha que está no olho do teu irmão e não vês a trave que está no teu?
4 Pe, penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, pa ec'h eus un treust en da hini?
4 Como ousas dizer a teu irmão: Deixa-me tirar a palha do teu olho, quando tens uma trave no teu?
5 Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn eus lagad da vreur.
5 Hipócrita! Tira primeiro a trave de teu olho e assim verás para tirar a palha do olho do teu irmão.
6 Na roit ket an traoù santel d'ar chas ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc'h, gant aon n'o mac'hfent hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac'hanoc'h.
6 Não lanceis aos cães as coisas santas, não atireis aos porcos as vossas pérolas, para que não as calquem com os seus pés, e, voltando-se contra vós, vos despedacem.
7 Goulennit hag e vo roet deoc'h, klaskit hag e kavot, skoit hag e vo digoret deoc'h.
7 Pedi e se vos dará. Buscai e achareis. Batei e vos será aberto.
8 Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; an neb a sko, e vez digoret dezhañ.
8 Porque todo aquele que pede, recebe. Quem busca, acha. A quem bate, abrir-se-á.
9 Piv ac'hanoc'h a roio ur maen d'e vab pa c'houlenn digantañ bara?
9 Quem dentre vós dará uma pedra a seu filho, se este lhe pedir pão?
10 Pe mar goulenn ur pesk, a roio dezhañ un naer?
10 E, se lhe pedir um peixe, dar-lhe-á uma serpente?
11 Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neñv a roio traoù mat d'ar re o goulenn digantañ.
11 Se vós, pois, que sois maus, sabeis dar boas coisas a vossos filhos, quanto mais vosso Pai celeste dará boas coisas aos que lhe pedirem.
12 Kement tra a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit eta anezhañ dezho, rak-se eo al lezenn hag ar brofeded.
12 Tudo o que quereis que os homens vos façam, fazei-o vós a eles. Esta é a lei e os profetas.
13 It e-barzh dre an nor strizh. Rak ledan eo an nor ha frank eo an hent a gas d'ar gollidigezh, ha kalz a dud a dremen dre eno.
13 Entrai pela porta estreita, porque larga é a porta e espaçoso o caminho que conduzem à perdição e numerosos são os que por aí entram.
14 Met strizh eo an nor hag enk eo an hent a gas d'ar vuhez, hag ez eus nebeut a dud hag a dremen drezo.
14 Estreita, porém, é a porta e apertado o caminho da vida e raros são os que o encontram.
15 Diwallit diouzh ar fals-profeded a zeu d'ho kavout e gwiskamant deñved, met a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien.
15 Guardai-vos dos falsos profetas. Eles vêm a vós disfarçados de ovelhas, mas por dentro são lobos arrebatadores.
16 O anavezout a reot diouzh o frouezh. Ha dastum a reer rezin diwar spern pe fiez diwar askol?
16 Pelos seus frutos os conhecereis. Colhem-se, porventura, uvas dos espinhos e figos dos abrolhos?
17 Evel-se pep gwezenn vat a zoug frouezh mat, met pep gwezenn fall a zoug frouezh fall.
17 Toda árvore boa dá bons frutos; toda árvore má dá maus frutos.
18 Ur wezenn vat ne c'hell ket dougen frouezh fall, hag ur wezenn fall ne c'hell ket dougen frouezh mat.
18 Uma árvore boa não pode dar maus frutos; nem uma árvore má, bons frutos.
19 Pep gwezenn na zoug ket frouezh mat a zo troc'het ha taolet en tan.
19 Toda árvore que não der bons frutos será cortada e lançada ao fogo.
20 O anavezout a reot eta diouzh o frouezh.
20 Pelos seus frutos os conhecereis.
21 Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n'aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù.
21 Nem todo aquele que me diz: Senhor, Senhor, entrará no Reino dos céus, mas sim aquele que faz a vontade de meu Pai que está nos céus.
22 Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n'hon eus ket profedet ez anv? Ha n'hon eus ket kaset kuit an diaouled ez anv? Ha n'hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv?
22 Muitos me dirão naquele dia: Senhor, Senhor, não pregamos nós em vosso nome, e não foi em vosso nome que expulsamos os demônios e fizemos muitos milagres?
23 Neuze e lavarin sklaer dezho: Biskoazh ne'm eus hoc'h anavezet, en em dennit diouzhin, c'hwi hag en em ro d'an direizhder.
23 E, no entanto, eu lhes direi: Nunca vos conheci. Retirai-vos de mim, operários maus!
24 Piv bennak eta a glev ar gerioù-mañ a lavaran hag a sent outo, a lakain heñvel ouzh un den fur en deus savet e di war ar roc'h.
24 Aquele, pois, que ouve estas minhas palavras e as põe em prática é semelhante a um homem prudente, que edificou sua casa sobre a rocha.
25 Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se, ha n'eo ket kouezhet abalamour ma oa diazezet war ar roc'h.
25 Caiu a chuva, vieram as enchentes, sopraram os ventos e investiram contra aquela casa; ela, porém, não caiu, porque estava edificada na rocha.
26 Met piv bennak a glev ar gerioù-mañ a lavaran ha na sent ket outo, a vo heñvel ouzh un den diskiant en deus savet e di war an traezh.
26 Mas aquele que ouve as minhas palavras e não as põe em prática é semelhante a um homem insensato, que construiu sua casa na areia.
27 Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se, ha kouezhet eo ha bras eo bet e ziskar.
27 Caiu a chuva, vieram as enchentes, sopraram os ventos e investiram contra aquela casa; ela caiu e grande foi a sua ruína.
28 P'en doe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-mañ, ar bobl a voe souezhet gant e gelennadurezh,
28 Quando Jesus terminou o discurso, a multidão ficou impressionada com a sua doutrina.
29 rak o deskiñ a rae evel unan a oa galloud gantañ, ha nann evel ar skribed.
29 Com efeito, ele a ensinava como quem tinha autoridade e não como os seus escribas.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Mateus 7, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.