Mateus 6

Gospels (BRETON) vs VC

Sair da comparação
VC Versão Católica
1 Lakait evezh na rafec'h hoc'h aluzen dirak an dud evit bezañ gwelet ganto, anez n'ho po ket a c'hopr digant ho Tad a zo en neñvoù.
1 Guardai-vos de fazer vossas boas obras diante dos homens, para serdes vistos por eles. Do contrário, não tereis recompensa junto de vosso Pai que está no céu.
2 Pa ri eta aluzen, na son ket an drompilh a-raok ac'hanout, evel ma ra ar bilpouzed er sinagogennoù hag er straedoù, evit resev gloar digant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.
2 Quando, pois, dás esmola, não toques a trombeta diante de ti, como fazem os hipócritas nas sinagogas e nas ruas, para serem louvados pelos homens. Em verdade eu vos digo: já receberam sua recompensa.
3 Met pa rez aluzen, gra na ouezo ket da zorn kleiz ar pezh a ra da zorn dehou,
3 Quando deres esmola, que tua mão esquerda não saiba o que fez a direita.
4 evit ma vo da aluzen graet e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh, en rento dit dirak an holl.
4 Assim, a tua esmola se fará em segredo; e teu Pai, que vê o escondido, recompensar-te-á.
5 Pa bedez, na ra ket evel ar bilpouzed, rak e karont pediñ en o sav er sinagogennoù hag e kornioù ar straedoù, evit bezañ gwelet gant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.
5 Quando orardes, não façais como os hipócritas, que gostam de orar de pé nas sinagogas e nas esquinas das ruas, para serem vistos pelos homens. Em verdade eu vos digo: já receberam sua recompensa.
6 Met pa bedez, kae ez kambr, hag, o vezañ serret an nor, ped da Dad a zo e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh, en rento dit dirak an holl.
6 Quando orares, entra no teu quarto, fecha a porta e ora ao teu Pai em segredo; e teu Pai, que vê num lugar oculto, recompensar-te-á.
7 Pa bedit, n'en em servijit ket a adlavarioù aner evel ar baganed, rak e kredont ez eo dre galz a gomzoù e vint selaouet.
7 Nas vossas orações, não multipliqueis as palavras, como fazem os pagãos que julgam que serão ouvidos à força de palavras.
8 Na vezit ket eta heñvel outo, rak ho Tad a oar petra hoc'h eus ezhomm a-raok ma c'houlennit digantañ.
8 Não os imiteis, porque vosso Pai sabe o que vos é necessário, antes que vós lho peçais.
9 C'hwi eta, pedit evel-henn: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv,
9 Eis como deveis rezar: PAI NOSSO, que estais no céu, santificado seja o vosso nome;
10 ra zeuio da rouantelezh, ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv,
10 venha a nós o vosso Reino; seja feita a vossa vontade, assim na terra como no céu.
11 ro deomp hiziv hor bara pemdeziek,
11 O pão nosso de cada dia nos dai hoje;
12 pardon deomp hor pec'hedoù evel ma pardonomp ivez d'ar re o deus manket ouzhimp,
12 perdoai-nos as nossas ofensas, assim como nós perdoamos aos que nos ofenderam;
13 ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.
13 e não nos deixeis cair em tentação, mas livrai-nos do mal.
14 Rak mar pardonit d'an dud o mankoù, ho Tad neñvel a bardono ivez deoc'h.
14 Porque, se perdoardes aos homens as suas ofensas, vosso Pai celeste também vos perdoará.
15 Met ma ne bardonit ket d'an dud o mankoù, ho Tad ne bardono ket kennebeut deoc'h ho re.
15 Mas se não perdoardes aos homens, tampouco vosso Pai vos perdoará.
16 Pa yunit, na gemerit ket ur min trist evel ar bilpouzed, rak e tispennont o dremm evit diskouez d'an dud e yunont. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.
16 Quando jejuardes, não tomeis um ar triste como os hipócritas, que mostram um semblante abatido para manifestar aos homens que jejuam. Em verdade eu vos digo: já receberam sua recompensa.
17 Met pa yunez, laka c'hwezh-vat war da benn ha gwalc'h da zremm,
17 Quando jejuares, perfuma a tua cabeça e lava o teu rosto.
18 evit na vo ket gwelet gant an dud e yunez, met hepken gant da Dad a zo e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh, en rento dit dirak an holl.
18 Assim, não parecerá aos homens que jejuas, mas somente a teu Pai que está presente ao oculto; e teu Pai, que vê num lugar oculto, recompensar-te-á.
19 Na zastumit ket deoc'h teñzorioù war an douar, e-lec'h ma'z int distrujet gant ar preñved ha gant ar mergl, hag e-lec'h ma toull al laeron ha ma skrapont,
19 Não ajunteis para vós tesouros na terra, onde a ferrugem e as traças corroem, onde os ladrões furtam e roubam.
20 met dastumit deoc'h teñzorioù en neñv, e-lec'h n'int distrujet na gant ar mergl na gant ar preñved, hag e-lec'h na doull ket al laeron ha na skrapont ket.
20 Ajuntai para vós tesouros no céu, onde não os consomem nem as traças nem a ferrugem, e os ladrões não furtam nem roubam.
21 Rak el lec'h ma'z emañ ho teñzor, eno ivez e vo ho kalon.
21 Porque onde está o teu tesouro, lá também está teu coração.
22 Al lagad eo lamp ar c'horf. Mar d-eo eta da lagad yac'h, da holl gorf a vo sklêrijennet,
22 O olho é a luz do corpo. Se teu olho é são, todo o teu corpo será iluminado.
23 met mar d-eo fall da lagad, da holl gorf a vo en deñvalijenn. Mar d-eo eta teñval ar sklêrijenn a zo ennout, pegen bras e vo an deñvalijenn-se!
23 Se teu olho estiver em mau estado, todo o teu corpo estará nas trevas. Se a luz que está em ti são trevas, quão espessas deverão ser as trevas!
24 Den ebet ne c'hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
24 Ninguém pode servir a dois senhores, porque ou odiará a um e amará o outro, ou dedicar-se-á a um e desprezará o outro. Não podeis servir a Deus e à riqueza.
25 Abalamour da-se e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot pe a evot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n'eo ket muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf muioc'h eget an dilhad?
25 Portanto, eis que vos digo: não vos preocupeis por vossa vida, pelo que comereis, nem por vosso corpo, pelo que vestireis. A vida não é mais do que o alimento e o corpo não é mais que as vestes?
26 Sellit ouzh laboused an neñv: ne hadont ha ne vedont ket, ne zastumont netra er solieroù, hag ho Tad neñvel a vag anezho. Ha ne dalvezit ket kalz muioc'h egeto?
26 Olhai as aves do céu: não semeiam nem ceifam, nem recolhem nos celeiros e vosso Pai celeste as alimenta. Não valeis vós muito mais que elas?
27 Piv ac'hanoc'h, gant e holl nec'h, a c'hellfe kreskiñ e vent eus un ilinad (~ 50 cm)?
27 Qual de vós, por mais que se esforce, pode acrescentar um só côvado à duração de sua vida?
28 Perak ivez oc'h nec'het diwar-benn ho tilhad? Sellit penaos e kresk lili ar parkeier, ne labouront ket ha ne nezont ket,
28 E por que vos inquietais com as vestes? Considerai como crescem os lírios do campo; não trabalham nem fiam.
29 koulskoude e lavaran deoc'h penaos Salomon e-unan, en e holl c'hloar, n'eo ket bet gwisket evel unan anezho.
29 Entretanto, eu vos digo que o próprio Salomão no auge de sua glória não se vestiu como um deles.
30 Mar gwisk eta Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h, tud a nebeut a feiz?
30 Se Deus veste assim a erva dos campos, que hoje cresce e amanhã será lançada ao fogo, quanto mais a vós, homens de pouca fé?
31 Na vezit ket nec'het, o lavarout: Petra a zebrimp? Petra a evimp? Gant petra e vimp gwisket?
31 Não vos aflijais, nem digais: Que comeremos? Que beberemos? Com que nos vestiremos?
32 Rak ar baganed eo ar re a glask an holl draoù-se. Ho Tad neñvel a oar hoc'h eus ezhomm eus an holl draoù-se.
32 São os pagãos que se preocupam com tudo isso. Ora, vosso Pai celeste sabe que necessitais de tudo isso.
33 Met klaskit da gentañ rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc'h ouzhpenn.
33 Buscai em primeiro lugar o Reino de Deus e a sua justiça e todas estas coisas vos serão dadas em acréscimo.
34 Na vezit ket eta nec'het gant an deiz war-lerc'h, rak an deiz war-lerc'h a gemero preder anezhañ e-unan. Da bep devezh eo a-walc'h e boan.
34 Não vos preocupeis, pois, com o dia de amanhã: o dia de amanhã terá as suas preocupações próprias. A cada dia basta o seu cuidado.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Mateus 6, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.