Mateus 2

Gospels (BRETON) vs ARIB

Sair da comparação
ARIB Almeida Revisada Imprensa Bíblica
1 Jezuz o vezañ bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu, e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem,
1 Tendo, pois, nascido Jesus em Belém da Judéia, no tempo do rei Herodes, eis que vieram do oriente a Jerusalém uns magos que perguntavam:
2 en ur lavarout: Pelec'h emañ an hini a zo ganet da roue d'ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol ha deuet omp d'e azeuliñ.
2 Onde está aquele que é nascido rei dos judeus? pois do oriente vimos a sua estrela e viemos adorá-lo.
3 Pa glevas ar roue Herodez kement-se, e voe trubuilhet, hag holl Jeruzalem gantañ.
3 O rei Herodes, ouvindo isso, perturbou-se, e com ele toda a Jerusalém;
4 O vezañ dastumet an holl veleien vras ha skribed ar bobl, e c'houlennas diganto pelec'h e tlee bezañ ganet ar C'hrist.
4 e, reunindo todos os principais sacerdotes e os escribas do povo, perguntava-lhes onde havia de nascer o Cristo.
5 Int a lavaras dezhañ: E Betlehem Judea, rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed:
5 Responderam-lhe eles: Em Belém da Judéia; pois assim está escrito pelo profeta:
6 Ha te, Betlehem, douar Juda, n'out ket an disterañ e-touez kêrioù pennañ Juda, rak ac'hanout eo e teuio ur penn a reno va fobl Israel.
6 E tu, Belém, terra de Judá, de modo nenhum és a menor entre as principais cidades de Judá; porque de ti sairá o Guia que há de apascentar o meu povo de Israel.
7 Neuze Herodez, o vezañ galvet ar majed e-kuzh, a c'houlennas gant preder diganto e pe amzer e oa en em ziskouezet ar steredenn.
7 Então Herodes chamou secretamente os magos, e deles inquiriu com precisão acerca do tempo em que a estrela aparecera;
8 Hag, o kas anezho da Vetlehem, e lavaras: It ha goulennit gant preder pelec'h emañ ar bugel bihan. Pa ho po e gavet, roit din da anavezout evit ma'z in me ivez d'e azeuliñ.
8 e enviando-os a Belém, disse-lhes: Ide, e perguntai diligentemente pelo menino; e, quando o achardes, participai-mo, para que também eu vá e o adore.
9 Ar re-mañ, goude bezañ klevet ar roue, a yeas kuit. Ha setu, ar steredenn o doa gwelet er sav-heol a yae en o raok, betek ma teuas ha ma chomas a-us d'ul lec'h ma oa ar bugel bihan.
9 Tendo eles, pois, ouvido o rei, partiram; e eis que a estrela que tinham visto quando no oriente ia adiante deles, até que, chegando, se deteve sobre o lugar onde estava o menino.
10 Pa weljont ar steredenn, e voe karget o c'halonoù gant levenez.
10 Ao verem eles a estrela, regozijaram-se com grande alegria.
11 O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel bihan gant Mari e vamm hag, oc'h en em stouiñ d'an douar, ec'h azeuljont anezhañ. Ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.
11 E entrando na casa, viram o menino com Maria sua mãe e, prostrando-se, o adoraram; e abrindo os seus tesouros, ofertaram-lhe dádivas: ouro incenso e mirra.
12 O vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, ne zistrojont ket da gavout Herodez. Mont a rejont d'o bro dre un hent all.
12 Ora, sendo por divina revelação avisados em sonhos para não voltarem a Herodes, regressaram à sua terra por outro caminho.
13 Goude ma oant aet kuit, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas da Jozef dre un huñvre, en ur lavarout: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, tec'h en Ejipt, ha chom eno betek e lavarin dit, rak Herodez a glasko ar bugel bihan evit e lakaat d'ar marv.
13 E, havendo eles se retirado, eis que um anjo do Senhor apareceu a José em sonho, dizendo: Levanta-te, toma o menino e sua mãe, foge para o Egito, e ali fica até que eu te fale; porque Herodes há de procurar o menino para o matar.
14 Eñ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm e-pad an noz, hag en em dennas en Ejipt.
14 Levantou-se, pois, tomou de noite o menino e sua mãe, e partiu para o Egito.
15 Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed: Galvet em eus va mab eus an Ejipt.
15 e lá ficou até a morte de Herodes, para que se cumprisse o que fora dito da parte do Senhor pelo profeta: Do Egito chamei o meu Filho.
16 Neuze Herodez, o welout o doa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras hag a gasas da lazhañ e Betlehem hag en e vro a-bezh an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc'h, hervez an amzer en doa goulennet gant preder digant ar majed.
16 Cumpriu-se então o que fora dito pelo profeta Jeremias:
17 Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Jeremia:
17 — ausente —
18 Garmoù a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù, gouelvan ha klemmvanoù bras, Rachel o ouelañ he bugale, ha ne fellas ket dezhi bezañ dic'hlac'haret, abalamour n'emaint mui.
18 Em Ramá se ouviu uma voz, lamentação e grande pranto: Raquel chorando os seus filhos, e não querendo ser consolada, porque eles já não existem.
19 Goude marv Herodez, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas da Jozef en Ejipt dre un huñvre,
19 Mas tendo morrido Herodes, eis que um anjo do Senhor apareceu em sonho a José no Egito,
20 o lavarout: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, ha kae da vro Israel, rak ar re a glaske ar bugel bihan evit e lazhañ a zo marv.
20 dizendo: Levanta-te, toma o menino e sua mãe e vai para a terra de Israel; porque já morreram os que procuravam a morte do menino.
21 Hemañ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm, hag a zeuas e bro Israel.
21 Então ele se levantou, tomou o menino e sua mãe e foi para a terra de Israel.
22 Met, pa glevas e rene Arkelauz e Judea e-lec'h e dad Herodez, en doe aon da vont di. O vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, en em dennas e kostezioù Galilea.
22 Ouvindo, porém, que Arquelau reinava na Judéia em lugar de seu pai Herodes, temeu ir para lá; mas avisado em sonho por divina revelação, retirou-se para as regiões da Galiléia,
23 Dont a reas da chom en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.
23 e foi habitar numa cidade chamada Nazaré; para que se cumprisse o que fora dito pelos profetas: Ele será chamado nazareno.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Mateus 2, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.