Mateus 28
Gospels (BRETON) vs ACF
1 Pa voe tremenet ar sabad, da darzh an deiz kentañ eus ar sizhun, e teuas Mari a Vagdala hag ar Vari all da welout ar bez.
1 E, no fim do sábado, quando já despontava o primeiro dia da semana, Maria Madalena e a outra Maria foram ver o sepulcro.
2 Ha setu, e c'hoarvezas ur c'hren-douar bras, rak un ael eus an Aotrou a ziskennas eus an neñv, a zeuas da ruilhañ ar maen a-zirak an nor hag a azezas warnañ.
2 E eis que houvera um grande terremoto, porque um anjo do Senhor, descendo do céu, chegou, removendo a pedra da porta, e sentou-se sobre ela.
3 E neuz a oa evel ul luc'hedenn hag e zilhad gwenn evel an erc'h.
3 E o seu aspecto era como um relâmpago, e as suas vestes brancas como neve.
4 Ar warded a grenas gant ar spont dirazañ hag a zeuas evel tud varv.
4 E os guardas, com medo dele, ficaram muito assombrados, e como mortos.
5 Met an ael a lavaras d'ar gwragez: Evidoc'h, n'ho pet ket aon, rak gouzout a ran e klaskit Jezuz, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz.
5 Mas o anjo, respondendo, disse às mulheres: Não tenhais medo; pois eu sei que buscais a Jesus, que foi crucificado.
6 N'emañ ket amañ, rak adsavet eo a varv hervez m'en doa lavaret. Deuit ha gwelit al lec'h ma oa gourvezet an Aotrou,
6 Ele não está aqui, porque já ressuscitou, como havia dito. Vinde, vede o lugar onde o Senhor jazia.
7 hag it raktal ha lavarit d'e ziskibien penaos eo adsavet a-douez ar re varv. Ha setu, ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot. Setu, em eus henn lavaret deoc'h.
7 Ide pois, imediatamente, e dizei aos seus discípulos que já ressuscitou dentre os mortos. E eis que ele vai adiante de vós para a Galiléia; ali o vereis. Eis que eu vo-lo tenho dito.
8 Mont a rejont raktal er-maez eus ar bez, gant spont ha levenez vras, hag e redjont da zisklêriañ kement-se d'e ziskibien.
8 E, saindo elas pressurosamente do sepulcro, com temor e grande alegria, correram a anunciá-lo aos seus discípulos.
9 Hag evel ma'z aent da gemenn kement-se d'e ziskibien, setu, Jezuz a zeuas a-ziarbenn dezho hag a lavaras: Salud deoc'h. Hag int, o tostaat, a bokas d'e dreid hag a azeuljont anezhañ.
9 E, indo elas a dar as novas aos seus discípulos, eis que Jesus lhes sai ao encontro, dizendo: Eu vos saúdo. E elas, chegando, abraçaram os seus pés, e o adoraram.
10 Neuze Jezuz a lavaras dezho: N'ho pet ket aon, it ha lavarit da'm breudeur mont e Galilea, eno eo e welint ac'hanon.
10 Então Jesus disse-lhes: Não temais; ide dizer a meus irmãos que vão à Galiléia, e lá me verão.
11 Pa voent aet kuit, setu, lod eus ar warded a zeuas e kêr hag a zisklêrias d'ar veleien vras kement a oa c'hoarvezet.
11 E, quando iam, eis que alguns da guarda, chegando à cidade, anunciaram aos príncipes dos sacerdotes todas as coisas que haviam acontecido.
12 Ar re mañ, o vezañ en em zastumet gant an henaourien ha goude bezañ en em guzuliet, a roas kalz a arc'hant d'ar soudarded,
12 E, congregados eles com os anciãos, e tomando conselho entre si, deram muito dinheiro aos soldados,
13 o lavarout: Lavarit: Deuet eo e ziskibien e-pad an noz hag e laeret o deus e-keit ha ma oamp kousket.
13 Dizendo: Dizei: Vieram de noite os seus discípulos e, dormindo nós, o furtaram.
14 Mar deu ar gouarnour da glevout kement-se, ni a c'hounezo anezhañ hag a denno ac'hanoc'h a boan.
14 E, se isto chegar a ser ouvido pelo presidente, nós o persuadiremos, e vos poremos em segurança.
15 Int, o vezañ kemeret an arc'hant, a reas evel ma oa bet lavaret dezho. Hag ar vrud-se a zo bet en em skuilhet e-touez ar Yuzevien betek hiziv.
15 E eles, recebendo o dinheiro, fizeram como estavam instruídos. E foi divulgado este dito entre os judeus, até ao dia de hoje.
16 Neuze an unnek diskibl a yeas e Galilea, war ar menez en doa Jezuz gourc'hemennet dezho en em gavout.
16 E os onze discípulos partiram para a Galiléia, para o monte que Jesus lhes tinha designado.
17 Pa en gweljont, ec'h azeuljont anezhañ. Met darn a zouetas.
17 E, quando o viram, o adoraram; mas alguns duvidaram.
18 Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.
18 E, chegando-se Jesus, falou-lhes, dizendo: É-me dado todo o poder no céu e na terra.
19 It eta, kelennit an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,
19 Portanto ide, fazei discípulos de todas as nações, batizando-os em nome do Pai, e do Filho, e do Espírito Santo;
20 hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc'hemennet deoc'h. Ha setu, emaon ganeoc'h bemdez betek fin ar bed. Amen.
20 Ensinando-os a guardar todas as coisas que eu vos tenho mandado; e eis que eu estou convosco todos os dias, até a consumação dos séculos. Amém.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Mateus 28, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.