Mateus 27
Gospels (BRETON) vs ARIB
1 Pa voe deuet ar mintin, an holl veleien vras hag henaourien ar bobl en em guzulias a-enep Jezuz evit e lakaat d'ar marv.
1 Ora, chegada a manhã, todos os principais sacerdotes e os anciãos do povo entraram em conselho contra Jesus, para o matarem;
2 O vezañ e ereet, en degasjont hag en lakajont etre daouarn Poñs-Pilat, ar gouarnour.
2 e, maniatando-o, levaram-no e o entregaram a Pilatos, o governador.
3 Neuze Judaz, an hini en doa e zroukroet, o welout penaos e oa kondaonet, a zeuas keuz dezhañ hag a zegasas an tregont pezh arc'hant d'ar veleien vras ha d'an henaourien,
3 Então Judas, aquele que o traíra, vendo que Jesus fora condenado, devolveu, compungido, as trinta moedas de prata aos anciãos, dizendo:
4 o lavarout: Pec'het em eus o troukreiñ ar gwad didamall. Met int a lavaras dezhañ: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit.
4 Pequei, traindo o sangue inocente. Responderam eles: Que nos importa? Seja isto lá contigo.
5 Goude m'en doe taolet ar pezhioù arc'hant en templ, ez eas kuit hag en em grougas.
5 E tendo ele atirado para dentro do santuário as moedas de prata, retirou-se, e foi enforcar-se.
6 Ar veleien vras o dastumas hag a lavaras: N'eo ket aotreet o lakaat en teñzor, dre ma'z int priz ar gwad.
6 Os principais sacerdotes, pois, tomaram as moedas de prata, e disseram: Não é lícito metê-las no cofre das ofertas, porque é preço de sangue.
7 Hag o vezañ en em guzuliet, e prenjont park ar poder evit beziañ an diavaezidi.
7 E, tendo deliberado em conselho, compraram com elas o campo do oleiro, para servir de cemitério para os estrangeiros.
8 Setu perak eo bet galvet ar park-se Park ar Gwad betek hiziv.
8 Por isso tem sido chamado aquele campo, até o dia de hoje, Campo de Sangue.
9 Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Jeremia ar profed: Kemeret o deus an tregont pezh arc'hant, gwerzh an hini a zo bet lakaet e briz, an hini a zo bet lakaet e briz gant mibien Israel,
9 Cumpriu-se, então, o que foi dito pelo profeta Jeremias: Tomaram as trinta moedas de prata, preço do que foi avaliado, a quem certos filhos de Israel avaliaram,
10 hag o rojont evit park ar poder, evel m'en deus an Aotrou urzhiet din.
10 e deram-nas pelo campo do oleiro, assim como me ordenou o Senhor.
11 Jezuz a voe kaset dirak ar gouarnour. Ar gouarnour a reas ar goulenn-mañ outañ: Ha bez' out roue ar Yuzevien? Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Te en lavar.
11 Jesus, pois, ficou em pé diante do governador; e este lhe perguntou: És tu o rei dos judeus? Respondeu-lhe Jesus: É como dizes.
12 Met pa voe tamallet gant ar veleien vras ha gant an henaourien, ne respontas netra.
12 Mas ao ser acusado pelos principais sacerdotes e pelos anciãos, nada respondeu.
13 Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Ha ne glevez ket pegement a draoù a damallont dit?
13 Perguntou-lhe então Pilatos: Não ouves quantas coisas testificam contra ti?
14 Ha ne respontas ket ur ger dezhañ, en hevelep doare ma oa ar gouarnour souezhet meurbet.
14 E Jesus não lhe respondeu a uma pergunta sequer; de modo que o governador muito se admirava.
15 Ar gouarnour en doa ar c'hiz, d'ar gouel-mañ, da leuskel d'ar bobl an hini eus ar brizonidi a c'houlennent.
15 Ora, por ocasião da festa costumava o governador soltar um preso, escolhendo o povo aquele que quisesse.
16 Bez' e oa neuze ur prizoniad brudet-bras, a c'halved Barabbaz.
16 Nesse tempo tinham um preso notório, chamado Barrabás.
17 Evel ma oant dastumet, Pilat a lavaras dezho: Pehini a fell deoc'h e laoskfen deoc'h, Barabbaz, pe Jezuz a c'halver Krist?
17 Portanto, estando o povo reunido, perguntou-lhe Pilatos: Qual quereis que vos solte? Barrabás, ou Jesus, chamado o Cristo?
18 Rak anavezout a rae e oa dre avi o doa e lakaet etre e zaouarn.
18 Pois sabia que por inveja o haviam entregado.
19 E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezhañ: Ra ne vo netra etre an den reizh-se ha te, rak gwall boaniet on bet hiziv, dre un hunvre, abalamour dezhañ.
19 E estando ele assentado no tribunal, sua mulher mandou dizer-lhe: Não te envolvas na questão desse justo, porque muito sofri hoje em sonho por causa dele.
20 Met ar veleien vras hag an henaourien a alias ar bobl da c'houlenn Barabbaz ha da lakaat Jezuz d'ar marv.
20 Mas os principais sacerdotes e os anciãos persuadiram as multidões a que pedissem Barrabás e fizessem morrer Jesus.
21 Ar gouarnour, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: Pehini an daou a fell deoc'h e laoskfen deoc'h? Int a lavaras: Barabbaz.
21 O governador, pois, perguntou-lhes: Qual dos dois quereis que eu vos solte? E disseram: Barrabás.
22 Pilat a lavaras dezho: Petra a rin eta eus Jezuz a c'halver Krist? Holl a lavarjont dezhañ: Ra vo staget ouzh ar groaz!
22 Tornou-lhes Pilatos: Que farei então de Jesus, que se chama Cristo? Disseram todos: Seja crucificado.
23 Ar gouarnour a lavaras: Peseurt droug eta en deus graet? Hag e krient kreñvoc'h o lavarout: Ra vo staget ouzh ar groaz!
23 Pilatos, porém, disse: Pois que mal fez ele? Mas eles clamavam ainda mais: Seja crucificado.
24 Pilat, o welout penaos ne c'houneze netra met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc'has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ. Ouzhoc'h-c'hwi e sell kement-se.
24 Ao ver Pilatos que nada conseguia, mas pelo contrário que o tumulto aumentava, mandando trazer água, lavou as mãos diante da multidão, dizendo: Sou inocente do sangue deste homem; seja isso lá convosco.
25 Hag an holl bobl a respontas: Ra gouezho e wad warnomp ha war hor bugale!
25 E todo o povo respondeu: O seu sangue caia sobre nós e sobre nossos filhos.
26 Neuze e laoskas dezho Barrabaz ha, goude bezañ lakaet Jezuz da vezañ skourjezet, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.
26 — ausente —
27 Neuze soudarded ar gouarnour a zegasas Jezuz er pretordi hag a zastumas en-dro dezhañ an holl strollad.
27 Nisso os soldados do governador levaram Jesus ao pretório, e reuniram em torno dele toda a corte.
28 O vezañ e ziwisket, e lakajont warnañ ur vantell ruz-tane.
28 E, despindo-o, vestiram-lhe um manto escarlate;
29 O vezañ gweet ur gurunenn spern, e lakajont anezhi war e benn, gant ur gorzenn en e zorn dehou, hag, o plegañ o glin dirazañ, e raent goap anezhañ o lavarout: Salud, Roue ar Yuzevien!
29 e tecendo uma coroa de espinhos, puseram-lha na cabeça, e na mão direita uma cana, e ajoelhando-se diante dele, o escarneciam, dizendo: Salve, rei dos judeus!
30 O vezañ krañchet outañ, e kemerjont ar gorzenn hag e skojont ganti war e benn.
30 E, cuspindo nele, tiraram-lhe a cana, e davam-lhe com ela na cabeça.
31 Goude bezañ graet goap anezhañ, e lamjont ar vantell diwarnañ, e wiskjont dezhañ e zilhad en-dro hag e kasjont anezhañ evit e stagañ ouzh ar groaz.
31 Depois de o terem escarnecido, despiram-lhe o manto, puseram-lhe as suas vestes, e levaram-no para ser crucificado.
32 Pa'z ejont er-maez, e kavjont un den eus Siren, anvet Simon, hag e redijont anezhañ da zougen e groaz.
32 Ao saírem, encontraram um homem cireneu, chamado Simão, a quem obrigaram a levar a cruz de Jesus.
33 O vezañ erruet en ul lec'h anvet Golgota, da lavarout eo: Lec'h ar C'hlopenn,
33 Quando chegaram ao lugar chamado Gólgota, que quer dizer, lugar da Caveira,
34 e rojont dezhañ da evañ gwinegr mesket gant bestl. Ha p'en doe tañvaet, ne fellas ket dezhañ evañ.
34 deram-lhe a beber vinho misturado com fel; mas ele, provando-o, não quis beber.
35 Goude bezañ e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d'ar sord, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Lodennet o deus va dilhad ha taolet o deus va sae d'ar sord.
35 Então, depois de o crucificarem, repartiram as vestes dele, lançando sortes, {para que se cumprisse o que foi dito pelo profeta: Repartiram entre si as minhas vestes, e sobre a minha túnica deitaram sortes.}
36 Hag, o vezañ azezet, e tiwallent anezhañ eno.
36 E, sentados, ali o guardavam.
37 Lakaat a rejont a-us d'e benn abeg e gondaonidigezh dre ar skrid: HEMAÑ EO JEZUZ, ROUE AR YUZEVIEN.
37 Puseram-lhe por cima da cabeça a sua acusação escrita: ESTE É JESUS, O REI DOS JUDEUS.
38 Kroazstaget e voe gantañ daou laer, unan a-zehou hag egile a-gleiz dezhañ.
38 Então foram crucificados com ele dois salteadores, um à direita, e outro à esquerda.
39 Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn
39 E os que iam passando blasfemavam dele, meneando a cabeça
40 hag o lavarout: Te hag a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, en em savete da-unan! Mar d-out Mab Doue, diskenn eus ar groaz!
40 e dizendo: Tu, que destróis o santuário e em três dias o reedificas, salva-te a ti mesmo; se és Filho de Deus, desce da cruz.
41 Evel-se ivez, ar veleien vras gant ar skribed hag an henaourien, a lavare en ur c'hoapaat:
41 De igual modo também os principais sacerdotes, com os escribas e anciãos, escarnecendo, diziam:
42 Saveteet en deus ar re all ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan. Mar d-eo roue Israel, ra ziskenno bremañ eus ar groaz hag e kredimp anezhañ.
42 A outros salvou; a si mesmo não pode salvar. Rei de Israel é ele; desça agora da cruz, e creremos nele;
43 En em fiziout a rae e Doue, ra zieubo Doue anezhañ bremañ mar kar anezhañ, rak lavaret en deus: Me eo Mab Doue.
43 confiou em Deus, livre-o ele agora, se lhe quer bem; porque disse: Sou Filho de Deus.
44 Al laeron ivez, a oa kroazstaget gantañ, a rae dezhañ an hevelep rebechoù.
44 O mesmo lhe lançaram em rosto também os salteadores que com ele foram crucificados.
45 Hogen adalek ar c'hwec'hvet eur e voe teñvalijenn war ar vro holl, betek an navet eur.
45 E, desde a hora sexta, houve trevas sobre toda a terra, até a hora nona.
46 War-dro an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv, o lavarout: Eli, Eli, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec'h eus va dilezet?
46 Cerca da hora nona, bradou Jesus em alta voz, dizendo: Eli, Eli, lamá sabactani; isto é, Deus meu, Deus meu, por que me desamparaste?
47 Hiniennoù eus ar re a oa eno, o vezañ e glevet, a lavaras: Setu e c'halv Elia.
47 Alguns dos que ali estavam, ouvindo isso, diziam: Ele chama por Elias.
48 Raktal, unan anezho a redas, a gemeras ur spoueenn hag, o vezañ he leuniet a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn hag he roas dezhañ da evañ.
48 E logo correu um deles, tomou uma esponja, ensopou-a em vinagre e, pondo-a numa cana, dava-lhe de beber.
49 Ar re all a lavare: Lez, gwelomp hag-eñ e teuio Elia d'e saveteiñ.
49 Os outros, porém, disseram: Deixa, vejamos se Elias vem salvá-lo.
50 Jezuz, o vezañ kriet adarre gant ur vouezh kreñv, a rentas e spered.
50 De novo bradou Jesus com grande voz, e entregou o espírito.
51 Ha setu, gouel an templ a rogas e div adalek krec'h betek traoñ, an douar a grenas, ar reier a frailhas,
51 E eis que o véu do santuário se rasgou em dois, de alto a baixo; a terra tremeu, as pedras se fenderam,
52 ar bezioù a zigoras ha meur a gorf eus ar sent a oa marv a adsavas a varv,
52 os sepulcros se abriram, e muitos corpos de santos que tinham dormido foram ressuscitados;
53 hag, o vezañ aet er-maez eus o bezioù goude e adsavidigezh a varv ez ejont er gêr santel hag en em ziskouezjont da galz.
53 e, saindo dos sepulcros, depois da ressurreição dele, entraram na cidade santa, e apareceram a muitos.
54 Neuze ar c'hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz, o welout ar c'hren-douar ha kement a oa c'hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: E gwirionez, hemañ a oa Mab Doue.
54 ora, o centurião e os que com ele guardavam Jesus, vendo o terremoto e as coisas que aconteciam, tiveram grande temor, e disseram: Verdadeiramente este era filho de Deus.
55 Bez' e oa ivez meur a wreg a selle a-bell, ar re o doa heuliet Jezuz adalek Galilea ouzh e servijañ.
55 Também estavam ali, olhando de longe, muitas mulheres que tinham seguido Jesus desde a Galiléia para o ouvir;
56 En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ha Jozez, ha mamm mibien Zebedea.
56 entre as quais se achavam Maria Madalena, Maria, mãe de Tiago e de José, e a mãe dos filhos de Zebedeu.
57 Diouzh an abardaez, e teuas un den pinvidik eus Arimatea, anvet Jozef, un den a oa ivez diskibl da Jezuz.
57 Ao cair da tarde, veio um homem rico de Arimatéia, chamado José, que também era discípulo de Jesus.
58 Mont a reas da gavout Pilat hag e c'houlennas digantañ korf Jezuz. Neuze Pilat a c'hourc'hemennas reiñ ar c'horf.
58 Esse foi a Pilatos e pediu o corpo de Jesus. Então Pilatos mandou que lhe fosse entregue.
59 Jozef a gemeras ar c'horf, en goloas gant ul lienenn gwenn
59 E José, tomando o corpo, envolveu-o num pano limpo, de linho,
60 hag a lakaas anezhañ en e vez nevez, en doa toullet er roc'h evitañ e-unan. Ha goude bezañ ruilhet ur maen bras ouzh dor ar bez, ez eas kuit.
60 e depositou-o no seu sepulcro novo, que havia aberto em rocha; e, rodando uma grande pedra para a porta do sepulcro, retirou-se.
61 Mari a Vagdala hag ar Vari all a oa azezet eno, e-tal ar bez.
61 Mas achavam-se ali Maria Madalena e a outra Maria, sentadas defronte do sepulcro.
62 An deiz war-lerc'h a oa deiz goude ar c'hempennadur, ar veleien vras hag ar farizianed en em zastumas, a yeas da gavout Pilat
62 No dia seguinte, isto é, o dia depois da preparação, reuniram-se os principais sacerdotes e os fariseus perante Pilatos,
63 hag a lavarjont dezhañ: Aotrou, deuet eo da soñj deomp penaos an trompler-se a lavaras pa oa bev: A-benn tri devezh ec'h adsavin a varv.
63 e disseram: Senhor, lembramo-nos de que aquele embusteiro, quando ainda vivo, afirmou: Depois de três dias ressurgirei.
64 Gourc'hemenn eta ma vo diwallet ar bez betek an trede deiz, gant aon na zeufe e ziskibien en noz d'e laerezh ha da lavarout d'ar bobl: Savet eo a-douez ar re varv. An tromplerezh diwezhañ-se a vefe gwashoc'h eget an hini kentañ.
64 Manda, pois, que o sepulcro seja guardado com segurança até o terceiro dia; para não suceder que, vindo os discípulos, o furtem e digam ao povo: Ressurgiu dos mortos; e assim o último embuste será pior do que o primeiro.
65 Pilat a lavaras dezho: Gwarded hoc'h eus, it ha diwallit anezhañ evel ma karot.
65 Disse-lhes Pilatos: Tendes uma guarda; ide, tornai-o seguro, como entendeis.
66 Mont a rejont eta kuit hag e lakajont e surentez ar bez en ur siellañ ar maen hag o lakaat gwarded war e dro.
66 Foram, pois, e tornaram seguro o sepulcro, selando a pedra, e deixando ali a guarda.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Mateus 27, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.