Mateus 25

Gospels (BRETON) vs NVI

Sair da comparação
NVI Nova Versão Internacional
1 Neuze, rouantelezh an neñvoù a vo heñvel ouzh dek gwerc'hez a gemeras o lampoù ganto hag a yeas da ziaraogiñ ar pried.
1 "O Reino dos céus, pois, será semelhante a dez virgens que pegaram suas candeias e saíram para encontrar-se com o noivo.
2 Pemp anezho a oa fur ha pemp a oa diskiant.
2 Cinco delas eram insensatas, e cinco eram prudentes.
3 Ar re ziskiant, en ur gemer o lampoù, ne gemerjont ket a eoul ganto,
3 As insensatas pegaram suas candeias, mas não levaram óleo consigo.
4 met ar re fur a gemeras eoul en o fodoù gant o lampoù.
4 As prudentes, porém, levaram óleo em vasilhas juntamente com suas candeias.
5 Evel ma talee ar pried, e voredjont holl hag e kouskjont.
5 O noivo demorou a chegar, e todas ficaram com sono e adormeceram.
6 Met war-dro hanternoz e voe klevet ur griadenn: Setu ar pried a zeu, it en e raok!
6 "À meia-noite, ouviu-se um grito: ‘O noivo se aproxima! Saiam para encontrá-lo! ’
7 Neuze an holl werc'hezed-se a savas hag a fichas o lampoù.
7 "Então todas as virgens acordaram e prepararam suas candeias.
8 Ar re ziskiant a lavaras d'ar re fur: Roit deomp eus hoc'h eoul, rak hol lampoù a ya da vougañ.
8 As insensatas disseram às prudentes: ‘Dêem-nos um pouco do seu óleo, pois as nossas candeias estão se apagando’.
9 Met ar re fur a respontas: Gant aon n'hor befe ket a-walc'h evidomp hag evidoc'h, it kentoc'h da gavout ar re a werzh ha prenit evidoc'h.
9 "Elas responderam: ‘Não, pois pode ser que não haja o suficiente para nós e para vocês. Vão comprar óleo para vocês’.
10 E-pad ma'z aent da brenañ e teuas ar pried. Ar re a oa prest a zeuas gantañ e sal an eured, hag e voe serret an nor.
10 "E saindo elas para comprar o óleo, chegou o noivo. As virgens que estavam preparadas entraram com ele para o banquete nupcial. E a porta foi fechada.
11 Goude-se e teuas ivez ar gwerc'hezed all hag e lavarjont: Aotrou, aotrou, digor deomp.
11 "Mais tarde vieram também as outras e disseram: ‘Senhor! Senhor! Abra a porta para nós! ’
12 Met eñ a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'anavezan ket ac'hanoc'h.
12 "Mas ele respondeu: ‘A verdade é que não as conheço! ’
13 Beilhit eta, rak n'ouzoc'h nag an deiz nag an eur ma teuio Mab an den.
13 "Portanto, vigiem, porque vocês não sabem o dia nem a hora! "
14 Heñvel eo ouzh un den a yeas en ur vro bell, a c'halvas e servijerien hag a lakaas e vadoù etre o daouarn.
14 "E também será como um homem que, ao sair de viagem, chamou seus servos e confiou-lhes os seus bens.
15 Reiñ a reas pemp talant (1 talant = 6000 drakm, d.l.e. war-dro 30 kg a arc'hant) da unan, daou da unan all, unan da unan all, da bep hini hervez e c'halloud, hag ez eas en hent raktal.
15 A um deu cinco talentos, a outro dois, e a outro um; a cada um de acordo com a sua capacidade. Em seguida partiu de viagem.
16 Neuze an hini en doa resevet ar pemp talant a yeas, o lakaas da dalvezout hag a c'hounezas pemp talant all.
16 O que havia recebido cinco talentos saiu imediatamente, aplicou-os, e ganhou mais cinco.
17 En hevelep doare an hini en doa resevet daou dalant a c'hounezas ivez daou all.
17 Também o que tinha dois talentos ganhou mais dois.
18 Met an hini en doa resevet unan a yeas d'ober un toull en douar hag a guzhas arc'hant e aotrou.
18 Mas o que tinha recebido um talento saiu, cavou um buraco no chão e escondeu o dinheiro do seu senhor.
19 Pell amzer goude, mestr ar servijerien-mañ a zistroas hag a reas o c'hont ganto.
19 "Depois de muito tempo o senhor daqueles servos voltou e acertou contas com eles.
20 An hini en doa resevet pemp talant a zeuas, a zegasas pemp talant all hag a lavaras: Aotrou, pemp talant ac'h eus roet din, setu, pemp talant all am eus gounezet ouzhpenn.
20 O que tinha recebido cinco talentos trouxe os outros cinco e disse: ‘O senhor me confiou cinco talentos; veja, eu ganhei mais cinco’.
21 E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma'z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.
21 "O senhor respondeu: ‘Muito bem, servo bom e fiel! Você foi fiel no pouco; eu o porei sobre o muito. Venha e participe da alegria do seu senhor! ’
22 An hini en doa resevet daou dalant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, daou dalant ac'h eus roet din, setu, daou dalant all am eus gounezet ouzhpenn.
22 "Veio também o que tinha recebido dois talentos e disse: ‘O senhor me confiou dois talentos; veja, eu ganhei mais dois’.
23 E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma'z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.
23 "O senhor respondeu: ‘Muito bem, servo bom e fiel! Você foi fiel no pouco; eu o porei sobre o muito. Venha e participe da alegria do seu senhor! ’
24 An hini n'en doa resevet nemet un talant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, gouzout a ran ez out un den didruez, hag a ved e-lec'h na'c'h eus ket hadet hag a zastum e-lec'h na'c'h eus ket strewet,
24 "Por fim veio o que tinha recebido um talento e disse: ‘Eu sabia que o senhor é um homem severo, que colhe onde não plantou e junta onde não semeou.
25 hag e teuas aon din hag on aet da guzhat da dalant en douar. Setu, e roan dit ar pezh a zo dit.
25 Por isso, tive medo, saí e escondi o seu talento no chão. Veja, aqui está o que lhe pertence’.
26 Met e aotrou a respontas dezhañ: Servijer fall ha diegus, gouzout a ouies penaos e vedan e-lec'h na'm eus ket hadet hag e tastuman e-lec'h na'm eus ket strewet,
26 "O senhor respondeu: ‘Servo mau e negligente! Você sabia que eu colho onde não plantei e junto onde não semeei?
27 ret e oa dit eta reiñ va arc'hant d'ar vankerien ha, pa vijen deuet en-dro, em bije tennet va arc'hant gant ar c'hampi.
27 Então você devia ter confiado o meu dinheiro aos banqueiros, para que, quando eu voltasse, o recebesse de volta com juros.
28 Lamit eta e dalant digantañ ha roit anezhañ d'an hini en deus dek talant.
28 " ‘Tirem o talento dele e entreguem-no ao que tem dez.
29 Rak roet e vo d'an neb en deus hag en devo a fonn, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus.
29 Pois a quem tem, mais será dado, e terá em grande quantidade. Mas a quem não tem, até o que tem lhe será tirado.
30 Ha taolit ar servijer didalvoud en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
30 E lancem fora o servo inútil, nas trevas, onde haverá choro e ranger de dentes’ ".
31 Pa zeuio Mab an den en e c'hloar, gant an holl aeled santel, ec'h azezo war dron e c'hloar.
31 "Quando o Filho do homem vier em sua glória, com todos os anjos, assentar-se-á em seu trono na glória celestial.
32 An holl vroadoù a vo dastumet dirazañ, hag e tispartio an eil diouzh egile, evel ma tisparti ar mesaer an deñved diouzh ar bouc'hed.
32 Todas as nações serão reunidas diante dele, e ele separará umas das outras como o pastor separa as ovelhas dos bodes.
33 Lakaat a raio an deñved a-zehou dezhañ hag ar bouc'hed a-gleiz.
33 E colocará as ovelhas à sua direita e os bodes à sua esquerda.
34 Neuze ar Roue a lavaro d'ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c'hwi hag a zo benniget gant va Zad, bezit perc'henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc'h adalek krouidigezh ar bed.
34 "Então o Rei dirá aos que estiverem à sua direita: ‘Venham, benditos de meu Pai! Recebam como herança o Reino que lhes foi preparado desde a criação do mundo.
35 Rak naon am eus bet ha roet hoc'h eus din da zebriñ; sec'hed am eus bet ha roet hoc'h eus din da evañ; diavaeziad on bet ha va degemeret hoc'h eus;
35 Pois eu tive fome, e vocês me deram de comer; tive sede, e vocês me deram de beber; fui estrangeiro, e vocês me acolheram;
36 en noazh e oan ha va gwisket hoc'h eus; klañv e oan ha deuet oc'h da'm gwelout; er prizon e oan ha deuet oc'h da'm c'havout.
36 necessitei de roupas, e vocês me vestiram; estive enfermo, e vocês cuidaram de mim; estive preso, e vocês me visitaram’.
37 Neuze ar re reizh a responto dezhañ, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon hag hon eus roet dit da zebriñ, pe o kaout sec'hed hag hon eus roet dit da evañ?
37 "Então os justos lhe responderão: ‘Senhor, quando te vimos com fome e te demos de comer, ou com sede e te demos de beber?
38 Pegoulz hon eus da welet diavaeziad hag hon eus da zegemeret, pe en noazh hag hon eus da wisket?
38 Quando te vimos como estrangeiro e te acolhemos, ou necessitado de roupas e te vestimos?
39 Pegoulz hon eus da welet klañv, pe er prizon, hag ez omp deuet da'z kavout?
39 Quando te vimos enfermo ou preso e fomos te visitar? ’
40 Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma hoc'h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc'h eus graet an dra-se din.
40 "O Rei responderá: ‘Digo-lhes a verdade: o que vocês fizeram a algum dos meus menores irmãos, a mim o fizeram’.
41 Neuze e lavaro d'ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec'hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.
41 "Então ele dirá aos que estiverem à sua esquerda: ‘Malditos, apartem-se de mim para o fogo eterno, preparado para o diabo e os seus anjos.
42 Rak naon am eus bet ha n'hoc'h eus ket roet din da zebriñ; sec'hed am eus bet ha n'hoc'h eus ket roet din da evañ;
42 Pois eu tive fome, e vocês não me deram de comer; tive sede, e nada me deram para beber;
43 diavaeziad on bet ha n'hoc'h eus ket va degemeret; en noazh e oan ha n'hoc'h eus ket va gwisket; klañv hag er prizon e oan ha n'oc'h ket deuet da'm gwelout.
43 fui estrangeiro, e vocês não me acolheram; necessitei de roupas, e vocês não me vestiram; estive enfermo e preso, e vocês não me visitaram’.
44 Neuze int a responto dezhañ, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon, pe sec'hed, diavaeziad, pe en noazh, pe klañv, pe er prizon, ha n'hon eus ket da sikouret?
44 "Eles também responderão: ‘Senhor, quando te vimos com fome ou com sede ou estrangeiro ou necessitado de roupas ou enfermo ou preso, e não te ajudamos? ’
45 Hag e responto dezho, o lavarout: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma n'hoc'h eus ket graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ-se, n'hoc'h eus ket graet an dra-se din.
45 "Ele responderá: ‘Digo-lhes a verdade: o que vocês deixaram de fazer a alguns destes mais pequeninos, também a mim deixaram de fazê-lo’.
46 Hag ar re-mañ a yelo er c'hastiz peurbadus, met ar re reizh er vuhez peurbadus.
46 "E estes irão para o castigo eterno, mas os justos para a vida eterna".

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Mateus 25, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.