Mateus 23

Gospels (BRETON) vs ARC

Sair da comparação
ARC Almeida Revista e Corrigida 2009
1 Neuze Jezuz, o komz d'ar bobl ha d'e ziskibien,
1 Então, falou Jesus à multidão e aos seus discípulos,
2 a lavaras: Ar skribed hag ar farizianed a zo azezet war gador Moizez.
2 dizendo: Na cadeira de Moisés, estão assentados os escribas e fariseus.
3 Grit eta ha mirit kement a lavaront deoc'h da virout, met na rit ket hervez o oberoù. Rak e lavaront met ne reont ket.
3 Observai, pois, e praticai tudo o que vos disserem; mas não procedais em conformidade com as suas obras, porque dizem e não praticam.
4 Eren a reont bec'hioù pounner ha diaes da zougen, ha o lakaont war divskoaz an dud, met ne fell ket dezho stekiñ outo gant o biz.
4 Pois atam fardos pesados e difíceis de suportar, e os põem sobre os ombros dos homens; eles, porém, nem com o dedo querem movê-los.
5 O holl oberoù a reont evit bezañ gwelet gant an dud. Evel-se o deus fulakterioù ledan ha pempilhoù hir ouzh o dilhad,
5 E fazem todas as obras a fim de serem vistos pelos homens, pois trazem largos filactérios, e alargam as franjas das suas vestes,
6 karout a reont ar plasoù kentañ er festoù hag ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù,
6 e amam os primeiros lugares nas ceias, e as primeiras cadeiras nas sinagogas,
7 karout a reont bezañ saludet war ar marc'hallac'hioù ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, mestr.
7 e as saudações nas praças, e o
8 Met c'hwi, na vezit ket galvet Rabbi, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist, ha c'hwi holl a zo breudeur.
8 Vós, porém, não queirais ser chamados Rabi, porque um só é o vosso Mestre,
9 Na c'halvit den war an douar ho tad, rak unan hepken eo ho Tad, an hini a zo en neñvoù.
9 E a ninguém na terra chameis vosso pai, porque um só é o vosso Pai, o qual
10 Na vezit ket galvet mistri, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist.
10 Nem vos chameis mestres, porque um só é o vosso Mestre,
11 An hini brasañ en ho touez a vo ho servijer.
11 Porém o maior dentre vós será vosso servo.
12 Piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.
12 E o que a si mesmo se exaltar será humilhado; e o que a si mesmo se humilhar será exaltado.
13 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
13 Mas ai de vós, escribas e fariseus, hipócritas! Pois que fechais aos homens o Reino dos céus; e nem vós entrais, nem deixais entrar aos que estão entrando.
14 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma dismantrit tiez an intañvezed hag e rit evit ar gweled pedennoù hir. Abalamour da-se e viot barnet garvoc'h.
14 Ai de vós, escribas e fariseus, hipócritas! Pois que devorais as casas das viúvas, sob pretexto de prolongadas orações; por isso, sofrereis mais rigoroso juízo.
15 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha pa hoc'h eus e c'hounezet, e rit anezhañ ur mab eus ar gehenn div wech gwashoc'h egedoc'h.
15 Ai de vós, escribas e fariseus, hipócritas! Pois que percorreis o mar e a terra para fazer um prosélito; e, depois de o terdes feito, o fazeis filho do inferno duas vezes mais do que vós.
16 Gwalleur deoc'h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, kement-se n'eo netra, met mar tou unan bennak dre aour an templ, hennezh a dle derc'hel e gomz.
16 Ai de vós, condutores cegos! Pois que dizeis: Qualquer que jurar pelo templo, isso nada é; mas o que jurar pelo ouro do templo, esse é devedor.
17 Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, an aour pe an templ a santela an aour-se?
17 Insensatos e cegos! Pois qual é maior: o ouro ou o templo, que santifica o ouro?
18 Mar tou unan bennak dre an aoter, kement-se n'eo netra, met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter, hennezh a dle derc'hel e gomz.
18 E aquele que jurar pelo altar,
19 Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, ar prof pe an aoter a santela ar prof?
19 Insensatos e cegos! Pois qual é maior: a oferta ou o altar, que santifica a oferta?
20 An neb a dou dre an aoter, a dou drezañ ha dre gement a zo warni.
20 Portanto, o que jurar pelo altar jura por ele e por tudo o que sobre ele
21 An neb a dou dre an templ, a dou drezañ ha dre an Hini a chom ennañ.
21 E o que jurar pelo templo jura por ele e por aquele que nele habita.
22 Hag an neb a dou dre an neñv, a dou dre dron Doue ha dre an Hini a zo azezet warnañ.
22 E o que jurar pelo céu jura pelo trono de Deus e por aquele que está assentado nele.
23 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned ha war ar c'houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag ar feiz. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all.
23 Ai de vós, escribas e fariseus, hipócritas! Pois que dais o dízimo da hortelã, do endro e do cominho e desprezais o mais importante da lei, o juízo, a misericórdia e a fé; deveis, porém, fazer essas coisas e não omitir aquelas.
24 Renerien dall! Silañ a rit ar fubuenn hag e lonkit ar c'hañval.
24 Condutores cegos! Coais um mosquito e engolis um camelo.
25 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma naetait diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a zireizhder.
25 Ai de vós, escribas e fariseus, hipócritas! Pois que limpais o exterior do copo e do prato, mas o interior está cheio de rapina e de iniquidade.
26 Farizian dall! Naeta da gentañ an diabarzh eus an hanaf hag eus ar plad, evit ma teuio ivez an diavaez da vezañ naet.
26 Fariseu cego! Limpa primeiro o interior do copo e do prato, para que também o exterior fique limpo.
27 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù gwennet, en em ziskouez kaer en diavaez, hag a zo leun a eskern tud varv hag a bep dic'hlanded en diabarzh.
27 Ai de vós, escribas e fariseus, hipócritas! Pois que sois semelhantes aos sepulcros caiados, que por fora realmente parecem formosos, mas interiormente estão cheios de ossos de mortos e de toda imundícia.
28 Evel-se c'hwi ivez, en diavaez en em ziskouezit reizh d'an dud, met en diabarzh oc'h leun a bilpouzerezh hag a zireizhder.
28 Assim, também vós exteriormente pareceis justos aos homens, mas interiormente estais cheios de hipocrisia e de iniquidade.
29 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded ha ma vravait bezioù an dud reizh,
29 Ai de vós, escribas e fariseus, hipócritas! Pois que edificais os sepulcros dos profetas e adornais os monumentos dos justos
30 en ur lavarout: Mar vijemp bet en amzer hon tadoù, ne vijemp ket en em unanet ganto da skuilh gwad ar brofeded.
30 e dizeis: Se existíssemos no tempo de nossos pais, nunca nos associaríamos com eles para
31 Testiñ a rit evel-se a-enep deoc'h hoc'h-unan penaos oc'h mibien ar re o deus lazhet ar brofeded.
31 Assim, vós mesmos testificais que sois filhos dos que mataram os profetas.
32 Deuit da leuniañ eta muzul ho tadoù.
32 Enchei vós, pois, a medida de vossos pais.
33 Naered, lignez a naered-gwiber! Penaos e tec'hot diouzh kastiz ar gehenn?
33 Serpentes, raça de víboras! Como escapareis da condenação do inferno?
34 Dre-se, setu, e kasan deoc'h profeded, tud fur ha skribed. Lazhañ a reot darn hag o stago ouzh ar groaz, skourjezañ a reot darn all en ho sinagogennoù hag heskinañ a reot anezho eus an eil kêr d'eben,
34 Portanto, eis que eu vos envio profetas, sábios e escribas; e
35 evit ma kouezho warnoc'h an holl wad reizh a zo bet skuilhet war an douar, adalek gwad Abel ar reizh betek gwad Zakaria mab Barakia, hoc'h eus lazhet etre an templ hag an aoter.
35 para que sobre vós caia todo o sangue justo, que foi derramado sobre a terra, desde o sangue de Abel, o justo, até ao sangue de Zacarias, filho de Baraquias, que matastes entre o santuário e o altar.
36 Me a lavar deoc'h e gwirionez, kement-se holl a gouezho war ar rummad-mañ.
36 Em verdade vos digo que todas essas
37 Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he foñsined dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h!
37 Jerusalém, Jerusalém, que matas os profetas e apedrejas os que te são enviados! Quantas vezes quis eu ajuntar os teus filhos, como a galinha ajunta os seus pintos debaixo das asas, e tu não quiseste!
38 Setu, ho ti a vo lezet deoc'h didud,
38 Eis que a vossa casa vos ficará deserta.
39 rak me a lavar deoc'h, ne'm gwelot mui pelloc'h, betek ma lavarot: Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!
39 Porque eu vos digo que, desde agora, me não vereis Bendito o que vem em nome do Senhor!

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Mateus 23, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.