Mateus 20
Gospels (BRETON) vs ARIB
1 Rak rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den, ur penn-tiegezh, a yeas er-maez beure mat da c'hoprañ labourerien evit e winieg.
1 Porque o reino dos céus é semelhante a um homem, proprietário, que saiu de madrugada a contratar trabalhadores para a sua vinha.
2 Ober a reas marc'had gant al labourerien eus un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) dre zevezh hag o c'hasas d'e winieg.
2 Ajustou com os trabalhadores o salário de um denário por dia, e mandou-os para a sua vinha.
3 Mont a reas er-maez war-dro an deirvet eur hag e welas re all a oa war ar blasenn hep ober netra.
3 Cerca da hora terceira saiu, e viu que estavam outros, ociosos, na praça,
4 Lavarout a reas dezho: It ivez da'm gwinieg hag e roin deoc'h ar pezh a vo reizh. Hag ez ejont.
4 e disse-lhes: Ide também vós para a vinha, e dar-vos-ei o que for justo. E eles foram.
5 Mont a reas adarre er-maez war-dro ar c'hwec'hvet ha war-dro an navet eur, hag e reas an hevelep tra.
5 Outra vez saiu, cerca da hora sexta e da nona, e fez o mesmo.
6 O vezañ aet er-maez war-dro an unnekvet eur, e kavas re all a oa dilabour hag e lavaras dezho: Perak en em zalc'hit amañ a-hed an deiz hep ober netra?
6 Responderam-lhe eles: Porque ninguém nos contratou. Disse-lhes ele: Ide também vós para a vinha.
7 Respont a rejont dezhañ: Dre n'en deus den ebet gopret ac'hanomp. It ivez da'm gwinieg, emezañ, hag e resevot ar pezh a vo reizh.
7 Responderam-lhe eles: Porque ninguém nos contratou. Disse-lhes ele: Ide também vós para a vinha.
8 Pa voe deuet an abardaez, mestr ar winieg a lavaras d'e verour: Galv al labourerien ha ro dezho o gopr, en ur vont eus ar re ziwezhañ d'ar re gentañ.
8 Ao anoitecer, disse o senhor da vinha ao seu mordomo: Chama os trabalhadores, e paga-lhes o salário, começando pelos últimos até os primeiros.
9 Re an unnekvet eur, o vezañ deuet, o doe pep a ziner.
9 Chegando, pois, os que tinham ido cerca da hora undécima, receberam um denário cada um.
10 Pa zeuas ar re gentañ, e soñje dezho o dije ouzhpenn, met ar re-mañ a resevas ivez pep a ziner.
10 Vindo, então, os primeiros, pensaram que haviam de receber mais; mas do mesmo modo receberam um denário cada um.
11 Ouzh e gemer, e c'hrozmoljont a-enep ar penn-tiegezh,
11 E ao recebê-lo, murmuravam contra o proprietário, dizendo:
12 o lavarout: Ar re ziwezhañ-se n'o deus labouret nemet un eurvezh, hag ec'h eus o lakaet keit ha ni hon eus douget pouez an deiz hag an tommder.
12 Estes últimos trabalharam somente uma hora, e os igualastes a nós, que suportamos a fadiga do dia inteiro e o forte calor.
13 Eñ a respontas da unan anezho: Va mignon, ne ran gaou ebet ouzhit. Ne'c'h eus ket graet marc'had ganin evit un diner?
13 Mas ele, respondendo, disse a um deles: Amigo, não te faço injustiça; não ajustaste comigo um denário?
14 Kemer eta ar pezh a zo dit ha kae kuit. Me a fell din reiñ d'an hini diwezhañ-mañ kement ha dit.
14 Toma o que é teu, e vai-te; eu quero dar a este último tanto como a ti.
15 Ha ne c'hellan ket ober ar pezh a fell din eus va madoù? Pe daoust ha da lagad a zo fall abalamour ma'z on mat?
15 Não me é lícito fazer o que quero do que é meu? Ou é mau o teu olho porque eu sou bom?
16 Evel-se ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ, hag ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ. Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet.
16 Assim os últimos serão primeiros, e os primeiros serão últimos.
17 E-pad ma pigne Jezuz da Jeruzalem, e kemeras a-du an daouzek diskibl hag e lavaras dezho en hent:
17 Estando Jesus para subir a Jerusalém, chamou à parte os doze e no caminho lhes disse:
18 Setu, e pignomp da Jeruzalem ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed. E gondaonint d'ar marv
18 Eis que subimos a Jerusalém, e o Filho do homem será entregue aos principais sacerdotes e aos escribas, e eles o condenarão à morte,
19 hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ hag e groazstagañ, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.
19 e o entregarão aos gentios para que dele escarneçam, e o açoitem e crucifiquem; e ao terceiro dia ressuscitará.
20 Neuze mamm mibien Zebedea a dostaas outañ gant he mibien hag en em stouas evit ober ur goulenn digantañ.
20 Aproximou-se dele, então, a mãe dos filhos de Zebedeu, com seus filhos, ajoelhando-se e fazendo-lhe um pedido.
21 Eñ a lavaras dezhi: Petra a fell dit? Hi a lavaras dezhañ: Gourc'hemenn ma vo va daou vab a zo amañ, azezet ez rouantelezh unan a-zehou hag egile a-gleiz dit.
21 Perguntou-lhe Jesus: Que queres? Ela lhe respondeu: Concede que estes meus dois filhos se sentem, um à tua direita e outro à tua esquerda, no teu reino.
22 Jezuz a respontas: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti? Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell.
22 Jesus, porém, replicou: Não sabeis o que pedis; podeis beber o cálice que eu estou para beber? Responderam-lhe: Podemos.
23 Lavarout a reas dezho: Gwir eo ec'h evot va hanaf hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti. Met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket me a dle reiñ an dra-se, roet e vo d'ar re ma'z eo bet kempennet evito gant va Zad.
23 Então lhes disse: O meu cálice certamente haveis de beber; mas o sentar-se à minha direita e à minha esquerda, não me pertence concedê-lo; mas isso é para aqueles para quem está preparado por meu Pai.
24 An dek all o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep an daou vreur.
24 E ouvindo isso os dez, indignaram-se contra os dois irmãos.
25 Jezuz o galvas hag a lavaras: Gouzout a rit penaos pennoù ar broadoù a vestroni anezho ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno.
25 Jesus, pois, chamou-os para junto de si e lhes disse: Sabeis que os governadores dos gentios os dominam, e os seus grandes exercem autoridades sobre eles.
26 Ne vo ket evel-se en ho touez. Met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer,
26 Não será assim entre vós; antes, qualquer que entre vós quiser tornar-se grande, será esse o que vos sirva;
27 ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c'hentañ en ho touez, a vo ho sklavour.
27 e qualquer que entre vós quiser ser o primeiro, será vosso servo;
28 Evel-se n'eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.
28 assim como o Filho do homem não veio para ser servido, mas para servir, e para dar a sua vida em resgate de muitos.
29 Pa'z ejont kuit eus Jeriko, ez eas kalz a dud war e lerc'h.
29 Saindo eles de Jericó, seguiu-o uma grande multidão;
30 Ha setu, daou zen dall, azezet war gostez an hent, a glevas e oa Jezuz o tremen, hag e krijont, o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Aotrou, Mab David!
30 e eis que dois cegos, sentados junto do caminho, ouvindo que Jesus passava, clamaram, dizendo: Senhor, Filho de Davi, tem compaixão de nós.
31 Ar bobl a c'hourdrouze anezho evit o lakaat da devel. Met int a grie kreñvoc'h: Az pez truez ouzhimp, Aotrou, Mab David!
31 E a multidão os repreendeu, para que se calassem; eles, porém, clamaram ainda mais alto, dizendo: Senhor, Filho de Davi, tem compaixão de nós.
32 Jezuz, o chom a sav, o galvas hag a lavaras: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h?
32 E Jesus, parando, chamou-os e perguntou: Que quereis que vos faça?
33 Hag e lavarjont dezhañ: Aotrou, ma tigoro hon daoulagad.
33 Disseram-lhe eles: Senhor, que se nos abram os olhos.
34 O kaout truez outo, Jezuz a stokas ouzh o daoulagad. Ha raktal o daoulagad a resevjont ar gweled hag ec'h heuilhjont anezhañ.
34 E Jesus, movido de compaixão, tocou-lhes os olhos, e imediatamente recuperaram a vista, e o seguiram.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Mateus 20, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.