Mateus 19
Gospels (BRETON) vs NTLH
1 P'en doe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-se, ez eas kuit eus Galilea hag e teuas e kostezioù Judea en tu all d'ar Jordan.
1 Depois de dizer isso, Jesus saiu da Galileia e foi para a região da Judeia que fica no lado leste do rio Jordão.
2 Ur bobl vras a heulias anezhañ, hag eno e yac'haas anezho.
2 Uma grande multidão o seguiu, e ali ele curou os doentes.
3 Ar farizianed a zeuas hag a lavarjont dezhañ evit e demptañ: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit evit n'eus forzh peseurt abeg?
3 Alguns fariseus chegaram perto dele e, querendo conseguir alguma prova contra ele, perguntaram: — Será que pela nossa
4 Eñ a respontas: Ha n'hoc'h eus ket lennet penaos ar C'houer, er penn-kentañ, a reas anezho gwaz ha plac'h,
4 Jesus respondeu:
5 ha penaos en deus lavaret: Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm hag en em stago ouzh e wreg, hag an daou a zeuio ur c'hig hepken?
5 E Deus disse: “Por isso o homem deixa o seu pai e a sua mãe para se unir com a sua mulher, e os dois se tornam uma só pessoa.”
6 Evel-se ne d-int mui daou, met ur c'hig hepken. Arabat eo d'an den disrannañ ar pezh a zo bet unanet gant Doue.
6 Assim já não são duas pessoas, mas uma só. Portanto, que ninguém separe o que Deus uniu.
7 Int a lavaras dezhañ: Perak eta en deus Moizez gourc'hemennet reiñ d'ar wreg ur skrid a dorr-dimeziñ hag he c'has kuit?
7 Os fariseus perguntaram: — Nesse caso, por que é que Moisés permitiu ao homem mandar a sua esposa embora se der a ela um documento de divórcio?
8 Jezuz a respontas dezho: Abalamour da galeter ho kalon eo en deus Moizez roet galloud deoc'h da gas kuit ho kwragez, met er penn-kentañ ne oa ket evel-se.
8 Jesus respondeu:
9 Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, hag an hini a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh.
9 Portanto, eu afirmo a vocês o seguinte: o homem que mandar a sua esposa embora, a não ser em caso de adultério, se tornará adúltero se casar com outra mulher.
10 E ziskibien a lavaras dezhañ: Mar d-eo evel-se doare an den gant e wreg, n'eo ket talvoudus dimeziñ.
10 Os discípulos de Jesus disseram: — Se é esta a situação entre o homem e a sua esposa, então é melhor não casar.
11 Eñ a respontas dezho: An holl ne gomprenont ket ar gomz-se, met hepken ar re a zo bet roet dezho.
11 Jesus respondeu:
12 Rak bez' ez eus eunuked a zo bet ganet evel-se a gof o mamm, reoù all a zo bet graet eunuked gant an dud, hag ez eus reoù all a zo en em rentet oc'h-unan eunuked abalamour da rouantelezh an neñvoù. Ra gompreno kement-mañ, an neb a c'hell kompren.
12 Pois há razões diferentes que tornam alguns homens incapazes para o casamento: uns, porque nasceram assim; outros, porque foram castrados; e outros ainda não casam por causa do
13 Neuze e voe degaset dezhañ bugale vihan, evit ma lakaje e zaouarn warno ha ma pedje. Met an diskibien o fellae.
13 Depois disso, algumas pessoas levaram as suas crianças para Jesus pôr as mãos sobre elas e orar, mas os discípulos repreenderam as pessoas que fizeram isso.
14 Ha Jezuz a lavaras: Lezit ar vugale vihan ha na zifennit ket outo dont davedon, rak rouantelezh an neñvoù a zo d'ar re a zo heñvel outo.
14 Aí ele disse:
15 Lakaat a reas e zaouarn warno hag ez eas kuit ac'hano.
15 Então Jesus pôs as mãos sobre elas e foi embora.
16 Setu, un den a dostaas outañ hag a lavaras: Mestr mat, peseurt mad a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
16 Certa vez um homem chegou perto de Jesus e perguntou: — Mestre, o que devo fazer de bom para conseguir a vida eterna?
17 Eñ a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? Den n'eo mat, nemet unan, Doue hepken. Mar fell dit mont er vuhez, mir ar gourc'hemennoù.
17 Jesus respondeu:
18 Pere? emezañ. Jezuz a respontas: Ne vi ket muntrer; ne ri ket avoultriezh; ne laeri ket; ne lavari ket a falstesteni;
18 — Que mandamentos? — perguntou ele. Jesus respondeu:
19 enor da dad ha da vamm; ha, karout a ri da nesañ eveldout da-unan.
19 respeite o seu pai e a sua mãe e ame os outros como você ama a você mesmo.”
20 An den yaouank a lavaras dezhañ: Miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz. Petra a vank din c'hoazh?
20 — Eu tenho obedecido a todos esses mandamentos! — respondeu o moço. — O que mais me falta fazer?
21 Jezuz a lavaras dezhañ: Mar fell dit bezañ peurvat, kae, gwerzh kement ac'h eus, ro-se d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac'hanon.
21 Jesus respondeu:
22 Goude bezañ klevet ar c'homzoù-se, an den yaouank a yeas gwall drist, rak madoù bras en doa.
22 Quando o moço ouviu isso, foi embora triste, pois era muito rico.
23 Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Me a lavar deoc'h e gwirionez, diaes eo d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh an neñvoù.
23 Jesus então disse aos discípulos:
24 Me a lavar deoc'h c'hoazh, aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.
24 E digo ainda que é mais difícil um rico entrar no Reino de Deus do que um camelo passar pelo fundo de uma agulha.
25 An diskibien, o vezañ klevet-se, a voe souezhet bras hag a lavaras: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet?
25 Quando ouviram isso, os discípulos ficaram muito admirados e perguntavam: — Então, quem é que pode se salvar?
26 Jezuz, o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo d'an dud, met pep tra a zo posupl da Zoue.
26 Jesus olhou para eles e respondeu:
27 Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra hag hon eus da heuliet, petra a vo evidomp?
27 Aí Pedro disse: — Veja! Nós deixamos tudo e seguimos o senhor. O que é que nós vamos ganhar?
28 Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez penaos, c'hwi hag hoc'h eus va heuliet, en eil c'hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c'hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.
28 Jesus respondeu:
29 Ha piv bennak en devo kuitaet tiez, pe breudeur, pe c'hoarezed, pe tad, pe mamm, pe gwreg, pe bugale, pe douaroù, abalamour da'm anv, a resevo kant kemend all hag en devo ar vuhez peurbadus da hêrezh.
29 E todos os que, por minha causa, deixarem casas, irmãos, irmãs, pai, mãe, filhos ou terras receberão cem vezes mais e também a vida eterna.
30 Met kalz eus ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, ha kalz eus ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.
30 Muitos que agora são os primeiros serão os últimos, e muitos que agora são os últimos serão os primeiros.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Mateus 19, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.