Mateus 18

Gospels (BRETON) vs ARC

Sair da comparação
ARC Almeida Revista e Corrigida 2009
1 D'an eur-se an diskibien a dostaas ouzh Jezuz hag a lavaras: Piv eta eo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù?
1 Naquela mesma hora, chegaram os discípulos ao pé de Jesus, dizendo: Quem é o maior no Reino dos céus?
2 Jezuz, o vezañ galvet ur bugel bihan, en lakaas en o c'hreiz
2 E Jesus, chamando uma criança, a pôs no meio deles
3 hag a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ma ne zistroit ket ha ma ne zeuit ket heñvel ouzh bugale vihan, ne d-eot ket e rouantelezh an neñvoù.
3 e disse: Em verdade vos digo que, se não vos converterdes e não vos fizerdes como crianças, de modo algum entrareis no Reino dos céus.
4 Piv bennak eta en em izelaio evel ar bugel bihan-se a vo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù.
4 Portanto, aquele que se tornar humilde como esta criança, esse é o maior no Reino dos céus.
5 Ha piv bennak a zegemer em anv ur bugel bihan evel hemañ a zegemer ac'hanon.
5 E qualquer que receber em meu nome uma criança tal como esta a mim me recebe.
6 Met piv bennak a lakaio da gouezhañ unan eus ar re vihan-se a gred ennon, gwelloc'h e vefe dezhañ e vefe staget ouzh e c'houzoug ur maen milin hag e vefe taolet e donder ar mor.
6 Mas qualquer que escandalizar um destes pequeninos que creem em mim, melhor lhe fora que se lhe pendurasse ao pescoço uma mó de azenha, e se submergisse na profundeza do mar.
7 Gwalleur d'ar bed abalamour d'an abegoù da gouezhañ! Rak ret eo e teufe abegoù da gouezhañ, met gwalleur d'an den e teu drezañ an abeg da gouezhañ.
7 Ai do mundo, por causa dos escândalos. Porque é mister que venham escândalos, mas ai daquele homem por quem o escândalo vem!
8 Ma laka ac'hanout da zorn pe da droad da gouezhañ, troc'h anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez moñs pe gamm, eget kaout daou zorn pe daou droad ha bezañ taolet en tan peurbadus.
8 Portanto, se a tua mão ou o teu pé te escandalizar, corta-o e atira-o para longe de ti; melhor te é entrar na vida coxo ou aleijado do que, tendo duas mãos ou dois pés, seres lançado no fogo eterno.
9 Ha ma laka ac'hanout da lagad da gouezhañ, diframm anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez born, eget kaout da zaoulagad ha bezañ taolet e tan ar gehenn.
9 E, se o teu olho te escandalizar, arranca-
10 Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc'h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc'hmat dremm va Zad a zo en neñvoù.
10 Vede, não desprezeis algum destes pequeninos, porque eu vos digo que os seus anjos nos céus sempre veem a face de meu Pai que
11 Rak Mab an den a zo deuet da saveteiñ ar re a oa kollet.
11 Porque o Filho do Homem veio salvar o que se tinha perdido.
12 Petra a soñj deoc'h? Mar en deus un den kant dañvad hag e teufe unan anezho da vezañ dianket, ha ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all war ar menezioù evit mont da glask an hini a zo dianket?
12 Que vos parece? Se algum homem tiver cem ovelhas, e uma delas se desgarrar, não irá pelos montes, deixando as noventa e nove, em busca da que se desgarrou?
13 Ha mar c'hoarvez dezhañ e gavout, me a lavar deoc'h e gwirionez, bez' en deus muioc'h a levenez diwar-benn hemañ eget diwar-benn an naontek ha pevar-ugent n'int ket bet dianket.
13 E, se, porventura, a acha, em verdade vos digo que maior prazer tem por aquela do que pelas noventa e nove que se não desgarraram.
14 Evel-se n'eo ket bolontez ho Tad a zo en neñvoù, en em gollfe unan eus ar re vihan-mañ.
14 Assim também não é vontade de vosso Pai, que
15 Mar en deus pec'het da vreur a-enep dit, kae ha tamall anezhañ etre te hag eñ e-unan. Mar selaou ac'hanout, ez po gounezet da vreur.
15 Ora, se teu irmão pecar contra ti, vai e repreende-o entre ti e ele só; se te ouvir, ganhaste a teu irmão.
16 Met ma ne selaou ket ac'hanout, kemer ganit un den pe zaou, evit ma vo an holl dra reizhet war gomz daou pe dri dest.
16 Mas, se não te ouvir, leva ainda contigo um ou dois, para que, pela boca de duas ou três testemunhas, toda palavra seja confirmada.
17 Ma ne selaou ket anezho, lavar d'an Iliz, ha ma ne selaou ket kennebeut an Iliz, ra vo evidout evel ur pagan hag ur publikan.
17 E, se não as escutar, dize- considera-o como um gentio e publicano.
18 Me a lavar deoc'h e gwirionez, ar pezh a ereot war an douar a vo ereet en neñv, hag ar pezh a ziereot war an douar a vo diereet en neñv.
18 Em verdade vos digo que tudo o que ligardes na terra será ligado no céu, e tudo o que desligardes na terra será desligado no céu.
19 Me a lavar c'hoazh deoc'h penaos mar en em laka daou ac'hanoc'h a-unvan war an douar evit goulenn un dra bennak, e vo roet dezho gant va Zad a zo en neñvoù.
19 Também vos digo que, se dois de vós concordarem na terra acerca de qualquer coisa que pedirem, isso lhes será feito por meu Pai, que
20 Rak e-lec'h ma ez eus daou pe dri dastumet em anv, emaon eno en o c'hreiz.
20 Porque onde estiverem dois ou três reunidos em meu nome, aí estou eu no meio deles.
21 Neuze Pêr a dostaas outañ hag a lavaras: Aotrou, pet gwech e pardonin da'm breur pa bec'ho a-enep din? Bez' e vo betek seizh gwech?
21 Então, Pedro, aproximando-se dele, disse: Senhor, até quantas vezes pecará meu irmão contra mim, e eu lhe perdoarei? Até sete?
22 Jezuz a lavaras dezhañ: Ne lavaran ket dit betek seizh gwech, met betek dek ha tri-ugent gwech seizh gwech.
22 Jesus lhe disse: Não te digo que até sete, mas até setenta vezes sete.
23 Dre-se rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur roue a fellas dezhañ ober rentañ kont d'e servijerien.
23 Por isso, o Reino dos céus pode comparar-se a um certo rei que quis fazer contas com os seus servos;
24 P'en em lakaas da gontañ, e voe degaset dezhañ unan a dlee dek mil talant (1 talant = 6000 drakm, d.l.e. war-dro 30 kg a arc'hant).
24 e, começando a fazer contas, foi-lhe apresentado um que lhe devia dez mil talentos.
25 Dre ma n'en doa ket peadra da baeañ, e vestr a roas urzh d'e werzhañ, eñ, e wreg, e vugale ha kement en doa, evit paeañ e zle.
25 E, não tendo ele com que pagar, o seu senhor mandou que ele, e sua mulher, e seus filhos fossem vendidos, com tudo quanto tinha, para que a
26 Ar servijer, oc'h en em strinkañ d'e dreid, a bedas anezhañ o lavarout: Aotrou, ro amzer din hag e paein dit va holl zle.
26 Então, aquele servo, prostrando-se, o reverenciava, dizendo: Senhor, sê generoso para comigo, e tudo te pagarei.
27 O kaout truez outañ, mestr ar servijer-se en lezas da vont hag a bardonas dezhañ e zle.
27 Então, o senhor daquele servo, movido de íntima compaixão, soltou-o e perdoou-lhe a dívida.
28 Goude ma voe aet kuit, ar servijer-mañ a gavas unan eus e genvreudeur a dlee dezhañ kant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g). O kregiñ ennañ, e waskas e c'houzoug en ur lavarout: Pae ar pezh a dleez din.
28 Saindo, porém, aquele servo, encontrou um dos seus conservos que lhe devia cem dinheiros e, lançando mão dele, sufocava-o, dizendo: Paga-me o que me deves.
29 E genvreur, oc'h en em deurel d'e dreid, a bedas anezhañ en ur lavarout: Ro amzer din hag e paein dit holl.
29 Então, o seu companheiro, prostrando-se a seus pés, rogava-lhe, dizendo: Sê generoso para comigo, e tudo te pagarei.
30 Met hemañ ne fellas ket dezhañ hag a yeas d'e deurel er prizon, betek m'en doa paeet ar pezh a dlee.
30 Ele, porém, não quis; antes, foi encerrá-lo na prisão, até que pagasse a dívida.
31 E genvreudeur, o vezañ gwelet ar pezh en doa graet, a voe glac'haret bras hag a yeas da gontañ d'e aotrou kement a oa c'hoarvezet.
31 Vendo, pois, os seus conservos o que acontecia, contristaram-se muito e foram declarar ao seu senhor tudo o que se passara.
32 Neuze ar mestr a reas gervel anezhañ hag a lavaras dezhañ: Servijer drouk, pardonet em boa dit da holl zle dre ma ez poa va fedet.
32 Então, o seu senhor, chamando-o à sua presença, disse-lhe: Servo malvado, perdoei-te toda aquela dívida, porque me suplicaste.
33 Ha ne dlees ket kaout truez ivez ouzh da genvreur evel ma em boa bet truez ouzhit?
33 Não devias tu, igualmente, ter compaixão do teu companheiro, como eu também tive misericórdia de ti?
34 Hag e vestr, o kaout droug ennañ, en roas d'ar vourevien, betek m'en doa paeet kement a dlee.
34 E, indignado, o seu senhor o entregou aos atormentadores, até que pagasse tudo o que devia.
35 Evel-se e raio deoc'h va Zad a zo en neñvoù, ma ne bardon ket pep hini ac'hanoc'h a-greiz e galon e vankoù d'e vreur.
35 Assim vos fará também meu Pai celestial, se do coração não perdoardes, cada um a seu irmão, as suas ofensas.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Mateus 18, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.