Mateus 16

Gospels (BRETON) vs ARA

Sair da comparação
ARA Almeida Revista e Atualizada 1993
1 Ar farizianed hag ar sadukeiz a dostaas outañ hag, evit e demptañ, a c'houlennas digantañ diskouez dezho ur mirakl eus an neñv.
1 Aproximando-se os fariseus e os saduceus, tentando-o, pediram-lhe que lhes mostrasse um sinal vindo do céu.
2 Jezuz a respontas dezho: Diouzh an abardaez, e lavarit: Brav e vo an amzer rak an oabl a zo ruz,
2 Ele, porém, lhes respondeu: Chegada a tarde, dizeis: Haverá bom tempo, porque o céu está avermelhado;
3 ha diouzh ar mintin: Arnev a vo rak an oabl a zo teñval-ruz. Pilpouzed, c'hwi a oar anavezout doare an oabl, ha ne c'hellit ket anavezout sinoù an amzerioù!
3 e, pela manhã: Hoje, haverá tempestade, porque o céu está de um vermelho sombrio. Sabeis, na verdade, discernir o aspecto do céu e não podeis discernir os sinais dos tempos?
4 Ur rummad fall hag avoultr a c'houlenn ur mirakl, ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona. Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit.
4 Uma geração má e adúltera pede um sinal; e nenhum sinal lhe será dado, senão o de Jonas. E, deixando-os, retirou-se.
5 An diskibien, o tremen en tu all, o doa ankounac'haet kemer bara ganto.
5 Ora, tendo os discípulos passado para o outro lado, esqueceram-se de levar pão.
6 Jezuz a lavaras dezho: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz.
6 E Jesus lhes disse: Vede e acautelai-vos do fermento dos fariseus e dos saduceus.
7 An diskibien a soñjas enno o-unan hag a lavaras: Abalamour n'hon eus ket a vara eo.
7 Eles, porém, discorriam entre si, dizendo: É porque não trouxemos pão.
8 Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit evel-se ennoc'h hoc'h-unan, tud a nebeut a feiz, ez eo dre n'hoc'h eus ket kemeret a vara ganeoc'h?
8 Percebendo-o Jesus, disse: Por que discorreis entre vós, homens de pequena fé, sobre o não terdes pão?
9 Bez' oc'h c'hoazh hep skiant ha n'hoc'h eus ket soñj eus ar pemp bara hag ar pemp mil den, ha pet panerad ho poa kaset ganeoc'h,
9 Não compreendeis ainda, nem vos lembrais dos cinco pães para cinco mil homens e de quantos cestos tomastes?
10 nag eus ar seizh bara hag ar pevar mil den, ha pet panerad ho poa kaset ganeoc'h?
10 Nem dos sete pães para os quatro mil e de quantos cestos tomastes?
11 Penaos eta ne gomprenit ket n'eo ket eus bara em eus komzet pa em eus lavaret deoc'h en em virout eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz?
11 Como não compreendeis que não vos falei a respeito de pães? E sim: acautelai-vos do fermento dos fariseus e dos saduceus.
12 Neuze e komprenjont penaos n'en doa ket lavaret en em virout eus goell ar bara, met eus kelennadurezh ar farizianed hag ar sadukeiz.
12 Então, entenderam que não lhes dissera que se acautelassem do fermento de pães, mas da doutrina dos fariseus e dos saduceus.
13 Jezuz, o vezañ deuet e douar Kezarea-Filip, a c'houlennatas e ziskibien hag a lavaras: Piv a lavar an dud on-me, Mab an den?
13 Indo Jesus para os lados de Cesareia de Filipe, perguntou a seus discípulos: Quem diz o povo ser o Filho do Homem?
14 Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; darn all, Jeremia, pe unan ar brofeded.
14 E eles responderam: Uns dizem: João Batista; outros: Elias; e outros: Jeremias ou algum dos profetas.
15 Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on?
15 Mas vós, continuou ele, quem dizeis que eu sou?
16 Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C'hrist, Mab an Doue bev.
16 Respondendo Simão Pedro, disse: Tu és o Cristo, o Filho do Deus vivo.
17 Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon mab Jona, rak n'eo ket ar c'hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.
17 Então, Jesus lhe afirmou: Bem-aventurado és, Simão Barjonas, porque não foi carne e sangue que to revelaram, mas meu Pai, que está nos céus.
18 Ha me a lavar dit ivez penaos ez out Pêr, ha war ar roc'h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec'h ar marv ne drec'hint ket anezhi.
18 Também eu te digo que tu és Pedro, e sobre esta pedra edificarei a minha igreja, e as portas do inferno não prevalecerão contra ela.
19 Reiñ a rin dit alc'houezioù rouantelezh an neñvoù, ar pezh a erei war an douar a vo ereet en neñvoù, hag ar pezh a zierei war an douar a vo diereet en neñvoù.
19 Dar-te-ei as chaves do reino dos céus; o que ligares na terra terá sido ligado nos céus; e o que desligares na terra terá sido desligado nos céus.
20 Neuze e tifennas gwall start outo lavarout da zen e oa eñ, Jezuz ar C'hrist.
20 Então, advertiu os discípulos de que a ninguém dissessem ser ele o Cristo.
21 Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d'e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras hag ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv d'an trede deiz.
21 Desde esse tempo, começou Jesus Cristo a mostrar a seus discípulos que lhe era necessário seguir para Jerusalém e sofrer muitas coisas dos anciãos, dos principais sacerdotes e dos escribas, ser morto e ressuscitado no terceiro dia.
22 Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren, o lavarout: Aotrou, az pez truez ouzhit! Kement-se ne c'hoarvezo ket ganit.
22 E Pedro, chamando-o à parte, começou a reprová-lo, dizendo: Tem compaixão de ti, Senhor; isso de modo algum te acontecerá.
23 Met eñ, o tistreiñ, a lavaras da Bêr: A-dreñv din, Satan! Ur wallskouer out din, rak da soñjezonoù n'emaint ket hervez an traoù a sell ouzh Doue, met hervez an traoù a sell ouzh an dud.
23 Mas Jesus, voltando-se, disse a Pedro: Arreda, Satanás! Tu és para mim pedra de tropeço, porque não cogitas das coisas de Deus, e sim das dos homens.
24 Neuze Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac'hanon.
24 Então, disse Jesus a seus discípulos: Se alguém quer vir após mim, a si mesmo se negue, tome a sua cruz e siga-me.
25 Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez he c'hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din he c'havo.
25 Porquanto, quem quiser salvar a sua vida perdê-la-á; e quem perder a vida por minha causa achá-la-á.
26 Rak petra a dalvfe da un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene?
26 Pois que aproveitará o homem se ganhar o mundo inteiro e perder a sua alma? Ou que dará o homem em troca da sua alma?
27 Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.
27 Porque o Filho do Homem há de vir na glória de seu Pai, com os seus anjos, e, então, retribuirá a cada um conforme as suas obras.
28 Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n'o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.
28 Em verdade vos digo que alguns há, dos que aqui se encontram, que de maneira nenhuma passarão pela morte até que vejam vir o Filho do Homem no seu reino.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Mateus 16, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.