Mateus 13

Gospels (BRETON) vs NAA

Sair da comparação
NAA Nova Almeida Atualizada 2017
1 An devezh-se, Jezuz, o vezañ aet er-maez eus an ti, a azezas e-tal ar mor.
1 Naquele mesmo dia, Jesus saiu de casa e se assentou à beira-mar.
2 Ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag, ec'h azezas, hag an holl bobl a chomas war an aod.
2 E grandes multidões se reuniram em volta dele, de modo que entrou num barco e se assentou. E toda a multidão estava em pé na praia.
3 Komz a reas dezho dre barabolennoù war galz a draoù hag e lavaras: Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ.
3 E de muitas coisas lhes falou por parábolas, dizendo:
4 Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl.
4 E, ao semear, uma parte caiu à beira do caminho, e, vindo as aves, a comeram.
5 Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek e-lec'h ma oa nebeut a zouar, kerkent e savas rak ne oa ket aet don en douar,
5 Outra parte caiu em solo rochoso, onde a terra era pouca, e logo nasceu, visto não ser profunda a terra.
6 met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec'has.
6 Saindo, porém, o sol, a queimou; e, porque não tinha raiz, secou-se.
7 Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern, hag ar spern a greskas hag he mougas.
7 Outra parte caiu entre os espinhos; e os espinhos cresceram e a sufocaram.
8 Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag e roas frouezh, ur c'hreunenn kant, unan all tri-ugent, unan all tregont.
8 Outra, enfim, caiu em boa terra e deu fruto: a cem, a sessenta e a trinta por um.
9 Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
9 Quem tem ouvidos para ouvir, ouça.
10 E ziskibien a dostaas hag a lavaras dezhañ: Perak e komzez outo dre barabolennoù?
10 Então os discípulos se aproximaram de Jesus e lhe perguntaram: — Por que o senhor fala com eles por meio de parábolas?
11 Jezuz a respontas dezho: Dre ma'z eo roet deoc'h da anavezout misterioù rouantelezh an neñvoù, ha ma n'eo ket roet kement-se dezho.
11 Ao que Jesus respondeu:
12 Rak roet e vo d'an neb en deus hag en devo a-fonn, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus.
12 Pois ao que tem, mais será dado, e terá em abundância; mas, ao que não tem, até o que tem lhe será tirado.
13 Rak-se e komzan dezho dre barabolennoù, abalamour o welout ne welont ket hag o klevout ne glevont ha ne gomprenont ket.
13 Por isso, falo com eles por meio de parábolas: porque, vendo, não veem; e, ouvindo, não ouvem, nem entendem.
14 Enno eo peurc'hraet ar brofediezh-mañ Izaia a lavar: C'hwi a glevo gant ho tivskouarn ha ne gomprenot ket. C'hwi a sello gant ho taoulagad ha ne welot ket.
14 Assim, neles se cumpre a profecia de Isaías:
15 Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na yac'hafen anezho.
15 Porque o coração deste povo
16 Eürus eo ho taoulagad abalamour ma welont, hag ho tivskouarn abalamour ma klevont.
16 — Bem-aventurados, porém, são os olhos de vocês, porque veem; e bem-aventurados são os ouvidos de vocês, porque ouvem.
17 Rak me a lavar deoc'h e gwirionez, kalz a brofeded hag a dud reizh o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit ha n'o deus ket e welet, ha klevout ar pezh a glevit ha n'o deus ket e glevet.
17 Pois em verdade lhes digo que muitos profetas e justos desejaram ver o que vocês estão vendo, mas não viram; e quiseram ouvir o que vocês estão ouvindo, mas não ouviram.
18 Selaouit eta petra eo parabolenn an hader.
18 — Ouçam, portanto, o que significa a parábola do semeador.
19 Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent.
19 A todos os que ouvem a palavra do Reino e não a compreendem, vem o Maligno e arrebata o que lhes foi semeado no coração. Este é o que foi semeado à beira do caminho.
20 An hini en deus degemeret an had el lec'hioù meinek, eo an hini a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant levenez,
20 O que foi semeado em solo rochoso, esse é o que ouve a palavra e logo a recebe com alegria.
21 met n'en deus ket a wrizienn ennañ e-unan, ne bad nemet ur pennad ha, pa zeu ar glac'har pe an heskinerezh abalamour d'ar ger, e kav kerkent un abeg da gouezhañ.
21 Mas ele não tem raiz em si mesmo, sendo de pouca duração. Quando chega a angústia ou a perseguição por causa da palavra, logo se escandaliza.
22 An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger, met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù a voug ar ger hag e laka difrouezh.
22 O que foi semeado entre os espinhos é o que ouve a palavra, porém as preocupações deste mundo e a fascinação das riquezas sufocam a palavra, e ela fica infrutífera.
23 An hini en deus degemeret an had en douar mat, eo an hini a glev ar ger, en kompren hag a zoug frouezh, ur c'hreunenn a ro kant, unan all tri-ugent, unan all tregont.
23 Mas o que foi semeado em boa terra é o que ouve a palavra e a compreende; este frutifica e produz a cem, a sessenta e a trinta por um.
24 Kinnig a reas dezho ur barabolenn all hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den en deus hadet had mat en e bark.
24 Jesus lhes propôs outra parábola, dizendo:
25 Met e-pad ma oa kousket an dud, e enebour a zeuas, a hadas dreog e-touez an ed hag a yeas kuit.
25 Mas, enquanto todos estavam dormindo, veio o inimigo dele, semeou o joio no meio do trigo e foi embora.
26 Pa voe kresket ar geot ha deuet e frouezh, neuze en em ziskouezas ivez an dreog.
26 E, quando as plantas cresceram e produziram fruto, apareceu também o joio.
27 Mevelien mestr an ti a zeuas da lavarout dezhañ: Aotrou, ha ne'c'h eus ket hadet had mat ez park? Penaos eta ez eus dreog ennañ?
27 Então os servos do dono da casa chegaram e disseram: “Patrão, o senhor não semeou boa semente no seu campo? De onde, então, vem o joio?”
28 Eñ a respontas dezho: Un enebour din en deus graet kement-se. Ar vevelien a lavaras dezhañ: Fellout a ra dit ec'h afemp d'e dennañ?
28 Ele, porém, lhes respondeu: “Um inimigo fez isso.” Mas os servos lhe perguntaram: “O senhor quer que a gente vá e arranque o joio?”
29 Nann, emezañ, gant aon o tennañ an dreog, na ziwriziennfec'h ivez an ed.
29 O dono da casa respondeu: “Não! Porque, ao separar o joio, vocês poderão arrancar também com ele o trigo.
30 Lezit o-daou da greskiñ betek an eost; ha da amzer an eost, e lavarin d'ar vederien: Tennit da gentañ an dreog hag endrammit eñ evit e zeviñ, met dastumit an ed em solier.
30 Deixem que cresçam juntos até a colheita. E, no tempo da colheita, direi aos ceifeiros: ‘Ajuntem primeiro o joio e amarrem-no em feixes para ser queimado; mas recolham o trigo no meu celeiro.’”
31 Kinnig a reas dezho ur barabolenn all hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur c'hreunenn sezo a gemer un den hag a had en e bark.
31 Jesus lhes propôs outra parábola, dizendo:
32 Ar bihanañ eus an holl hadoù eo, met pa'z eo kresket, ez eo brasoc'h eget al louzoù hag e teu da vezañ ur wezenn, en hevelep doare ma teu laboused an neñv da chom en he brankoù.
32 Esse grão é, na verdade, a menor de todas as sementes, mas, quando cresce, é maior do que as hortaliças, e chega a ser uma árvore, de modo que as aves do céu vêm se aninhar nos seus ramos.
33 Lavarout a reas dezho ar barabolenn all-mañ: Rouantelezh a neñvoù a zo heñvel ouzh ur goell a gemer ur wreg hag a laka e tri saton (~ 30 l) bleud, betek ma vo an toaz goet holl.
33 Jesus lhes contou ainda outra parábola:
34 Jezuz a lavaras an holl draoù-se d'ar bobl e parabolennoù, ha ne gomze ket outo hep parabolenn,
34 Jesus disse todas estas coisas às multidões por parábolas e sem parábolas nada lhes dizia.
35 evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Digeriñ a rin va genoù gant parabolennoù, disklêriañ a rin traoù kuzhet abaoe krouidigezh ar bed.
35 Isso aconteceu para se cumprir o que foi dito por meio do profeta: “Abrirei a minha boca em parábolas; publicarei coisas ocultas desde a criação do mundo.”
36 Neuze Jezuz, o vezañ kaset kuit ar bobl, a zeuas en ti. E ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Displeg deomp parabolenn dreog ar park.
36 Então, despedindo as multidões, Jesus foi para casa. E, aproximando-se dele os seus discípulos, disseram: — Explique-nos a parábola do joio do campo.
37 Eñ a respontas dezho: An hini a had an had mat eo Mab an den;
37 E Jesus respondeu:
38 ar park eo ar bed; an had mat eo bugale ar rouantelezh; an dreog eo bugale an droug;
38 O campo é o mundo. A boa semente são os filhos do Reino; o joio são os filhos do Maligno.
39 an enebour en deus e hadet eo an diaoul; an eost eo fin ar bed; ar vederien eo an aeled.
39 O inimigo que o semeou é o diabo. A colheita é o fim dos tempos, e os ceifeiros são os anjos.
40 Evel ma tenner an dreog ha ma e daoler en tan, evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed.
40 Pois, assim como o joio é colhido e jogado no fogo, assim será no fim dos tempos.
41 Mab an den a gaso e aeled da dennañ eus e rouantelezh an holl abegoù a wallskouer hag ar re a ra an direizhder,
41 O Filho do Homem mandará os seus anjos, que ajuntarão do seu Reino todos os que servem de pedra de tropeço e os que praticam o mal
42 hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
42 e os lançarão na fornalha acesa; ali haverá choro e ranger de dentes.
43 Neuze an dud reizh a lugerno evel an heol e rouantelezh o Zad. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
43 Então os justos resplandecerão como o sol, no Reino de seu Pai. Quem tem ouvidos para ouvir, ouça.
44 Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh un teñzor kuzhet en ur park. Pa gav un den anezhañ, en kuzh ha, leun a levenez, ez a da werzhañ kement en deus hag e pren ar park-se.
44 — O Reino dos Céus é semelhante a um tesouro escondido no campo, que um homem achou e escondeu. Então, transbordante de alegria, vai, vende tudo o que tem e compra aquele campo.
45 Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh ur marc'hadour a glask perlez kaer.
45 — O Reino dos Céus é também semelhante a um homem que negocia e procura boas pérolas.
46 Kavet en deus ur berlezenn brizius meurbet, aet eo da werzhañ kement en doa hag en deus he frenet.
46 Quando encontrou uma pérola de grande valor, ele foi, vendeu tudo o que tinha e comprou a pérola.
47 Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh ur roued taolet er mor hag a zastum pesked a bep seurt.
47 — O Reino dos Céus é ainda semelhante a uma rede que foi lançada ao mar e apanhou peixes de toda espécie.
48 Pa'z eo leun, e tennont anezhi war an aod. Goude bezañ azezet, e lakaont ar re vat e listri hag e taolont kuit ar re fall.
48 E, quando já estava cheia, os pescadores a arrastaram para a praia e, assentados, escolheram os bons para os cestos e jogaram fora os ruins.
49 Evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed. An aeled a zeuio hag a zispartio ar re zrouk eus a-douez ar re reizh
49 Assim será no fim dos tempos: os anjos sairão, separarão os maus dentre os justos
50 hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
50 e os lançarão na fornalha acesa; ali haverá choro e ranger de dentes.
51 Jezuz a lavaras dezho: Ha komprenet mat hoc'h eus an holl draoù-se? Ya Aotrou, a respontjont.
51 Então Jesus perguntou: Eles responderam: — Sim!
52 Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.
52 Então Jesus lhes disse:
53 Goude m'en doe Jezuz peurlavaret ar barabolennoù-se, ez eas kuit ac'hano.
53 Quando Jesus acabou de contar essas parábolas, retirou-se dali.
54 O vezañ deuet en e vro, e kelennas anezho en o sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A-belec'h e teu dezhañ ar furnez hag ar mirakloù-se?
54 E, chegando à sua terra, ensinava-os na sinagoga, de modo que se maravilhavam e diziam: — De onde lhe vêm esta sabedoria e estes poderes miraculosos?
55 Ha n'eo ket mab ar c'halvez? Ha n'eo ket Mari eo e vamm? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n'int ket e vreudeur?
55 Não é este o filho do carpinteiro? A sua mãe não se chama Maria, e seus irmãos não são Tiago, José, Simão e Judas?
56 E c'hoarezed, ha n'emaint ket holl en hon touez? A-belec'h eta e teu dezhañ an holl draoù-se?
56 Todas as suas irmãs não vivem entre nós? Então, de onde lhe vem tudo isto?
57 Hag e kavent tamall ennañ. Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed a zo enoret, nemet en e vro e-unan hag en e di e-unan.
57 E escandalizavam-se por causa dele. Jesus, porém, lhes disse:
58 Ha ne reas ket kalz a virakloù el lec'h-se abalamour d'o diskredoni.
58 E não fez ali muitos milagres, por causa da incredulidade deles.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Mateus 13, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.