Marcos 9
Gospels (BRETON) vs ARA
1 Lavarout a reas dezho ivez: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n'o devo gwelet rouantelezh Doue o tont gant galloud.
1 Dizia-lhes ainda: Em verdade vos afirmo que, dos que aqui se encontram, alguns há que, de maneira nenhuma, passarão pela morte até que vejam ter chegado com poder o reino de Deus.
2 C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag o c'hasas o-unan a-du war ur menez uhel. Hag e voe treuzneuziet dirazo.
2 Seis dias depois, tomou Jesus consigo a Pedro, Tiago e João e levou-os sós, à parte, a um alto monte. Foi transfigurado diante deles;
3 E zilhad a zeuas da vezañ lugernus, gwenn evel an erc'h, ken n'eus gwenner ebet war an douar a c'hellfe gwennañ evel-se.
3 as suas vestes tornaram-se resplandecentes e sobremodo brancas, como nenhum lavandeiro na terra as poderia alvejar.
4 Elia ha Moizez en em ziskouezas dezho, o komz gant Jezuz.
4 Apareceu-lhes Elias com Moisés, e estavam falando com Jesus.
5 Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ. Greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia.
5 Então, Pedro, tomando a palavra, disse: Mestre, bom é estarmos aqui e que façamos três tendas: uma será tua, outra, para Moisés, e outra, para Elias.
6 Rak ne ouie ket petra lavarout, abalamour m'o doe ur spont bras.
6 Pois não sabia o que dizer, por estarem eles aterrados.
7 Hag e teuas ur goabrenn d'o goleiñ, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat. Selaouit eñ!
7 A seguir, veio uma nuvem que os envolveu; e dela uma voz dizia: Este é o meu Filho amado; a ele ouvi.
8 Kerkent an diskibien, o vezañ sellet en-dro dezho, ne weljont den ken nemet Jezuz e-unan ganto.
8 E, de relance, olhando ao redor, a ninguém mais viram com eles, senão Jesus.
9 Evel ma tiskennent eus ar menez, e tifennas outo lavarout da zen ar pezh o doa gwelet, ken na vije Mab an den adsavet a-douez ar re varv.
9 Ao descerem do monte, ordenou-lhes Jesus que não divulgassem as coisas que tinham visto, até o dia em que o Filho do Homem ressuscitasse dentre os mortos.
10 Hag e talc'hjont ar gomz-se, o c'houlenn an eil digant egile petra a c'hellje bezañ: Adsevel a-douez ar re varv.
10 Eles guardaram a recomendação, perguntando uns aos outros que seria o ressuscitar dentre os mortos.
11 Hag e c'houlennjont outañ o lavarout: Perak e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentañ?
11 E interrogaram-no, dizendo: Por que dizem os escribas ser necessário que Elias venha primeiro?
12 Respont a reas dezho: Gwir eo penaos Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra, ha penaos Mab an den, hervez ma'z eo skrivet diwar e benn, a dle gouzañv kalz a draoù ha bezañ disprizet?
12 Então, ele lhes disse: Elias, vindo primeiro, restaurará todas as coisas; como, pois, está escrito sobre o Filho do Homem que sofrerá muito e será aviltado?
13 Met me a lavar deoc'h penaos Elia a zo deuet, hag o deus graet dezhañ kement o deus c'hoantaet evel ma'z eo skrivet diwar e benn.
13 Eu, porém, vos digo que Elias já veio, e fizeram com ele tudo o que quiseram, como a seu respeito está escrito.
14 O vezañ deuet etrezek an diskibien all, e welas kalz a bobl en-dro dezho ha skribed a dabute ganto.
14 Quando eles se aproximaram dos discípulos, viram numerosa multidão ao redor e que os escribas discutiam com eles.
15 Raktal evel ma welas an holl bobl-se anezhañ, e voent souezhet bras, hag o teredek e saludjont anezhañ.
15 E logo toda a multidão, ao ver Jesus, tomada de surpresa, correu para ele e o saudava.
16 Eñ a c'houlennas digant ar skribed: diwar-benn petra e tabutit ganto?
16 Então, ele interpelou os escribas: Que é que discutíeis com eles?
17 Un den eus ar bobl, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, degaset em eus dit va mab hag a zo dalc'het gant ur spered mut.
17 E um, dentre a multidão, respondeu: Mestre, trouxe-te o meu filho, possesso de um espírito mudo;
18 E pelec'h bennak ma krog ennañ, e taol anezhañ d'an douar, hag eñ a eon, a c'hrigoñs e zent hag a zisec'h. Pedet em eus da ziskibien d'e gas kuit ha n'o deus ket gallet.
18 e este, onde quer que o apanha, lança-o por terra, e ele espuma, rilha os dentes e vai definhando. Roguei a teus discípulos que o expelissem, e eles não puderam.
19 Eñ a respontas dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc'h? Betek pegeit e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degasit eñ din.
19 Então, Jesus lhes disse: Ó geração incrédula, até quando estarei convosco? Até quando vos sofrerei? Trazei-mo.
20 E zegas a rejont dezhañ. Raktal m'en gwelas, ar spered a zifretas anezhañ gant nerzh, hag e kouezhas d'an douar o ruilhal hag oc'h eoniñ.
20 E trouxeram-lho; quando ele viu a Jesus, o espírito imediatamente o agitou com violência, e, caindo ele por terra, revolvia-se espumando.
21 Eñ a c'houlennas ouzh e dad: Pegeit amzer a zo abaoe ma c'hoarvez kement-mañ gantañ? Abaoe e vugaleaj, a respontas.
21 Perguntou Jesus ao pai do menino: Há quanto tempo isto lhe sucede? Desde a infância, respondeu;
22 Alies en deus e daolet en tan hag en dour evit e lakaat da vervel. Met mar gellez un dra bennak, sikour ac'hanomp, az pez truez ouzhimp.
22 e muitas vezes o tem lançado no fogo e na água, para o matar; mas, se tu podes alguma coisa, tem compaixão de nós e ajuda-nos.
23 Jezuz a lavaras dezhañ: Mar gellez krediñ, pep tra a zo posupl d'an hini a gred.
23 Ao que lhe respondeu Jesus: Se podes! Tudo é possível ao que crê.
24 Kerkent tad ar bugel a grias gant daeroù: Me a gred, Aotrou! Sikour ac'hanon em diskredoni!
24 E imediatamente o pai do menino exclamou [com lágrimas]: Eu creio! Ajuda-me na minha falta de fé!
25 Jezuz o welout ar bobl o redek a vandenn, a c'hourdrouzas ar spered hudur hag a lavaras dezhañ: Spered mut ha bouzar, me a c'hourc'hemenn dit, kae kuit anezhañ ha na da ken ennañ.
25 Vendo Jesus que a multidão concorria, repreendeu o espírito imundo, dizendo-lhe: Espírito mudo e surdo, eu te ordeno: Sai deste jovem e nunca mais tornes a ele.
26 Mont a reas kuit o leuskel ur griadenn vras hag o tifretañ anezhañ gant nerzh. Ar bugel a zeuas evel marv, en hevelep doare ma lavare meur a hini: Marv eo.
26 E ele, clamando e agitando-o muito, saiu, deixando-o como se estivesse morto, a ponto de muitos dizerem: Morreu.
27 Met Jezuz, o kemer e zorn, a reas dezhañ sevel. Hag e chomas en e sav.
27 Mas Jesus, tomando-o pela mão, o ergueu, e ele se levantou.
28 Pa voe aet en ti, e ziskibien a c'houlennas digantañ a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit anezhañ?
28 Quando entrou em casa, os seus discípulos lhe perguntaram em particular: Por que não pudemos nós expulsá-lo?
29 Eñ a respontas dezho: Ar seurt-se ne c'hell ket mont kuit, nemet dre ar bedenn ha dre ar yun.
29 Respondeu-lhes: Esta casta não pode sair senão por meio de oração [e jejum].
30 O vezañ aet ac'hano, e treuzjont vro C'halilea. Ne felle ket dezhañ e vije gouezet gant den.
30 E, tendo partido dali, passavam pela Galileia, e não queria que ninguém o soubesse;
31 Rak e kelenne e ziskibien hag e lavaras dezho: Mab an den a vo droukroet etre daouarn an dud hag e lakaint anezhañ d'ar marv. Goude ma vo bet lazhet, ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.
31 porque ensinava os seus discípulos e lhes dizia: O Filho do Homem será entregue nas mãos dos homens, e o matarão; mas, três dias depois da sua morte, ressuscitará.
32 Met ne gomprenent ket ar c'homzoù-se ha ne gredent ket goulenn digantañ.
32 Eles, contudo, não compreendiam isto e temiam interrogá-lo.
33 Dont a reas da Gafarnaoum. O vezañ en ti, e c'houlennas diganto: Diwar-benn petra en em dabutec'h en hent?
33 Tendo eles partido para Cafarnaum, estando ele em casa, interrogou os discípulos: De que é que discorríeis pelo caminho?
34 Met int a dave, rak en em dabutet o doa en hent war an hini a vije ar brasañ.
34 Mas eles guardaram silêncio; porque, pelo caminho, haviam discutido entre si sobre quem era o maior.
35 O vezañ azezet, e c'halvas an daouzek hag e lavaras dezho: Mar c'hoanta unan bennak bezañ ar c'hentañ, e vo an diwezhañ eus an holl, ha servijer an holl.
35 E ele, assentando-se, chamou os doze e lhes disse: Se alguém quer ser o primeiro, será o último e servo de todos.
36 O vezañ kemeret ur bugel bihan, e lakaas anezhañ en o c'hreiz hag, o terc'hel anezhañ etre e zivrec'h, e lavaras dezho:
36 Trazendo uma criança, colocou-a no meio deles e, tomando-a nos braços, disse-lhes:
37 Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-mañ em anv a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, n'eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c'haset.
37 Qualquer que receber uma criança, tal como esta, em meu nome, a mim me recebe; e qualquer que a mim me receber, não recebe a mim, mas ao que me enviou.
38 Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, gwelet hon eus un den o kas kuit diaouled en da anv ha ne heuilh ket ac'hanomp. Difennet hon eus outañ abalamour na heuilh ket ac'hanomp.
38 Disse-lhe João: Mestre, vimos um homem que, em teu nome, expelia demônios, o qual não nos segue; e nós lho proibimos, porque não seguia conosco.
39 Met Jezuz a lavaras: Na zifennit ket-se, rak n'eus den a rafe mirakloù em anv hag a c'hellfe kerkent droukkomz ac'hanon.
39 Mas Jesus respondeu: Não lho proibais; porque ninguém há que faça milagre em meu nome e, logo a seguir, possa falar mal de mim.
40 Rak an hini n'emañ ket a-enep deomp a zo evidomp.
40 Pois quem não é contra nós é por nós.
41 Ha piv bennak a roio deoc'h ur werennad dour da evañ em anv, abalamour ma'z oc'h da Grist, me a lavar deoc'h e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr.
41 Porquanto, aquele que vos der de beber um copo de água, em meu nome, porque sois de Cristo, em verdade vos digo que de modo algum perderá o seu galardão.
42 Met piv bennak a lakaio da gouezhañ unan eus ar re vihan-se a gred ennon, gwelloc'h e vefe dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c'houzoug ha e vefe taolet er mor.
42 E quem fizer tropeçar a um destes pequeninos crentes, melhor lhe fora que se lhe pendurasse ao pescoço uma grande pedra de moinho, e fosse lançado no mar.
43 Ma laka ac'hanout da zorn da gouezhañ, troc'h anezhañ. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout nemet un dorn, eget kaout daou zorn ha bezañ taolet er gehenn,
43 E, se tua mão te faz tropeçar, corta-a; pois é melhor entrares maneta na vida do que, tendo as duas mãos, ires para o inferno, para o fogo inextinguível
44 en tan ne voug biken, e pelec'h o freñv ne varv ket hag an tan ne voug ket.
44 [onde não lhes morre o verme, nem o fogo se apaga].
45 Ha ma laka ac'hanout da droad da gouezhañ, troc'h anezhañ. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout un troad, eget kaout daou droad ha bezañ taolet er gehenn, en tan ne voug biken,
45 E, se teu pé te faz tropeçar, corta-o; é melhor entrares na vida aleijado do que, tendo os dois pés, seres lançado no inferno
46 e pelec'h o freñv ne varv ket hag an tan ne voug ket.
46 [onde não lhes morre o verme, nem o fogo se apaga].
47 Ha ma laka ac'hanout da lagad da gouezhañ, diframm anezhañ. Gwelloc'h eo dit mont e rouantelezh Doue gant ul lagad hepken, eget kaout daou lagad ha bezañ taolet e tan ar gehenn,
47 E, se um dos teus olhos te faz tropeçar, arranca-o; é melhor entrares no reino de Deus com um só dos teus olhos do que, tendo os dois seres lançado no inferno,
48 e pelec'h o freñv ne varv ket hag an tan ne voug ket.
48 onde não lhes morre o verme, nem o fogo se apaga.
49 Rak pep hini a vo sallet gant tan, ha pep prof a vo sallet gant holen.
49 Porque cada um será salgado com fogo.
50 Un dra vat eo an holen, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo temzet? Ho pet holen ennoc'h hoc'h-unan ha bezit e peoc'h etrezoc'h.
50 Bom é o sal; mas, se o sal vier a tornar-se insípido, como lhe restaurar o sabor? Tende sal em vós mesmos e paz uns com os outros.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Marcos 9, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.