Marcos 4
Gospels (BRETON) vs ACF
1 Jezuz en em lakaas c'hoazh da gelenn e-tal ar mor. Ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec'h azezas enni. An holl bobl a oa war an douar e-tal ar mor.
1 E outra vez começou a ensinar junto do mar, e ajuntou-se a ele grande multidão, de sorte que ele entrou e assentou-se num barco, sobre o mar; e toda a multidão estava em terra junto do mar.
2 Deskiñ a reas dezho kalz a draoù dre barabolennoù hag e lavaras dezho en e gelennadurezh:
2 E ensinava-lhes muitas coisas por parábolas, e lhes dizia na sua doutrina:
3 Selaouit. Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ
3 Ouvi: Eis que saiu o semeador a semear.
4 Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused an neñv a zeuas hag he debras holl.
4 E aconteceu que semeando ele, uma parte da semente caiu junto do caminho, e vieram as aves do céu, e a comeram;
5 Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek e-lec'h ma oa nebeut a zouar, kerkent e savas rak ne oa ket aet don en douar,
5 E outra caiu sobre pedregais, onde não havia muita terra, e nasceu logo, porque não tinha terra profunda;
6 met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec'has.
6 Mas, saindo o sol, queimou-se; e, porque não tinha raiz, secou-se.
7 Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern, hag ar spern a greskas hag he mougas, ha ne roas ket a frouezh.
7 E outra caiu entre espinhos e, crescendo os espinhos, a sufocaram e não deu fruto.
8 Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag e roas frouezh o sevel hag o kreskiñ, en hevelep doare ma roas ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, unan all kant.
8 E outra caiu em boa terra e deu fruto, que vingou e cresceu; e um produziu trinta, outro sessenta, e outro cem.
9 Hag e lavaras dezho: Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
9 E disse-lhes: Quem tem ouvidos para ouvir, ouça.
10 Pa voe e-unan, ar re a oa en-dro dezhañ gant an daouzek a c'houlennas digantañ diwar-benn ar barabolenn-se.
10 E, quando se achou só, osque estavam junto dele com os doze interrogaram-no acerca da parábola.
11 Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc'h da anavezout mister rouantelezh Doue, met evit ar re a-ziavaez pep tra a zo lavaret dre barabolennoù,
11 E ele disse-lhes: A vós vos é dado saber os mistérios do reino de Deus, mas aos que estão de fora todas estas coisas se dizem por parábolas,
12 evit o welout e welont ha n'anavezont ket, hag o klevout e klevont ha ne gomprenont ket, en aon na zistrofent ha na vefe pardonet dezho o fec'hedoù.
12 Para que, vendo, vejam, e não percebam; e, ouvindo, ouçam, e não entendam; para que não se convertam, e lhes sejam perdoados os pecados.
13 Lavarout a reas dezho: Ha ne gomprenit ket ar barabolenn-se? Ha penaos neuze e komprenot an holl barabolennoù?
13 E disse-lhes: Não percebeis esta parábola? Como, pois, entendereis todas as parábolas?
14 An hader a had ar ger.
14 O que semeia, semeia a palavra;
15 Ar re a zo a-hed an hent, eo ar re ma'z eo hadet ar ger ennañ, met kerkent m'o deus e glevet, e teu Satan hag a zilam ar ger a oa bet hadet en o c'halonoù.
15 E, os que estão junto do caminho são aqueles em quem a palavra é semeada; mas, tendo-a eles ouvido, vem logo Satanás e tira a palavra que foi semeada nos seus corações.
16 En hevelep doare, ar re a zegemer an had el lec'hioù meinek, eo ar re a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant levenez,
16 E da mesma forma os que recebem a semente sobre pedregais; os quais, ouvindo a palavra, logo com prazer a recebem;
17 met n'o deus ket a wrizienn enno o-unan, ne badont ket pell ha, pa zeu ur glac'har pe un heskinerezh abalamour d'ar ger, e kavont kerkent un abeg da gouezhañ.
17 Mas não têm raiz em si mesmos, antes são temporãos; depois, sobrevindo tribulação ou perseguição, por causa da palavra, logo se escandalizam.
18 Ar re a zegemer an had e-touez an drein, eo ar re a selaou ar ger,
18 E outros são os que recebem a semente entre espinhos, os quais ouvem a palavra;
19 met prederioù ar bed-mañ, tromplerezh ar pinvidigezhioù ha c'hoantoù a bep seurt evit an traoù all o tont warno a voug ar ger hag e teu da vezañ difrouezh.
19 Mas os cuidados deste mundo, e os enganos das riquezas e as ambições de outras coisas, entrando, sufocam a palavra, e fica infrutífera.
20 Ar re o deus degemeret an had en un douar mat, eo ar re a selaou ar ger, en degemer hag a zoug frouezh, ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, unan all kant.
20 E estes são os que foram semeados em boa terra, os que ouvem a palavra e a recebem, e dão fruto, um trinta, e outro sessenta, e outro cem.
21 Hag e lavaras dezho: Ha degas a reer ul lamp evit e lakaat dindan ur boezell pe dindan ur gwele? N'eo ket evit e lakaat war ur c'hantolor?
21 E disse-lhes: Vem porventura a candeia para se meter debaixo do alqueire, ou debaixo da cama? não vem antes para se colocar no velador?
22 Rak n'eus netra kuzhet na dle bezañ disklêriet, ha n'eus netra goloet na dle bezañ lakaet war-wel.
22 Porque nada há encoberto que não haja de ser manifesto; e nada se faz para ficar oculto, mas para ser descoberto.
23 Mar en deus unan bennak divskouarn da glevout, ra selaouo.
23 Se alguém tem ouvidos para ouvir, ouça.
24 Hag e lavaras dezho: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc'h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d'ar re all, ha c'hoazh e vo roet ouzhpenn deoc'h-c'hwi a selaou.
24 E disse-lhes: Atendei ao que ides ouvir. Com a medida com que medirdes vos medirão a vós, e ser-vos-á ainda acrescentada a vós que ouvis.
25 Rak roet e vo d'an neb en deus, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus.
25 Porque ao que tem, ser-lhe-á dado; e, ao que não tem, até o que tem lhe será tirado.
26 Hag e lavaras: Bez' emañ diwar-benn rouantelezh Doue evel pa daol un den had en douar,
26 E dizia: O reino de Deus é assim como se um homem lançasse semente à terra.
27 pe e kousk, pe e sav, noz pe deiz, an had a ziwan hag a gresk hep ma oar penaos.
27 E dormisse, e se levantasse de noite ou de dia, e a semente brotasse e crescesse, não sabendo ele como.
28 Rak an douar a ro anezhañ e-unan, da gentañ ar geot, goude an dañvouezenn, hag ar c'hreunenn en dañvouezenn.
28 Porque a terra por si mesma frutifica, primeiro a erva, depois a espiga, por último o grão cheio na espiga.
29 Ha pa vez darev ar frouezh, e lakaer raktal ar falz ennañ dre ma'z eo prest an eost.
29 E, quando já o fruto se mostra, mete-se-lhe logo a foice, porque está chegada a ceifa.
30 Hag e lavaras: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue? Pe dre beseurt parabolenn he diskouezimp?
30 E dizia: A que assemelhare-mos o reino de Deus? ou com que parábola o representaremos?
31 Heñvel eo ouzh ur c'hreunenn sezo; pa he hader en douar, ez eo ar bihanañ eus holl hadoù an douar.
31 É como um grão de mostarda, que, quando se semeia na terra, é a menor de todas as sementes que há na terra;
32 Met goude ma vez hadet, e sav, e teu brasoc'h eget al louzoù all hag e taol brankoù, en hevelep doare ma c'hell laboused an neñv chom dindan he skeud.
32 Mas, tendo sido semeado, cresce; e faz-se a maior de todas as hortaliças, e cria grandes ramos, de tal maneira que as aves do céu podem aninhar-se debaixo da sua sombra.
33 Disklêriañ a reas dezho ger Doue dre galz a barabolennoù en doare-mañ, hervez ma c'hellent e glevout.
33 E com muitas parábolas tais lhes dirigia a palavra, segundo o que podiam compreender.
34 Ne gomze ket outo hep parabolenn; met, a-du, e tisplege pep tra d'e ziskibien.
34 E sem parábolas nunca lhes falava; porém, tudo declarava em particular aos seus discípulos.
35 En deiz-se, pa voe deuet an noz, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all.
35 E, naquele dia, sendo já tarde, disse-lhes: Passemos para o outro lado.
36 Ha goude bezañ kaset kuit ar bobl, e tegasjont Jezuz er vag m'edo enni. Bez' e oa ivez bagoù bihan all ouzh e ambroug.
36 E eles, deixando a multidão, o levaram consigo, assim como estava, no barco; e havia também com ele outros barquinhos.
37 Neuze e savas un taol-avel bras hag ar c'hoummoù-mor a yeas er vag, en hevelep doare ma leunie.
37 E levantou-se grande temporal de vento, e subiam as ondas por cima do barco, de maneira que já se enchia.
38 Hag eñ a oa e diadreñv ar vag, kousket war ur blueg. Duhuniñ a rejont anezhañ o lavarout: Mestr, ha ne rez ket van ebet ouzh hor gwelout o vont da goll?
38 E ele estava na popa, dormindo sobre uma almofada, e despertaram-no, dizendo-lhe: Mestre, não se te dá que pereçamos?
39 O vezañ dihunet, e c'hourdrouzas d'an avelioù hag e lavaras d'ar mor: Tav! Bez sioul! An avel a davas hag e voe ur sioulder bras.
39 E ele, despertando, repreendeu o vento, e disse ao mar: Cala-te, aquieta-te. E o vento se aquietou, e houve grande bonança.
40 Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon? Penaos n'hoc'h eus ket a feiz?
40 E disse-lhes: Por que sois tão tímidos? Ainda não tendes fé?
41 Hag o doe un aon bras hag e lavarjont an eil d'egile: Piv eta eo hemañ, ma sent zoken an avel hag ar mor outañ?
41 E sentiram um grande temor, e diziam uns aos outros: Mas quem é este, que até o vento e o mar lhe obedecem?
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Marcos 4, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.