Marcos 2

Gospels (BRETON) vs ACF

Sair da comparação
ACF Almeida Corrigida Fiel
1 Un nebeud devezhioù goude, Jezuz a zistroas da Gafarnaoum hag e voe klevet e oa en ti.
1 E alguns dias depois entrou outra vez em Cafarnaum, e soube-se que estava em casa.
2 Kerkent en em zastumas kement a dud eno, en doare na oa ket a lec'h a-walc'h dirak an nor evit o derc'hel. Eñ a brezege dezho ar ger.
2 E logo se ajuntaram tantos, que nem ainda nos lugares junto à porta cabiam; e anunciava-lhes a palavra.
3 Dont a reas d'e gavout tud o tegas un den seizet, douget gant pevar den.
3 E vieram ter com ele conduzindo um paralítico, trazido por quatro.
4 Evel na c'hellent ket tostaat ouzh an nor abalamour d'an dud niverus, e tistojont an ti ma oa ennañ hag, o vezañ graet un toull, e tiskennjont ar gwele ma oa gourvezet an den seizet warnañ.
4 E, não podendo aproximar-se dele, por causa da multidão, descobriram o telhado onde estava, e, fazendo um buraco, baixaram o leito em que jazia o paralítico.
5 Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Mab, da bec'hedoù a zo pardonet dit.
5 E Jesus, vendo a fé deles, disse ao paralítico: Filho, perdoados estão os teus pecados.
6 Ur re eus ar skribed azezet eno a soñje en o c'halonoù:
6 E estavam ali assentados alguns dos escribas, que arrazoavam em seus corações, dizendo:
7 Perak e lavar hemañ gwallgomzoù evel-se? Piv a c'hell pardoniñ ar pec'hedoù, nemet Doue hepken?
7 Por que diz este assim blasfêmias? Quem pode perdoar pecados, senão Deus?
8 Jezuz, o vezañ anavezet raktal en e spered e lavarent evel-se enno o-unan, a lavaras dezho: Perak hoc'h eus ar soñjoù-se en ho kalonoù?
8 E Jesus, conhecendo logo em seu espírito que assim arrazoavam entre si, lhes disse: Por que arrazoais sobre estas coisas em vossos corações?
9 Petra eo an aesoc'h, lavarout d'an den seizet-mañ: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav, kemer da wele ha kerzh?
9 Qual é mais fácil? dizer ao paralítico: Estão perdoados os teus pecados; ou dizer-lhe: Levanta-te, e toma o teu leito, e anda?
10 Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, e lavaras d'an den seizet:
10 Ora, para que saibais que o Filho do homem tem na terra poder para perdoar pecados (disse ao paralítico),
11 Me a lavar dit, sav, kemer da wele ha kae da'z ti.
11 A ti te digo: Levanta-te, toma o teu leito, e vai para tua casa.
12 Kerkent e savas hag, o vezañ kemeret e wele, ez eas er-maez dirak an holl, en hevelep doare ma oant holl souezhet ha ma roent gloar da Zoue, o lavarout: Biskoazh n'hon eus gwelet kemend-all.
12 E levantou-se e, tomando logo o leito, saiu em presença de todos, de sorte que todos se admiraram e glorificaram a Deus, dizendo: Nunca tal vimos.
13 Eñ a zistroas war-zu ar mor. An holl bobl a zeuas d'e gavout hag eñ o c'helennas.
13 E tornou a sair para o mar, e toda a multidão ia ter com ele, e ele os ensinava.
14 En ur dremen, e welas Levi mab Alfe, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon. Sevel a reas hag en heulias.
14 E, passando, viu Levi, filho de Alfeu, sentado na alfândega, e disse-lhe: Segue-me. E, levantando-se, o seguiu.
15 Jezuz o vezañ ouzh taol e ti an den-mañ, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien, rak kalz e oant hag heuliet o doa anezhañ.
15 E aconteceu que, estando sentado à mesa em casa deste, também estavam sentados à mesa com Jesus e seus discípulos muitos publicanos e pecadores; porque eram muitos, e o tinham seguido.
16 Ar skribed hag ar farizianed, o welout penaos e tebre gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr hag ec'h ev gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
16 E os escribas e fariseus, vendo-o comer com os publicanos e pecadores, disseram aos seus discípulos: Por que come e bebe ele com os publicanos e pecadores?
17 Jezuz, o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv. N'on ket deuet evit gervel ar re reizh d'ar geuzidigezh, met ar bec'herien.
17 E Jesus, tendo ouvido isto, disse-lhes: Os sãos não necessitam de médico, mas, sim, os que estão doentes; eu não vim chamar os justos, mas, sim, os pecadores ao arrependimento.
18 Diskibien Yann ha re ar farizianed a yune, hag e teujont hag e lavarjont dezhañ: A-belec'h e teu ma yun diskibien Yann ha re ar farizianed, ha da ziskibien-te ne yunont ket?
18 Ora, os discípulos de João e os fariseus jejuavam; e foram e disseram-lhe: Por que jejuam os discípulos de João e os dos fariseus, e não jejuam os teus discípulos?
19 Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont yunañ e-pad ma'z emañ ar pried ganto? E-pad an holl amzer ma'z emañ ar pried ganto, ne c'hellont ket yunañ.
19 E Jesus disse-lhes: Podem porventura os filhos das bodas jejuar enquanto está com eles o esposo? Enquanto têm consigo o esposo, não podem jejuar;
20 Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, hag en deizioù-se e yunint.
20 Mas dias virão em que lhes será tirado o esposo, e então jejuarão naqueles dias.
21 Den ne wri un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, pe an tamm nevez a ziframmfe an hini kozh hag ar rog a vefe brasoc'h.
21 Ninguém deita remendo de pano novo em roupa velha; doutra sorte o mesmo remendo novo rompe o velho, e a rotura fica maior.
22 Den kennebeut ne lak gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar gwin nevez a dorrfe ar seier, ar gwin en em skuilhfe hag ar seier-lêr a vefe kollet. Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier nevez.
22 E ninguém deita vinho novo em odres velhos; doutra sorte, o vinho novo rompe os odres e entorna-se o vinho, e os odres estragam-se; o vinho novo deve ser deitado em odres novos.
23 C'hoarvezout a reas ma tremenas dre barkeier ed un deiz sabad. E ziskibien, en ur vale, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù.
23 E aconteceu que, passando ele num sábado pelas searas, os seus discípulos, caminhando, começaram a colher espigas.
24 Ar farizianed a lavaras dezhañ: Setu, perak e reont ar pezh n'eo ket aotreet ober e-pad ar sabad?
24 E os fariseus lhe disseram: Vês? Por que fazem no sábado o que não é lícito?
25 Eñ a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus ket biskoazh lennet ar pezh a reas David p'en doa ezhomm ha p'en doa naon, eñ hag ar re a oa gantañ,
25 Mas ele disse-lhes: Nunca lestes o que fez Davi, quando estava em necessidade e teve fome, ele e os que com ele estavam?
26 penaos ez eas e ti Doue, en amzer Abiazar ar beleg-meur, hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na c'helle o debriñ nemet ar veleien hepken, hag e roas lod ivez d'ar re a oa gantañ?
26 Como entrou na casa de Deus, no tempo de Abiatar, sumo sacerdote, e comeu os pães da proposição, dos quais não era lícito comer senão aos sacerdotes, dando também aos que com ele estavam?
27 Hag e lavaras dezho: Ar sabad a zo bet graet evit an den ha nann an den evit ar sabad.
27 E disse-lhes: O sábado foi feito por causa do homem, e não o homem por causa do sábado.
28 Dre-se Mab an den a zo mestr zoken war ar sabad.
28 Assim o Filho do homem até do sábado é Senhor.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Marcos 2, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.