Marcos 14
Gospels (BRETON) vs ARC
1 Gouel ar Pask hag ar bara hep goell a dlee bezañ daou zevezh goude. Ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da gregiñ ennañ dre droidell ha d'e lakaat d'ar marv.
1 E, dali a dois dias, era a Páscoa e a Festa dos Pães Asmos; e os principais dos sacerdotes e os escribas buscavam como o prenderiam com dolo e o matariam.
2 Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.
2 Mas eles diziam: Não na festa, para que, porventura, se não faça alvoroço entre o povo.
3 E-pad ma oa e Betania, ouzh taol, e ti Simon al lovr, ur wreg a zeuas d'e gavout gant ul lestr alabastr leun a c'hwezh-vat a nard pur hag eus ur priz bras, hag, o vezañ torret al lestr, e skuilhas ar c'hwezh-vat war e benn.
3 E, estando ele em Betânia assentado à mesa, em casa de Simão, o leproso, veio uma mulher que trazia um vaso de alabastro, com unguento de nardo puro, de muito preço, e, quebrando o vaso, lho derramou sobre a cabeça.
4 En o zouez, hiniennoù a savas droug enno hag a lavaras: Perak koll evel-se ar c'hwezh-vat-se?
4 E alguns houve que em si mesmos se indignaram e disseram: Para que se fez este desperdício de unguento?
5 Rak gallet e vije bet gwerzhañ anezhi ouzhpenn tri c'hant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) hag o reiñ d'ar beorien. Hag e krozmolent en hec'h enep.
5 Porque podia vender-se por mais de trezentos dinheiros e dá-lo aos pobres. E bramavam contra ela.
6 Met Jezuz a lavaras: Lezit anezhi, perak e rit poan dezhi? Un dra vat he deus graet em c'heñver.
6 Jesus, porém, disse: Deixai-a, para que a molestais? Ela fez-me boa obra.
7 Rak c'hwi ho po atav peorien ganeoc'h ha bep gwech ma c'hoantaot e c'hellot ober vat dezho, met n'ho po ket atav ac'hanon.
7 Porque sempre tendes os pobres convosco e podeis fazer-lhes bem, quando quiserdes; mas a mim nem sempre me tendes.
8 Graet he deus ar pezh a oa en he galloud, porfumet he deus dre ziaraok va c'horf evit ar beziadur.
8 Esta fez o que podia; antecipou-se a ungir o meu corpo para a sepultura.
9 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos el lec'hioù ma vo an Aviel-mañ prezeget dre ar bed holl, ar pezh he deus graet ar wreg-mañ a vo ivez lavaret en eñvor anezhi.
9 Em verdade vos digo que, em todas as partes do mundo onde este evangelho for pregado, também o que ela fez será contado para sua memória.
10 Judaz Iskariod, unan eus an daouzek, a yeas da gavout ar veleien vras evit e zroukreiñ dezho.
10 E Judas Iscariotes, um dos doze, foi ter com os principais dos sacerdotes para lho entregar.
11 O vezañ e selaouet, e voent laouen hag e prometjont reiñ arc'hant dezhañ. Hag e klaskas an tu dereat d'e zroukreiñ.
11 E eles, ouvindo- o, alegraram-se e prometeram dar-lhe dinheiro; e buscava como o entregaria em ocasião oportuna.
12 Ar c'hentañ deiz eus ar bara hep goell, pa aberzhed ar Pask, e ziskibien a lavaras dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez ez afemp da gempenn dit ar pezh a zo ret evit debriñ ar Pask?
12 E, no primeiro dia da Festa dos Pães Asmos, quando sacrificavam a Páscoa, disseram-lhe os discípulos: Aonde queres que vamos fazer os preparativos para comer a Páscoa?
13 Neuze e kasas daou eus e ziskibien hag e lavaras dezho: It e kêr hag e kavot un den o tougen ur podad dour, it war e lerc'h.
13 E enviou dois dos seus discípulos e disse-lhes: Ide à cidade, e um homem que leva um cântaro de água vos encontrará; segui-o.
14 E pe lec'h bennak ma'z aio, lavarit da vestr an ti: Ar Mestr a lavar: Pelec'h emañ al lec'h e tebrin ar Pask ennañ, gant va diskibien?
14 E, onde quer que entrar, dizei ao senhor da casa: O Mestre diz: Onde está o aposento em que hei de comer a Páscoa com os meus discípulos?
15 Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, urzhiet ha fichet mat, kempennit anezhañ eno deomp.
15 E ele vos mostrará um grande cenáculo mobilado
16 E ziskibien a yeas kuit, a zeuas e kêr hag a gavas an traoù evel m'en doa lavaret dezho. Hag e kempennjont ar Pask.
16 E, saindo os seus discípulos, foram à cidade, e acharam como lhes tinha dito, e prepararam a Páscoa.
17 Pa voe deuet an abardaez, e teuas gant an daouzek.
17 E, chegada a tarde, foi com os doze.
18 Evel ma oant ouzh taol ha ma tebrent, Jezuz a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h, unan a zebr ganin, am droukroio.
18 E, quando estavam assentados a comer, disse Jesus: Em verdade vos digo que um de vós, que comigo come, há de trair-me.
19 En em lakajont da vezañ glac'haret, hag e lavarjont dezhañ an eil goude egile: Ha me eo? Hag unan all: Ha me eo?
19 E eles começaram a entristecer-se e a dizer-lhe um após outro: Porventura, sou eu, Senhor? E outro: Porventura, sou eu, Senhor?
20 Eñ a respontas dezho: Unan eus an daouzek eo ha lakaat a ra e zorn er plad ganin.
20 Mas ele, respondendo, disse-lhes: É um dos doze, que mete comigo a mão no prato.
21 Mab an den evit gwir a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ, met gwalleur d'an den ma'z eo droukroet gantañ. Gwelloc'h e vije d'an den-se na vije biken bet ganet.
21 Na verdade o Filho do Homem vai, como dele está escrito, mas ai daquele homem por quem o Filho do Homem é traído! Bom seria para o tal homem não haver nascido.
22 Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas dezho o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c'horf.
22 E, comendo eles, tomou Jesus pão, e, abençoando-o, o partiu, e deu-lh o, e disse: Tomai, comei, isto é o meu corpo.
23 Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezañ trugarekaet, en roas dezho hag ec'h evjont holl dioutañ.
23 E, tomando o cálice e dando graças, deu-lh o; e todos beberam dele.
24 Hag e lavaras dezho: Hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz.
24 E disse-lhes: Isto é o meu sangue, o
25 Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'evin mui eus frouezh ar winienn betek an deiz ma'c'h evin anezhañ nevez e rouantelezh Doue.
25 Em verdade vos digo que não beberei mais do fruto da vide, até àquele Dia em que o beber novo, no Reino de Deus.
26 Goude m'o doe kanet ur c'hantik, ez ejont da Venez an Olived.
26 E, tendo cantado o hino, saíram para o monte das Oliveiras.
27 Jezuz a lavaras dezho: Me a vo deoc'h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: Skeiñ a rin ar mesaer hag an deñved a vo stlabezet.
27 E disse-lhes Jesus: Todos vós esta noite vos escandalizareis em mim, porque escrito está: Ferirei o pastor, e as ovelhas se dispersarão.
28 Met pa vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea.
28 Mas, depois que eu houver ressuscitado, irei adiante de vós para a Galileia.
29 Ha Pêr a lavaras dezhañ: Pa gavfe an holl tamall, me ne gavin ket.
29 E disse-lhe Pedro: Ainda que todos se escandalizem, nunca, porém, eu.
30 Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos hiziv, en noz-mañ, a-raok ma kano ar c'hilhog div wech, te az po va dinac'het teir gwech.
30 E disse-lhe Jesus: Em verdade te digo que hoje, nesta noite, antes que o galo cante duas vezes, três vezes me negarás.
31 Met eñ a lavare kreñvoc'h c'hoazh: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag ar re all holl a lavaras an hevelep tra.
31 Mas ele disse com mais veemência: Ainda que me seja necessário morrer contigo, de modo nenhum te negarei. E da mesma maneira diziam todos também.
32 Neuze ez ejont en ul lec'h galvet Getsemane, hag e lavaras d'e ziskibien: Azezit amañ e-pad ma pedin.
32 E foram a um lugar chamado Getsêmani, e disse aos seus discípulos: Assentai-vos aqui, enquanto eu oro.
33 Kemer a reas gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag e voe leuniet a aon hag a anken.
33 E tomou consigo a Pedro, e a Tiago, e a João e começou a ter pavor e a angustiar-se.
34 Lavarout a reas dezho: Trist eo va ene betek ar marv, chomit amañ ha beilhit.
34 E disse-lhes: A minha alma está profundamente triste até a morte; ficai aqui e vigiai.
35 O vont un tamm a-raokoc'h, en em stouas d'an douar en ur bediñ, mar befe posupl, ma pellaje an eur-se dioutañ.
35 E, tendo ido um pouco mais adiante, prostrou-se em terra; e orou para que, se fosse possível, passasse dele aquela hora.
36 Hag e lavare: Abba, Tad, an holl draoù a c'hellez, pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, n'eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
36 E disse: Aba, Pai, todas
37 Dont a reas hag o c'havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Simon, kousket a rez! Ne'c'h eus ket gallet beilhañ un eur?
37 E, chegando, achou-os dormindo e disse a Pedro: Simão, dormes? Não podes vigiar uma hora?
38 Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur, ar spered a zo buan met ar c'hig a zo dinerzh.
38 Vigiai e orai, para que não entreis em tentação; o espírito, na verdade,
39 Mont a reas adarre hag e pedas, o lavarout an hevelep komzoù.
39 E foi outra vez e orou, dizendo as mesmas palavras.
40 Distreiñ a reas hag o c'havas adarre kousket, rak o daoulagad a oa pounneraet, ha ne ouient petra da lavarout dezhañ.
40 E, voltando, achou-os outra vez dormindo, porque os seus olhos estavam carregados, e não sabiam o que responder-lhe.
41 Dont a reas evit an trede gwech hag a lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! A-walc'h eo! An eur a zo deuet. Setu, Mab an den a zo droukroet etre daouarn ar bec'herien.
41 E voltou terceira vez e disse-lhes: Dormi agora e descansai. Basta; é chegada a hora. Eis que o Filho do Homem vai ser entregue nas mãos dos pecadores.
42 Savit ha deomp. Setu, an hini am droukro a dosta.
42 Levantai-vos, vamos; eis que está perto o que me trai.
43 Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien.
43 E logo, falando ele ainda, veio Judas, que era um dos doze, da parte dos principais dos sacerdotes, e dos escribas, e dos anciãos, e, com ele, uma grande multidão com espadas e porretes.
44 An hini en droukroe en doa roet ar sin-mañ: An hini a bokin dezhañ, hennezh eo, krogit ennañ ha kasit eñ sur.
44 Ora, o que o traía tinha-lhes dado um sinal, dizendo: Aquele que eu beijar, esse é; prendei-o e levai- o com segurança.
45 Raktal ma voe erruet, e tostaas outañ hag e lavaras: Mestr! Mestr! Hag e pokas dezhañ.
45 E, logo que chegou, aproximou-se dele e disse-lhe: Rabi, Rabi. E beijou-o.
46 Neuze e lakajont o daouarn warnañ hag e krogjont ennañ.
46 E lançaram-lhe as mãos e o prenderam.
47 Unan eus ar re a oa eno a dennas e gleze, a skoas ur servijer eus ar beleg-meur hag a droc'has e skouarn dezhañ.
47 E um dos que ali estavam presentes, puxando da espada, feriu o servo do sumo sacerdote e cortou-lhe uma orelha.
48 Neuze Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon.
48 E, respondendo Jesus, disse-lhes: Saístes com espadas e porretes a prender-me, como a um salteador?
49 Bemdez e oan en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret, met bez' eo evit ma vo ar Skriturioù peurc'hraet.
49 Todos os dias estava convosco ensinando no templo, e não me prendestes; mas isto é para que as Escrituras se cumpram.
50 Neuze an holl a zilezas anezhañ hag a dec'has kuit.
50 Então, deixando-o, todos fugiram.
51 Un den yaouank en heulie, goloet hepken gant ul linenn skañv. An dud yaouank a grogas ennañ,
51 E um jovem o seguia, envolto em um lençol sobre o corpo nu. E lançaram-lhe as mãos,
52 met eñ a lezas ganto e wiskamant hag a dec'has en noazh deus etre o daouarn.
52 mas ele, largando o lençol, fugiu nu.
53 Kas a rejont neuze Jezuz da di ar beleg-meur, e-lec'h ma oa en em zastumet an holl veleien vras, an henaourien hag ar skribed.
53 E levaram Jesus ao sumo sacerdote, e ajuntaram-se todos os principais dos sacerdotes, e os anciãos, e os escribas.
54 Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ azezet gant ar vevelien, en em domme e-tal an tan.
54 E Pedro o seguiu de longe até dentro do pátio do sumo sacerdote e estava assentado com os servidores, aquentando-se ao lume.
55 Ar veleien vras hag ar sanedrin a-bezh a glaske un testeni a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv, hogen ne gavent ket.
55 E os principais dos sacerdotes e todo o concílio buscavam algum testemunho contra Jesus, para o matar, e não o achavam.
56 Rak kalz a roe fals-testeni en e enep, met o zestenioù ne oant ket heñvel etrezo.
56 Porque muitos testificavam falsamente contra ele, mas os testemunhos não eram coerentes.
57 Hiniennoù a savas hag a zougas ur fals-testeni a-enep dezhañ, o lavarout:
57 E, levantando-se alguns, testificavam falsamente contra ele, dizendo:
58 Ni hon eus e glevet o lavarout: Me a ziskaro an templ-mañ graet gant an dorn, hag a-benn tri devezh ec'h adsavin unan all ha ne vo ket graet gant an dorn.
58 Nós ouvimos-lhe dizer: Eu derribarei este templo, construído por mãos de homens, e em três dias edificarei outro, não feito por mãos de homens.
59 Met o zestenioù ne oant ket heñvel etrezo kennebeut.
59 E nem assim o testemunho deles era coerente.
60 Ar beleg-meur a savas en o c'hreiz hag a reas ouzh Jezuz ar goulenn-mañ: Ha ne respontez netra? Petra a destenn an dud-se en da enep?
60 E, levantando-se o sumo sacerdote no Sinédrio, perguntou a Jesus, dizendo: Nada respondes? Que testificam estes contra ti?
61 Met e tavas ha ne respontas netra. Ar beleg-meur a reas c'hoazh outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te ar C'hrist, Mab an Hini a zo benniget?
61 Mas ele calou-se e nada respondeu. O sumo sacerdote lhe tornou a perguntar e disse-lhe: És tu o Cristo, Filho do Deus Bendito?
62 Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Emaon. Ha gwelout a reot Mab an den azezet a-zehou d'ar galloud hag o tont war goabr an neñv.
62 E Jesus disse-lhe: Eu o sou, e vereis o Filho do Homem assentado à direita do Todo-Poderoso e vindo sobre as nuvens do céu.
63 Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad hag a lavaras: Da betra hon eus mui ezhomm a destoù?
63 E o sumo sacerdote, rasgando as suas vestes, disse: Para que necessitamos de mais testemunhas?
64 Klevet hoc'h eus al ledoued. Petra a soñjit a-se? Int holl neuze a varnas anezhañ evel din da vervel.
64 Vós ouvistes a blasfêmia; que vos parece? E todos o consideraram culpado de morte.
65 Hiniennoù en em lakaas da grañchat outañ, da c'holeiñ e zremm ha da reiñ dezhañ taolioù-dorn o lavarout dezhañ: Diougan! Hag ar vevelien a roe karvanadoù dezhañ.
65 E alguns começaram a cuspir nele, e a cobrir-lhe o rosto, e a dar-lhe punhadas, e a dizer-lhe: Profetiza. E os servidores davam-lhe bofetadas.
66 Pêr a oa e traoñ ar porzh hag e teuas eno unan eus mitizhien ar beleg-meur.
66 E, estando Pedro embaixo, no átrio, chegou uma das criadas do sumo sacerdote;
67 O welout Pêr o tommañ, e sellas outañ hag e lavaras: Te a oa ivez gant Jezuz a Nazared.
67 e, vendo a Pedro, que estava se aquentando, olhou para ele e disse: Tu também estavas com Jesus, o Nazareno.
68 Met eñ a nac'has kement-se hag a lavaras: N'ouzon ket, ne gomprenan ket petra a lavarez. Mont a reas er-maez dindan ar porched, hag ar c'hilhog a ganas.
68 Mas ele negou-o, dizendo: Não o conheço, nem sei o que dizes. E saiu fora ao alpendre, e o galo cantou.
69 Ar vatezh-se, o vezañ e welet adarre, en em lakaas da lavarout d'ar re a oa eno: An den-mañ a zo eus an dud-se.
69 E a criada, vendo-o outra vez, começou a dizer aos que ali estavam: Este é um dos tais.
70 Met eñ en nac'has adarre.Ur pennad goude, ar re a oa eno a lavaras ivez da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak te a zo Galileat ha da yezh a zo heñvel ouzh o hini.
70 Mas ele o negou outra vez. E, pouco depois, os que ali estavam disseram outra vez a Pedro: Verdadeiramente, tu és um deles, porque és também galileu.
71 Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ: N'anavezan ket an den-se a gomzit anezhañ.
71 E ele começou a imprecar e a jurar: Não conheço esse homem de quem falais.
72 Ar c'hilhog a ganas un eil gwech. Pêr en doe soñj eus ar gomz en doa Jezuz lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c'hilhog div wech, te az po va dinac'het teir gwech. Hag oc'h en em sonjañ, e ouelas.
72 E o galo cantou segunda vez. E Pedro lembrou-se da palavra que Jesus lhe tinha dito: Antes que o galo cante duas vezes, três vezes me negarás tu. E, retirando-se dali, chorou.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Marcos 14, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.