Marcos 10

Gospels (BRETON) vs VC

Sair da comparação
VC Versão Católica
1 O vont ac'hano, e teuas e kostezioù Judea en tu all d'ar Jordan. Ar bobl en em zastumas adarre war e dro hag, evel ma oa e c'hiz, en em lakaas d'o c'helenn a-nevez.
1 Saindo dali, ele foi para a região da Judéia, além do Jordão. As multidões voltaram a segui-lo pelo caminho e de novo ele pôs-se a ensiná-las, como era seu costume.
2 Ar farizianed a zeuas hag a c'houlennas outañ evit e demptañ: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit?
2 Chegaram os fariseus e perguntaram-lhe, para o pôr à prova, se era permitido ao homem repudiar sua mulher.
3 Eñ a respontas dezho: Petra en deus Moizez gourc'hemennet deoc'h?
3 Ele respondeu-lhes: "Que vos ordenou Moisés?"
4 Int a lavaras: Moizez a lez reiñ ur skrid a dorr-dimeziñ hag he c'has kuit.
4 Eles responderam: "Moisés permitiu escrever carta de divórcio e despedir a mulher."
5 Neuze Jezuz a respontas dezho: Skrivet en deus deoc'h al lezenn-se abalamour da galeter ho kalon.
5 Continuou Jesus: "Foi devido à dureza do vosso coração que ele vos deu essa lei;
6 Met e penn-kentañ ar grouadelezh, Doue a reas anezho gwaz ha plac'h.
6 mas, no princípio da criação, Deus os fez homem e mulher.
7 Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm hag en em stago ouzh e wreg,
7 Por isso, deixará o homem pai e mãe e se unirá à sua mulher;
8 hag an daou a zeuio ur c'hig hepken. Evel-se ne d-int mui daou, met ur c'hig hepken.
8 e os dois não serão senão uma só carne. Assim, já não são dois, mas uma só carne.
9 Arabat eo d'an den disrannañ ar pezh a zo bet unanet gant Doue.
9 Não separe, pois, o homem o que Deus uniu."
10 Pa voent e-barzh an ti, e ziskibien a c'houlennas c'hoazh digantañ diwar-benn-se.
10 Em casa, os discípulos fizeram-lhe perguntas sobre o mesmo assunto.
11 Eñ a lavaras dezho: Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh en he c'heñver,
11 E ele disse-lhes: "Quem repudia sua mulher e se casa com outra, comete adultério contra a primeira.
12 ha mar deu ur wreg da guitaat hec'h ozhac'h hag ma timez da unan all, e ra avoultriezh.
12 E se a mulher repudia o marido e se casa com outro, comete adultério."
13 Degaset e voe dezhañ bugale vihan, evit ma stokje outo, met an diskibien a c'hrozmole d'ar re o degase.
13 Apresentaram-lhe então crianças para que as tocasse; mas os discípulos repreendiam os que as apresentavam.
14 Jezuz, o welout-se, a yeas droug ennañ hag a lavaras dezho: Lezit ar vugale vihan da zont davedon ha na zifennit ket outo, rak rouantelezh Doue a zo d'ar re a zo heñvel outo.
14 Vendo-o, Jesus indignou-se e disse-lhes: "Deixai vir a mim os pequequinos e não os impeçais, porque o Reino de Deus é daqueles que se lhes assemelham.
15 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh.
15 Em verdade vos digo: todo o que não receber o Reino de Deus com a mentalidade de uma criança, nele não entrará."
16 Hag o vezañ o c'hemeret etre e zivrec'h, e lakaas e zaouarn warno hag o bennigas.
16 Em seguida, ele as abraçou e as abençoou, impondo-lhes as mãos.
17 Evel ma'z ae evit en em lakaat en hent, un den a zeredas hag, o vezañ daoulinet dirazañ, e c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
17 Tendo ele saído para se pôr a caminho, veio alguém correndo e, dobrando os joelhos diante dele, suplicou-lhe: "Bom Mestre, que farei para alcançara vida eterna?"
18 Jezuz a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? Den n'eo mat, nemet Doue hepken.
18 Jesus disse-lhe: "Por que me chamas bom? Só Deus é bom.
19 Anavezout a rez ar gourc'hemennoù: Na ra ket avoultriezh; na vez ket muntrer; na laer ket; na lavar ket a fals-testeni; na ra ket a faosoni; enor da dad ha da vamm.
19 Conheces os mandamentos: não mates; não cometas adultério; não furtes; não digas falso testemunho; não cometas fraudes; honra pai e mãe."
20 Eñ a respontas: Mestr, miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz.
20 Ele respondeu-lhe: "Mestre, tudo isto tenho observado desde a minha mocidade."
21 Ha Jezuz, o sellout outañ, a garas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit un dra, kae, gwerzh kement ac'h eus, ro-se d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac'hanon, o kemer ar groaz.
21 Jesus fixou nele o olhar, amou-o e disse-lhe: "Uma só coisa te falta; vai, vende tudo o que tens e dá-o aos pobres e terás um tesouro no céu. Depois, vem e segue-me.
22 Met, glac'haret gant ar c’homzoù-se, ez eas kuit gwall drist, rak madoù bras en doa.
22 Ele entristeceu-se com estas palavras e foi-se todo abatido, porque possuía muitos bens.
23 Neuze Jezuz, o sellout en-dro dezhañ, a lavaras d'e ziskibien: Pegen diaes e vo d'ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue!
23 E, olhando Jesus em derredor, disse a seus discípulos: "Quão dificilmente entrarão no Reino de Deus os ricos!"
24 An diskibien a voe souezhet eus ar c'homzoù-se. Met Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Bugale, pegen diaes eo d'ar re a laka o fiziañs er madoù mont e-barzh rouantelezh Doue!
24 Os discípulos ficaram assombrados com suas palavras. Mas Jesus replicou: "Filhinhos, quão difícil é entrarem no Reino de Deus os que põem a sua confiança nas riquezas!
25 Aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.
25 É mais fácil passar o camelo pelo fundo de uma agulha do que entrar o rico no Reino de Deus."
26 Hag e voent c'hoazh muioc'h souezhet hag e lavarjont an eil d'egile: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet?
26 Eles ainda mais se admiravam, dizendo a si próprios: "Quem pode então salvar-se?"
27 Met Jezuz, o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo d'an dud, met n'eo ket da Zoue, rak pep tra a zo posupl da Zoue.
27 Olhando Jesus para eles, disse: "Aos homens isto é impossível, mas não a Deus; pois a Deus tudo é possível.
28 Neuze Pêr en em lakaas da lavarout dezhañ: Setu, ni hon eus dilezet pep tra hag hon eus da heuliet.
28 Pedro começou a dizer-lhe: "Eis que deixamos tudo e te seguimos."
29 Jezuz a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos n'eus den en defe kuitaet ti, pe vreudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe wreg, pe vugale, pe zouaroù, abalamour din ha d'an Aviel,
29 Respondeu-lhe Jesus. "Em verdade vos digo: ninguém há que tenha deixado casa ou irmãos, ou irmãs, ou pai, ou mãe, ou filhos, ou terras por causa de mim e por causa do Evangelho
30 ha ne resevo adalek ar c'hantved-mañ, kant kement all, a diez, a vreudeur, a c'hoarezed, a vammoù, a vugale hag a zouaroù, gant heskinerezhioù, hag er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus.
30 que não receba, já neste século, cem vezes mais casas, irmãos, irmãs, mães, filhos e terras, com perseguições e no século vindouro a vida eterna.
31 Met kalz eus ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, hag ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.
31 Muitos dos primeiros serão os últimos, e dos últimos serão os primeiros."
32 Bez' e oant en hent o pignat da Jeruzalem, ha Jezuz a yae a-raok dezho. Spouronet e oant hag o doa aon en ur heuliañ anezhañ. O kemer adarre a-du an daouzek, en em lakaas da zisklêriañ dezho ar pezh a dlee c'hoarvezout gantañ:
32 Estavam a caminho de Jerusalém e Jesus ia adiante deles. Estavam perturbados e o seguiam com medo. E tomando novamente a si os Doze, começou a predizer-lhes as coisas que lhe haviam de acontecer:
33 Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo droukroet d'ar veleien vras ha d'ar skribed. Hag e kondaonint anezhañ d'ar marv hag e troukroint anezhañ d'ar baganed.
33 "Eis que subimos a Jerusalém e o Filho do homem será entregue aos príncipes dos sacerdotes e aos escribas; condená-lo-ão à morte e entregá-lo-ão aos gentios.
34 Goap a raint anezhañ, e skourjezañ a raint, e krañchint outañ hag e lakaint anezhañ d'ar marv, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.
34 Escarnecerão dele, cuspirão nele, açoitá-lo-ão, e hão de matá-lo; mas ao terceiro dia ele ressurgirá.
35 Jakez ha Yann, mibien Zebedea, a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a garfe e rafes deomp ar pezh a c'houlennimp ouzhit.
35 Aproximaram-se de; Jesus Tiago e João, filhos de Zebedeu, e disseram-lhe: "Mestre, queremos que nos concedas tudo o que te pedirmos."
36 Eñ a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h?
36 "Que quereis que vos faça?"
37 Int a lavaras dezhañ: Ro deomp da vezañ azezet e-barzh da c'hloar unan a-zehou hag egile a-gleiz dit.
37 "Concede-nos que nos sentemos na tua glória, um à tua direita e outro à tua esquerda."
38 Met Jezuz a lavaras dezho: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti?
38 "Não sabeis o que pedis, retorquiu Jesus. Podeis vós beber o cálice que eu vou beber, ou ser batizados no batismo em que eu vou ser batizado?"
39 Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell. Ha Jezuz a lavaras dezho: Gwir eo ec'h evot an hanaf am eus da evañ hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti,
39 "Podemos", asseguraram eles. Jesus prosseguiu: "Vós bebereis o cálice que eu devo beber e sereis batizados no batismo em que eu devo ser batizado.
40 met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket din da reiñ, roet e vo d'ar re ma'z eo bet-se kempennet evito.
40 Mas, quanto ao assentardes à minha direita ou à minha esquerda, isto não depende de mim: o lugar compete àqueles a quem está destinado."
41 An dek o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep Jakez ha Yann.
41 Ouvindo isto, os outros dez começaram a indignar-se contra Tiago e João.
42 Jezuz o galvas hag a lavaras dezho: Gouzout a rit penaos ar re a seller evel pennoù ar vroadoù a vestroni anezho ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno.
42 Jesus chamou-os e deu-lhes esta lição: "Sabeis que os que são considerados chefes das nações dominam sobre elas e os seus intendentes exercem poder sobre elas.
43 Ne vo ket evel-se en ho touez. Met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer,
43 Entre vós, porém, não será assim: todo o que quiser tornar-se grande entre vós, seja o vosso servo;
44 ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c'hentañ en ho touez, a vo ho sklavour.
44 e todo o que entre vós quiser ser o primeiro, seja escravo de todos.
45 Rak Mab an den n'eo ket deuet da vezañ servijet, met da servijañ hag da reiñ e vuhez evel daspren evit kalz.
45 Porque o Filho do homem não veio para ser servido, mas para servir e dar a sua vida em redenção por muitos."
46 Dont a rejont da Jeriko. Hag evel ma'z eas kuit ac'hano gant e ziskibien ha kalz a dud, mab Time, Bartime an dall, a oa azezet war gostez an hent, o c'houlenn an aluzen.
46 Chegaram a Jericó. Ao sair dali Jesus, seus discípulos e numerosa multidão, estava sentado à beira do caminho, mendigando, Bartimeu, que era cego, filho de Timeu.
47 O vezañ klevet e oa Jezuz a Nazared, en em lakaas da grial, o lavarout: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin!
47 Sabendo que era Jesus de Nazaré, começou a gritar: "Jesus, filho de Davi, em compaixão de mim!"
48 Kalz a c'hourdrouze anezhañ evit e lakkat da devel, met eñ a grias c'hoazh kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin!
48 Muitos o repreendiam, para que se calasse, mas ele gritava ainda mais alto: "Filho de Davi, tem compaixão de mim!"
49 Jezuz o chom en e sav, a lavaras e c'hervel. Gervel a rejont an dall, hag e lavarjont dezhañ: Sav, bez kalonek, da c'hervel a ra.
49 Jesus parou e disse: "Chamai-o" Chamaram o cego, dizendo-lhe: "Coragem! Levanta-te, ele te chama."
50 O teurel e vantell, e savas hag e teuas da gavout Jezuz.
50 Lançando fora a capa, o cego ergueu-se dum salto e foi ter com ele.
51 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Petra a fell dit e rafen evidout? An dall a respontas: Mestr, ma’c’h adkavin ar gweled.
51 Jesus, tomando a palavra, perguntou-lhe: "Que queres que te faça? Rabôni, respondeu-lhe o cego, que eu veja!
52 Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da feiz he deus da yac'haet. Ha kerkent ec’h adkavas ar gweled hag ec'h heulias Jezuz en hent.
52 Jesus disse-lhe: Vai, a tua fé te salvou." No mesmo instante, ele recuperou a vista e foi seguindo Jesus pelo caminho.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Marcos 10, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.