Lucas 9
Gospels (BRETON) vs NTLH
1 O vezañ dastumet e zaouzek diskibl, e roas dezho nerzh ha galloud war an holl ziaouled ha da yac'haat ar c'hleñvedoù.
1 Jesus chamou os doze discípulos e lhes deu poder e autoridade para expulsar todos os demônios e curar doenças.
2 Kas a reas anezho da brezeg rouantelezh Doue ha da yac'haat ar re glañv.
2 Então os enviou para anunciarem o Reino de Deus e curarem os doentes.
3 Lavarout a reas dezho: Na zougit netra evit an hent, na bazh, na sac'h, na bara, nag arc'hant, ha n'ho pet ket daou wiskamant.
3 Ele disse:
4 E peseurt ti bennak ma'c'h antreot, chomit ennañ betek ma'z eot kuit.
4 Quando vocês entrarem numa cidade, fiquem na casa em que forem recebidos até irem embora daquele lugar.
5 P'en em gavo tud n'ho tegemerint ket, pa'z eot kuit eus ar gêr-se, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho.
5 Mas, se forem mal recebidos, saiam logo daquela cidade. E na saída sacudam o pó das suas sandálias, como sinal de protesto contra aquela gente.
6 O vezañ aet kuit, ez ejont eus an eil bourc'h d'egile, o prezeg an Aviel hag o yac'haat e pep lec'h.
6 Os discípulos então saíram de viagem e andaram por todos os povoados, anunciando o evangelho e curando doentes por toda parte.
7 Herodez an tetrark a glevas komz eus kement holl a rae, ha ne ouie petra da soñjal. Rak darn a lavare e oa Yann adsavet a-douez ar re varv,
7 Herodes, o governador da Galileia, ouviu falar de tudo o que estava acontecendo e ficou sem saber o que pensar. Pois alguns diziam que João Batista tinha sido ressuscitado,
8 re all e oa en em ziskouezet Elia, ha re all e oa adsavet a varv unan eus ar brofeded kozh.
8 outros diziam que Elias tinha aparecido, e outros ainda que um dos antigos profetas havia ressuscitado.
9 Herodez a lavaras: Lakaet em eus troc'hañ e benn da Yann, met piv eo hemañ a glevan an hevelep traoù diwar e benn? Hag e c'hoantae gwelout anezhañ.
9 Mas Herodes disse: — Eu mesmo mandei cortar a cabeça de João. Quem será então esse homem de quem ouço falar essas coisas? E Herodes procurava ver Jesus.
10 An ebestel, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ kement o doa graet. O vezañ o c'hemeret a-du, en em dennas ganto en ul lec'h distro, tost ouzh ur gêr anvet Betsaida.
10 Os apóstolos voltaram e contaram a Jesus tudo o que haviam feito. Então ele os levou consigo, e foram sozinhos para o povoado de Betsaida.
11 Ar bobl, o vezañ klevet-se, en heulias. Eñ a zegemeras anezho hag a gomzas outo diwar-benn rouantelezh Doue. Yac'haat a reas ivez ar re o doa ezhomm da vezañ yac'haet.
11 Mas as multidões souberam disso e o seguiram. E Jesus os recebeu, falou a respeito do Reino de Deus e curou os que precisavam ser curados.
12 Evel ma'c'h izelae an deiz, an daouzek a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Kas kuit ar bobl, evit ma'z aint er bourc'hioù hag er c'hêrioùigoù en-dro, da lojañ ha da brenañ boued, rak amañ emaomp en ul lec'h distro.
12 Estava anoitecendo, e por isso os doze apóstolos foram e disseram a Jesus: — Mande esta gente embora. Eles podem ir aos povoados e sítios que ficam por perto daqui e lá encontrarão o que comer e onde ficar, pois este lugar é deserto.
13 Met eñ a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. Hag int a respontas: N'hon eus ket ouzhpenn pemp bara ha daou besk, nemet mont a rafemp da brenañ boued evit an holl bobl-mañ.
13 Mas Jesus respondeu: Os discípulos disseram: — Só temos cinco pães e dois peixes. O senhor quer que a gente vá comprar comida para toda esta multidão?
14 Rak bez' e oant war-dro pemp mil den. Neuze e lavaras d'e ziskibien: Lakait anezho da azezañ a renkoù a hanter-kant.
14 Estavam ali mais ou menos cinco mil homens. Jesus ordenou aos seus discípulos:
15 Evel-se e rejont, o lakajont holl da azezañ.
15 Os discípulos obedeceram e mandaram que todos se sentassem.
16 Eñ a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sellout etrezek an neñv, o bennigas, o zorras hag o roas d'an diskibien, evit m'o rojent d'ar bobl.
16 Aí Jesus pegou os cinco pães e os dois peixes, olhou para o céu e deu graças a Deus por eles. Depois partiu os pães e os peixes e os entregou aos discípulos para que eles distribuíssem ao povo.
17 Debriñ a rejont holl hag o doe a-walc'h, hag e kasjont ganto daouzek panerad eus an tammoù a oa manet.
17 Todos comeram e ficaram satisfeitos, e os discípulos ainda encheram doze cestos com os pedaços que sobraram.
18 Evel ma pede e-unan ha ma oa an diskibien gantañ, en em lakaas da c'houlennata anezho o lavarout: Piv a lavar an dud ez on?
18 Certa vez Jesus estava sozinho, orando, e os discípulos chegaram perto dele. Então ele perguntou:
19 Int a respontas: Darn a lavar Yann-Vadezour; ha darn all, Elia; ha darn all, unan bennak eus ar brofeded kozh adsavet a varv.
19 Eles responderam: — Alguns dizem que o senhor é João Batista; outros, que é Elias; e outros, que é um dos
20 Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on? Pêr a respontas: Te eo Krist Doue.
20 — E vocês? Quem vocês dizem que eu sou? — perguntou Jesus. Pedro respondeu: — O
21 Met e tifennas gwall start outo lavarout kement-se da zen,
21 Então Jesus proibiu os discípulos de contarem isso a qualquer pessoa.
22 hag e lavaras: Ret eo da Vab an den gouzañv kalz a draoù, bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv d'an trede deiz.
22 E continuou:
23 Hag e lavaras d'an holl: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz bemdez ha ra heulio ac'hanon.
23 Depois disse a todos:
24 Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez he c'hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din he saveteo.
24 Pois quem põe os seus próprios interesses em primeiro lugar nunca terá a vida verdadeira; mas quem esquece a si mesmo por minha causa terá a vida verdadeira.
25 Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, mar en em zistrujfe pe mar en em gollfe e-unan?
25 O que adianta alguém ganhar o mundo inteiro, mas perder a vida verdadeira e ser destruído?
26 Rak piv bennak en devo mezh ac'hanon hag eus va c'homzoù, Mab an den en devo mezh anezhañ pa zeuio en e c'hloar hag e hini an Tad hag an aelez santel.
26 Pois, se alguém tiver vergonha de mim e do meu ensinamento, então o Filho do Homem também terá vergonha dessa pessoa, quando ele vier na sua
27 Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n'o devo gwelet rouantelezh Doue.
27 Eu afirmo a vocês que estão aqui algumas pessoas que não morrerão antes de ver o
28 War-dro eizh devezh goude ar c'homzoù-se, e kemeras gantañ Pêr, Yann ha Jakez, hag e pignas war ar menez evit pediñ.
28 Mais ou menos uma semana depois de ter dito essas coisas, Jesus levou Pedro, João e Tiago e subiu o monte para orar.
29 E-pad ma pede, e zremm a droas a zoare hag e zilhad a zeuas gwenn ha skedus.
29 Enquanto orava, o seu rosto mudou de aparência, e a sua roupa ficou muito branca e brilhante.
30 Setu, daou zen a gomze gantañ, Moizez hag Elia e oant.
30 De repente, dois homens apareceram ali e começaram a falar com ele. Eram Moisés e Elias,
31 En em ziskouezjont gant gloar, hag e komzjont eus e zisparti, a dlee c'hoarvezout e Jeruzalem.
31 que estavam cercados por um brilho celestial. Eles falavam com Jesus a respeito da morte que, de acordo com a vontade de Deus, ele ia sofrer em Jerusalém.
32 Pêr hag ar re a oa gantañ o doa kement a c'hoant kousket, met, o vezañ dihun-tre, e weljont e c'hloar hag an daou zen a oa gantañ.
32 Pedro e os seus companheiros estavam dormindo profundamente, mas acordaram e viram a glória de Jesus e os dois homens que estavam com ele.
33 Evel ma'z ae an dud-mañ kuit digantañ, Pêr a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ. Greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia. Ne ouie ket petra a lavare.
33 Quando esses dois homens estavam se afastando de Jesus, Pedro disse: — Mestre, como é bom estarmos aqui! Vamos armar três barracas: uma para o senhor, outra para Moisés e outra para Elias. Pedro não sabia o que estava dizendo.
34 E-pad ma lavare kement-se, e teuas ur goabrenn d'o goleiñ, hag e voent spontet oc'h o gwelout o vont er goabrenn.
34 Ele ainda estava falando, quando apareceu uma nuvem e os cobriu. Os discípulos ficaram com medo quando a nuvem desceu sobre eles.
35 Ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat. Selaouit eñ!
35 E da nuvem veio uma voz, que disse: — Este é o meu Filho, o meu escolhido. Escutem o que ele diz!
36 Pa oa ar vouezh-se o komz, Jezuz en em gavas e-unan. Int a davas ha ne lavarjont netra da zen, d'ar c'houlz-se, eus ar pezh o doa gwelet.
36 Quando a voz parou, eles viram que Jesus estava sozinho. Os discípulos ficaram calados e naquela ocasião não disseram nada a ninguém sobre o que tinham visto.
37 An deiz war-lerc'h, evel ma tiskennent eus ar menez, ur bobl vras a zeuas d'e gavout.
37 No dia seguinte eles desceram do monte, e uma grande multidão veio se encontrar com Jesus.
38 Ha setu, un den a-douez an dud-se a grias hag a lavaras: Mestr, me az ped, taol da zaoulagad war va mab, rak va bugel nemetañ eo.
38 Aí um homem que estava no meio do povo começou a gritar: — Mestre, peço ao senhor pelo meu filho, o meu único filho!
39 Ur spered a grog ennañ, ha kerkent e laosk kriadennoù bras; neuze e wallhej anezhañ start, en laka da eoniñ hag a boan e kuita anezhañ, goude bezañ e vrevet holl.
39 Um espírito mau o agarra, e, de repente, o menino dá um grito e começa a ter convulsões e a espumar pela boca. O espírito o maltrata e não o solta de jeito nenhum.
40 Pedet em eus da ziskibien d'e gas kuit ha n'o deus ket gallet.
40 Já pedi aos discípulos do senhor que expulsassem o espírito mau, mas eles não conseguiram.
41 Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc'h hag e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degas amañ da vab.
41 Jesus respondeu: Então disse ao homem: — Traga o seu filho aqui.
42 Evel ma tostae, an diaoul en stlapas d'an douar hag a zifretas start anezhañ. Met Jezuz a c'hourdrouzas ar spered hudur, a yac'haas ar bugel hag en roas d'e dad.
42 Quando o menino estava chegando, teve um ataque, e o demônio o jogou no chão. Então Jesus deu uma ordem ao espírito mau, curou o menino e o entregou ao pai.
43 Hag e voent holl souezhet eus galloud meurbet Doue. Evel ma oant holl estlammet gant ar pezh a rae Jezuz, eñ a lavaras d'e ziskibien:
43 E todos ficaram admirados com o grande poder de Deus. Todos estavam admirados com o que Jesus fazia, e ele disse aos discípulos:
44 Evidoc'h-c'hwi, selaouit mat ar c'homzoù-mañ: Mab an den a dle bezañ droukroet etre daouarn an dud.
44 — Não esqueçam o que vou dizer a vocês: o
45 Met ne gomprenent ket ar gomz-se. Teñval e oa evito, ne c'hellent ket intent anezhi ha ne gredent goulenn netra digantañ war gement-se.
45 Mas eles não entenderam isso, pois o que essas palavras queriam dizer tinha sido escondido deles para que não as entendessem. E eles estavam com medo de fazer perguntas a Jesus sobre o assunto.
46 Neuze ur soñj a zeuas dezho, anavezout pehini anezho a vije ar brasañ.
46 Os discípulos começaram a conversar sobre qual deles era o mais importante.
47 Jezuz, o welout soñj o c'halon, a gemeras ur bugel bihan, a lakaas anezhañ en e gichen
47 Mas Jesus sabia o que eles estavam pensando. Então pegou uma criança e a pôs ao seu lado.
48 hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv a zegemer ac'hanon. Ha piv bennak a zegemer ac'hanon a zegemer an hini en deus va c'haset. Rak an hini ac'hanoc'h holl a zo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras.
48 Aí disse:
49 Yann, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, gwelet hon eus un den o kas kuit diaouled en da anv. Difennet hon eus outañ abalamour na heuilh ket ac'hanomp.
49 João disse: — Mestre, vimos um homem que expulsa demônios pelo poder do nome do senhor, mas nós o proibimos de fazer isso porque ele não é do nosso grupo.
50 Jezuz a lavaras dezhañ: Na zifennit ket outañ, rak an hini n'emañ ket a-enep deomp a zo evidomp.
50 Então Jesus disse a João e aos outros discípulos:
51 C'hoarvezout a reas ma tostae an amzer ma tlee bezañ savet, hag en em lakaas en hent, c'hoantek da vont da Jeruzalem.
51 Como estava chegando o tempo de Jesus ir para o céu, ele resolveu ir para Jerusalém.
52 Kas a reas kannaded a-raok dezhañ. Mont a rejont hag ec'h antrejont en ur vourc'h eus ar Samaritaned evit kempenn ul lojeiz dezhañ.
52 Então mandou que alguns mensageiros fossem na frente. No caminho eles entraram em um povoado da região de Samaria a fim de prepararem um lugar para ele.
53 Met ar re-mañ n'en degemerjont ket, abalamour ma'z ae war-zu Jeruzalem.
53 Mas os moradores dali não quiseram receber Jesus porque viram que ele estava indo para Jerusalém.
54 E ziskibien Jakez ha Yann, o welout-se, a lavaras: Aotrou, fellout a ra dit e lavarfemp ma tiskennfe an tan eus an neñv evit o deviñ, evel ma reas Elia?
54 Quando os seus discípulos Tiago e João viram isso, disseram: — O senhor quer que a gente mande descer fogo do céu para acabar com estas pessoas?
55 Hogen Jezuz a zistroas hag a c'hourdrouzas anezho, o lavarout: N'ouzoc'h ket eus peseurt spered oc'h buhezet,
55 Porém Jesus, virando-se para eles, os repreendeu.
56 rak Mab an den n'eo ket deuet evit koll an dud, met evit o salviñ. Hag ez ejont da ur vourc'h all.
56 Então ele e os seus discípulos foram para outro povoado.
57 Evel ma oant en hent, un den a lavaras dezhañ: Aotrou, me a heulio ac'hanout e kement lec'h ma'z i.
57 Quando Jesus e os discípulos iam pelo caminho, um homem disse a Jesus: — Eu estou pronto a seguir o senhor para qualquer lugar onde o senhor for.
58 Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpañ e benn.
58 Então Jesus disse:
59 Lavarout a reas da unan all: Heuilh ac'hanon! Hag hemañ a lavaras: Aotrou, lez ac'hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad.
59 Aí ele disse para outro homem: Mas ele respondeu: — Senhor, primeiro deixe que eu volte e sepulte o meu pai.
60 Jezuz a lavaras dezhañ: Lez ar re varv da sebeliañ o re varv, met te, kae da brezeg rouantelezh Doue.
60 Jesus disse:
61 Unan all a lavaras ivez: Me a heulio ac'hanout, Aotrou, met lez ac'hanon da gentañ da vont da gimiadiñ diouzh ar re a zo em zi.
61 Outro homem disse: — Eu seguirei o senhor, mas primeiro deixe que eu vá me despedir da minha família.
62 Jezuz a respontas dezhañ: An hini a laka e zorn war an arar hag a sell war e lerc'h, n'eo ket dereat evit rouantelezh Doue.
62 Jesus respondeu:
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Lucas 9, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.