Lucas 8
Gospels (BRETON) vs ARIB
1 Goude-se, Jezuz a yeas eus eil kêr hag eus eil bourc'h d'egile, o prezeg hag o kemenn keloù mat rouantelezh Doue. An daouzek a oa gantañ,
1 Logo depois disso, andava Jesus de cidade em cidade, e de aldeia em aldeia, pregando e anunciando o evangelho do reino de Deus; e iam com ele os doze,
2 kenkoulz hag un nebeud gwragez a oa bet yac'haet a zrouk-speredoù hag a gleñvedoù: Mari anvet a Vagdala, a oa aet kuit seizh diaoul diouti,
2 bem como algumas mulheres que haviam sido curadas de espíritos malignos e de enfermidades: Maria, chamada Madalena, da qual tinham saído sete demônios.
3 Janed gwreg Chuza, merour Herodez, Suzanna, ha kalz a reoù all en sikoure gant o madoù.
3 Joana, mulher de Cuza, procurador de Herodes, Susana, e muitas outras que os serviam com os seus bens.
4 Evel ma en em zastume kalz a bobl ha ma teue d'e gavout meur a hini eus an holl gêrioù, e lavaras dezho dre barabolenn:
4 Ora, ajuntando-se uma grande multidão, e vindo ter com ele gente de todas as cidades, disse Jesus por parábola:
5 Un hader a yeas er-maez da hadañ e had. Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag e voe mac'het ha laboused an neñv he debras holl.
5 Saiu o semeador a semear a sua semente. E quando semeava, uma parte da semente caiu à beira do caminho; e foi pisada, e as aves do céu a comeram.
6 Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, ha pa voe savet, e sec'has rak n'he doa ket a c'hlebor.
6 Outra caiu sobre pedra; e, nascida, secou-se porque não havia umidade.
7 Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern, ar spern a savas gant ar greun hag o mougas.
7 E outra caiu no meio dos espinhos; e crescendo com ela os espinhos, sufocaram-na.
8 Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag, o vezañ savet, e roas frouezh, kant evit unan. O lavarout an traoù-mañ, e krias: Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
8 Mas outra caiu em boa terra; e, nascida, produziu fruto, cem por um. Dizendo ele estas coisas, clamava: Quem tem ouvidos para ouvir, ouça.
9 E ziskibien a c'houlennas digantañ petra e oa ar barabolenn-se.
9 Perguntaram-lhe então seus discípulos o que significava essa parábola.
10 Respont a reas: Roet eo deoc'h da anavezout misterioù rouantelezh Doue, met d'ar re all eo komzet dre barabolennoù, evit o welout na welont ket, hag o klevout na gomprenont ket.
10 Respondeu ele: A vós é dado conhecer os mistérios do reino de Deus; mas aos outros se fala por parábolas; para que vendo, não vejam, e ouvindo, não entendam.
11 Setu petra eo ar barabolenn-se: An had eo ger Doue.
11 É, pois, esta a parábola: A semente é a palavra de Deus.
12 Ar re a zo a-hed an hent eo ar re en selaou, met an diaoul a zeu hag a zilam ar ger diouzh o c'halon, en aon en ur grediñ na vefent salvet.
12 Os que estão à beira do caminho são os que ouvem; mas logo vem o Diabo e tira-lhe do coração a palavra, para que não suceda que, crendo, sejam salvos.
13 Ar re a zo war al lec'hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, e zegemer gant levenez, met n'o deus ket a wrizienn, ne gredont nemet ur pennad ha pa zeu an temptadur, e kouezhont.
13 Os que estão sobre a pedra são os que, ouvindo a palavra, a recebem com alegria; mas estes não têm raiz, apenas crêem por algum tempo, mas na hora da provação se desviam.
14 Ar pezh a zo e-touez an drein, eo ar re o deus klevet ar ger, met, en ur vont kuit, en lezont da vezañ mouget gant prederioù, pinvidigezhioù ha plijadurioù ar vuhez-mañ, en hevelep doare ma ne zougont ket a frouezh a zeu da zareviñ.
14 A parte que caiu entre os espinhos são os que ouviram e, indo seu caminho, são sufocados pelos cuidados, riquezas, e deleites desta vida e não dão fruto com perfeição.
15 Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc'h hag a zoug frouezh gant kendalc'husted.
15 Mas a que caiu em boa terra são os que, ouvindo a palavra com coração reto e bom, a retêm e dão fruto com perseverança.
16 Den, goude bezañ enaouet ul lamp, ne c'holo anezhañ gant ul lestr pe ne laka anezhañ dindan ur gwele, met e lakaat a ra war ur c'hantolor, evit ma sklaerio ar re a zeu en ti.
16 Ninguém, pois, acende uma candeia e a cobre com algum vaso, ou a põe debaixo da cama; mas põe-na no velador, para que os que entram vejam a luz.
17 Rak n'eus netra kuzhet na dle bezañ disklêriet, ha n'eus netra goloet na dle bezañ anavezet ha lakaet war-wel.
17 Porque não há coisa encoberta que não haja de manifestar-se, nem coisa secreta que não haja de saber-se e vir à luz.
18 Lakait evezh eta penaos e selaouit, rak roet e vo d'an neb en deus, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh a gred en deus.
18 Vede, pois, como ouvis; porque a qualquer que tiver lhe será dado, e a qualquer que não tiver, até o que parece ter lhe será tirado.
19 E vamm hag e vreudeur a zeuas d'e gavout, met ne c'hellent ket tostaat outañ abalamour d'ar bobl.
19 Vieram, então, ter com ele sua mãe e seus irmãos, e não podiam aproximar-se dele por causa da multidão.
20 Hag e voe lavaret dezhañ: Da vamm ha da vreudeur a zo er-maez hag a c'hoanta da welout.
20 Foi-lhe dito: Tua mãe e teus irmãos estão lá fora, e querem ver-te.
21 Met e respontas: Va mamm ha va breudeur eo ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ.
21 Ele, porém, lhes respondeu: Minha mãe e meus irmãos são estes que ouvem a palavra de Deus e a observam.
22 Un devezh ma'z eas en ur vag gant e ziskibien, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all d'al lenn. Hag ez ejont.
22 Ora, aconteceu certo dia que entrou num barco com seus discípulos, e disse-lhes: Passemos à outra margem do lago. E partiram.
23 E-pad ma oant er vag, e kouskas. Un taol-avel bras a savas war al lenn, ar vag en em leunie gant an dour hag e oant e riskl bras.
23 Enquanto navegavam, ele adormeceu; e desceu uma tempestade de vento sobre o lago; e o barco se enchia de água, de sorte que perigavam.
24 Tostaat a rejont outañ hag en dihunjont, o lavarout: Mestr, Mestr, ez eomp da goll! O vezañ dihunet, e c'hourdrouzas d'an avel ha da donnoù an dour. Ar re-mañ a davas hag e voe ur sioulder bras.
24 Chegando-se a ele, o despertaram, dizendo: Mestre, Mestre, estamos perecendo. E ele, levantando-se, repreendeu o vento e a fúria da água; e cessaram, e fez-se bonança.
25 Hag e lavaras dezho: Pelec'h emañ ho feiz? Int, leuniet a zoujañs hag a spont, a lavaras an eil d'egile: Piv eo eta hemañ, a c'hourc'hemenn zoken d'an avel ha d'an dour, hag e sentont outañ?
25 Então lhes perguntou: Onde está a vossa fé? Eles, atemorizados, admiraram-se, dizendo uns aos outros: Quem, pois, é este, que até aos ventos e à água manda, e lhe obedecem?
26 Dont a rejont neuze da vro ar C'hadareniz, a zo dirak Galilea.
26 Apontaram à terra dos gerasenos, que está defronte da Galiléia.
27 Pa voe Jezuz diskennet d'an douar, e teuas a-raok dezhañ un den eus kêr, a oa dalc'het gant diaouled pell a oa. Ne zouge ket a zilhad ha ne chome ket en un ti met er bezioù.
27 Logo que saltou em terra, saiu-lhe ao encontro um homem da cidade, possesso de demônios, que havia muito tempo não vestia roupa, nem morava em casa, mas nos sepulcros.
28 Pa welas Jezuz, e krias hag, ouzh en em deurel d'e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac'hanon.
28 Quando ele viu a Jesus, gritou, prostrou-se diante dele, e com grande voz exclamou: Que tenho eu contigo, Jesus, Filho do Deus Altíssimo? Rogo-te que não me atormentes.
29 Rak e kourc'hemenne d'ar spered hudur mont kuit eus an den-se. Dalc'het e oa gantañ abaoe pell a oa. E eren a raed gant chadennoù hag e ziwall a raed gant hualoù, met e torre an ereoù hag e oa kaset gant an diaoul el lec'hioù distro.
29 Porque Jesus ordenara ao espírito imundo que saísse do homem. Pois já havia muito tempo que se apoderara dele; e guardavam-no preso com grilhões e cadeias; mas ele, quebrando as prisões, era impelido pelo demônio para os desertos.
30 Jezuz a c'houlennas outañ: Pe anv ac'h eus? Hag e respontas: Lejion. Rak kalz a ziaoulien a oa aet ennañ.
30 Perguntou-lhe Jesus: Qual é o teu nome? Respondeu ele: Legião; porque tinham entrado nele muitos demônios.
31 Int a bedas anezhañ na c'hourc'hemennje ket dezho mont en donder.
31 E rogavam-lhe que não os mandasse para o abismo.
32 Bez' e oa eno ur vandenn vras a voc'h o peuriñ war ar menez. Hag e pedjont anezhañ d'o lezel da vont er moc'h-se. Eñ o lezas da vont.
32 Ora, andava ali pastando no monte uma grande manada de porcos; rogaram-lhe, pois que lhes permitisse entrar neles, e lho permitiu.
33 An diaouled eta, o vezañ aet kuit eus an den, a yeas er moc'h hag ar vandenn en em daolas war red eus al lec'h uhel-se er lenn, hag a voe beuzet.
33 E tendo os demônios saído do homem, entraram nos porcos; e a manada precipitou-se pelo despenhadeiro no lago, e afogou-se.
34 Ar re o mesae, o welout ar pezh a oa erruet, a dec'has kuit da lavarout kement-se e kêr ha war ar maez.
34 Quando os pastores viram o que acontecera, fugiram, e foram anunciá-lo na cidade e nos campos.
35 Neuze an dud a zeuas evit gwelout ar pezh a oa c'hoarvezet. O vezañ deuet da gavout Jezuz, e kavjont an den ma oa aet kuit an diaouled anezhañ, azezet ouzh treid Jezuz, gwisket hag en e skiant vat, hag e voent leuniet a spont.
35 Saíram, pois, a ver o que tinha acontecido, e foram ter com Jesus, a cujos pés acharam sentado, vestido e em perfeito juízo, o homem de quem havia saído os demônios; e se atemorizaram.
36 Ar re o doa gwelet an traoù-se a lavaras dezho penaos e oa bet yac'haet an hini dalc'het gant an diaouled.
36 Os que tinham visto aquilo contaram-lhes como fora curado o endemoninhado.
37 Holl dud bro ar C'hadareniz en pedas da bellaat diouto, rak kroget e oa ur spont bras enno. Mont a reas eta er vag evit distreiñ.
37 Então todo o povo da região dos gerasenos rogou-lhe que se retirasse deles; porque estavam possuídos de grande medo. Pelo que ele entrou no barco, e voltou.
38 An den a oa aet kuit an diaouled anezhañ en pedas d'e lezel da vont gantañ. Met Jezuz a lakaas anezhañ da vont en-dro o lavarout:
38 Pedia-lhe, porém, o homem de quem haviam saído os demônios que o deixasse estar com ele; mas Jesus o despediu, dizendo:
39 Distro da'z ti ha lavar an traoù bras en deus Doue graet dit. Mont a reas kuit oc'h embann dre holl gêr kement en doa Jezuz graet en e geñver.
39 Volta para tua casa, e conta tudo quanto Deus te fez. E ele se retirou, publicando por toda a cidade tudo quanto Jesus lhe fizera.
40 Pa voe distroet, Jezuz a voe degemeret gant ur bobl vras rak an holl a c'hortoze anezhañ.
40 Quando Jesus voltou, a multidão o recebeu; porque todos o estavam esperando.
41 Setu, un den anvet Jairuz hag a oa penn eus ar sinagogenn, a zeuas hag, oc'h en em deurel ouzh treid Jezuz, en pedas da zont en e di,
41 E eis que veio um homem chamado Jairo, que era chefe da sinagoga; e prostrando-se aos pés de Jesus, rogava-lhe que fosse a sua casa;
42 rak en doa ur verc'h nemeti, oadet a zaouzek vloaz pe war-dro hag a oa o vont da vervel. Evel ma'z ae di, e voe gwasket gant ar bobl.
42 porque tinha uma filha única, de cerca de doze anos, que estava à morte. Enquanto, pois, ele ia, apertavam-no as multidões.
43 Ur wreg klañv gant an diwadañ daouzek vloaz a oa, hag he doa dispignet he holl vadoù gant medisined hep gallout bezañ yac'haet gant hini ebet,
43 E certa mulher, que tinha uma hemorragia havia doze anos {e gastara com os médicos todos os seus haveres} e por ninguém pudera ser curada,
44 a dostaas outañ a-ziadreñv hag a stokas ouzh bevenn e zilhad. Raktal he diwadañ a baouezas.
44 chegando-se por detrás, tocou-lhe a orla do manto, e imediatamente cessou a sua hemorragia.
45 Jezuz a lavaras: Piv en deus stoket ouzhin? Evel ma nac'he an holl kement-se, Pêr hag ar re a oa gantañ a lavaras dezhañ: Mestr, an dud a zo en-dro dit a wask ac'hanout, hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin?
45 Perguntou Jesus: Quem é que me tocou? Como todos negassem, disse-lhe Pedro: Mestre, as multidões te apertam e te oprimem.
46 Met Jezuz a lavaras: Unan bennak en deus stoket ouzhin rak anavezet em eus e oa aet un nerzh er-maez ac'hanon.
46 Mas disse Jesus: Alguém me tocou; pois percebi que de mim saiu poder.
47 Neuze ar wreg, o welout ne oa ket bet kement-se kuzhet outañ, a zeuas en ur grenañ hag, oc'h en em deurel d'e dreid, e tisklêrias dirak ar bobl evit petra he doa stoket outañ ha penaos e oa bet yac'haet kerkent.
47 Então, vendo a mulher que não passara despercebida, aproximou-se tremendo e, prostrando-se diante dele, declarou-lhe perante todo o povo a causa por que lhe havia tocado, e como fora imediatamente curada.
48 Lavarout a reas dezhi: Merc'h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac'haet, kae e peoc'h.
48 Disse-lhe ele: Filha, a tua fé te salvou; vai-te em paz.
49 Evel ma komze c'hoazh, unan bennak eus ti penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhañ: Da verc'h a zo marv, na skuizh ket ar Mestr.
49 Enquanto ainda falava, veio alguém da casa do chefe da sinagoga dizendo: A tua filha já está morta; não incomodes mais o Mestre.
50 Met Jezuz, o vezañ klevet kement-se, a lavaras: Na'z pez ket aon, kred hepken hag e vo yac'haet.
50 Jesus, porém, ouvindo-o, respondeu-lhe: Não temas: crê somente, e será salva.
51 Pa voe deuet en ti, ne lezas den da vont e-barzh, nemet Pêr, Jakez, Yann, ha tad ha mamm ar plac'hig.
51 Tendo chegado à casa, a ninguém deixou entrar com ele, senão a Pedro, João, Tiago, e o pai e a mãe da menina.
52 An holl a ouele hag a hirvoude abalamour dezhi. Met eñ a lavaras: Na ouelit ket, n'eo ket marv, met kousket a ra.
52 E todos choravam e pranteavam; ele, porém, disse: Não choreis; ela não está morta, mas dorme.
53 Int a reas goap anezhañ, oc'h anavezout e oa marv.
53 E riam-se dele, sabendo que ela estava morta.
54 Met o vezañ graet dezho holl mont er-maez, e kemeras he dorn hag e krias: Bugel, sav!
54 Então ele, tomando-lhe a mão, exclamou: Menina, levanta-te.
55 He spered a zistroas hag e savas kerkent. Hag e c'hourc'hemennas reiñ dezhi da zebriñ.
55 E o seu espírito voltou, e ela se levantou imediatamente; e Jesus mandou que lhe desse de comer.
56 He c'herent a voe gwall souezhet, met eñ a c'hourc'hemennas dezho na lavarjent da zen ar pezh a oa c'hoarvezet.
56 E seus pais ficaram maravilhados; e ele mandou-lhes que a ninguém contassem o que havia sucedido.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Lucas 8, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.