Lucas 7

Gospels (BRETON) vs VC

Sair da comparação
VC Versão Católica
1 Goude m'en doa peurlavaret ar c'homzoù-mañ dirak ar bobl a oa ouzh e selaou, ez eas da Gafarnaoum.
1 Tendo Jesus concluído todos os seus discursos ao povo que o escutava, entrou em Cafarnaum.
2 Mevel ur c'hantener, karet mat gantañ, a oa klañv hag a yae da vervel.
2 Havia lá um centurião que tinha um servo a quem muito estimava e que estava à morte.
3 O vezañ klevet komz diwar-benn Jezuz, e kasas d'e gavout henaourien eus ar Yuzevien da bediñ anezhañ da zont da yac'haat e servijer.
3 Tendo ouvido falar de Jesus, enviou-lhe alguns anciãos dos judeus, rogando-lhe que o viesse curar.
4 Ar re-mañ eta, o vezañ deuet da gavout Jezuz, a bedas anezhañ start en ur lavarout: Din eo ma rafes kement-se evitañ,
4 Aproximando-se eles de Jesus, rogavam-lhe encarecidamente: Ele bem merece que lhe faças este favor,
5 rak karout a ra hor broad, eñ eo en deus savet deomp hor sinagogenn.
5 pois é amigo da nossa nação e foi ele mesmo quem nos edificou uma sinagoga.
6 Jezuz eta a yeas ganto. Pa ne oa ken pell eus an ti, ar c'hantener a gasas etrezek ennañ mignoned da lavarout dezhañ: Aotrou, na gemer ket kement a boan, rak n'on ket dellezek e teufes dindan va zoenn.
6 Jesus então foi com eles. E já não estava longe da casa, quando o centurião lhe mandou dizer por amigos seus: Senhor, não te incomodes tanto assim, porque não sou digno de que entres em minha casa;
7 Abalamour da-se ne'm eus ket kavet e oan dellezek va-unan da vont betek ennout, met lavar ur ger ha va mevel a vo yac'haet.
7 por isso nem me achei digno de chegar-me a ti, mas dize somente uma palavra e o meu servo será curado.
8 Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, ha dindanon em eus soudarded. Hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a; d'egile: Deus! Hag e teu; ha da'm mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra.
8 Pois também eu, simples subalterno, tenho soldados às minhas ordens; e digo a um: Vai ali! E ele vai; e a outro: Vem cá! E ele vem; e ao meu servo: Faze isto! E ele o faz.
9 Pa glevas Jezuz kement-se, e voe souezhet hag, o tistreiñ, e lavaras d'ar bobl en heulie: Me a lavar deoc'h penaos ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
9 Ouvindo estas palavras, Jesus ficou admirado. E, voltando-se para o povo que o ia seguindo, disse: Em verdade vos digo: nem mesmo em Israel encontrei tamanha fé.
10 Pa zistroas d'ar gêr ar re a oa bet kaset, e kavjont yac'h mat ar mevel a oa bet klañv.
10 Voltando para a casa do centurião os que haviam sido enviados, encontraram o servo curado.
11 An deiz war-lerc'h, ez eas d'ur gêr anvet Nain. Kalz eus e ziskibien hag ur bobl vras a yae gantañ.
11 No dia seguinte dirigiu-se Jesus a uma cidade chamada Naim. Iam com ele diversos discípulos e muito povo.
12 Evel ma tostaas ouzh dor kêr, setu, e touged d'an douar un den marv, mab nemetañ e vamm a oa intañvez. Un niver bras a dud eus kêr a oa ganti.
12 Ao chegar perto da porta da cidade, eis que levavam um defunto a ser sepultado, filho único de uma viúva; acompanhava-a muita gente da cidade.
13 An Aotrou o vezañ he gwelet, en doe truez outi hag a lavaras dezhi: Na ouel ket!
13 Vendo-a o Senhor, movido de compaixão para com ela, disse-lhe: Não chores!
14 O vezañ tostaet, e stokas an arched. Ar re en douge a arsavas. Lavarout a reas: Den yaouank, me en lavar dit, sav!
14 E aproximando-se, tocou no esquife, e os que o levavam pararam. Disse Jesus: Moço, eu te ordeno, levanta-te.
15 An hini marv a azezas hag en em lakaas da gomz. Jezuz en roas d'e vamm.
15 Sentou-se o que estivera morto e começou a falar, e Jesus entregou-o à sua mãe.
16 Ar spont a grogas enno holl hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo savet en hon touez ha Doue en deus gweladennet e bobl.
16 Apoderou-se de todos o temor, e glorificavam a Deus, dizendo: Um grande profeta surgiu entre nós: Deus voltou os olhos para o seu povo.
17 Ar vrud-se en em skuilhas dre Judea holl ha dre an holl vro tro-war-dro.
17 A notícia deste fato correu por toda a Judéia e por toda a circunvizinhança.
18 Diskibien Yann a gontas an holl draoù-se dezhañ.
18 Os discípulos de João referiram-lhe todas estas coisas.
19 Yann a c'halvas daou eus e ziskibien hag o c'hasas da gavout Jezuz evit lavarout dezhañ: Bez' out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all?
19 E João chamou dois dos seus discípulos e enviou-os a Jesus, perguntando: És tu o que há de vir ou devemos esperar por outro?
20 O vezañ deuet d'e gavout, ar re-mañ a lavaras: Yann-Vadezour en deus hon degaset da'z kavout evit lavarout: Bez' out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all?
20 Chegando estes homens a ele, disseram: João Batista enviou-nos a ti, perguntando: És tu o que há de vir ou devemos esperar por outro?
21 En eur-se zoken, eñ a yac'haas kalz a dud eus o c'hleñvedoù, eus o mac'hagnoù hag eus drouk-speredoù, hag e roas ar gweled da veur a hini dall.
21 Ora, naquele momento Jesus havia curado muitas pessoas de enfermidades, de doenças e de espíritos malignos, e dado a vista a muitos cegos.
22 Jezuz a respontas dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc'h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d'ar beorien.
22 Respondeu-lhes ele: Ide anunciar a João o que tendes visto e ouvido: os cegos vêem, os coxos andam, os leprosos ficam limpos, os surdos ouvem, os mortos ressuscitam, aos pobres é anunciado o Evangelho;
23 Eürus eo an neb na gav ket tamall ennon.
23 e bem-aventurado é aquele para quem eu não for ocasião de queda!
24 Ar re en doa Yann degaset o vezañ aet kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel?
24 Depois que se retiraram os mensageiros de João, ele começou a falar de João ao povo: Que fostes ver no deserto? Um caniço agitado pelo vento?
25 Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer hag a vev er plijadurioù, a zo e tiez ar rouaned.
25 Mas que fostes ver? Um homem vestido de roupas finas? Mas os que vestem roupas preciosas e vivem no luxo estão nos palácios dos reis.
26 Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed.
26 Mas, enfim, que fostes ver? Um profeta? Sim, digo-vos, e mais do que profeta.
27 Eñ eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm da gempenn da hent a-raok dit.
27 Este é aquele de quem está escrito: Eis que envio o meu mensageiro ante a tua face; ele preparará o teu caminho diante de ti {Ml 3,1}.
28 Rak me a lavar deoc'h, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus profed ebet brasoc'h eget Yann-Vadezour. Koulskoude, an hini bihanañ e rouantelezh Doue a zo brasoc'h egetañ.
28 Pois vos digo: entre os nascidos de mulher não há maior que João. Entretanto, o menor no Reino de Deus é maior do que ele.
29 Hag an holl dud o deus e glevet hag ar bublikaned o deus disklêriet reizhder Doue o vezañ bet badezet gant badeziant Yann.
29 Ouvindo-o todo o povo, e mesmo os publicanos, deram razão a Deus, fazendo-se batizar com o batismo de João.
30 Met ar farizianed ha doktored al lezenn, o vezañ n'int ket bet badezet gantañ, o deus taolet diouto evit o c'holl bolontez Doue en o c'heñver.
30 Os fariseus, porém, e os doutores da lei, recusando o seu batismo, frustraram o desígnio de Deus a seu respeito.
31 Neuze an Aotrou a lavaras: Ouzh piv e keñverin tud ar rummad-mañ? Ouzh piv int heñvel?
31 A quem compararei os homens desta geração? Com quem se assemelham?
32 Heñvel int ouzh bugale azezet war al leurgêr hag a gri an eil d'egile, o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fleüt ha n'hoc'h eus ket dañset, ni hon eus kanet deoc'h hirvoudoù ha n'hoc'h eus ket gouelet.
32 São semelhantes a meninos que, sentados na praça, falam uns com os outros, dizendo: Tocamos a flauta e não dançastes; entoamos lamentações e não chorastes.
33 Rak Yann-Vadezour a zo deuet hep debriñ bara hag hep evañ gwin, hag e lavarit: Un diaoul a zo ennañ.
33 Pois veio João Batista, que nem comia pão nem bebia vinho, e dizeis: Ele está possuído do demônio.
34 Mab an den a zo deuet o tebriñ hag oc'h evañ, hag e lavarit: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d'ar bublikaned ha d'ar bec'herien.
34 Veio o Filho do Homem, que come e bebe, e dizeis: Eis um comilão e beberrão, amigo dos publicanos e libertinos.
35 Met ar furnez a zo bet reishaet gant he holl vugale.
35 Mas a sabedoria foi justificada por todos os seus filhos.
36 Ur farizian a bedas anezhañ da zebriñ. Eñ a yeas e ti ar farizian hag en em lakaas ouzh taol.
36 Um fariseu convidou Jesus a ir comer com ele. Jesus entrou na casa dele e pôs-se à mesa.
37 Ha setu, ur wreg eus kêr a oa vuhez fall, o vezañ gouezet e oa ouzh taol e ti ar farizian, a zegasas ul lestr alabastr, leun a c'hwezh-vat,
37 Uma mulher pecadora da cidade, quando soube que estava à mesa em casa do fariseu, trouxe um vaso de alabastro cheio de perfume;
38 Oc'h en em zerc'hel a-dreñv ouzh treid Jezuz, o ouelañ, en em lakaas da zourañ e dreid gant he daeroù. Hag o zorchas gant blev he fenn, e pokas e dreid hag ec'h olevas anezho gant ar c'hwezh-vat.
38 e, estando a seus pés, por detrás dele, começou a chorar. Pouco depois suas lágrimas banhavam os pés do Senhor e ela os enxugava com os cabelos, beijava-os e os ungia com o perfume.
39 Ar farizian en doa e bedet, o welout kement-se, a lavaras ennañ e-unan: Ma vije an den-mañ ur profed, e ouije piv eo a wreg a stok ennañ, ha penaos eo a vuhez fall.
39 Ao presenciar isto, o fariseu, que o tinha convidado, dizia consigo mesmo: Se este homem fosse profeta, bem saberia quem e qual é a mulher que o toca, pois é pecadora.
40 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Simon, un dra bennak am eus da lavarout dit. Eñ a lavaras dezhañ: Mestr, lavar.
40 Então Jesus lhe disse: Simão, tenho uma coisa a dizer-te. Fala, Mestre, disse ele.
41 Ur c'hredour en doa daou zleour: unan a dlee pemp kant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) hag egile hanter-kant.
41 Um credor tinha dois devedores: um lhe devia quinhentos denários e o outro, cinqüenta.
42 Evel n'o doa ket peadra da baeañ, e tiskargas anezho o-daou eus o dle. Lavar din eta pehini anezho en karo ar muiañ?
42 Não tendo eles com que pagar, perdoou a ambos a sua dívida. Qual deles o amará mais?
43 Simon a respontas: Me a gav din ez eo an hini en deus bet ar brasañ diskarg. Eñ a lavaras dezhañ: Barnet mat ec'h eus.
43 Simão respondeu: A meu ver, aquele a quem ele mais perdoou. Jesus replicou-lhe: Julgaste bem.
44 Neuze, o tistreiñ ouzh ar wreg, e lavaras da Simon: Gwelout a rez ar wreg-mañ? Deuet on en da di ha ne'c'h eus ket roet dour din evit gwalc'hiñ va zreid, met hi he deus douret va zreid gant he daeroù hag he deus o sec'het gant he blev.
44 E voltando-se para a mulher, disse a Simão: Vês esta mulher? Entrei em tua casa e não me deste água para lavar os pés; mas esta, com as suas lágrimas, regou-me os pés e enxugou-os com os seus cabelos.
45 Te ne'c'h eus ket roet ur pok din, met hi, abaoe ma'z on deuet en ti, n'he deus ket paouezet da bokat da'm zreid.
45 Não me deste o ósculo; mas esta, desde que entrou, não cessou de beijar-me os pés.
46 Te ne'c'h eus ket olevet va fenn gant eoul, met hi he deus olevet va zreid gant c'hwezh-vat.
46 Não me ungiste a cabeça com óleo; mas esta, com perfume, ungiu-me os pés.
47 Dre-se e lavaran dit, he fec'hedoù niverus a zo bet pardonet dezhi, rak karet he deus kalz. Met an neb a bardoner nebeut dezhañ, a gar nebeut.
47 Por isso te digo: seus numerosos pecados lhe foram perdoados, porque ela tem demonstrado muito amor. Mas ao que pouco se perdoa, pouco ama.
48 Hag e lavaras dezhi: Da bec'hedoù a zo pardonet dit.
48 E disse a ela: Perdoados te são os pecados.
49 Ar re a oa ouzh taol gantañ en em lakaas da lavarout enno o-unan: Piv eo hemañ hag a bardon zoken ar pec'hedoù?
49 Os que estavam com ele à mesa começaram a dizer, então: Quem é este homem que até perdoa pecados?
50 Met e lavaras d'ar wreg: Da feiz he deus da saveteet, kae e peoc'h.
50 Mas Jesus, dirigindo-se à mulher, disse-lhe: Tua fé te salvou; vai em paz.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Lucas 7, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.