Lucas 6

Gospels (BRETON) vs NAA

Sair da comparação
NAA Nova Almeida Atualizada 2017
1 C'hoarvezout a reas, e-pad an eil-kentañ sabad, ma tremene dre barkeier ed. E ziskibien a ziframme tañvouezennoù hag, o vezañ o gwasket en o daouarn, e tebrent anezho.
1 Aconteceu que, num sábado, Jesus passava pelas searas, e os seus discípulos colhiam e comiam espigas, debulhando-as com as mãos.
2 Hiniennoù eus ar farizianed a lavaras dezho: Perak e rit ar pezh n'eo ket aotreet ober d'an deizioù sabad?
2 E alguns dos fariseus lhes disseram: — Por que vocês fazem o que não é lícito aos sábados?
3 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David p'en doe naon, eñ hag ar re a oa gantañ?
3 Jesus tomou a palavra e disse:
4 Penaos ez eas e ti Doue, e kemeras hag e tebras ar baraoù a ginnig, hag o roas ivez d'ar re a oa gantañ, petra bennak na oa ket aotreet debriñ anezho, nemet d'ar veleien hepken?
4 Como entrou na casa de Deus e, pegando os pães da proposição, comeu e deu também aos que estavam com ele, pães que não lhes era lícito comer, mas exclusivamente aos sacerdotes?
5 Hag e lavaras dezho: Mab an den a zo mestr zoken war ar sabad.
5 Então Jesus lhes disse:
6 C'hoarvezout a reas ivez, un deiz sabad all, ma'z eas er sinagogenn ha ma kelennas. Bez' e oa eno un den ma oa disec'het e zorn dehou.
6 Aconteceu que, em outro sábado, Jesus entrou na sinagoga e começou a ensinar. Estava ali um homem que tinha a mão direita ressequida.
7 Ar skribed hag ar farizianed a selle outañ evit gwelout hag eñ a yac'hafe d'an deiz sabad, evit kaout un abeg d'e damall.
7 Os escribas e os fariseus observavam Jesus, procurando ver se ele faria uma cura no sábado, a fim de acharem de que o acusar.
8 Met ec'h anaveze o soñjezonoù hag e lavaras d'an den en doa an dorn disec'het: Sav hag en em zalc'h aze er c'hreiz. Eñ a savas hag en em zalc'has en e sav.
8 Mas Jesus, conhecendo os pensamentos deles, disse ao homem da mão ressequida: E ele, levantando-se, ficou em pé.
9 Ha Jezuz a lavaras dezho eta: Un dra a c'houlennin ouzhoc'h: Hag aotreet eo, d'an deiz sabad, ober vad pe droug, saveteiñ un den pe e lezel da goll?
9 Então Jesus disse a eles:
10 Neuze, o sellout ouzh ar re holl a oa en-dro dezhañ, e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Ober a reas hag e zorn a zeuas yac'h evel egile.
10 Então Jesus, olhando para todos que estavam ao seu redor, disse ao homem: Ele assim o fez, e a mão lhe foi restaurada.
11 Int a voe leuniet a fulor hag en em guzuilhjont war ar pezh a c'helljent ober da Jezuz.
11 Mas eles se encheram de furor e discutiam entre si quanto ao que fariam contra Jesus.
12 En amzer-se, ez eas war ar menez da bediñ hag e tremenas an noz holl o pediñ Doue.
12 Naqueles dias, Jesus se retirou para o monte, a fim de orar, e passou a noite orando a Deus.
13 Pa voe deuet ar beure, e c'halvas e ziskibien hag e tibabas daouzek anezho a c'halvas ivez ebestel:
13 E, quando amanheceu, chamou a si os seus discípulos e escolheu doze dentre eles, aos quais deu também o nome de apóstolos:
14 Simon a roas ivez an anv a Bêr dezhañ; Andrev e vreur; Jakez, ha Yann; Filip, ha Bartolome;
14 Simão, a quem acrescentou o nome de Pedro, e André, seu irmão; Tiago e João; Filipe e Bartolomeu;
15 Mazhev, ha Tomaz; Jakez mab Alfe, ha Simon anvet Gredus;
15 Mateus e Tomé; Tiago, filho de Alfeu, e Simão, chamado Zelote;
16 Jud kar da Jakez; Judaz Iskariod a oa an hini en droukroas.
16 Judas, filho de Tiago, e Judas Iscariotes, que se tornou traidor.
17 O vezañ neuze diskennet ganto, e chomas en ur blaenenn, gant e vandenn diskibien hag ul lod bras a dud eus Judea, eus Jeruzalem hag eus ar vro arvorek Tir ha Sidon. Deuet e oant evit e glevout hag evit bezañ yac'haet eus o c'hleñvedoù.
17 E, descendo com eles do monte, Jesus parou num lugar plano onde se encontravam muitos discípulos seus e grande multidão do povo, de toda a Judeia, de Jerusalém e do litoral de Tiro e de Sidom,
18 Ar re a oa dalc'het gant speredoù hudur a oa ivez yac'haet.
18 que vieram para o ouvir e para ser curados de suas doenças. Também os atormentados por espíritos imundos eram curados.
19 An holl bobl a glaske stekiñ outañ, abalamour ma teue anezhañ un nerzh a yac'hae holl.
19 E todos da multidão procuravam tocar em Jesus, porque dele saía poder; e curava todos.
20 O sevel e zaoulagad war-zu e ziskibien, e lavaras: Eürus oc'h, c'hwi hag a zo paour, rak rouantelezh Doue a zo deoc'h!
20 Então, olhando para os seus discípulos, Jesus lhes disse:
21 Eürus oc'h, c'hwi hag hoc'h eus naon bremañ, rak leuniet e viot! Eürus oc'h, c'hwi hag a ouel bremañ, rak karget e viot gant levenez!
21 — Bem-aventurados são vocês
22 Eürus e viot pa gasaio an dud ac'hanoc'h, pa gasint kuit ac'hanoc'h eus o zouez, pa lavarint dismegañs deoc'h ha pa daolint hoc'h anv evel fall abalamour de Vab an den,
22 — Bem-aventurados são vocês quando as pessoas os odiarem, expulsarem da sua companhia, insultarem e rejeitarem o nome de vocês como indigno, por causa do Filho do Homem.
23 en em laouenait en amzer-se ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñv; rak evel-se o deus graet o zadoù d'ar brofeded.
23 Alegrem-se naquele dia e exultem, porque grande é a recompensa de vocês no céu; porque os pais dessas pessoas fizeram o mesmo com os profetas.
24 Met gwalleur deoc'h, tud pinvidik! Rak c'hwi hoc'h eus bet ho frealz.
24 — Mas ai de vocês, os ricos,
25 Gwalleur deoc'h, tud leuniet! rak c'hwi ho po naon. Gwalleur deoc'h, ar re a c'hoarzh bremañ! Rak c'hwi en em c'hlac'haro hag a ouelo.
25 — Ai de vocês
26 Gwalleur deoc'h, pa lavaro an holl dud vad ac'hanoc'h! Rak o zadoù o deus graet evel-se e-keñver ar fals-profeded!
26 — Ai de vocês, quando todos os elogiarem, porque os pais dessas pessoas fizeram o mesmo com os falsos profetas!
27 Met me a lavar deoc'h c'hwi am selaou: Karit hoc'h enebourien, grit vad d'ar re a gasa ac'hanoc'h,
27 — Digo, porém, a vocês que me ouvem: amem os seus inimigos, façam o bem aos que odeiam vocês.
28 bennigit ar re a villig ac'hanoc'h, pedit evit ar re a wallgomz ouzhoc'h.
28 Abençoem aqueles que os amaldiçoam, orem pelos que maltratam vocês.
29 D'an hini a sko ac'hanout war ur jod, tro eben outañ. D'an hini a zilam da vantell diganit, laosk ivez gantañ da doneg.
29 Ao que lhe bate numa face, ofereça também a outra; e, ao que lhe tirar a capa, deixe que leve também a túnica.
30 Ro d'an neb a c'houlenn diganit, ha n'adc'houlenn ket digant an hini en deus kemeret da dra.
30 Dê a todo o que lhe pedir alguma coisa; e, se alguém levar o que é seu, não exija que seja devolvido.
31 Ar pezh a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit ivez kement-se dezho.
31 Façam aos outros o mesmo que vocês querem que eles façam a vocês.
32 Ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt trugarez a dleer deoc'h? Ar bec'herien a gar ivez ar re o c'har.
32 — Se vocês amam aqueles que os amam, que recompensa terão? Porque até os pecadores amam aqueles que os amam.
33 Ma ne rit vad nemet d'ar re a ra vad deoc'h, peseurt trugarez a dleer deoc'h? Ar bec'herien a ra an hevelep tra.
33 Se fizerem o bem aos que lhes fazem o bem, que recompensa terão? Até os pecadores fazem isso.
34 Ma ne brestit nemet d'ar re e c'hortozit resev diganto, peseurt trugarez a dleer deoc'h? Ar bec'herien a brest ivez d'ar bec'herien evit kaout kement all.
34 E, se emprestam àqueles de quem esperam receber, que recompensa terão? Também os pecadores emprestam aos pecadores, para receberem outro tanto.
35 Met karit hoc'h enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c'hwi a vo mibien an Uhel-Meurbet, abalamour ma'z eo mat e-keñver ar re zizanaoudek hag ar re fall.
35 Vocês, porém, amem os seus inimigos, façam o bem e emprestem, sem esperar nada em troca; vocês terão uma grande recompensa e serão filhos do Altíssimo. Pois ele é bondoso até para os ingratos e maus.
36 Bezit eta trugarezus, evel ma'z eo ivez ho Tad trugarezus.
36 Sejam misericordiosos, como também é misericordioso o Pai de vocês.
37 Na varnit ket ha ne viot ket barnet. Na gondaonit ket ha ne viot ket kondaonet. Pardonit hag e viot pardonet.
37 — Não julguem e vocês não serão julgados; não condenem e vocês não serão condenados; perdoem e serão perdoados;
38 Roit hag e vo roet deoc'h, roet e vo deoc'h en ho kerc'henn ur muzul mat, stardet hag hejet, a zeuio dreist ar barr. Rak muzuliet e vo deoc'h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d'ar re all.
38 deem e lhes será dado; boa medida, prensada, sacudida e transbordante será dada a vocês; porque com a medida com que tiverem medido vocês serão medidos também.
39 Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Daoust hag un den dall a c'hell ren un den dall? Ha ne gouezhint ket o daou er poull?
39 Jesus lhes contou também uma parábola:
40 An diskibl n'eo ket uheloc'h eget e vestr, met pep diskibl mat a vo evel e vestr.
40 — O discípulo não está acima do seu mestre; todo aquele, porém, que for bem-instruído será como o seu mestre.
41 Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo en da lagad da-unan?
41 — Por que você vê o cisco no olho do seu irmão, mas não repara na trave que está no seu próprio olho?
42 Pe penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Breur, va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, te na welez ket an treust en da hini? Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn a zo e lagad da vreur.
42 Como você poderá dizer a seu irmão: “Deixe, irmão, que eu tire o cisco que está no seu olho”, se você não repara na trave que está no seu próprio olho? Hipócrita! Tire primeiro a trave do seu olho e então você verá claramente para tirar o cisco que está no olho do seu irmão.
43 N'eus gwezenn vat ebet hag a zougfe frouezh fall, na gwezenn fall ebet hag a zougfe frouezh mat.
43 — Não há árvore boa que dê mau fruto, nem árvore má que dê bom fruto.
44 Rak pep gwezenn a anavezer diouzh he frouezh hec'h-unan. Ne zastumer ket fiez diwar spern ha ne vendemer ket rezin diwar drez.
44 Porque cada árvore é conhecida pelos frutos que produz. Porque não se colhem figos de ervas daninhas, nem se apanham uvas dos espinheiros.
45 An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat e galon, hag an den fall a denn traoù fall eus teñzor fall e galon. Rak eus leunder ar galon eo e komz ar genoù.
45 A pessoa boa tira o bem do bom tesouro do coração, e a pessoa má tira o mal do mau tesouro; porque a boca fala do que está cheio o coração.
46 Perak eta e c'halvit ac'hanon Aotrou, Aotrou, ha ne rit ket ar pezh a lavaran?
46 — Por que vocês me chamam “Senhor, Senhor!”, e não fazem o que eu mando?
47 Me a ziskouezo deoc'h ouzh piv eo heñvel pep den hag a zeu da'm c'havout, a selaou va gerioù hag a sent outo.
47 Eu vou mostrar a vocês a quem é semelhante todo aquele que vem a mim, ouve as minhas palavras e as pratica.
48 Heñvel eo ouzh un den a sav un ti, hag o vezañ kleuzet ha toullet don, en deus lakaet an diazez war ar roc'h. An doureier o vezañ deuet ha skoet gant nerzh a-enep an ti-se, n'o deus ket gellet e ziskar dre ma oa diazezet war ar roc'h.
48 Esse é semelhante a um homem que, ao construir uma casa, cavou, abriu profunda vala e lançou o alicerce sobre a rocha. Quando veio a enchente, as águas bateram contra aquela casa e não a puderam abalar, por ter sido bem-construída.
49 Met an hini a selaou ha ne sent ket, a zo heñvel ouzh un den a sav e di war an douar, hep diazez. An doureier o vezañ skoet gant nerzh a-enep dezhañ, kouezhet eo kerkent ha diskar an ti-se a zo bet bras.
49 Mas o que ouve e não pratica é semelhante a um homem que construiu uma casa sobre a terra, sem alicerces, e, quando as águas bateram contra ela, logo desabou; e aconteceu que foi grande a ruína daquela casa.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Lucas 6, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.