Lucas 4
Gospels (BRETON) vs ACF
1 Jezuz, leuniet eus ar Spered-Santel, a zistroas eus ar Jordan hag a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro;
1 E Jesus, cheio do Espírito Santo, voltou do Jordão e foi levado pelo Espírito ao deserto;
2 eno e voe temptet gant an diaoul e-pad daou-ugent devezh. Ne zebras netra e-pad an deizioù-se ha, goude ma voent tremenet, en doa naon.
2 E quarenta dias foi tentado pelo diabo, e naqueles dias não comeu coisa alguma; e, terminados eles, teve fome.
3 Neuze an diaoul a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, gourc'hemenn d'ar maen-mañ dont da vezañ bara.
3 E disse-lhe o diabo: Se tu és o Filho de Deus, dize a esta pedra que se transforme em pão.
4 Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus Doue.
4 E Jesus lhe respondeu, dizendo: Está escrito que nem só de pão viverá o homem, mas de toda a palavra de Deus.
5 An diaoul en kasas war ur menez uhel, a ziskouezas dezhañ en un taol holl rouantelezhioù ar bed,
5 E o diabo, levando-o a um alto monte, mostrou-lhe num momento de tempo todos os reinos do mundo.
6 hag a lavaras dezhañ: Reiñ a rin dit an holl c'halloud-se ha gloar ar rouantelezhioù-se, rak roet eo bet din hag e roan anezhañ da neb a fell din.
6 E disse-lhe o diabo: Dar-te-ei a ti todo este poder e a sua glória; porque a mim me foi entregue, e dou-o a quem quero.
7 Mar daoulinez eta dirazon, dit e vo en e bezh.
7 Portanto, se tu me adorares, tudo será teu.
8 Jezuz a respontas dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.
8 E Jesus, respondendo, disse-lhe: Vai-te para trás de mim, Satanás; porque está escrito: Adorarás o Senhor teu Deus, e só a ele servirás.
9 Kas a reas anezhañ ivez da Jeruzalem, hag e lakaas anezhañ war lein an templ, hag e lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol ac'hann d'an traoñ, rak skrivet eo:
9 Levou-o também a Jerusalém, e pô-lo sobre o pináculo do templo, e disse-lhe: Se tu és o Filho de Deus, lança-te daqui abaixo;
10 Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit evit da ziwall,
10 Porque está escrito: Mandará aos seus anjos, acerca de ti, que te guardem,
11 hag e tougint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak.
11 E que te sustenham nas mãos, Para que nunca tropeces com o teu pé em alguma pedra.
12 Jezuz a respontas dezhañ: Lavaret eo: Ne dempti ket an Aotrou da Zoue.
12 E Jesus, respondendo, disse-lhe: Dito está: Não tentarás ao Senhor teu Deus.
13 An diaoul, o vezañ echuet an holl demptadur, en em dennas dioutañ evit un amzer.
13 E, acabando o diabo toda a tentação, ausentou-se dele por algum tempo.
14 Jezuz a zistroas da C'halilea, dindan galloud ar Spered, hag ar vrud anezhañ a redas dre an holl vro tro-war-dro.
14 Então, pela virtude do Espírito, voltou Jesus para a Galiléia, e a sua fama correu por todas as terras em derredor.
15 Kelenn a rae en o sinagogennoù hag e oa enoret gant an holl.
15 E ensinava nas suas sinagogas, e por todos era louvado.
16 Jezuz a zeuas da Nazared e-lec'h ma oa bet savet hag a yeas, hervez e c'hiz, er sinagogenn d'an deiz sabad. Sevel a reas evit lenn.
16 E, chegando a Nazaré, onde fora criado, entrou num dia de sábado, segundo o seu costume, na sinagoga, e levantou-se para ler.
17 Roet e voe dezhañ levr ar profed Izaia. O vezañ displeget al levr, e kavas al lec'h ma oa skrivet ennañ:
17 E foi-lhe dado o livro do profeta Isaías; e, quando abriu o livro, achou o lugar em que estava escrito:
18 Spered an Aotrou a zo warnon, dre-se en deus va olevet da brezeg ar c'heloù mat d'ar beorien. Kaset en deus ac'hanon da yac'haat ar re o deus ar c'halon flastret, da embann an dieubidigezh d'ar re zalc'het ha distro ar gweled d'ar re dall, da gas diere ar re gwasket,
18 O Espírito do Senhor é sobre mim, Pois que me ungiu para evangelizar os pobres. Enviou-me a curar os quebrantados de coração,
19 da embann bloavezh trugarezus an Aotrou.
19 A pregar liberdade aos cativos, E restauração da vista aos cegos, A pôr em liberdade os oprimidos, A anunciar o ano aceitável do Senhor.
20 Goude bezañ pleget al levr hag e roet d'ar servijer, ec'h azezas. Daoulagad an holl er sinagogenn a selle pizh outañ.
20 E, cerrando o livro, e tornando-o a dar ao ministro, assentou-se; e os olhos de todos na sinagoga estavam fitos nele.
21 Neuze en em lakaas da lavarout dezho: Hiziv eo peurc'hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur hoc'h eus klevet
21 Então começou a dizer-lhes: Hoje se cumpriu esta Escritura em vossos ouvidos.
22 An holl a roas testeni dezhañ hag a voe souezhet eus ar c'homzoù a c'hras a zeue eus e c'henoù, hag e lavarjont: Ha n'eo ket hemañ mab Jozef?
22 E todos lhe davam testemunho, e se maravilhavam das palavras de graça que saíam da sua boca; e diziam: Não é este o filho de José?
23 Eñ a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c'hrennlavar-mañ: Medisin, en em yac'ha da-unan. Gra ivez amañ, en da vro, kement hon eus klevet ac'h eus graet e Kafarnaoum.
23 E ele lhes disse: Sem dúvida me direis este provérbio: Médico, cura-te a ti mesmo; faze também aqui na tua pátria tudo que ouvimos ter sido feito em Cafarnaum.
24 Met e lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, profed ebet n'eo degemeret mat en e vro.
24 E disse: Em verdade vos digo que nenhum profeta é bem recebido na sua pátria.
25 Me a lavar deoc'h e gwirionez, bez' e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an neñv e-pad tri bloaz ha c'hwec'h miz ha pa c'hoarvezas un naonegezh vras dre an holl vro.
25 Em verdade vos digo que muitas viúvas existiam em Israel nos dias de Elias, quando o céu se cerrou por três anos e seis meses, de sorte que em toda a terra houve grande fome;
26 Koulskoude Elia ne voe ket kaset da di hini anezho, nemet da di un intañvez eus Sarepta e bro Sidon.
26 E a nenhuma delas foi enviado Elias, senão a Sarepta de Sidom, a uma mulher viúva.
27 Bez' e oa ivez kalz a dud lovr en Israel en amzer ar profed Elizea. Koulskoude hini anezho ne oa glanaet, nemet Naaman ar Siriad.
27 E muitos leprosos havia em Israel no tempo do profeta Eliseu, e nenhum deles foi purificado, senão Naamã, o siro.
28 Ar re holl a oa er sinagogenn, o klevout kement-se, a yeas droug enno.
28 E todos, na sinagoga, ouvindo estas coisas, se encheram de ira.
29 O vezañ savet, e kasjont anezhañ kuit eus ar gêr hag e lakajont anezhañ war lein ar menez ma oa savet o c'hêr warnañ, evit e deurel d'an traoñ.
29 E, levantando-se, o expulsaram da cidade, e o levaram até ao cume do monte em que a cidade deles estava edificada, para dali o precipitarem.
30 Met eñ, o tremen dre o c'hreiz, a yeas kuit.
30 Ele, porém, passando pelo meio deles, retirou-se.
31 Hag e tiskennas da Gafarnaoum, kêr eus Galilea, hag e kelenne anezho d'an deizioù sabad.
31 E desceu a Cafarnaum, cidade da Galiléia, e os ensinava nos sábados.
32 Souezhet e oant eus e gelennadurezh, rak komz a rae gant galloud.
32 E admiravam a sua doutrina porque a sua palavra era com autoridade.
33 Bez' e oa er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered a ziaoul hudur hag a grias gant ur vouezh uhel:
33 E estava na sinagoga um homem que tinha o espírito de um demônio imundo, e exclamou em alta voz,
34 A! Petra a zo etre ni ha te, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c'holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue.
34 Dizendo: Ah! que temos nós contigo, Jesus Nazareno? Vieste a destruir-nos? Bem sei quem és: O Santo de Deus.
35 Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav ha kae er-maez anezhañ. An diaoul, o vezañ e stlapet er c'hreiz, a yeas kuit anezhañ hep ober droug ebet dezhañ.
35 E Jesus o repreendeu, dizendo: Cala-te, e sai dele. E o demônio, lançando-o por terra no meio do povo, saiu dele sem lhe fazer mal.
36 Spontet e voent holl hag e lavarjont an eil d'egile: Petra eo ar ger-mañ? Gourc'hemenn a ra gant galloud ha nerzh d'ar speredoù hudur hag ez eont kuit!
36 E veio espanto sobre todos, e falavam uns com os outros, dizendo: Que palavra é esta, que até aos espíritos imundos manda com autoridade e poder, e eles saem?
37 Hag ar vrud anezhañ a yeas e pep lec'h er vro tro-war-dro.
37 E a sua fama divulgava-se por todos os lugares, em redor daquela comarca.
38 O vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, eñ a yeas e ti Simon. Mamm-gaer Simon he doa ur gwall derzhienn hag e pedjont anezhañ eviti.
38 Ora, levantando-se Jesus da sinagoga, entrou em casa de Simão; e a sogra de Simão estava enferma com muita febre, e rogaram-lhe por ela.
39 O vezañ en e sav a-us dezhi, e c'hourc'hemennas d'an derzhienn, hag ez eas kuit diouti. Hi a savas raktal hag a servijas anezho.
39 E, inclinando-se para ela, repreendeu a febre, e esta a deixou. E ela, levantando-se logo, servia-os.
40 Pa voe kuzhet an heol, ar re holl o doa re glañv dalc'het gant meur a gleñvedoù o degasas dezhañ. Eñ a lakaas e zaouarn war bep hini anezho hag o yac'haas.
40 E, ao pôr do sol, todos os que tinham enfermos de várias doenças lhos traziam; e, pondo as mãos sobre cada um deles, os curava.
41 An diaouled ivez a yae er-maez eus kalz a dud, o krial hag o lavarout: Te eo ar C'hrist, Mab Doue. Met eñ o gourdrouzas ha ne lezas ket anezho da gomz, dre ma ouient e oa ar C'hrist.
41 E também de muitos saíam demônios, clamando e dizendo: Tu és o Cristo, o Filho de Deus. E ele, repreendendo-os, não os deixava falar, pois sabiam que ele era o Cristo.
42 Adalek ma teuas an deiz, ez eas er-maez d'ul lec'h distro. Ur bobl vras en klaskas hag a zeuas betek ennañ; hag e c'hoantajont en derc'hel evit n'o c'huitaje ket.
42 E, sendo já dia, saiu, e foi para um lugar deserto; e a multidão o procurava, e chegou junto dele; e o detinham, para que não se ausentasse deles.
43 Met eñ a lavaras dezho: Ret eo din ivez prezeg Aviel rouantelezh Doue d'ar c'hêrioù all, rak evit-se eo ez on bet kaset.
43 Ele, porém, lhes disse: Também é necessário que eu anuncie a outras cidades o evangelho do reino de Deus; porque para isso fui enviado.
44 Hag e prezege e sinagogennoù Galilea.
44 E pregava nas sinagogas da Galiléia.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Lucas 4, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.