Lucas 24

Gospels (BRETON) vs NAA

Sair da comparação
NAA Nova Almeida Atualizada 2017
1 Deiz kentañ ar sizhun, e teujont mintin mat d'ar bez, o tegas ganto al louzoù-frondus o doa fichet. Ur re bennak o heulie.
1 Mas, no primeiro dia da semana, alta madrugada, as mulheres foram ao túmulo, levando os óleos aromáticos que haviam preparado.
2 Kavout a rejont e oa bet ruilhet ar maen a-zirak ar bez.
2 Encontraram a pedra removida do túmulo,
3 O vezañ aet ennañ, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz.
3 mas, ao entrar, não acharam o corpo do Senhor Jesus.
4 Evel na ouient petra da soñjal war gement-se, setu, daou zen en em ziskouezas dezho gwisket gant dilhad lugernus.
4 Aconteceu que, perplexas a esse respeito, apareceram-lhes dois homens com roupas resplandecentes.
5 Evel ma oant spontet ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho: Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev?
5 Estando elas com muito medo e baixando os olhos para o chão, eles disseram: — Por que vocês estão procurando entre os mortos aquele que vive?
6 N'emañ ket amañ, met adsavet eo a varv. Ho pet soñj penaos en doa komzet ouzhoc'h, pa oa c'hoazh e Galilea
6 Ele não está aqui, mas ressuscitou. Lembrem-se do que ele falou para vocês, estando ainda na Galileia:
7 o lavarout: Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec'herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv d'an trede deiz.
7 “É necessário que o Filho do Homem seja entregue nas mãos de pecadores, seja crucificado e ressuscite no terceiro dia.”
8 Hag e teuas soñj dezho eus e gomzoù.
8 Então elas se lembraram das palavras de Jesus.
9 O vezañ distroet eus ar bez, e tisklêrjont an holl draoù-se d'an unnek ha d'an holl re all.
9 E, voltando do túmulo, anunciaram todas estas coisas aos onze e a todos os outros que estavam com eles.
10 Mari a Vagdala, Janed, Mari mamm Jakez, hag ar re all a oa ganto, a oa ar re a lavaras an traoù-mañ d'an ebestel.
10 Essas mulheres eram Maria Madalena, Joana e Maria, mãe de Tiago; também as demais que estavam com elas confirmaram estas coisas aos apóstolos.
11 Hag e kemerent ar pezh a lavarent evel ur sorc'henn ha n’o c’hredjont ket.
11 Mas para eles tais palavras pareciam um delírio; eles não acreditaram no que as mulheres diziam.
12 Hogen Pêr a savas hag a redas d'ar bez. O vezañ pleget, ne welas nemet al lienennoù war an douar. Mont a reas kuit, souezhet ennañ e-unan eus ar pezh a oa c'hoarvezet.
12 Pedro, porém, levantando-se, correu ao túmulo. E, abaixando-se, viu somente os lençóis de linho e nada mais; e retirou-se para casa, admirado com o que tinha acontecido.
13 Setu, daou anezho a yeas en deiz-se memes d'ur vourc'h anvet Emmaüz, war hed tri-ugent stadenn (~ 11 km) diouzh Jeruzalem.
13 Naquele mesmo dia, dois discípulos estavam indo para uma aldeia chamada Emaús, que ficava a uns dez quilômetros de Jerusalém.
14 Int a gomzas etrezo diwar-benn ar pezh a oa c'hoarvezet.
14 E iam conversando a respeito de tudo o que tinha acontecido.
15 Evel ma komzent ha ma rezonent, Jezuz e-unan a dostaas hag en em lakaas da gerzhout ganto.
15 Enquanto conversavam e discutiam, o próprio Jesus se aproximou e ia com eles.
16 Met o daoulagad a oa dalc'het, en hevelep doare ma n'anavezent ket anezhañ.
16 Porém os olhos deles estavam como que impedidos de o reconhecer.
17 Eñ a lavaras dezho: Petra eo ar c'homzoù-se a lavarit etrezoc'h en ur vont en hent, ha perak oc'h ken trist?
17 Então ele lhes perguntou: E eles pararam entristecidos.
18 Unan anezho, anvet Kleopaz, a respontas dezhañ: Te eo an diavaeziad hepken, e Jeruzalem, ha ne oar ket an traoù c'hoarvezet enni en deizioù-mañ?
18 Um, porém, chamado Cleopas, respondeu: — Será que você é o único que esteve em Jerusalém e não sabe o que aconteceu lá, nestes últimos dias?
19 Eñ a lavaras dezho: Petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo c'hoarvezet gant Jezuz a Nazared, ur profed galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl,
19 Ele lhes perguntou: Eles explicaram: — Aquilo que aconteceu com Jesus, o Nazareno, que era profeta, poderoso em obras e palavras, diante de Deus e de todo o povo,
20 ha penaos ar veleien vras ha mistri hor bro o deus e zroukroet da vezañ kondaonet d'ar marv, hag o deus e staget ouzh ar groaz.
20 e como os principais sacerdotes e as nossas autoridades o entregaram para ser condenado à morte e o crucificaram.
21 Ni a espere e oa hennezh an hini a saveteje Israel. Ha koulskoude kement-se holl, setu an trede deiz ma'z eo c'hoarvezet an traoù-se.
21 Nós esperávamos que fosse ele quem havia de redimir Israel. Mas, depois de tudo isto, já estamos no terceiro dia desde que essas coisas aconteceram.
22 Gwir eo koulskoude penaos gwragez bennak eus hon touez o deus hor gwall souezhet, rak o vezañ aet d'ar bez mintin mat,
22 É verdade também que algumas mulheres do nosso grupo nos surpreenderam. Indo de madrugada ao túmulo
23 n'o deus ket kavet e gorf, hag ez int deuet o lavarout penaos aeled a zo en em ziskouezet dezho hag o deus lavaret ez eo bev.
23 e não achando o corpo de Jesus, voltaram dizendo que tinham tido uma visão de anjos, os quais afirmam que ele vive.
24 Hiniennoù ac'hanomp a zo aet d'ar bez hag o deus kavet an traoù evel m'o deus ar gwragez lavaret dezho, met eñ, n'o deus ket e welet.
24 De fato, alguns dos nossos foram ao túmulo e verificaram a exatidão do que as mulheres disseram; mas não o viram.
25 Hag e lavaras dezho: O tud hep skiant ha tud a galon gorrek da grediñ kement en deus lavaret ar brofeded!
25 Então ele lhes disse:
26 Ha ne oa ket ret d'ar C'hrist gouzañv an traoù-se ha mont en e c'hloar?
26 Não é verdade que o Cristo tinha de sofrer e entrar na sua glória?
27 Hag e tisplegas dezho an holl Skriturioù a gomze diwar e benn adalek Moizez betek an holl brofeded.
27 E, começando por Moisés e todos os Profetas, explicou-lhes o que constava a respeito dele em todas as Escrituras.
28 Evel ma tostajont ouzh ar vourc'h e-lec'h ma'z aent, eñ a reas van da vont pelloc'h.
28 Quando se aproximavam da aldeia para onde iam, ele fez menção de passar adiante.
29 Int a viras outañ na d-aje, o lavarout: Chom ganeomp rak an noz a zeu hag an deiz a zo war e ziskenn. Antreal a reas evit chom ganto.
29 Mas eles o convenceram a ficar, dizendo: — Fique conosco, porque é tarde, e o dia já está chegando ao fim. E entrou para ficar com eles.
30 Evel ma oa ouzh taol ganto, e kemeras ar bara hag e trugarekaas. O vezañ e dorret, e roas anezhañ dezho.
30 E aconteceu que, quando estavam à mesa, ele pegou o pão e o abençoou; depois, partiu o pão e o deu a eles.
31 O daoulagad a zigoras hag ec'h anavezjont anezhañ, hag e tec'has a-zirak o daoulagad.
31 Então os olhos deles se abriram, e eles reconheceram Jesus; mas ele desapareceu da presença deles.
32 Hag e lavarjont an eil d'egile: Hor c'halon ha ne domme ket ennomp, pa gomze ouzhimp en hent ha pa zisklêrie deomp ar Skriturioù?
32 E disseram um ao outro: — Não é verdade que o coração nos ardia no peito, quando ele nos falava pelo caminho, quando nos explicava as Escrituras?
33 O sevel en eur-se memes, e tistrojont da Jeruzalem. Hag e kavjont an unnek hag ar re a oa ganto dastumet asambles,
33 E, na mesma hora, levantando-se, voltaram para Jerusalém, onde acharam reunidos os onze e outros com eles,
34 o lavarout: An Aotrou e gwirionez a zo adsavet a varv, hag eo en em ziskouezet da Simon.
34 os quais diziam: — De fato, o Senhor ressuscitou e já apareceu a Simão!
35 Int a gontas ar pezh a oa erruet ganto en hent ha penaos o doa e anavezet pa oa o terriñ ar bara.
35 Então os dois contaram o que lhes tinha acontecido no caminho e como tinham reconhecido o Senhor no partir do pão.
36 Evel ma komzent diwar-benn an traoù-se, Jezuz e-unan en em ziskouezas en o c'hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!
36 Falavam eles ainda estas coisas quando Jesus apareceu no meio deles e lhes disse:
37 Met, spontet ha spouronet, e kredjont gwelout ur spered.
37 Eles, porém, ficaram assustados e com medo, pensando que estavam vendo um espírito.
38 Hag e lavaras dezho: Perak oc'h trubuilhet, ha perak e sav kement a soñjoù en ho kalonoù?
38 Mas ele lhes disse:
39 Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid, me va-unan eo. Stokit ennon ha sellit: ur spered n'en deus na kig na eskern evel ma welit em eus.
39 Vejam as minhas mãos e os meus pés, que sou eu mesmo. Toquem em mim e vejam que é verdade, porque um espírito não tem carne nem ossos, como vocês estão vendo que eu tenho.
40 O lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid.
40 Dizendo isto, mostrou-lhes as mãos e os pés.
41 Met en o levenez, ne gredent ket c'hoazh hag e oant souezhet; lavarout a reas dezho: Ha bez' hoc'h eus amañ un dra bennak da zebriñ?
41 E, por não acreditarem eles ainda, por causa da alegria, e como estavam admirados, Jesus lhes disse:
42 Kinnig a rejont dezhañ un tamm pesk rostet hag un derenn vel.
42 Então lhe apresentaram um pedaço de peixe assado,
43 O vezañ o c'hemeret, e tebras dirazo.
43 e ele comeu na presença deles.
44 Hag e lavaras dezho: Setu ar pezh am eus lavaret deoc'h pa oan c'hoazh ganeoc'h: ret eo ma vefe peurc'hraet kement a zo skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er brofeded hag er Salmoù.
44 A seguir, Jesus lhes disse:
45 Neuze e tigoras dezho o spered evit ma komprenfent ar Skriturioù,
45 Então lhes abriu o entendimento para compreenderem as Escrituras.
46 hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, hag evel-se e oa ret d’ar C'hrist gouzañv ha sevel a-douez ar re varv d'an trede deiz.
46 E disse-lhes:
47 Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec'hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.
47 e que em seu nome se pregasse arrependimento para remissão de pecados a todas as nações, começando em Jerusalém.
48 C'hwi eo an testoù eus an traoù-se.
48 Vocês são testemunhas destas coisas.
49 Ha setu, ez an da gas deoc'h ar pezh en deus va Zad prometet. Met evidoc'h-c'hwi, chomit e kêr Jeruzalem ken ma viot gwisket gant ar galloud eus an nec'h.
49 Eis que envio sobre vocês a promessa de meu Pai; permaneçam, pois, na cidade, até que vocês sejam revestidos do poder que vem do alto.
50 Degas a reas anezho er-maez betek Betania hag, o vezañ savet e zaouarn, e vennigas anezho.
50 Então Jesus os levou para fora, até Betânia. E, erguendo as mãos, os abençoou.
51 Hag e c'hoarvezas, pa oa ouzh o bennigañ, ma pellaas diouto ha ma voe savet en neñv.
51 Aconteceu que, enquanto os abençoava, ia-se retirando deles, sendo elevado para o céu.
52 Int, goude bezañ e azeulet, a zistroas da Jeruzalem gant levenez vras,
52 Então eles, adorando-o, voltaram para Jerusalém cheios de alegria.
53 hag e oant dalc'hmat en templ, o veuliñ hag o vennigañ Doue. Amen.
53 E estavam sempre no templo, louvando a Deus.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Lucas 24, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.