Lucas 23
Gospels (BRETON) vs ARA
1 An holl dud-se, o vezañ savet, a zegasas anezhañ da Bilat.
1 Levantando-se toda a assembleia, levaram Jesus a Pilatos.
2 Hag en em lakajont d'e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar vroad, o tifenn paeañ ar gwir da Gezar hag oc’h en em lavarout e-unan Krist, ar roue.
2 E ali passaram a acusá-lo, dizendo: Encontramos este homem pervertendo a nossa nação, vedando pagar tributo a César e afirmando ser ele o Cristo, o Rei.
3 Pilat a reas outañ ar goulenn-mañ: Ha bez' out roue ar Yuzevien? Eñ a respontas dezhañ: Te en lavar.
3 Então, lhe perguntou Pilatos: És tu o rei dos judeus? Respondeu Jesus: Tu o dizes.
4 Pilat a lavaras d'ar veleien vras ha d'ar bobl: Ne gavan netra da damall en den-mañ.
4 Disse Pilatos aos principais sacerdotes e às multidões: Não vejo neste homem crime algum.
5 Met int a zalc'he o lavarout: Sevel a ra ar bobl, o kelenn dre holl Judea, o vezañ henn graet adalek Galilea betek amañ.
5 Insistiam, porém, cada vez mais, dizendo: Ele alvoroça o povo, ensinando por toda a Judeia, desde a Galileia, onde começou, até aqui.
6 Pa glevas Pilat komz eus Galilea, e c'houlennas hag e oa Galileat an den-se.
6 Tendo Pilatos ouvido isto, perguntou se aquele homem era galileu.
7 O vezañ gouezet e oa eus dalc'h Herodez, e kasas anezhañ da Herodez a oa e Jeruzalem en deizioù-se.
7 Ao saber que era da jurisdição de Herodes, estando este, naqueles dias, em Jerusalém, lho remeteu.
8 Herodez, pa welas Jezuz, a voe laouen, rak pell e oa en doa c'hoant d'e welout abalamour m'en doa klevet lavarout kalz a draoù diwar e benn, hag e c'hortoze e welout oc'h ober ur mirakl bennak.
8 Herodes, vendo a Jesus, sobremaneira se alegrou, pois havia muito queria vê-lo, por ter ouvido falar a seu respeito; esperava também vê-lo fazer algum sinal.
9 Ober a reas eta meur a c'houlenn outañ, met ne respontas netra dezhañ.
9 E de muitos modos o interrogava; Jesus, porém, nada lhe respondia.
10 Ar veleien vras hag ar skribed a oa eno hag a damalle anezhañ gwashañ ma c'hellent.
10 Os principais sacerdotes e os escribas ali presentes o acusavam com grande veemência.
11 Herodez gant tud e ward a zismegañsas anezhañ hag, evit ober goap anezhañ, e wiskas dezhañ ur sae splann hag en kasas en-dro da Bilat.
11 Mas Herodes, juntamente com os da sua guarda, tratou-o com desprezo, e, escarnecendo dele, fê-lo vestir-se de um manto aparatoso, e o devolveu a Pilatos.
12 En deiz-se Pilat hag Herodez a zeuas da vezañ mignoned, rak a-raok e oant enebourien.
12 Naquele mesmo dia, Herodes e Pilatos se reconciliaram, pois, antes, viviam inimizados um com o outro.
13 Pilat, o vezañ dastumet ar veleien vras, mistri ar vro hag ar bobl, a lavaras dezho:
13 Então, reunindo Pilatos os principais sacerdotes, as autoridades e o povo,
14 Degaset hoc'h eus din an den-se evel m'en dije savet ar bobl. Ha setu, goude bezañ graet goulennoù outañ dirazoc'h, ne'm eus ket e gavet kiriek da hini ebet eus an torfedoù a damallit dezhañ.
14 disse-lhes: Apresentastes-me este homem como agitador do povo; mas, tendo-o interrogado na vossa presença, nada verifiquei contra ele dos crimes de que o acusais.
15 Nag Herodez kennebeut rak ho kaset em eus d'e gavout, ha setu, n'en deus graet netra a vefe dellezek a varv.
15 Nem tampouco Herodes, pois no-lo tornou a enviar. É, pois, claro que nada contra ele se verificou digno de morte.
16 Neuze, e gastizañ a rin, hag e laoskin anezhañ.
16 Portanto, após castigá-lo, soltá-lo-ei.
17 Ret e oa dezhañ leuskel unan dezho e deiz ar gouel.
17 [E era-lhe forçoso soltar-lhes um detento por ocasião da festa.]
18 Hag e krijont holl a-unan: Laka hemañ d'ar marv ha laosk deomp Barabbaz.
18 Toda a multidão, porém, gritava: Fora com este! Solta-nos Barrabás!
19 Hemañ a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h c'hoarvezet e kêr hag evit ur muntr.
19 Barrabás estava no cárcere por causa de uma sedição na cidade e também por homicídio.
20 Pilat, c'hoant dezhañ da leuskel Jezuz, a gomzas outo a-nevez.
20 Desejando Pilatos soltar a Jesus, insistiu ainda.
21 Met int a grias: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz!
21 Eles, porém, mais gritavam: Crucifica-o! Crucifica-o!
22 Eñ a lavaras dezho evit an trede gwech: Met peseurt droug en deus graet? Ne'm eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv. Neuze, e gastizañ a rin hag e laoskin anezhañ.
22 Então, pela terceira vez, lhes perguntou: Que mal fez este? De fato, nada achei contra ele para condená-lo à morte; portanto, depois de o castigar, soltá-lo-ei.
23 Met int a gendalc'he, o c'houlenn gant kriadegoù bras ma vije staget ouzh ar groaz. Hag o c'hriadennoù ha re ar veleien vras a greske.
23 Mas eles instavam com grandes gritos, pedindo que fosse crucificado. E o seu clamor prevaleceu.
24 Pilat a varnas ober evel ma felle dezho.
24 Então, Pilatos decidiu atender-lhes o pedido.
25 Leuskel a reas dezho an hini a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h hag evit ur muntr, hag a oa an hini a c'houlennent, hag e tilezas Jezuz d'o bolontez.
25 Soltou aquele que estava encarcerado por causa da sedição e do homicídio, a quem eles pediam; e, quanto a Jesus, entregou-o à vontade deles.
26 Evel ma kasent anezhañ, e kemerjont un den anvet Simon a Siren, a zistroe eus ar parkeier, hag e lakajont anezhañ da zougen ar groaz, war-lerc'h Jezuz.
26 E, como o conduzissem, constrangendo um cireneu, chamado Simão, que vinha do campo, puseram-lhe a cruz sobre os ombros, para que a levasse após Jesus.
27 Ur vandenn vras a bobl hag a wragez en heulie, en em c'hlac'hare hag a hirvoude diwar e benn.
27 Seguia-o numerosa multidão de povo, e também mulheres que batiam no peito e o lamentavam.
28 Jezuz, o tistreiñ etrezek enno, a lavaras: Merc'hed Jeruzalem, na ouelit ket diwar va fenn, met gouelit warnoc'h hoc'h-unan ha war ho pugale,
28 Porém Jesus, voltando-se para elas, disse: Filhas de Jerusalém, não choreis por mim; chorai, antes, por vós mesmas e por vossos filhos!
29 rak setu, deizioù a zeuio ma vo lavaret: Eürus ar merc'hed difrouezh, ar c'hofoù n'o deus ket ganet hag an divronn n'o deus ket maget!
29 Porque dias virão em que se dirá: Bem-aventuradas as estéreis, que não geraram, nem amamentaram.
30 Neuze en em lakaint da lavarout d'ar menezioù: Kouezhit warnomp! ha d'ar krec'hiennoù: Goloit ac'hanomp!
30 Nesses dias, dirão aos montes: Caí sobre nós! E aos outeiros: Cobri-nos!
31 Rak ma reer an traoù-mañ d'ar c'hoad glas, petra a vo graet d'ar c'hoad sec'h?
31 Porque, se em lenho verde fazem isto, que será no lenho seco?
32 Hag e kased ivez daou dorfedour evit o lakaat da vervel gantañ.
32 E também eram levados outros dois, que eram malfeitores, para serem executados com ele.
33 Pa voent deuet el lec'h anvet: ar C'hlopenn, e kroazstagjont anezhañ eno hag an dorfedourien ivez, unan a-zehou hag egile a-gleiz.
33 Quando chegaram ao lugar chamado Calvário, ali o crucificaram, bem como aos malfeitores, um à direita, outro à esquerda.
34 Jezuz a lavaras: Tad, pardon dezho, rak n'ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d'ar sord.
34 Contudo, Jesus dizia: Pai, perdoa-lhes, porque não sabem o que fazem. Então, repartindo as vestes dele, lançaram sortes.
35 Ar bobl en em zalc'he eno hag a selle. Mistri ar vro a oa ivez ganto a rae goap anezhañ, o lavarout: Saveteet en deus ar re all, ra en em saveteo e-unan mar d-eo ar C'hrist, an hini dibabet gant Doue!
35 O povo estava ali e a tudo observava. Também as autoridades zombavam e diziam: Salvou os outros; a si mesmo se salve, se é, de fato, o Cristo de Deus, o escolhido.
36 Ar soudarded ivez a rae goap anezhañ, o tostaat evit kinnig gwinegr dezhañ
36 Igualmente os soldados o escarneciam e, aproximando-se, trouxeram-lhe vinagre, dizendo:
37 hag o lavarout: Mar d-out roue ar Yuzevien, en em savete da-unan!
37 Se tu és o rei dos judeus, salva-te a ti mesmo.
38 Bez' e oa ar skrid-mañ a-us d'e benn, skrivet e gresianeg, e latin hag en hebraeg: HEMAÑ EO ROUE AR YUZEVIEN.
38 Também sobre ele estava esta epígrafe [em letras gregas, romanas e hebraicas]: Este é o Rei dos Judeus .
39 Unan eus an dorfedourien a oa krouget a zismegañse anezhañ, o lavarout: Mar d-out ar C'hrist, en em savete da-unan ha ni ivez!
39 Um dos malfeitores crucificados blasfemava contra ele, dizendo: Não és tu o Cristo? Salva-te a ti mesmo e a nós também.
40 Met egile, o krozal dezhañ, a lavaras: Ha ne zoujez ket eta Doue, rak barnet out d'an hevelep poan?
40 Respondendo-lhe, porém, o outro, repreendeu-o, dizendo: Nem ao menos temes a Deus, estando sob igual sentença?
41 Evidomp ez eo gant reizhder, rak e resevomp hervez hon oberoù, met hemañ n'en deus graet droug ebet.
41 Nós, na verdade, com justiça, porque recebemos o castigo que os nossos atos merecem; mas este nenhum mal fez.
42 Hag e lavare da Jezuz: Aotrou, az pez soñj ac'hanon pa zeui ez rouantelezh.
42 E acrescentou: Jesus, lembra-te de mim quando vieres no teu reino.
43 Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, hiziv e vi ganin er baradoz.
43 Jesus lhe respondeu: Em verdade te digo que hoje estarás comigo no paraíso.
44 Bez' e oa war-dro ar c'hwec'hvet eur hag e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur.
44 Já era quase a hora sexta, e, escurecendo-se o sol, houve trevas sobre toda a terra até à hora nona.
45 An heol a deñvalaas ha gouel an templ a rogas dre e greiz.
45 E rasgou-se pelo meio o véu do santuário.
46 Jezuz, en ur grial a vouezh uhel, a lavaras: Tad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn! O vezañ lavaret kement-se, e varvas.
46 Então, Jesus clamou em alta voz: Pai, nas tuas mãos entrego o meu espírito! E, dito isto, expirou.
47 Ar c'hantener, o welout ar pezh a oa c'hoarvezet, a roas gloar da Zoue o lavarout: A dra sur, an den-mañ a oa reizh.
47 Vendo o centurião o que tinha acontecido, deu glória a Deus, dizendo: Verdadeiramente, este homem era justo.
48 Ar bobl holl a oa en em zastumet da welout ar pezh a c’hoarveze hag o welout kement-se, a yeas kuit en ur skeiñ war boull o c'halon.
48 E todas as multidões reunidas para este espetáculo, vendo o que havia acontecido, retiraram-se a lamentar, batendo nos peitos.
49 Ar re holl a anaveze anezhañ hag ar gwragez o doa e heuliet adalek Galilea, en em zalc'he a-bell hag a selle ouzh an traoù-se.
49 Entretanto, todos os conhecidos de Jesus e as mulheres que o tinham seguido desde a Galileia permaneceram a contemplar de longe estas coisas.
50 Bez' e oa ur c’huzuliad anvet Jozef, un den mat ha reizh,
50 E eis que certo homem, chamado José, membro do Sinédrio, homem bom e justo
51 n'en doa ket roet e ali d'o diviz na d'o oberoù. Dont a rae eus Arimatea, kêr eus ar Yuzevien, hag e c'hortoze ivez rouantelezh Doue.
51 (que não tinha concordado com o desígnio e ação dos outros), natural de Arimateia, cidade dos judeus, e que esperava o reino de Deus,
52 O vezañ deuet da gavout Pilat, e c'houlennas digantañ korf Jezuz.
52 tendo procurado a Pilatos, pediu-lhe o corpo de Jesus,
53 O vezañ e ziskennet eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc'h, e-lec'h ne oa bet c'hoazh lakaet den.
53 e, tirando-o do madeiro, envolveu-o num lençol de linho, e o depositou num túmulo aberto em rocha, onde ainda ninguém havia sido sepultado.
54 Deiz ar c'hempennadur e oa hag ar sabad a dostae.
54 Era o dia da preparação, e começava o sábado.
55 Ar gwragez deuet eus Galilea gantañ, o vezañ heuliet Jozef, a welas ar bez ha penaos e oa lakaet e gorf e-barzh.
55 As mulheres que tinham vindo da Galileia com Jesus, seguindo, viram o túmulo e como o corpo fora ali depositado.
56 O vezañ distroet, ec'h aozjont louzoù-frondus ha c'hwezhioù-mat, hag e tiskuizhjont d'an deiz sabad, hervez al lezenn.
56 Então, se retiraram para preparar aromas e bálsamos. E, no sábado, descansaram, segundo o mandamento.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Lucas 23, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.