Lucas 22
Gospels (BRETON) vs NVI
1 Gouel ar bara hep goell, anvet ar Pask, a dostae.
1 Estava se aproximando a festa dos pães sem fermento, chamada Páscoa,
2 Ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da lakaat Jezuz d'ar marv, rak doujañ a raent ar bobl.
2 e os chefes dos sacerdotes e os mestres da lei estavam procurando um meio de matar Jesus, mas tinham medo do povo.
3 Satan a antreas e Judaz lesanvet Iskariod, unan eus an daouzek.
3 Então Satanás entrou em Judas, chamado Iscariotes, um dos Doze.
4 Mont a reas hag a gomzas gant ar veleien vras ha gant pennoù ar warded diwar an doare d'e zroukreiñ dezho.
4 Judas dirigiu-se aos chefes dos sacerdotes e aos oficiais da guarda do templo e tratou com eles como lhes poderia entregar Jesus.
5 Laouen e voent hag e tivizjont reiñ arc'hant dezhañ.
5 A proposta muito os alegrou, e lhe prometeram dinheiro.
6 Eñ a roas e c'her, hag e klaskas an tu dereat evit e zroukreiñ dezho hep ma ouije ar bobl.
6 Ele consentiu e ficou esperando uma oportunidade para lhes entregar Jesus quando a multidão não estivesse presente.
7 Deiz ar bara hep goell a zeuas, ma oa ret aberzhañ ar Pask,
7 Finalmente, chegou o dia dos pães sem fermento, no qual devia ser sacrificado o cordeiro pascal.
8 hag e kasas Pêr ha Yann, o lavarout: It da gempenn deomp ar Pask evit ma tebrimp anezhañ.
8 Jesus enviou Pedro e João, dizendo: "Vão preparar a refeição da Páscoa".
9 Lavarout a rejont dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez e kempennfemp anezhañ?
9 "Onde queres que a preparemos? ", perguntaram eles.
10 Lavarout a reas dezho: Setu, pa'z eot e kêr, ec'h erruo ganeoc'h un den o tougen ur podad dour. Heuilhit anezhañ en ti ma'z aio ennañ,
10 Ele respondeu: "Ao entrarem na cidade, vocês encontrarão um homem carregando um pote de água. Sigam-no até a casa em que ele entrar
11 hag e lavarot da vestr an ti: Ar Mestr a lavar dit: Pelec'h emañ al lec'h e tebrin ar Pask ennañ gant va diskibien?
11 e digam ao dono da casa: ‘O Mestre pergunta: Onde é o salão de hóspedes no qual poderei comer a Páscoa com os meus discípulos? ’
12 Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, bras ha fichet mat. Kempennit anezhañ eno.
12 Ele lhes mostrará uma ampla sala no andar superior, toda mobiliada. Façam ali os preparativos".
13 Int a yeas kuit hag a gavas an traoù evel m'en doa lavaret dezho. Hag e kempennjont ar Pask.
13 Eles saíram e encontraram tudo como Jesus lhes tinha dito. Então, prepararam a Páscoa.
14 Pa voe deuet an eur, en em lakaas ouzh taol an daouzek abostol gantañ.
14 Quando chegou a hora, Jesus e os seus apóstolos reclinaram-se à mesa.
15 Eñ a lavaras dezho: C'hoantaet kalz em eus debriñ ar Pask-mañ ganeoc'h a-raok ma c'houzañvin,
15 E disse-lhes: "Desejei ansiosamente comer esta Páscoa com vocês antes de sofrer.
16 rak me a lavar deoc'h, ne zebrin ken anezhañ betek ma vo graet e rouantelezh Doue.
16 Pois eu lhes digo: Não comerei dela novamente até que se cumpra no Reino de Deus".
17 Hag o vezañ kemeret un hanaf ha trugarekaet, e lavaras: Kemerit anezhañ ha lodennit anezhañ etrezoc'h,
17 Recebendo um cálice, ele deu graças e disse: "Tomem isto e partilhem uns com os outros.
18 rak, me a lavar deoc'h, n'evin mui eus frouezh ar winienn ken na vo deuet rouantelezh Doue.
18 Pois eu lhes digo que não beberei outra vez do fruto da videira até que venha o Reino de Deus".
19 Neuze e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas dezho o lavarout: Hemañ eo va c'horf hag a zo roet evidoc'h, grit kement-mañ en eñvor ac'hanon.
19 Tomando o pão, deu graças, partiu-o e o deu aos discípulos, dizendo: "Isto é o meu corpo dado em favor de vocês; façam isto em memória de mim".
20 En hevelep doare, goude bezañ koaniet e kemeras an hanaf hag en roas dezho o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad skuilhet evidoc'h.
20 Da mesma forma, depois da ceia, tomou o cálice, dizendo: "Este cálice é a nova aliança no meu sangue, derramado em favor de vocês.
21 Koulskoude setu, dorn an hini am droukro a zo ouzh an daol-mañ ganin.
21 "Mas eis que a mão daquele que vai me trair está com a minha sobre a mesa.
22 Evit ar pezh a zo eus Mab an den, mont a ra evel ma'z eo merket, met gwalleur d'an den-se ma'z eo droukroet drezañ!
22 O Filho do homem vai, como foi determinado; mas ai daquele que o trai! "
23 Hag en em lakajont da c'houlenn an eil ouzh egile pehini anezho a raje kement-se.
23 Eles começaram a perguntar entre si qual deles iria fazer aquilo.
24 Sevel a reas ivez un tabut etrezo, evit gouzout pehini anezho a dlee bezañ galvet ar brasañ.
24 Surgiu também uma discussão entre eles, acerca de qual deles era considerado o maior.
25 Eñ a lavaras dezho: Rouaned ar vroadoù a vestroni anezho, hag ar re o deus galloud warno a zo galvet madoberourien.
25 Jesus lhes disse: "Os reis das nações dominam sobre elas; e os que exercem autoridade sobre elas são chamados benfeitores.
26 Met ne vo ket evel-se etrezoc'h. Mat ra vo an hini brasañ en ho touez evel an hini bihanañ, hag an hini a ren evel an hini a servij.
26 Mas, vocês não serão assim. Pelo contrário, o maior entre vocês deverá ser como o mais jovem, e aquele que governa como o que serve.
27 Rak pehini eo ar brasañ, an hini a zo ouzh taol pe an hini a servij? N'eo ket an hini a zo ouzh taol? Met me a zo en ho touez evel an hini a servij.
27 Pois quem é maior: o que está à mesa, ou o que serve? Não é o que está à mesa? Mas eu estou entre vocês como quem serve.
28 C'hwi eo ar re o deus kendalc’het ganin em amprouadurioù,
28 Vocês são os que têm permanecido ao meu lado durante as minhas provações.
29 ha me a c'hrata deoc'h ar rouantelezh, evel ma en deus an Tad grataet din,
29 E eu lhes designo um Reino, assim como meu Pai o designou a mim,
30 evit ma tebrot ha ma'c'h evot ouzh va zaol em rouantelezh. Bez' e viot azezet war dronioù o varn daouzek meuriad Israel.
30 para que vocês possam comer e beber à minha mesa no meu Reino e sentar-se em tronos, julgando as doze tribos de Israel.
31 An Aotrou a lavaras ivez: Simon, Simon, setu, Satan en deus goulennet ho tremen dre ar c'hrouer evel ar gwinizh.
31 "Simão, Simão, Satanás pediu vocês para peneirá-los como trigo.
32 Met pedet em eus evidout evit na fallaio ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur.
32 Mas eu orei por você, para que a sua fé não desfaleça. E quando você se converter, fortaleça os seus irmãos".
33 Lavarout a reas dezhañ: Aotrou, me a zo prest da vont ganit ha d'ar prizon ha d'ar marv.
33 Mas ele respondeu: "Estou pronto para ir contigo para a prisão e para a morte".
34 Hag e lavaras: Pêr, me en lavar dit, ar c'hilhog ne gano ket hiziv na'z po nac'het teir gwech anavezout ac'hanon.
34 Respondeu Jesus: "Eu lhe digo, Pedro, que antes que o galo cante hoje, três vezes você negará que me conhece".
35 Lavarout a reas dezho: Pa em eus ho kaset hep yalc'h, hep sac'h hag hep botoù, daoust hag un dra bennak a zo bet manket deoc'h? Int a lavaras: Netra.
35 Então Jesus lhes perguntou: "Quando eu os enviei sem bolsa, saco de viagem ou sandálias, faltou-lhes alguma coisa? " "Nada", responderam eles.
36 Neuze e lavaras dezho: Met bremañ, an hini en deus ur yalc'h, ra he c'hemero, en hevelep doare an hini en deus ur sac'h; an hini n'en deus ket ur c'hleze, ra werzho e vantell da brenañ unan.
36 Ele lhes disse: "Mas agora, se vocês têm bolsa, levem-na, e também o saco de viagem; e se não têm espada, vendam a sua capa e comprem uma.
37 Rak me a lavar deoc'h, ret eo c'hoazh d'ar pezh a zo skrivet bezañ peurc'hraet ennon: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien. Hag emañ o vont da c'hoarvezout ar pezh a sell ouzhin.
37 Está escrito: ‘E ele foi contado com os transgressores’; e eu lhes digo que isto precisa cumprir-se em mim. Sim, o que está escrito a meu respeito está para se cumprir".
38 Lavarout a rejont: Aotrou, setu daou gleze. Eñ a lavaras dezho: A-walc'h eo.
38 Os discípulos disseram: "Vê, Senhor, aqui estão duas espadas". "É o suficiente! ", respondeu ele.
39 Goude bezañ aet er-maez, e yeas hervez e c'hiz da Venez an Olived. E ziskibien a heulias anezhañ.
39 Como de costume, Jesus foii para o monte das Oliveiras, e os seus discípulos o seguiram.
40 Pa voe erruet el lec'h-se, e lavaras dezho: Pedit evit na gouezhot ket en temptadur.
40 Chegando ao lugar, ele lhes disse: "Orem para que vocês não caiam em tentação".
41 Neuze e pellaas diouto war-dro hed un taol-maen hag, o taoulinañ, e pedas,
41 Ele se afastou deles a uma pequena distância, ajoelhou-se e começou a orar:
42 o lavarout: Tad, mar fell dit, pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, ra ne vo ket graet va bolontez, met da hini.
42 "Pai, se queres, afasta de mim este cálice; contudo, não seja feita a minha vontade, mas a tua".
43 Un ael eus an neñv en em ziskouezas dezhañ evit e greñvaat.
43 Apareceu-lhe então um anjo do céu que o fortalecia.
44 Gwasket gant an anken, e pedas kalz startoc'h, hag e teuas dezhañ ur c'hwezenn evel beradennoù gwad a gouezhe war an douar.
44 Estando angustiado, ele orou ainda mais intensamente; e o seu suor era como gotas de sangue que caíam no chão.
45 O vezañ savet eus e bedenn, e teuas etrezek e ziskibien hag o c'havas kousket gant an dristidigezh,
45 Quando se levantou da oração e voltou aos discípulos, encontrou-os dormindo, dominados pela tristeza.
46 hag e lavaras dezho: Perak e kouskit? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur.
46 "Por que estão dormindo? ", perguntou-lhes. "Levantem-se e orem para que vocês não caiam em tentação! "
47 Evel ma komze c'hoazh, ur vandenn a zeuas, hag an hini a c'halved Judaz, unan eus an daouzek, a gerzhe a-raok dezho. Hag e tostaas ouzh Jezuz evit pokat dezhañ.
47 Enquanto ele ainda falava, apareceu uma multidão conduzida por Judas, um dos Doze. Este se aproximou de Jesus para saudá-lo com um beijo.
48 Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Judaz, droukreiñ a rez Mab an den dre ur pok?
48 Mas Jesus lhe perguntou: "Judas, com um beijo você está traindo o Filho do homem? "
49 Ar re a oa en-dro dezhañ, o welout ar pezh a yae da c'hoarvezout, a lavaras dezhañ: Aotrou, ha skeiñ a raimp gant ar c'hleze?
49 Ao verem o que ia acontecer, os que estavam com Jesus lhe disseram: "Senhor, atacaremos com espadas? "
50 Unan anezho a skoas servijer ar beleg-meur hag a droc'has dezhañ e skouarn dehou.
50 E um deles feriu o servo do sumo sacerdote, decepando-lhe a orelha direita.
51 Met Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: Lezit d’ober! Hag o vezañ stoket ouzh e skouarn, e yac'haas anezhañ.
51 Jesus, porém, respondeu: "Basta! " E tocando na orelha do homem, ele o curou.
52 Neuze Jezuz a lavaras d'ar veleien vras, da gabitened an templ ha d'an henaourien, a oa deuet a-enep dezhañ: Deuet oc'h gant klezeier ha gant bizhier, evel war-lerc'h ul laer.
52 Então Jesus disse aos chefes dos sacerdotes, aos oficiais da guarda do templo e aos líderes religiosos que tinham vindo procurá-lo: "Estou eu chefiando alguma rebelião, para que vocês tenham vindo com espadas e varas?
53 Bemdez e oan en ho touez en templ, ha n'hoc'h eus ket lakaet ho taouarn warnon. Met houmañ eo hoc'h eur ha galloud an deñvalijenn.
53 Todos os dias eu estava com vocês no templo e vocês não levantaram a mão contra mim. Mas esta é a hora de vocês — quando as trevas reinam".
54 Neuze e krogjont ennañ, e kasjont anezhañ hag e lakajont anezhañ da vont e-barzh ti ar beleg-meur. Pêr a heulie a-bell.
54 Então, prendendo-o, levaram-no para a casa do sumo sacerdote. Pedro os seguia à distância.
55 P'o doe enaouet tan e-kreiz ar porzh ha ma voent azezet a-unan, Pêr a azezas en o zouez.
55 Mas, quando acenderam um fogo no meio do pátio e se sentaram ao redor dele, Pedro sentou-se com eles.
56 Ur vatezh, o welout anezhañ e-kichen an tan hag o sellout pizh outañ, a lavaras: Hemañ a oa ivez gantañ.
56 Uma criada o viu sentado ali à luz do fogo. Olhou fixamente para ele e disse: "Este homem estava com ele".
57 Met eñ a zinac'has hag a lavaras: Gwreg, n'anavezan ket anezhañ.
57 Mas ele negou: "Mulher, não o conheço".
58 Un nebeudig goude, unan all o vezañ e welet, a lavaras: Te a zo ivez eus an dud-se. Met Pêr a lavaras: Den, ned on ket.
58 Pouco depois, um homem o viu e disse: "Você também é um deles". "Homem, não sou! ", respondeu Pedro.
59 War-dro un eur goude, unan all a destenias o lavarout: A dra sur hemañ a oa ivez gantañ, rak Galileat eo.
59 Cerca de uma hora mais tarde, outro afirmou: "Certamente este homem estava com ele, pois é galileu".
60 Met Pêr a lavaras: Den, n'ouzon ket petra a lavarez. Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, ar c'hilhog a ganas.
60 Pedro respondeu: "Homem, não sei do que você está falando! " Falava ele ainda, quando o galo cantou.
61 An Aotrou, o vezañ distroet, a sellas ouzh Pêr. Ha Pêr en doe soñj eus komz an Aotrou ha penaos en doa lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c'hilhog, te az po va dinac'het teir gwech.
61 O Senhor voltou-se e olhou diretamente para Pedro. Então Pedro se lembrou da palavra que o Senhor lhe tinha dito: "Antes que o galo cante hoje, você me negará três vezes".
62 Pêr a yeas er-maez hag a ouelas gant c'hwervder.
62 Saindo dali, chorou amargamente.
63 An dud a zalc'he Jezuz a reas goap anezhañ hag a skoas warnañ.
63 Os homens que estavam detendo Jesus começaram a zombar dele e a bater nele.
64 O vezañ e vouchet, e rojont taolioù-dorn d'e zremm o lavarout dezhañ: Diougan! Piv eo an hini en deus skoet ganit?
64 Cobriam seus olhos e perguntavam: "Profetize! Quem foi que lhe bateu? "
65 Hag e lavarjont kalz a draoù a-enep dezhañ o troukkomz en e enep.
65 E lhe dirigiam muitas outras palavras de insulto.
66 Adalek ma voe deuet an deiz, kuzul henaourien ar bobl, ar veleien vras hag ar skribed en em zastumas. Hag e lakajont anezhañ da zont dirak o sanedrin.
66 Ao romper do dia, reuniu-se o Sinédrio, tanto os chefes dos sacerdotes quanto os mestres da lei, e Jesus foi levado perante eles.
67 Lavarout a rejont: Mar d-out ar C'hrist, lavar deomp. Eñ a respontas dezho: Mar en lavaran deoc'h, n'en kredot ket,
67 "Se você é o Cristo, diga-nos", disseram eles. Jesus respondeu: "Se eu vos disser, não crereis em mim
68 ha ma ran goulenn deoc'h ivez, ne respontot ket din ha ne'm lezot ket da vont.
68 e, se eu vos perguntar, não me respondereis.
69 Hiviziken Mab an den a vo azezet a-zehou da c'halloud Doue.
69 Mas de agora em diante o Filho do homem estará assentado à direita do Deus Todo-poderoso".
70 Lavarout a rejont holl: Te eo eta Mab Doue? Hag e respontas dezho: C'hwi henn lavar, rak bez' ez on.
70 Perguntaram-lhe todos: "Então, você é o Filho de Deus? " "Vós estais dizendo que eu sou", respondeu ele.
71 Hag e lavarjont: Da betra hon eus c'hoazh ezhomm a desteni? Klevet hon eus hon-unan eus e c'henoù?
71 Eles disseram: "Por que precisamos de mais testemunhas? Acabamos de ouvir dos próprios lábios dele".
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Lucas 22, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.