Lucas 20

Gospels (BRETON) vs NAA

Sair da comparação
NAA Nova Almeida Atualizada 2017
1 Un devezh ma kelenne ar bobl en templ ha ma prezege an Aviel, ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien, o vezañ deuet,
1 Aconteceu que, num daqueles dias, estando Jesus a ensinar o povo no templo e a evangelizar, chegaram os principais sacerdotes e os escribas, juntamente com os anciãos,
2 a gomzas outañ hag a lavaras dezhañ: Lavar deomp dre beseurt galloud e rez an traoù-se, pe piv en deus roet dit ar galloud-se?
2 e lhe perguntaram: — Diga-nos com que autoridade você faz estas coisas? Ou quem lhe deu esta autoridade?
3 Eñ a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h. Lavarit din,
3 Jesus respondeu:
4 badeziant Yann, ha dont a rae eus an neñv pe eus an dud?
4 O batismo de João era do céu ou dos homens?
5 Int a soñje enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ?
5 Então discutiram entre si: — Se dissermos: “Do céu”, ele dirá: “Por que não acreditaram nele?”
6 Ha mar lavaromp: Eus an dud, an holl bobl hor meinataio, rak krediñ a reont e oa Yann ur profed.
6 Mas, se dissermos: “Dos homens”, o povo todo nos apedrejará, porque está convicto de que João era profeta.
7 Dre-se e respontjont ne ouient ket a-belec'h e teue.
7 Por fim, responderam que não sabiam de onde era.
8 Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
8 E Jesus lhes disse:
9 Neuze en em lakaas da lavarout d'ar bobl ar barabolenn-mañ: Un den a blantas ur winieg, he feurmas da winierien hag ez eas evit pell amzer en ur vro all.
9 A seguir, Jesus passou a contar ao povo esta parábola:
10 Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien evit kemer diganto frouezh ar winieg. Met ar winierien a gannas anezhañ hag e kasjont anezhañ kuit hep netra.
10 No devido tempo, mandou um servo aos lavradores para que lhe dessem do fruto da vinha. Mas os lavradores, depois de espancá-lo, o despacharam de mãos vazias.
11 Kas a reas dezho c'hoazh ur servijer all, met e kannjont anezhañ, e rejont dezhañ meur a zismegañs hag e kasjont anezhañ kuit hep netra.
11 Em vista disso, enviou-lhes outro servo, mas também a este espancaram e, depois de insultá-lo, despacharam de mãos vazias.
12 Kas a reas c'hoazh un trede, met int a c'hloazas anezhañ ivez hag en kasas kuit.
12 Mandou ainda um terceiro; também a este, depois de feri-lo, expulsaram.
13 Mestr ar winieg a lavaras neuze: Petra a rin? Kas a rin va mab karet-mat. Marteze p'en gwelint, e toujint anezhañ.
13 Então o dono da vinha disse: “Que farei? Enviarei o meu filho amado; talvez o respeitem.”
14 Met ar winierien, o vezañ e welet, a soñjas enno o-unan o lavarout: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ evit ma vo an hêrezh deomp.
14 — Mas, quando os lavradores viram o filho, começaram a discutir entre si: “Este é o herdeiro; vamos matá-lo, para que a herança seja nossa.”
15 Hag o vezañ e daolet er-maez eus ar winieg, e lazhjont anezhañ. Petra eta a raio mestr ar winieg dezho?
15 E, lançando-o fora da vinha, o mataram.
16 Dont a raio da zistrujañ ar winierien-se hag e roio ar winieg da re all. O vezañ klevet kement-se, e lavarjont: Ra ne c'hoarvezo ket-se!
16 Virá, exterminará aqueles lavradores e entregará a vinha a outros. Ao ouvir isto, disseram: — Que tal não aconteça!
17 Neuze Jezuz, o sellout outo, a lavaras dezho: Petra eta eo ar pezh a zo skrivet evel-henn: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c'horn?
17 Mas Jesus, com o olhar fixo neles, disse:
18 An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, ha friket e vo an hini a gouezho warnañ, evel poultr.
18 Todo o que cair sobre esta pedra ficará em pedaços; e aquele sobre quem ela cair ficará reduzido a pó.
19 Ar veleien vras hag ar skribed a glaskas lakaat o daouarn warnañ war an eur-se, met aon o doe rak ar bobl, rak ec'h anavezent penaos en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho.
19 Naquela mesma hora, os escribas e os principais sacerdotes procuravam prender Jesus, porque entenderam que ele havia contado essa parábola contra eles; mas temiam o povo.
20 Oc'h evezhiañ anezhañ, e kasjont dezhañ spierien hag a rae an neuz da vezañ reizh, evit e dapout en e gomzoù, e sell d'e lakaat dindan beli ha galloud ar gouarnour.
20 Eles passaram a vigiar Jesus. Enviaram espiões que se fingiam de justos para ver se o apanhavam em alguma palavra, a fim de entregá-lo à jurisdição e à autoridade do governador.
21 Ar re-mañ a c'houlennas digantañ: Mestr, gouzout a reomp e komzez hag e kelennez gant eeunder ha ne rez van a zen ebet, met e kelennez hent Doue hervez ar wirionez.
21 Então lhe perguntaram: — Mestre, sabemos que o senhor fala e ensina corretamente e não se deixa levar pela aparência das pessoas, mas ensina o caminho de Deus segundo a verdade.
22 Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar pe n'eo ket?
22 É lícito pagar imposto a César ou não?
23 Met eñ, oc'h anavezout o gwidre, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon?
23 Mas Jesus, percebendo a artimanha deles, respondeu:
24 Diskouezit din un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g). Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a respontas: Eus Kezar.
24 — Mostrem-me um denário. De quem é a figura e a inscrição? Eles responderam: — De César. Então Jesus lhes disse:
25 Neuze e lavaras dezho: Rentit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.
25 — Pois deem a César o que é de César e a Deus o que é de Deus.
26 Ne c'helljont ket e dapout en e gomzoù dirak ar bobl, met, o vezañ souezhet gant e respont, e tavjont.
26 Não puderam apanhá-lo em palavra alguma diante do povo; e, admirados da sua resposta, calaram-se.
27 Hiniennoù a-douez ar sadukeiz, ar re a nac’h e vefe un adsavidigezh a varv, a dostaas hag a reas outañ ar goulenn-mañ:
27 Chegando alguns dos saduceus, que dizem não haver ressurreição,
28 Mestr, Moizez en deus gourc'hemennet deomp ma teuje breur unan bennak da vervel o kaout ur wreg hep bugale, e vreur a zimezo d’ar wreg evit sevel ul lignez d'e vreur.
28 perguntaram a Jesus: — Mestre, Moisés nos deixou escrito que, se um homem casado morrer sem deixar filhos, o irmão desse homem deve casar com a viúva e gerar descendentes para o falecido.
29 Bez' e oa eta seizh breur. An hini kentañ, o vezañ kemeret ur wreg, a varvas hep lezel bugale.
29 Ora, havia sete irmãos: o primeiro casou e morreu sem filhos;
30 An eil a zimezas gant e wreg hag a varvas hep bugale.
30 o segundo
31 An trede he c'hemeras ivez, hag o seizh en hevelep doare, hag e varvjont hep lezel bugale.
31 e o terceiro também casaram com a viúva, e assim foi com os sete. Todos morreram sem deixar filhos.
32 Ha goude ar re-mañ holl, ar wreg a varvas ivez.
32 Por fim, morreu também a mulher.
33 Neuze en adsavidigezh a varv, a behini anezho e vo gwreg? Rak bet eo gwreg dezho o seizh.
33 Portanto, na ressurreição, de qual deles a mulher será esposa? Porque os sete casaram com ela.
34 Jezuz a respontas dezho: Bugale ar c'hantved-mañ a zimez hag a ro da zimeziñ.
34 Jesus respondeu:
35 Met ar re a vo kavet dellezek da gaout lod er c'hantved da zont en adsavidigezh a-douez ar re varv ne zimezint ket ha ne roint ket da zimeziñ.
35 mas os que são considerados dignos de alcançar a era vindoura e a ressurreição dentre os mortos não casam, nem se dão em casamento.
36 Rak ne c'hellint ket kennebeut mervel, abalamour ma vint heñvel ouzh an aeled ha ma vint mibien Doue, o vezañ mibien an adsavidigezh a varv.
36 Pois não podem mais morrer, porque são iguais aos anjos e são filhos de Deus, sendo filhos da ressurreição.
37 Met penaos ar re varv a adsav da vev, kement-se eo a ziskouezas Moizez pa c'halvas, dirak ar vodenn, an Aotrou, Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob.
37 E que os mortos ressuscitam, Moisés o indicou no trecho referente à sarça, quando afirma que o Senhor é o Deus de Abraão, o Deus de Isaque e o Deus de Jacó.
38 Rak Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev, rak an holl a vev evitañ.
38 Ora, Deus não é Deus de mortos, e sim de vivos; porque para ele todos vivem.
39 Hag hiniennoù eus ar skribed, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, komzet mat ec'h eus.
39 Então alguns dos escribas disseram: — Boa resposta, Mestre!
40 Ha ne gredent ken goulenn netra outañ.
40 E não ousaram mais fazer perguntas a Jesus.
41 Lavarout a reas dezho: Penaos e lavarer ez eo ar C'hrist Mab David?
41 Mas Jesus lhes perguntou:
42 David e-unan a lavar e levr ar Salmoù: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din,
42 Pois o próprio Davi afirma no Livro dos Salmos:
43 betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
43 até que eu ponha
44 David eta a c'halv anezhañ Aotrou, ha penaos eo-eñ e vab?
44 — Portanto, Davi o chama de Senhor. Então como ele pode ser filho de Davi?
45 Evel ma selaoue an holl bobl, e lavaras d'e ziskibien:
45 Quando todo o povo estava ouvindo, Jesus disse aos seus discípulos:
46 Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet war ar marc'hallac'hioù, a gar ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù hag ar plasoù kentañ er festoù,
46 — Cuidado com os escribas, que gostam de andar com vestes talares e muito apreciam as saudações nas praças, as primeiras cadeiras nas sinagogas e os primeiros lugares nos banquetes.
47 a zismantr tiez an intañvezed hag a ra evit ar gweled pedennoù hir. Bez' o devo ur varnedigezh gwashoc'h.
47 Eles devoram as casas das viúvas e, para o justificar, fazem longas orações. Estes sofrerão juízo muito mais severo.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Lucas 20, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.