Lucas 17
Gospels (BRETON) vs BKJ
1 Eñ a lavaras d'e ziskibien: Dibosupl eo na c'hoarvezfe ket abegoù de gouezhañ, met gwalleur d'an hini ma teuont drezañ!
1 Então ele disse aos discípulos: É impossível que não venham ofensas; mas ai daquele por quem elas vierem!
2 Gwelloc'h e vefe dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c'houzoug hag e vefe taolet er mor, eget ma lakafe da gouezhañ unan eus ar re vihan-mañ.
2 Melhor lhe fora que se lhe pendurasse ao pescoço uma pedra de moinho, e que ele fosse lançado ao mar, do que ofender um destes pequeninos.
3 Lakait evezh ouzhoc'h. Mar en deus da vreur pec'het en da enep, tamall anezhañ ha, mar en deus keuz, pardon dezhañ.
3 Tomai cuidado de vós mesmos, se teu irmão peca contra ti, repreende-o; e, se ele se arrepender, perdoa-lhe.
4 Mar pec'h seizh gwech an deiz en da enep ha mar distro seizh gwech an deiz da'z kavout, o lavarout: Keuz am eus, pardon dezhañ.
4 E, se ele pecar contra ti sete vezes em um dia, e sete vezes em um dia retornar a ti, dizendo: Eu me arrependo, tu lhe perdoarás.
5 An ebestel a lavaras d'an Aotrou: Kresk deomp hor feiz.
5 E os apóstolos disseram ao Senhor: Aumenta a nossa fé.
6 An Aotrou a lavaras: Mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezo, e lavarfec'h d'ar wezenn-sikomor-se: En em ziwrizienn alese hag en em blant er mor, hag e sentfe ouzhoc'h.
6 E disse o Senhor: Se tiverdes fé como um grão de semente de mostarda, podeis dizer a esta amoreira: Seja arrancada pela raiz e plantada no mar, e ela vos obedecerá.
7 Piv ac'hanoc'h, mar en deus ur servijer oc'h arat pe o vesa, a lavaro dezhañ kerkent ha ma tistroio eus ar parkeier: Tost amañ hag en em laka ouzh taol?
7 Mas qual de vós, tendo um servo lavrando ou apascentando o gado, lhe dirá, ao voltar ele do campo: Chega-te e assenta-te à mesa?
8 Ha ne lavaro ket kentoc'h dezhañ: Aoz koan din, en em c'houriz ha servij ac'hanon, betek ma em bo debret hag evet, goude-se e tebri hag ec'h evi?
8 E não lhe dirá antes: Prepara-me a ceia, e cinge-te, e serve-me, até que eu tenha comido e bebido, e depois tu comerás e beberás!
9 Ha trugarez en devo d'ar servijer-se evit bezañ graet ar pezh a oa bet gourc'hemennet dezhañ? Ne gredan ket.
9 Ele agradecerá ao servo, porque este fez as coisas que lhe foi mandado? Creio que não.
10 C'hwi ivez, pa ho po graet kement a zo gourc'hemennet deoc'h, lavarit: Servijerien didalvoud ez omp, abalamour hon eus graet ar pezh a oa ret deomp ober.
10 Assim também vós, quando tiverdes feito as coisas que vos for mandado, dizei: Nós somos servos inúteis, fizemos o que era nosso dever fazer.
11 Evel ma'z ae da Jeruzalem, e tremene war harzoù Samaria ha Galilea.
11 E aconteceu que, indo ele para Jerusalém, passou pelo meio de Samaria e da Galileia.
12 Evel ma'c'h antree en ur vourc'h, e voe diarbennet gant dek den lovr en em zalc'he pell dioutañ.
12 E, entrando ele em uma certa aldeia, saíram-lhe ao encontro dez homens leprosos, os quais ficaram parados de longe;
13 O sevel o mouezh, e krijont: Jezuz, Mestr, az pez truez ouzhimp!
13 e eles levantaram sua voz, dizendo: Jesus, Mestre, tem misericórdia de nós!
14 O vezañ o gwelet, e lavaras dezho: It hag en em ziskouezit d'ar veleien. Hag e c'hoarvezas pa oant o vont kuit, ma voent naetaet.
14 E ele, vendo-os, disse-lhes: Ide e mostrai-vos aos sacerdotes. E aconteceu que, enquanto iam, eles foram purificados.
15 Unan anezho, o welout e oa yac'haet, a zistroas o reiñ gloar da Zoue a vouezh uhel.
15 E um deles, quando viu que estava curado, retornou, glorificando a Deus em alta voz,
16 En em daolas ouzh e dreid, e c'henoù d'an douar, o trugarekaat. Hag hemañ a oa ur Samaritan.
16 e caiu sobre sua face aos seus pés, dando-lhe graças, e ele era um samaritano.
17 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: An dek ha n'int ket bet yac'haet? Pelec'h emañ an nav all?
17 E, respondendo Jesus, disse: Não foram dez os purificados? Mas onde estão os nove?
18 N'eus en em gavet nemet an diavaeziad-mañ hag a zo distroet da reiñ gloar da Zoue?
18 Não se achou quem retornasse para dar glória a Deus, senão este estrangeiro.
19 Hag e lavaras dezhañ: Sav, kae, da feiz en deus da yac'haet.
19 E ele disse-lhe: Levanta-te e vai pelo teu caminho; a tua fé te salvou.
20 Ar farizianed a c'houlennas digantañ pegoulz e teuje rouantelezh Doue. Respont a reas dezho: Rouantelezh Doue ne zeuio ket en un doare sebezus.
20 E, sendo interrogado pelos fariseus sobre quando havia de vir o reino de Deus, ele respondeu-lhes, e disse: O reino de Deus não vem com observação;
21 Ne vo ket lavaret: Emañ amañ, pe: Emañ aze. Rak setu, emañ rouantelezh Doue en ho touez.
21 nem eles dirão: Ei-lo aqui! Ou: Ei-lo ali! Porque eis que o reino de Deus está dentro de vós.
22 Lavarout a reas d'an diskibien: Dont a raio deizioù ma ho po c'hoant da welout unan eus deizioù Mab an den, ha n'en gwelot ket.
22 E ele disse aos discípulos: Dias virão em que desejareis ver um dos dias do Filho do homem e não o vereis.
23 Lavaret e vo deoc'h: Emañ amañ, pe: Emañ aze. N'it ket ha na heuilhit ket anezho.
23 E eles vos dirão: Ei-lo aqui, ou: Ei-lo ali; não vades, nem os sigais,
24 Rak, evel ma teu ul luc'hedenn da lugerniñ adalek ur penn pellañ eus an oabl betek ar penn all, evel-se e vo Mab an den en e zeiz.
24 porque, como o relâmpago ilumina desde uma extremidade inferior do céu até a outra extremidade, assim será também o Filho do homem no seu dia.
25 Met ret eo dezhañ kent-se gouzañv kalz a draoù ha bezañ taolet kuit gant ar rummad-mañ.
25 Mas primeiro é necessário que ele sofra muitas coisas, e que seja rejeitado por esta geração.
26 Ar pezh a c'hoarvezas en amzer Noe, evel-se a c'hoarvezo ivez e deizioù Mab an den.
26 E, como aconteceu nos dias de Noé, assim será também nos dias do Filho do homem.
27 An dud a zebre, a eve, a zimeze hag a veze roet da zimeziñ, betek an deiz ma'z eas Noe en arc'h, hag al liñvadenn-veur a zeuas hag o distrujas holl.
27 Eles comiam, bebiam, casavam e davam-se em casamento, até o dia em que Noé entrou na arca, e veio o dilúvio, e destruiu a todos.
28 Kement-se a erruas c'hoazh en amzer Lot, an dud a zebre, a eve, a brene, a werzhe, a blante, a save tiez,
28 Semelhante também como aconteceu nos dias de Ló; eles comiam, bebiam, compravam, vendiam, plantavam e edificavam;
29 met en deiz ma'z eas Lot kuit eus Sodom, e kouezhas ur glav tan ha soufr eus an neñv hag o distrujas holl.
29 mas no mesmo dia em que Ló saiu de Sodoma, choveu fogo e enxofre do céu, e destruiu a todos.
30 Evel-se e vo ivez en deiz ma en em ziskouezo Mab an den.
30 Assim será no dia em que o Filho do homem for revelado.
31 En deiz-se, an hini a vo war an doenn hag en devo e draoù e-barzh an ti, ra ne ziskenno ket evit o c'has gantañ, hag en hevelep doare an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreñv.
31 Naquele dia, quem estiver no telhado, tendo os seus bens em casa, não desça para tirá-los; e o que estiver no campo, semelhantemente, não volte para trás.
32 Ho pet soñj eus gwreg Lot.
32 Lembrai-vos da esposa de Ló.
33 Piv bennak a glasko saveteiñ e vuhez he c'hollo, ha piv bennak he c'hollo he miro.
33 Qualquer que procurar salvar a sua vida perdê-la-á, e qualquer que a perder, preservá-la-á.
34 Me a lavar deoc'h, penaos en noz-se, eus daou a vo en un hevelep gwele, unan a vo kemeret hag egile lezet,
34 Eu vos digo que, naquela noite, estarão dois numa cama; um será tomado, e outro será deixado.
35 eus daou a valo a-gevret, unan a vo kemeret hag eben lezet,
35 Duas mulheres estarão juntas moendo; uma será tomada, e outra será deixada.
36 eus daou a vo en ur park, unan a vo kemeret hag egile lezet.
36 Dois homens estarão no campo; um será tomado, e outro será deixado.
37 Respont a rejont dezhañ: Pelec'h e vo, Aotrou? Hag e lavaras dezho: E-lec'h ma vo ar c'horf, eno en em zastumo an erered.
37 E, eles respondendo, disseram-lhe: Onde, Senhor? E ele lhes disse: Onde estiver o corpo, aí se ajuntarão as águias.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Lucas 17, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.