Lucas 16

Gospels (BRETON) vs ACF

Sair da comparação
ACF Almeida Corrigida Fiel
1 Eñ a lavaras ivez d'e ziskibien: Un den pinvidik en doa ur merour a oa tamallet dirazañ da vezañ dispignet e vadoù.
1 E dizia também aos seus discípulos: Havia um certo homem rico, o qual tinha um mordomo; e este foi acusado perante ele de dissipar os seus bens.
2 Gervel a reas anezhañ hag e lavaras dezhañ: Petra a glevan lavarout ac'hanout? Gra din ar gont eus da c'houarnerezh, rak ne c'helli ken bezañ va merour.
2 E ele, chamando-o, disse-lhe: Que é isto que ouço de ti? Dá contas da tua mordomia, porque já não poderás ser mais meu mordomo.
3 Ar merour a lavaras ennañ e-unan: Petra a rin, o vezañ ma lam va mestr diganin va gouarnerezh? Ne c'hellfen ket labourat an douar, ha mezh am befe o c'houlenn aluzen.
3 E o mordomo disse consigo: Que farei, pois que o meu senhor me tira a mordomia? Cavar, não posso; de mendigar, tenho vergonha.
4 Gouzout a ran petra a rin, evit ma vo tud o tegemer ac'hanon en o ziez pa vo lamet va gouarnerezh diganin.
4 Eu sei o que hei de fazer, para que, quando for desapossado da mordomia, me recebam em suas casas.
5 Hag e c'halvas hini da hini dleourien e vestr, hag e lavaras d'ar c'hentañ: Pegement a dleez da'm mestr?
5 E, chamando a si cada um dos devedores do seu senhor, disse ao primeiro: Quanto deves ao meu senhor?
6 Eñ a respontas: Kant bat (~ 3500 l) eoul. Hag e lavaras dezhañ: Kemer da verk, azez ha skriv buan hanter-kant.
6 E ele respondeu: Cem medidas de azeite. E disse-lhe: Toma a tua obrigação, e assentando-te já, escreve cinqüenta.
7 Neuze e lavaras d'un all: Ha te, pegement a dleez? Eñ a respontas: Kant kor (~ 35000 l) gwinizh. Hag e lavaras dezhañ: Kemer da verk ha skriv pevar-ugent.
7 Disse depois a outro: E tu, quanto deves? E ele respondeu: Cem alqueires de trigo. E disse-lhe: Toma a tua obrigação, e escreve oitenta.
8 Ar mestr a veulas ar merour disleal-se abalamour m'en doe graet-se gant furnez. Rak bugale ar c'hantved-mañ a zo furoc'h eget bugale ar sklêrijenn e-keñver o rummad o-unan.
8 E louvou aquele senhor o injusto mordomo por haver procedido prudentemente, porque os filhos deste mundo são mais prudentes na sua geração do que os filhos da luz.
9 Ha me a lavar deoc'h: Grit mignoned deoc'h gant pinvidigezhioù direizh, abalamour pa vankot, e viot degemeret en teltennoù peurbadus.
9 E eu vos digo: Granjeai amigos com as riquezas da injustiça; para que, quando estas vos faltarem, vos recebam eles nos tabernáculos eternos.
10 An hini a zo feal en traoù bihan a zo ivez feal en traoù bras, hag an hini a zo direizh en traoù bihan a zo ivez direizh en traoù bras.
10 Quem é fiel no mínimo, também é fiel no muito; quem é injusto no mínimo, também é injusto no muito.
11 Mar n'hoc'h ket bet eta feal er madoù direizh, piv a fizio ennoc'h ar madoù gwirion?
11 Pois, se nas riquezas injustas não fostes fiéis, quem vos confiará as verdadeiras?
12 Ha mar n'hoc'h ket bet feal gant ar pezh a zo d'ar re all, piv a roio deoc'h ar pezh a zo deoc'h?
12 E, se no alheio não fostes fiéis, quem vos dará o que é vosso?
13 Mevel ebet ne c'hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
13 Nenhum servo pode servir dois senhores; porque, ou há de odiar um e amar o outro, ou se há de chegar a um e desprezar o outro. Não podeis servir a Deus e a Mamom.
14 Ar farizianed, hag a oa tud pizh, a selaouas kement-se hag a reas goap anezhañ.
14 E os fariseus, que eram avarentos, ouviam todas estas coisas, e zombavam dele.
15 Hag e lavaras dezho: Evidoc'h-c'hwi, a fell deoc'h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalonoù. Rak ar pezh a zo uhel dirak an dud a zo fall bras dirak Doue.
15 E disse-lhes: Vós sois os que vos justificais a vós mesmos diante dos homens, mas Deus conhece os vossos corações, porque o que entre os homens é elevado, perante Deus é abominação.
16 Al lezenn hag ar brofeded a badas betek Yann. Adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh.
16 A lei e os profetas duraram até João; desde então é anunciado o reino de Deus, e todo o homem emprega força para entrar nele.
17 Met aesoc'h eo d'an neñv ha d'an douar tremen, eget eo d'ur varrennig eus ul lizherenn hepken eus al lezenn mankout.
17 E é mais fácil passar o céu e a terra do que cair um til da lei.
18 Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit gant hec'h ozhac'h, a ra avoultriezh.
18 Qualquer que deixa sua mulher, e casa com outra, adultera; e aquele que casa com a repudiada pelo marido, adultera também.
19 Bez' e oa un den pinvidik en em wiske gant limestra ha lin fin, hag a veve bemdez en un doare pompadus.
19 Ora, havia um homem rico, e vestia-se de púrpura e de linho finíssimo, e vivia todos os dias regalada e esplendidamente.
20 Bez' e oa ur paour anvet Lazar, hag a oa gourvezet ouzh e zor, goloet a c'houlioù;
20 Havia também um certo mendigo, chamado Lázaro, que jazia cheio de chagas à porta daquele;
21 c'hoantaat a rae terriñ e naon gant ar bruzhun a gouezhe diwar taol an den pinvidik. Hogen ar chas zoken a zeue da lipat e c'houlioù.
21 E desejava alimentar-se com as migalhas que caíam da mesa do rico; e os próprios cães vinham lamber-lhe as chagas.
22 En em gavout a reas ma varvas ar paour. Kaset e voe gant an aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez hag a voe sebeliet.
22 E aconteceu que o mendigo morreu, e foi levado pelos anjos para o seio de Abraão; e morreu também o rico, e foi sepultado.
23 O vezañ e lec'h ar marv e-kreiz poanioù, e savas e zaoulagad hag e welas eus pell Abraham ha Lazar en e askre.
23 E no inferno, ergueu os olhos, estando em tormentos, e viu ao longe Abraão, e Lázaro no seu seio.
24 O krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin ha kas Lazar evit ma trempo en dour penn e viz da freskaat din va zeod, rak gwall boaniet on er flamm-mañ.
24 E, clamando, disse: Pai Abraão, tem misericórdia de mim, e manda a Lázaro, que molhe na água a ponta do seu dedo e me refresque a língua, porque estou atormentado nesta chama.
25 Abraham a respontas: Bugel, az pez soñj penaos ec'h eus resevet da vadoù e-pad da vuhez ha Lazar en deus bet poanioù. Bremañ eñ a zo diboaniet ha te a zo er poanioù.
25 Disse, porém, Abraão: Filho, lembra-te de que recebeste os teus bens em tua vida, e Lázaro somente males; e agora este é consolado e tu atormentado.
26 Ouzhpenn-se ez eus ur poull bras etre c'hwi ha ni, en hevelep doare ha pa fellfe d'ar re a zo amañ tremen aze ne c'hellfent ket, kennebeut ha d'ar re a zo aze dont d'hor c'havout-ni.
26 E, além disso, está posto um grande abismo entre nós e vós, de sorte que os que quisessem passar daqui para vós não poderiam, nem tampouco os de lá passar para cá.
27 Lavarout a reas: Da bediñ a ran eta, tad, da gas anezhañ da di va zad,
27 E disse ele: Rogo-te, pois, ó pai, que o mandes à casa de meu pai,
28 rak pemp breur am eus, evit testeniañ dezho an traoù-mañ, gant aon na zeufent ivez el lec'h-mañ a boanioù.
28 Pois tenho cinco irmãos; para que lhes dê testemunho, a fim de que não venham também para este lugar de tormento.
29 Abraham a respontas dezhañ: Bez' o deus Moizez hag ar brofeded, ra selaouint anezho.
29 Disse-lhe Abraão: Têm Moisés e os profetas; ouçam-nos.
30 Lavarout a reas: Nann, tad Abraham, met mar d-a unan bennak eus ar re varv d'o c'havout, o devo keuz.
30 E disse ele: Não, pai Abraão; mas, se algum dentre os mortos fosse ter com eles, arrepender-se-iam.
31 Hag e lavaras dezhañ: Ma ne selaouont ket Moizez hag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut ha pa adsavfe unan bennak a-douez ar re varv.
31 Porém, Abraão lhe disse: Se não ouvem a Moisés e aos profetas, tampouco acreditarão, ainda que algum dos mortos ressuscite.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Lucas 16, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.