Lucas 15

Gospels (BRETON) vs NAA

Sair da comparação
NAA Nova Almeida Atualizada 2017
1 An holl bublikaned hag ar bec'herien a dostae outañ evit e glevout.
1 Aproximavam-se de Jesus todos os publicanos e pecadores para o ouvir.
2 Ar farizianed hag ar skribed a c'hrozmole, o lavarout: Hemañ a zegemer pec'herien hag a zebr ganto.
2 Os fariseus e os escribas murmuravam, dizendo: — Este recebe pecadores e come com eles.
3 Met eñ a lavaras dezho ar barabolenn-mañ:
3 Então Jesus lhes contou esta parábola:
4 Pehini ac'hanoc'h, mar en deus kant dañvad ha mar deu da goll unan anezho, ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all el lec'h distro evit mont da glask an hini a zo kollet, ken en defe e gavet?
4 — Qual de vocês é o homem que, possuindo cem ovelhas e perdendo uma delas, não deixa no deserto as noventa e nove e vai em busca da que se perdeu, até encontrá-la?
5 O vezañ e gavet, en laka war e zivskoaz gant levenez
5 E, quando a encontra, põe-na sobre os ombros, cheio de alegria.
6 ha, deuet en-dro d'ar gêr, e c'halv e vignoned hag e amezeien hag e lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus va dañvad a oa kollet.
6 E, indo para casa, reúne os amigos e vizinhos, dizendo-lhes: “Alegrem-se comigo, porque já achei a minha ovelha perdida.”
7 Me a lavar deoc'h, ez eus evel-se muioc'h a levenez en neñv evit ur pec'her hepken hag en deus keuz eget evit naontek ha pevar-ugent den reizh n'o deus ket ezhomm a geuzidigezh.
7 Digo a vocês que, assim, haverá mais alegria no céu por um pecador que se arrepende do que por noventa e nove justos que não necessitam de arrependimento.
8 Pe, piv eo ar wreg, mar he deus dek drakm (1 drakm = pezh arc'hant gresian war-dro 4 g) ha mar deu da goll unan anezho, n'enaou ket ul lamp, ne skub ket he zi ha ne glask ket gant evezh anezhañ, ken he defe e gavet?
8 — Ou qual é a mulher que, tendo dez dracmas, se perder uma delas, não acende a lamparina, varre a casa e a procura com muito empenho até encontrá-la?
9 O vezañ e gavet, e c'halv he mignonezed hag hec'h amezegezed hag e lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus an drakm am boa kollet.
9 E, quando a encontra, reúne as amigas e vizinhas, dizendo: “Alegrem-se comigo, porque achei a dracma que eu tinha perdido.”
10 Me a lavar deoc'h, ez eus evel-se levenez dirak aeled Doue evit ur pec'her hepken hag en deus keuz.
10 Eu afirmo a vocês que a mesma alegria existe diante dos anjos de Deus por um pecador que se arrepende.
11 Hag e lavaras: Un den en doa daou vab.
11 Jesus continuou:
12 An hini yaouankañ a lavaras d'an tad: Tad, ro din al lodenn eus ar madoù a dle degouezhout din. Hag e lodennas dezho e vadoù.
12 O mais moço deles disse ao pai: “Pai, quero que o senhor me dê a parte dos bens que me cabe.” E o pai repartiu os bens entre eles.
13 Un nebeud devezhioù goude, ar mab yaouankañ o vezañ dastumet kement en doa, a yeas d'ur vro bell hag a zispignas enni e vadoù o vevañ en diroll.
13 — Passados não muitos dias, o filho mais moço, ajuntando tudo o que era seu, partiu para uma terra distante e lá desperdiçou todos os seus bens, vivendo de forma desenfreada.
14 Goude m'en doa dispignet holl, e teuas un naonegezh vras er vro-se hag en em gavas en dienez.
14 — Depois de ter consumido tudo, sobreveio àquele país uma grande fome, e ele começou a passar necessidade.
15 Mont a reas d'en em lakaat e servij unan eus tud ar vro-se, a gasas anezhañ en e zouaroù da vesa ar moc'h.
15 Então foi pedir trabalho a um dos cidadãos daquela terra, e este o mandou para os seus campos a fim de cuidar dos porcos.
16 Karet en dije leuniañ e gof gant ar c'hlosoù a zebre ar moc'h, met den ne roe dezhañ.
16 Ali, ele desejava alimentar-se das alfarrobas que os porcos comiam, mas ninguém lhe dava nada.
17 O vezañ deuet ennañ e-unan, e lavaras: Pegement a vevelien gopraet gant va zad o deus bara e-leizh, ha me a zo o vervel gant an naon!
17 Então, caindo em si, disse: “Quantos trabalhadores de meu pai têm pão com fartura, e eu aqui estou morrendo de fome!
18 Sevel a rin hag ez in da gavout va zad hag e lavarin dezhañ: Tad, pec'het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit,
18 Vou me arrumar, voltar para o meu pai e lhe dizer: ‘Pai, pequei contra Deus e diante do senhor;
19 ha n'on ken dellezek da vezañ galvet da vab. Gra din evel da unan eus da vevelien.
19 já não sou digno de ser chamado de seu filho; trate-me como um dos seus trabalhadores.’”
20 Sevel a reas hag ez eas da gavout e dad. Evel ma oa c'hoazh pell, e dad a welas anezhañ hag en doe truez outañ; o teredek, e lamas d'e c'houzoug hag e pokas dezhañ.
20 E, arrumando-se, foi para o seu pai.
21 Ar mab a lavaras dezhañ: Tad, pec'het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit, n'on ken dellezek da vezañ galvet da vab.
21 E o filho lhe disse: “Pai, pequei contra Deus e diante do senhor; já não sou digno de ser chamado de seu filho.”
22 Met an tad a lavaras d'e vevelien: Degasit ar sae gaerañ hag he gwiskit dezhañ, lakait ur walenn ouzh e viz ha botoù en e dreid.
22 O pai, porém, disse aos servos: “Tragam depressa a melhor roupa e vistam nele. Ponham um anel no dedo dele e sandálias nos pés.
23 Degasit al leue lart ha lazhit anezhañ, debromp hag en em laouenaomp,
23 Tragam e matem o bezerro gordo. Vamos comer e festejar,
24 rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo distroet d'ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d'en em laouenaat.
24 porque este meu filho estava morto e reviveu, estava perdido e foi achado.” E começaram a festejar.
25 Met ar mab henañ a oa er parkeier. Pa zistroas ha pa dostaas ouzh an ti, e klevas ar sonerezh hag an dañsoù.
25 — Ora, o filho mais velho estava no campo. Quando voltava, ao aproximar-se da casa, ouviu a música e as danças.
26 Gervel a reas unan eus ar servijerien hag e c'houlennas digantañ petra a oa kement-se.
26 Chamou um dos empregados e perguntou o que era aquilo.
27 Eñ a lavaras dezhañ: Da vreur a zo distro ha da dad en deus lazhet al leue lart, abalamour m'en deus e adkavet yac'h.
27 E ele informou: “O seu irmão voltou e, por tê-lo recuperado com saúde, o seu pai mandou matar o bezerro gordo.”
28 Met eñ a yeas droug ennañ ha ne fellas ket dezhañ mont en ti. Neuze e dad a zeuas er-maez hag en pedas da vont e-barzh.
28 — O filho mais velho se indignou e não queria entrar. Saindo, porém, o pai, procurava convencê-lo a entrar.
29 Met eñ a respontas d'an tad: Setu, ez eus kement a vloavezhioù abaoe ma servijan ac'hanout hep bezañ biskoazh manket da'z kourc'hemenn, ha ne'c'h eus biskoazh roet din ur c'havrig evit en em laouenaat gant va mignoned.
29 Mas ele respondeu ao seu pai: “Faz tantos anos que sirvo o senhor e nunca transgredi um mandamento seu. Mas o senhor nunca me deu um cabrito sequer para fazer uma festa com os meus amigos.
30 Ha pa'z eo deuet en-dro ar mab-mañ dit, an hini en deus debret da vadoù gant gisti, ec'h eus lazhet al leue lart evitañ!
30 Mas, quando veio esse seu filho, que sumiu com os bens do senhor, gastando tudo com prostitutas, o senhor mandou matar o bezerro gordo para ele!”
31 Hag e lavaras dezhañ: Mab, te a zo bepred ganin ha kement am eus a zo dit.
31 — Então o pai respondeu: “Meu filho, você está sempre comigo; tudo o que eu tenho é seu.
32 Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mañ dit a oa marv hag eo distroet d'ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet.
32 Mas era preciso festejar e alegrar-se, porque este seu irmão estava morto e reviveu, estava perdido e foi achado.”

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Lucas 15, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.