Lucas 14
Gospels (BRETON) vs VC
1 Aet e oa d'un deiz sabad e ti unan eus pennoù ar farizianed evit debriñ bara, hag e sellent outañ.
1 Jesus entrou num sábado em casa de um fariseu notável, para uma refeição; eles o observavam.
2 Ha setu, un den dourgoeñvet a oa dirazañ.
2 Havia ali um homem hidrópico.
3 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras da zoktored al lezenn ha d'ar farizianed: Hag aotreet eo yac'haat d'an deiz sabad?
3 Jesus dirigiu-se aos doutores da lei e aos fariseus: É permitido ou não fazer curas no dia de sábado?
4 Int a davas. O kemer an hini klañv, en yac'haas hag en kasas kuit.
4 Eles nada disseram. Então Jesus, tomando o homem pela mão, curou-o e despediu-o.
5 Hag e lavaras dezho: Piv ac'hanoc'h, mar kouezh e azen pe e ejen en ur puñs, ne dennfe ket anezhañ er-maez kerkent d'an deiz sabad?
5 Depois, dirigindo-se a eles, disse: Qual de vós que, se lhe cair o jumento ou o boi num poço, não o tira imediatamente, mesmo em dia de sábado?
6 Ne c'helljont ket respont dezhañ war gement-se.
6 A isto nada lhe podiam replicar.
7 Kinnig a reas d'ar re a oa pedet ur barabolenn, o welout penaos e klaskent ar plasoù kentañ, hag e lavaras dezho:
7 Observando também como os convivas escolhiam os primeiros lugares, propôs-lhes a seguinte parábola:
8 Pa vi pedet gant unan bennak d'un eured, n'en em laka ket er c'hentañ plas, gant aon en em gavfe e-touez ar re bedet un den enorusoc'h egedout,
8 Quando fores convidado às bodas, não te sentes no primeiro lugar, pois pode ser que seja convidada outra pessoa de mais consideração do que tu,
9 hag e teufe an hini en deus ho pedet, te hag eñ, ha ne lavarfe dit: Ro al lec'h da hemañ. Hag ez afes neuze gant mezh er plas diwezhañ.
9 e vindo o que te convidou, te diga: Cede o lugar a este. Terias então a confusão de dever ocupar o último lugar.
10 Met pa vi pedet, kae d'en em lakaat er plas diwezhañ, abalamour pa zeuio an hini en devo da bedet, e lavaro dit: Mignon, pign uheloc'h. Neuze e vi enoret dirak ar re a vo ouzh taol ganit.
10 Mas, quando fores convidado, vai tomar o último lugar, para que, quando vier o que te convidou, te diga: Amigo, passa mais para cima. Então serás honrado na presença de todos os convivas.
11 Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.
11 Porque todo aquele que se exaltar será humilhado, e todo aquele que se humilhar será exaltado.
12 Lavarout a reas ivez d'an hini en doa e bedet: Pa ri ul lein pe ur goan, na bed ket da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, nag amezeien binvidik, gant aon na bedfent ac'hanout d'o zro ha na rafent dit an hevelep tra.
12 Dizia igualmente ao que o tinha convidado: Quando deres alguma ceia, não convides os teus amigos, nem teus irmãos, nem os parentes, nem os vizinhos ricos. Porque, por sua vez, eles te convidarão e assim te retribuirão.
13 Met pa ri ur fest, ped ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re gamm, ar re dall,
13 Mas, quando deres uma ceia, convida os pobres, os aleijados, os coxos e os cegos.
14 hag e vi eürus dre ma ne c'hellont ket e rentañ dit. Rak rentet e vo dit en adsavidigezh ar re reizh.
14 Serás feliz porque eles não têm com que te retribuir, mas ser-te-á retribuído na ressurreição dos justos.
15 Unan eus ar re a oa ouzh taol, o vezañ klevet kement-se, a lavaras dezhañ: Eürus an hini a zebro bara e rouantelezh Doue!
15 A estas palavras, disse a Jesus um dos convidados: Feliz daquele que se sentar à mesa no Reino de Deus!
16 Met e lavaras dezhañ: Un den a reas ur goan vras hag a bedas dezhi kalz a dud.
16 Respondeu-lhe Jesus: Um homem deu uma grande ceia e convidou muitas pessoas.
17 Da goulz goan, e kasas e vevel da lavarout d'ar re a oa bet pedet: Deuit, rak pep tra a zo prest bremañ.
17 E à hora da ceia, enviou seu servo para dizer aos convidados: Vinde, tudo já está preparado.
18 Hag en em lakajont holl a-unan da zigareziñ. An hini kentañ a lavaras dezhañ: Prenet em eus douar ha ret eo din mont da welout anezhañ, da bediñ a ran da'm digareziñ.
18 Mas todos, um a um, começaram a escusar-se. Disse-lhe o primeiro: Comprei um terreno e preciso sair para vê-lo; rogo-te me dês por escusado.
19 Unan all a lavaras: Prenet em eus pemp koublad ejened hag ez an da welout hag int a zo mat, da bediñ a ran da'm digareziñ.
19 Disse outro: Comprei cinco juntas de bois e vou experimentá-las; rogo-te me dês por escusado.
20 Unan all a lavaras: Me a zo nevez-dimezet, dre-se ne c'hellan ket dont.
20 Disse também um outro: Casei-me e por isso não posso ir.
21 Ar mevel, o vezañ distroet, a zisklêrias kement-mañ d'e vestr. Neuze mestr an ti, droug ennañ, a lavaras d'e vevel: Kae buan dre leurioù ha straedoù kêr, ha degas amañ ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re gamm hag ar re dall.
21 Voltou o servo e referiu isto a seu senhor. Então, irado, o pai de família disse a seu servo: Sai, sem demora, pelas praças e pelas ruas da cidade e introduz aqui os pobres, os aleijados, os cegos e os coxos.
22 Ar mevel a lavaras dezhañ: Aotrou, graet eo bet evel ma ec'h eus gourc'hemennet, ha lec'h a zo c'hoazh.
22 Disse o servo: Senhor, está feito como ordenaste e ainda há lugar.
23 Ar mestr a lavaras d'ar mevel: Kae dre an hentoù hag a-hed ar girzhier, ha gra d'ar re a zo eno mont e-barzh, evit ma vo leuniet va zi.
23 O senhor ordenou: Sai pelos caminhos e atalhos e obriga todos a entrar, para que se encha a minha casa.
24 Rak me a lavar deoc'h, hini ebet eus ar re a zo bet pedet ne dañvaio eus va c'hoan.
24 Pois vos digo: nenhum daqueles homens, que foram convidados, provará a minha ceia.
25 Evel ma yae ul lod bras a dud gantañ, e tistroas hag e lavaras dezho:
25 Muito povo acompanhava Jesus. Voltando-se, disse-lhes:
26 Mar deu unan bennak da'm c'havout ha ne gasa ket e dad, e vamm, e wreg, e vugale, e vreudeur, e c'hoarezed, ha muioc'h c'hoazh e vuhez hec'h-unan, ne c'hell ket bezañ va diskibl.
26 Se alguém vem a mim e não odeia seu pai, sua mãe, sua mulher, seus filhos, seus irmãos, suas irmãs e até a sua própria vida, não pode ser meu discípulo.
27 Piv bennak ne zoug ket e groaz ha ne heuilh ket ac'hanon, ne c'hell ket bezañ va diskibl.
27 E quem não carrega a sua cruz e me segue, não pode ser meu discípulo.
28 Rak piv ac'hanoc'h, mar en deus c'hoant da sevel un tour, ne azez ket da gentañ d'ober ar gont eus an dispign evit gwelout hag eñ en deus peadra d'e echuiñ,
28 Quem de vós, querendo fazer uma construção, antes não se senta para calcular os gastos que são necessários, a fim de ver se tem com que acabá-la?
29 gant aon, mar laka an diazez ha na c'hell ket e echuiñ, na zeufe ar re holl en gwelo d'ober goap anezhañ,
29 Para que, depois que tiver lançado os alicerces e não puder acabá-la, todos os que o virem não comecem a zombar dele,
30 o lavarout: An den-se a zo en em lakaet da sevel ha n'en deus ket gallet echuiñ?
30 dizendo: Este homem principiou a edificar, mas não pode terminar.
31 Pe piv eo ar roue, mar d-a en hent evit ober brezel d'ur roue all, ne azez ket da gentañ d'en em c'houlenn hag eñ e c'hell gant dek mil den mont da ziaraogiñ an hini a zeu a-enep dezhañ gant ugent mil?
31 Ou qual é o rei que, estando para guerrear com outro rei, não se senta primeiro para considerar se com dez mil homens poderá enfrentar o que vem contra ele com vinte mil?
32 Anez, pa'z emañ c'hoazh pell hemañ, e kas dezhañ ur c'hannad da c'houlenn ar peoc'h.
32 De outra maneira, quando o outro ainda está longe, envia-lhe embaixadores para tratar da paz.
33 Evel-se, piv bennak ac'hanoc'h na zilez ket kement en deus, ne c'hell ket bezañ va diskibl.
33 Assim, pois, qualquer um de vós que não renuncia a tudo o que possui não pode ser meu discípulo.
34 Un dra vat eo an holen, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo temzet?
34 O sal é uma coisa boa, mas se ele perder o seu sabor, com que o recuperará?
35 N'eo mat nag evit an douar nag evit an teil. E deurel a reer er-maez. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
35 Não servirá nem para a terra nem para adubo, mas lançar-se-á fora. O que tem ouvidos para ouvir, ouça!
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Lucas 14, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.