Lucas 13
Gospels (BRETON) vs NAA
1 En amzer-se, hiniennoù eus an dud en em gave eno a lavaras dezhañ ar pezh a oa c'hoarvezet da C'halileiz en doa Pilat mesket o gwad gant hini o aberzhoù.
1 Naquela mesma ocasião, estavam ali algumas pessoas que falaram para Jesus a respeito dos galileus cujo sangue Pilatos havia misturado com os sacrifícios que os mesmos realizavam.
2 Jezuz, o respont, a lavaras dezho: Ha krediñ a rit e oa ar C'halileiz-se brasoc'h pec'herien eget an holl C'halileiz all, abalamour m'o deus gouzañvet kement-se?
2 Então Jesus lhes disse:
3 Nann a lavaran deoc'h, met ma n'hoc'h eus ket keuz, e varvot holl evelto.
3 Digo a vocês que não eram; se, porém, não se arrependerem, todos vocês também perecerão.
4 Pe krediñ a rit an triwec'h den a gouezhas tour Siloa warno, o lazhañ anezho, a oa brasoc'h pec'herien eget holl dud Jeruzalem?
4 E, quanto àqueles dezoito sobre os quais desabou a torre de Siloé e os matou, vocês pensam que eles eram mais culpados do que todos os outros moradores de Jerusalém?
5 Nann a lavaran deoc'h, met ma n'hoc'h eus ket keuz, e varvot holl evelto.
5 Digo a vocês que não eram; mas, se não se arrependerem, todos vocês também perecerão.
6 Lavarout a reas ar barabolenn-mañ: Un den en doa ur wezenn-fiez plantet en e winieg. Dont a reas da glask frouezh enni ha ne gavas ket.
6 E Jesus contou a seguinte parábola:
7 Hag e lavaras d'ar gwinier: Setu, tri bloaz a zo ma teuan da glask frouezh er wezenn-fiez-mañ ha ne gavan ket. Troc'h anezhi. Perak e talc'h lec'h en aner en douar?
7 Então disse ao homem que cuidava da vinha: “Já faz três anos que venho procurar fruto nesta figueira e não encontro nada. Portanto, corte-a! Por que ela ainda está ocupando inutilmente a terra?”
8 Respont a reas dezhañ: Aotrou, lez anezhi c'hoazh ar bloaz-mañ, betek ma em bo toullet en-dro dezhi ha ma em bo lakaet teil ganti.
8 Mas o homem que cuidava da vinha respondeu: “Senhor, deixe-a ainda este ano, até que eu escave ao redor dela e ponha estrume.
9 Marteze e tougo frouezh, ha ma ne ra ket e troc'hi anezhi goude.
9 Se vier a dar fruto, muito bem. Se não der fruto, o senhor poderá cortá-la.”
10 Edo o kelenne en unan eus ar sinagogennoù d'an deiz sabad.
10 Num sábado, Jesus estava ensinando numa das sinagogas.
11 Ha setu, en em gavas eno ur wreg dalc'het gant ur spered he c'hlañvae triwec'h vloaz a oa. Daoubleget e oa en hevelep doare ma ne c'helle tamm ebet en em eeunañ.
11 E chegou ali uma mulher possuída de um espírito de enfermidade, havia já dezoito anos; ela andava encurvada, sem poder se endireitar de modo nenhum.
12 Pa welas anezhi, Jezuz he galvas hag a lavaras dezhi: Gwreg, yac'haet out eus da gleñved.
12 Ao vê-la, Jesus a chamou e lhe disse:
13 Eñ a lakaas e zaouarn warni. Kerkent en em eeunas hag e roas gloar da Zoue.
13 E, impondo-lhe as mãos, ela imediatamente se endireitou e dava glória a Deus.
14 Met penn ar sinagogenn, droug ennañ eus m'en doa Jezuz yac'haet d'un deiz sabad, a gemeras ar gomz hag a lavaras d'ar bobl: C'hwec'h devezh a zo evit labourat, deuit eta en deizioù-se evit bezañ yac'haet, ha nann d'an deiz sabad.
14 O chefe da sinagoga, indignado por ver que Jesus curava no sábado, disse à multidão: — Há seis dias em que se deve trabalhar. Venham nesses dias para serem curados, mas não no sábado.
15 Neuze an Aotrou a respontas dezhañ: Pilpouz, pep hini ac'hanoc'h ha ne zistag ket e ejen pe e azen eus ar c'hraou d'an deiz sabad ha ne gas ket anezhañ d'an dour?
15 Porém o Senhor lhe respondeu:
16 Daoust ha ne oa ket dereat d'an deiz sabad distagañ eus he chadenn ar verc'h-mañ da Abraham, a oa dalc'het ereet gant Satan abaoe triwec'h bloaz?
16 Por que motivo não se devia livrar deste cativeiro, em dia de sábado, esta filha de Abraão, a quem Satanás trazia presa há dezoito anos?
17 Evel ma komze evel-se, e holl enebourien a voe mezhek hag an holl bobl en em laouenae eus an holl draoù glorius a rae.
17 Tendo Jesus dito estas palavras, todos os seus adversários ficaram envergonhados. Entretanto, o povo se alegrava por todos os feitos gloriosos que Jesus realizava.
18 Lavarout a reas: Ouzh petra eo heñvel rouantelezh Doue? Ouzh petra e hañvalin anezhi?
18 Jesus disse:
19 Heñvel eo ouzh ur c'hreunenn sezo a gemer un den hag a laka en e liorzh. Hag e kresk, e teu da vezañ ur wezenn vras hag e teu laboused an neñv da chom en he brankoù.
19 É semelhante a um grão de mostarda, que um homem plantou na sua horta; e cresceu e fez-se árvore; e as aves do céu se aninharam nos seus ramos.
20 Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue?
20 Disse mais:
21 Heñvel eo ouzh ur goell a gemer ur wreg hag a laka e tri saton (~ 30 l) bleud, betek ma vo an toaz goet holl.
21 É semelhante ao fermento que uma mulher pegou e misturou em três medidas de farinha, até ficar tudo levedado.
22 Mont a rae dre ar c'hêrioù ha dre ar bourc'hioù, o kelenn hag o terc'hel da vont etrezek Jeruzalem.
22 Jesus passava por cidades e aldeias, ensinando e caminhando para Jerusalém.
23 Unan bennak a lavaras dezhañ: Aotrou, ha ne vo salvet nemet nebeut a dud? Eñ a lavaras dezho:
23 E alguém lhe perguntou: — Senhor, são poucos os que são salvos?
24 Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh. Rak, me a lavar deoc'h, kalz a glasko mont e-barzh ha ne c'hellint ket.
24 Jesus respondeu:
25 Pa vo savet mestr an ti ha p'en devo prennet an nor, ha p'en em lakaot, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc'h: N'ouzon ket a-belec'h ez oc'h.
25 Quando o dono da casa se tiver levantado e fechado a porta, e vocês, do lado de fora, começarem a bater, dizendo: “Senhor, abra a porta para nós”, ele responderá: “Não sei de onde vocês são.”
26 Neuze en em lakaot da lavarout: Ni hon eus debret hag evet ganit, ha te ac'h eus kelennet en hor straedoù.
26 Então vocês dirão: “Comíamos e bebíamos com o senhor. Além disso, o senhor ensinava em nossas ruas.”
27 Eñ a responto: Me a lavar deoc'h, n'ouzon ket a-belec'h ez oc'h, en em dennit diouzhin, c'hwi holl micherourien a zireizhder.
27 Mas ele dirá a vocês: “Não sei de onde vocês são; afastem-se de mim, vocês todos que praticam o mal.”
28 Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent, pa welot Abraham, Izaak ha Jakob, hag an holl brofeded, e rouantelezh Doue, ha c'hwi taolet er-maez.
28 Ali haverá choro e ranger de dentes, quando vocês virem Abraão, Isaque, Jacó e todos os profetas no Reino de Deus, mas vocês lançados fora.
29 Tud a zeuio eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, eus an hanternoz hag eus ar c'hreisteiz, hag a vo ouzh taol e rouantelezh Doue.
29 Muitos virão do Oriente e do Ocidente, do Norte e do Sul e tomarão lugar à mesa no Reino de Deus.
30 Ha setu, ez eus re ziwezhañ hag a vo ar re gentañ, hag ez eus re gentañ hag a vo ar re ziwezhañ.
30 Porém, de fato, há últimos que serão primeiros, e primeiros que serão últimos.
31 En deiz-se, e teuas d'e gavout hiniennoù eus ar farizianed, o lavarout dezhañ: En em denn ac'hann ha kae kuit, rak Herodez a fell dezhañ da lazhañ.
31 Naquela mesma hora, alguns fariseus vieram para dizer a Jesus: — Vá embora daqui, porque Herodes quer matá-lo.
32 Eñ a lavaras dezho: It ha lavarit d'al louarn-se: Setu, e kasan kuit an diaouled hag e kendalc'han da yac'haat hiziv ha warc'hoazh, ha d'an trede deiz e vo peurc'hraet ganin.
32 Ele, porém, lhes respondeu:
33 Koulskoude ret eo din kerzhout hiziv, warc'hoazh hag an deiz war-lerc'h, rak ne c'hoarvez gant profed ebet mervel er-maez eus Jeruzalem.
33 Porém, preciso caminhar hoje, amanhã e depois, porque não se espera que um profeta morra fora de Jerusalém.
34 Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he c'hlodad dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h!
34 — Jerusalém, Jerusalém! Você mata os profetas e apedreja os que lhe são enviados! Quantas vezes eu quis reunir os seus filhos, como a galinha ajunta os do seu próprio ninho debaixo das asas, mas vocês não quiseram!
35 Setu, ho ti a vo lezet deoc'h didud, met e gwirionez e lavaran deoc'h, ne'm gwelot mui, betek ma lavarot: Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!
35 Eis que a casa de vocês ficará deserta. E eu afirmo a vocês que não me verão mais, até que venham a dizer: “Bendito o que vem em nome do Senhor!”
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Lucas 13, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.