Lucas 12
Gospels (BRETON) vs NAA
1 War gement-se, o vezañ en em zastumet tud a vilieroù ken ma kerzhent an eil war egile, en em lakaas da lavarout d'e ziskibien: En em virit dreist-holl eus goell ar farizianed, da lavarout eo ar pilpouzerezh.
1 Visto que milhares de pessoas se aglomeraram, a ponto de se atropelarem umas às outras, Jesus começou a dizer, antes de tudo, aos seus discípulos:
2 Met n'eus netra goloet na dle bezañ dizoloet, ha netra kuzhet na dle bezañ anavezet.
2 Não há nada encoberto que não venha a ser revelado, nem oculto que não venha a ser conhecido.
3 Dre-se an traoù ho po lavaret en deñvalijenn a vo klevet er sklêrijenn, hag ar pezh ho po lavaret er skouarn er c'hambroù a vo prezeget war lein an tiez.
3 Porque tudo o que vocês disseram às escuras será ouvido em plena luz; e o que disseram ao pé do ouvido no interior da casa será proclamado dos telhados.
4 Hag e lavaran deoc'h-c'hwi va mignoned: N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha, goude-se, ne c'hellont ober netra ouzhpenn.
4 — Digo a vocês, meus amigos: não temam os que matam o corpo e, depois disso, nada mais podem fazer.
5 Met me a ziskouezo deoc'h piv a dleit doujañ. Doujit an hini en deus ar galloud da gas d'ar gehenn, goude m'en deus lazhet. Ya, a lavaran deoc'h, hennezh eo an hini a dleit doujañ.
5 Eu, porém, vou mostrar a quem vocês devem temer: temam aquele que, depois de matar, tem poder para lançar no inferno. Sim, digo que a esse vocês devem temer.
6 Ha ne werzher ket pemp golvan evit daou wenneg? Koulskoude, Doue n'ankounac'ha ket unan hepken anezho.
6 — Não se vendem cinco pardais por duas moedinhas? Entretanto, Deus não se esquece de nenhum deles.
7 Zoken holl vlev ho penn a zo kontet. N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned.
7 Até os cabelos da cabeça de vocês estão todos contados. Não temam! Vocês valem bem mais do que muitos pardais.
8 Lavarout a ran deoc'h: Piv bennak a anzavo ac'hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue,
8 — Digo mais a vocês: todo aquele que me confessar diante dos outros, também o Filho do Homem o confessará diante dos anjos de Deus;
9 met an hini a zinac'ho ac'hanon dirak an dud, a vo dinac'het dirak aeled Doue.
9 mas o que me negar diante das pessoas será negado diante dos anjos de Deus.
10 Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ, met d'an hini a wallgomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet.
10 Todo aquele que disser uma palavra contra o Filho do Homem, isso lhe será perdoado; mas, para o que blasfemar contra o Espírito Santo, não haverá perdão.
11 Pa viot kaset er sinagogennoù, dirak mestroù ar vro hag ar re c'halloudek, n'en em lakait ket en poan eus an doare ma respontot evit ho tifenn nag eus ar pezh ho po da lavarout,
11 — Quando levarem vocês às sinagogas ou à presença de governadores e autoridades, não se preocupem quanto à maneira como irão responder, nem quanto às coisas que tiverem de falar.
12 rak ar Spered-Santel a zesko deoc'h d'an eur-se ar pezh ho po da lavarout.
12 Porque o Espírito Santo lhes ensinará, naquela mesma hora, as coisas que vocês devem dizer.
13 Unan eus a-bgreiz ar bobl a lavaras dezhañ: Mestr, lavar d'am breur lodennañ ganin hon hêrezh.
13 Nesse ponto, um homem que estava no meio da multidão disse a Jesus: — Mestre, diga a meu irmão que reparta comigo a herança.
14 Met eñ a lavaras dezhañ: O den, piv en deus va lakaet da varner pe da ober ho lodennoù?
14 Mas Jesus lhe respondeu:
15 Hag e lavaras dezho: Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni, rak un den n'en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vadoù.
15 Então lhes recomendou:
16 Hag e lavaras dezho ar barabolenn-mañ: Douaroù un den pinvidik o doa roet kalz a frouezh,
16 E Jesus lhes contou ainda uma parábola, dizendo:
17 hag e soñjas ennañ e-unan o lavarout: Petra a rin? Rak ne'm eus ket lec'h a-walc'h evit dastum va eost.
17 Então ele começou a pensar: “Que farei, pois não tenho onde armazenar a minha colheita?”
18 Lavarout a reas: Setu ar pezh a rin, diskar a rin va solieroù hag e savin reoù vrasoc'h, hag e tastumin enno va holl eost ha va madoù.
18 Até que disse: “Já sei! Destruirei os meus celeiros, construirei outros maiores e aí armazenarei todo o meu produto e todos os meus bens.
19 Hag e lavarin da'm ene: Va ene, kalz a vadoù ac'h eus a-du evit meur a vloavezh, en em ziskuizh, debr, ev ha bez laouen.
19 Então direi à minha alma: ‘Você tem em depósito muitos bens para muitos anos; descanse, coma, beba e aproveite a vida.’”
20 Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant! En noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit. Ar pezh ac'h eus dastumet, da biv e vo?
20 Mas Deus lhe disse: “Louco! Esta noite lhe pedirão a sua alma; e o que você tem preparado, para quem será?”
21 Evel-se emañ gant an hini a zastum madoù evitañ e-unan ha n'eo ket pinvidik e Doue.
21 — Assim é o que ajunta tesouros para si mesmo, mas não é rico para com Deus.
22 Neuze e lavaras d'e ziskibien: Abalamour da-se e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket.
22 A seguir, Jesus se dirigiu aos seus discípulos, dizendo:
23 Ar vuhez a zo muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf muioc'h eget an dilhad.
23 Porque a vida é mais do que o alimento, e o corpo, mais do que as roupas.
24 Sellit ouzh ar brini: ne hadont ha ne vedont ket, n'o deus na kav na solier, ha Doue o mag. Pegement ne dalvezit ket muioc'h eget laboused?
24 Observem os corvos, que não semeiam, não colhem, não têm despensa nem celeiros; contudo, Deus os sustenta. Vocês valem muito mais do que as aves!
25 Piv ac'hanoc'h, gant e holl nec'h, a c'hellfe kreskiñ e vent eus un ilinad (~ 50 cm)?
25 Quem de vocês, por mais que se preocupe, pode acrescentar um côvado ao curso da sua vida?
26 Ma ne c'hellit ket eta ober an traoù bihanañ hoc'h-unan, perak oc'h nec'het gant ar peurrest?
26 Portanto, se não podem fazer nada quanto às coisas mínimas, por que se preocupam com as outras?
27 Sellit penaos e kresk al lili, ne labouront ket ha ne nezont ket, koulskoude e lavaran deoc'h penaos Salomon e-unan, en e holl c'hloar, n'eo ket bet gwisket evel unan anezho.
27 Observem como crescem os lírios: eles não trabalham, nem fiam. Eu, porém, afirmo a vocês que nem Salomão, em toda a sua glória, se vestiu como qualquer deles.
28 Mar gwisk eta Doue evel-se ar geot a zo hiziv er parkeier hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h, tud a nebeut a feiz?
28 Ora, se Deus veste assim a erva que hoje está no campo e amanhã é lançada no forno, muito mais fará por vocês, homens de pequena fé!
29 N'en em lakait ket e poan eus ar pezh a zebrot pe eus ar pezh a evot, ha na vezit ket nec'het.
29 Portanto, não fiquem perguntando o que irão comer ou beber e não fiquem preocupados com isso.
30 Rak tud ar bed eo a glask an draoù-se. Ho Tad a oar hoc'h eus ezhomm anezho.
30 Porque os gentios de todo o mundo é que procuram estas coisas; mas o Pai de vocês sabe que vocês precisam delas.
31 Klaskit kentoc'h rouantelezh Doue, hag an holl draoù-se a vo roet deoc'h ouzhpenn.
31 Busquem, antes de tudo, o seu Reino, e estas coisas lhes serão acrescentadas.
32 Na'z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc'h ar rouantelezh.
32 — Não tenha medo, ó pequenino rebanho; porque o Pai de vocês se agradou em dar-lhes o seu Reino.
33 Gwerzhit ar pezh hoc'h eus hag roit eñ en aluzen. En em rit yilc'hier deoc'h ha ne goshaint ket, un teñzor en neñv ha ne vanko biken, a-belec'h al laer ne dosta ket hag e-pelec'h ar preñv ne zistruj ket.
33 Vendam os seus bens e deem esmola; façam para vocês mesmos bolsas que não desgastem, tesouro inesgotável nos céus, onde o ladrão não chega, nem a traça corrói,
34 Rak el lec'h ma'z emañ ho teñzor, eno ivez e vo ho kalon.
34 porque, onde estiver o tesouro de vocês, aí estará também o seu coração.
35 Ra vo ho tivgroazell gourizet hag ho lampoù war enaou.
35 — Estejam preparados, com o corpo cingido e as lamparinas acesas.
36 Bezit evel tud a c'hortoz ma tistroio o mestr eus an eured, evit pa zeuio ha pa skoio war an nor ma tigorint dezhañ raktal.
36 Façam como os homens que esperam pelo seu senhor, ao voltar ele das festas de casamento; para que logo abram a porta, quando vier e bater.
37 Eürus ar servijerien-se a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos en em c'hourizo, e lakaio anezho ouzh taol hag e servijo anezho.
37 Bem-aventurados aqueles servos a quem o senhor, quando vier, encontrar vigilantes. Em verdade lhes digo que ele há de cingir-se, dar-lhes lugar à mesa e, aproximando-se, os servirá.
38 Mar deu d'an eil pe d'an drede veilhadenn, ha mar o c'hav er stad-se, eürus ar servijerien-se!
38 Quer ele venha à meia-noite ou de madrugada, bem-aventurados serão eles, se os encontrar vigilantes.
39 Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet eur e tlefe dont al laer, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di.
39 Porém, considerem isto: se o pai de família soubesse a que hora viria o ladrão, não deixaria que a sua casa fosse arrombada.
40 C'hwi eta ivez, bezit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na soñjit ket.
40 Estejam também vocês preparados, porque o Filho do Homem virá à hora em que vocês menos esperam.
41 Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pe deomp-ni pe d'an holl e lavarez ar barabolenn-se?
41 Então Pedro perguntou: — Senhor, esta parábola é só para nós ou também para todos?
42 An Aotrou a lavaras: Piv eo ar merour feal ha fur en deus ar mestr lakaet war e vevelien evit reiñ dezho en amzer dereat o muzuliad ed?
42 O Senhor respondeu:
43 Eürus ar servijer a vo kavet gant e vestr oc'h ober kement-se pa erruo!
43 Bem-aventurado aquele servo a quem seu senhor, quando vier, achar fazendo assim.
44 Me a lavar deoc'h e gwirionez, e lakaio anezhañ war gement en deus.
44 Em verdade lhes digo que lhe confiará todos os seus bens.
45 Met mar lavar ar servijer-se en e galon: Va mestr a zale da zont, ha mar en em laka da skeiñ gant ar vevelien ha gant ar mitizhien, da zebriñ, da evañ ha d'en em vezviñ,
45 Mas o que acontecerá se aquele servo disser consigo mesmo: “Meu senhor demora para vir”, e começar a espancar os empregados e as empregadas, a comer, a beber e a embriagar-se?
46 mestr ar servijer-se a zeuio en deiz na c'hortoz ket hag en eur na oar ket, e tilamo anezhañ hag e roio dezhañ e lod gant ar re zifeiz.
46 Virá o senhor daquele servo, em dia em que não o espera e em hora que não sabe, e irá aplicar-lhe um castigo severo, condenando-o com os infiéis.
47 Ar serrvijer hag a anavez bolontez e vestr, ha n'eo ket en em zalc'het prest ha n'en deus ket graet hervez e volontez, a vo skoet warnañ kalz a daolioù.
47 — Aquele servo que conheceu a vontade de seu senhor e não se aprontou, nem fez segundo a sua vontade, será punido com muitos açoites.
48 Met an hini n'en deus ket hec'h anavezet hag en deus graet traoù dellezek a gastiz, a vo skoet warnañ nebeutoc'h a daolioù. Goulennet e vo kalz digant an hini en deus bet kalz, hag e vo goulennet muioc'h digant an hini a zo bet fiziet kalz ennañ.
48 Aquele, porém, que não soube a vontade do seu senhor e fez coisas dignas de reprovação levará poucos açoites. Mas àquele a quem muito foi dado, muito lhe será exigido; e àquele a quem muito se confia, muito mais lhe pedirão.
49 Deuet on da lakaat an tan war an douar, ha petra am eus da c'hoantaat mar d-eo enaouet dija?
49 — Eu vim para lançar fogo sobre a terra, e bem que eu gostaria que já estivesse aceso.
50 Met dleout a ran bezañ badezet eus ur vadeziant, ha pegement em eus mall ma vo peurc'hraet!
50 Mas existe um batismo pelo qual tenho de passar, e como me angustio até que o mesmo se cumpra!
51 Ha krediñ a rit on deuet da zegas ar peoc'h war an douar? Nann a lavaran deoc'h, met kentoc'h an dizunvaniezh.
51 Vocês pensam que vim para dar paz à terra? Eu afirmo a vocês que não; pelo contrário, vim para trazer divisão.
52 Rak en amzer da zont, e vo pemp dizunvanet en un ti, tri a-enep daou ha daou a-enep tri,
52 Porque, daqui em diante, estarão cinco divididos numa casa: três contra dois e dois contra três.
53 an tad a vo a-enep ar mab hag ar mab a-enep an tad, ar vamm a-enep ar verc'h hag ar verc'h a-enep ar vamm, ar vamm-gaer a-enep ar verc'h-kaer hag ar verc'h-kaer a-enep ar vamm-gaer.
53 Estarão divididos: pai contra filho, filho contra pai; mãe contra filha, filha contra mãe; sogra contra nora e nora contra sogra.
54 Lavarout a reas c'hoazh d'ar bobl: Pa welit ur goumoulenn o sevel diouzh ar c'huzh-heol, e lavarit raktal: Dont a raio glav. Hag e teu.
54 Jesus disse ainda às multidões:
55 Ha pa c'hwezh avel ar c'hreisteiz, e lavarit: Tomm e vo. Hag e teu.
55 E, quando notam que sopra o vento sul, dizem que fará calor, e assim acontece.
56 Pilpouzed, anavezout a rit doareoù an neñv hag an douar, penaos eta n'anavezit ket an amzer-mañ?
56 Hipócritas! Vocês sabem interpretar a aparência da terra e do céu, mas não sabem discernir esta época?
57 Ha penaos n'anavezit ket ac'hanoc'h hoc'h-unan ar pezh a zo reizh?
57 — E por que não julgam também por vocês mesmos o que é justo?
58 Pa'z ez gant da enebour dirak ar gouarner, evezhi en hent da ziskargañ digantañ, gant aon na lakafe ac'hanout dirak ar barner, hag ar barner da'z lakaat etre daouarn ar serjant, hag ar serjant da'z lakaat er prizon.
58 Quando você for com o seu adversário ao magistrado, faça o possível para chegar a um acordo com ele enquanto vocês estão a caminho, para não acontecer que ele arraste você ao juiz, o juiz entregue você ao oficial de justiça e o oficial de justiça ponha você na prisão.
59 Me a lavar dit, ne zeui ket er-maez ken na'z po paeet an diwezhañ gwenneg.
59 Digo-lhe que você não sairá dali enquanto não pagar o último centavo.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Lucas 12, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.