Lucas 11
Gospels (BRETON) vs NAA
1 Un deiz ma oa o pediñ en ul lec'h bennak, goude m'en doe echuet, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, desk deomp pediñ evel m'en deus Yann desket ivez d'e ziskibien.
1 Jesus estava orando em certo lugar e, quando terminou, um dos seus discípulos lhe pediu: — Senhor, ensine-nos a orar como também João ensinou os discípulos dele.
2 Hag e lavaras dezho: Pa bedit, lavarit: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv, ra zeuio da rouantelezh, ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv,
2 Então Jesus disse:
3 ro deomp bemdez hor bara pemdeziek,
3 o pão nosso de cada dia
4 pardon deomp hor pec'hedoù, rak ni a bardon ivez d'ar re holl o deus manket ouzhimp, ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug.
4 perdoa-nos os nossos pecados,
5 Lavarout a reas dezho: Mar en defe unan ac'hanoc'h ur mignon hag a zeufe d'e gavout da hanternoz da lavarout dezhañ: Va mignon, prest din tri bara,
5 Jesus disse ainda:
6 rak ur mignon din a zo deuet da'm zi eus ur veaj ha ne'm eus netra da ginnig dezhañ,
6 porque outro amigo meu chegou de viagem e eu não tenho nada para lhe oferecer”;
7 ha mar respontfe an den a zo en e di: Na dregas ket ac'hanon, va dor a zo prennet ha va bugale a zo ganin er gwele, ne c'hellan ket sevel evit o reiñ dit,
7 e se o outro lhe responder lá de dentro: “Deixe-me em paz! A porta já está fechada, e eu e os meus filhos já estamos deitados. Não posso me levantar para lhe dar os pães”,
8 me a lavar deoc'h, pa ne savfe ket da reiñ dezhañ abalamour ma'z eo e vignon, e savfe koulskoude abalamour d'e dregaserezh hag e rofe dezhañ kement hag en defe ezhomm.
8 digo a vocês que, se ele não se levantar para dar esses pães por ser seu amigo, ele o fará por causa do incômodo e lhe dará tudo de que tiver necessidade.
9 Me a lavar deoc'h: Goulennit hag e vo roet deoc'h, klaskit hag e kavot, skoit hag e vo digoret deoc'h.
9 — Por isso, digo a vocês: Peçam e lhes será dado; busquem e acharão; batam, e a porta será aberta para vocês.
10 Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; an neb a sko, e vez digoret dezhañ.
10 Pois todo o que pede recebe; o que busca encontra; e a quem bate, a porta será aberta.
11 Piv eo an tad en ho touez a roio ur maen d'e vab pa c'houlenn digantañ bara? Pe mar goulenn ur pesk, a roio dezhañ un naer e-lec'h pesk?
11 Quem de vocês, sendo pai, daria uma cobra ao filho que lhe pede um peixe?
12 Pe mar goulenn digantañ ur vi, a roio dezhañ ur grug?
12 Ou daria um escorpião ao filho que lhe pede um ovo?
13 Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h an Tad a zo en neñv a roio ar Spered-Santel d'ar re en goulenn digantañ!
13 Ora, se vocês, que são maus, sabem dar coisas boas aos seus filhos, quanto mais o Pai celeste dará o Espírito Santo aos que lhe pedirem!
14 Jezuz a gasas kuit un diaoul a oa mut. Pa voe aet an diaoul kuit, an den mut a gomzas, hag ar bobl a oa souezhet.
14 Certo dia, Jesus estava expulsando um demônio que era mudo. E aconteceu que, ao sair o demônio, o mudo passou a falar. E as multidões se admiravam.
15 Met lod anezho a lavaras: Dre Veelzebul priñs an diaouled eo e kas an diaouled kuit.
15 Mas alguns deles diziam: — Ele expulsa os demônios pelo poder de Belzebu, o maioral dos demônios.
16 Reoù all, evit e amprouiñ, a c'houlennas digantañ ur mirakl eus an neñv.
16 E outros, tentando-o, pediam dele um sinal vindo do céu.
17 Evel ma anaveze o soñjezonoù, e lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, hag un ti dizunanet gantañ e-unan a vo diskaret.
17 Mas Jesus, sabendo o que passava pela mente deles, disse-lhes:
18 Mar d'eo eta Satan dizunanet gantañ e-unan, penaos e pado e rouantelezh, pa lavarit ez eo dre Veelzebul e kasan kuit an diaouled?
18 Se também Satanás estiver dividido contra si mesmo, como o seu reino subsistirá? Isto porque vocês dizem que eu expulso os demônios por Belzebu.
19 Mar kasan kuit an diaouled dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.
19 E, se eu expulso os demônios por Belzebu, por quem os filhos de vocês os expulsam? Por isso, eles mesmos serão os juízes de vocês.
20 Met mar kasan kuit an diaouled dre viz Doue, eo eta gwir penaos eo deuet rouantelezh Doue betek ennoc'h.
20 Se, porém, eu expulso os demônios pelo dedo de Deus, certamente é chegado o Reino de Deus sobre vocês.
21 Pa ziwall un den kreñv hag armet mat e di, kement en deus a zo e surentez.
21 Quando o valente, bem-armado, guarda a sua própria casa, todos os seus bens ficam em segurança.
22 Met pa zeu unan all kreñvoc'h egetañ, e tiskar anezhañ, e tilamm digantañ e holl armoù ma fizie enno hag e lodenn e ziwisk.
22 Mas, se aparece alguém mais valente do que ele, vence-o, tira-lhe a armadura em que confiava e reparte os seus despojos.
23 An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.
23 Quem não é por mim é contra mim; e quem comigo não ajunta espalha.
24 Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h da glask diskuizh, ha ne gav ket. Neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet.
24 — Quando o espírito imundo sai de uma pessoa, anda por lugares áridos, procurando repouso. E, não o achando, diz: “Voltarei para a minha casa, de onde saí.”
25 Pa zeu, e kav anezhañ skubet ha kempennet.
25 E, voltando, a encontra varrida e arrumada.
26 Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ.
26 Então vai e leva consigo outros sete espíritos, piores do que ele, e, entrando, habitam ali. E o último estado daquela pessoa se torna pior do que o primeiro.
27 Evel ma lavare an traoù-se, ur wreg eus a-greiz ar bobl a savas he mouezh hag a lavaras dezhañ: Eürus eo ar c'hof en deus da zouget hag eürus eo an divronn ac'h eus sunet!
27 Aconteceu que, ao dizer Jesus estas palavras, uma mulher, que estava no meio da multidão, disse a ele, erguendo a voz: — Bem-aventurado o ventre que concebeu você e os seios que o amamentaram!
28 Met eñ a lavaras: Nann, eürus eo kentoc'h ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ!
28 Jesus, porém, respondeu:
29 Evel m'en em zastume ar bobl en ur vandenn vras war e dro, en em lakaas da lavarout: Ar rummad-mañ a zo fall, goulenn a ra ur mirakl ha ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona.
29 Visto que aumentavam as multidões em volta dele, Jesus começou a dizer:
30 Rak evel ma voe Jona ur mirakl evit tud Ninive, Mab an den a vo ivez unan evit ar rummad-mañ.
30 Porque, assim como Jonas foi sinal para os ninivitas, o Filho do Homem o será para esta geração.
31 Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ hag a gondaono anezho, abalamour ma'z eo deuet eus penn pellañ an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu, ez eus amañ brasoc'h eget Salomon.
31 A rainha do Sul se levantará, no Juízo, com os homens desta geração e os condenará, porque veio dos confins da terra para ouvir a sabedoria de Salomão. E aqui está quem é maior do que Salomão.
32 Tud Ninive a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour m'o deus bet keuz dre brezegenn Jona, ha setu, ez eus amañ brasoc'h eget Jona.
32 Ninivitas se levantarão, no Juízo, com esta geração e a condenarão, porque se arrependeram com a pregação de Jonas. E aqui está quem é maior do que Jonas.
33 Den n'enaou ul lamp evit e lakaat en ul lec'h kuzhet pe dindan ur boezell, met e lakaat a raer war ur c'hantolor, evit ma welo ar sklêrijenn ar re a zeu en ti.
33 — Ninguém, depois de acender uma lamparina, a coloca em lugar escondido, nem debaixo de um cesto, mas num lugar em que ilumina bem, a fim de que os que entram vejam a luz.
34 Al lagad eo lamp ar c'horf. Mar d-eo eta da lagad yac'h, da holl gorf a zo sklêrijennet, met mar d-eo fall, da gorf ivez a zo en deñvalijenn.
34 Os olhos são a lâmpada do corpo. Se os seus olhos forem bons, todo o seu corpo será cheio de luz; mas, se forem maus, o seu corpo ficará em trevas.
35 Diwall eta na vefe ket teñvalijenn ar sklêrijenn a zo ennout.
35 Portanto, tenha cuidado para que a luz que está em você não sejam trevas.
36 Mar d-eo eta da holl gorf sklêrijennet, ha mar n'eus lod ebet anezhañ en deñvalijenn, e vo sklêrijennet en e bezh, evel pa sklaer ul lamp ac'hanout gant e sklêrijenn.
36 Pois, se todo o seu corpo for luminoso, sem ter qualquer parte em trevas, será todo resplandecente como a lamparina quando ilumina você em plena luz.
37 Evel ma komze, ur farizian a bedas anezhañ da leinañ en e di. Mont a reas hag en em lakaas ouzh taol.
37 Ao falar Jesus estas palavras, um fariseu o convidou para uma refeição na sua casa. Entrando na casa, Jesus tomou lugar à mesa.
38 Ar farizian a oa souezhet o welout na oa ket en em walc'het a-raok lein.
38 O fariseu admirou-se ao ver que Jesus não tinha se lavado antes de comer.
39 Met an Aotrou a lavaras dezhañ: C'hwi, farizianed, a naeta diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a fallentez.
39 Mas o Senhor lhe disse:
40 Tud diskiant! An hini en deus graet an diavaez, ha n'en deus ket graet ivez an diabarzh?
40 Seus tolos! Quem fez o exterior não é o mesmo que fez o interior?
41 Roit kentoc'h aluzenoù eus ar pezh hoc'h eus, ha setu, pep tra a vo glan evidoc'h.
41 Mas deem como esmola o que está dentro do copo e do prato, e tudo lhes será limpo.
42 Met gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war ar ru ha war an holl louzoù, e-pad ma lezit a-gostez ar reizhder ha karantez Doue. Ar re-se a oa ret ober, hep koulskoude dilezel ar re all.
42 Mas ai de vocês, fariseus! Porque vocês dão o dízimo da hortelã, da arruda e de todas as hortaliças, e desprezam a justiça e o amor de Deus. Vocês deveriam fazer estas coisas, sem omitir aquelas.
43 Gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma karit ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù ha bezañ saludet war ar marc'hallac'hioù.
43 Ai de vocês, fariseus! Porque gostam da primeira cadeira nas sinagogas e das saudações nas praças.
44 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù na weler ket ha ma kerzh an dud warno hep gouzout emaint eno.
44 Ai de vocês que são como as sepulturas invisíveis, sobre as quais as pessoas passam sem perceber!
45 Unan eus doktored al lezenn a gemeras ar gomz hag a lavaras dezhañ: Mestr, en ur lavarout an traoù-se, e tismegañsez ac'hanomp-ni ivez.
45 Então, tomando a palavra, um dos intérpretes da Lei disse a Jesus: — Mestre, ao dizer estas coisas o senhor está ofendendo também a nós!
46 Hag e lavaras: Gwalleur deoc'h ivez, doktored al lezenn! Abalamour ma sammit an dud gant bec'hioù na c'hellont ket dougen, ha c'hwi hoc'h-unan ne stokit ket outo gant unan eus ho pizied.
46 Mas Jesus respondeu:
47 Gwalleur deoc'h! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded en deus ho tadoù lakaet d'ar marv.
47 Ai de vocês! Porque edificam os túmulos dos profetas que os pais de vocês assassinaram.
48 C'hwi a zo eta an testoù hag ar c'henoberourien eus ar pezh o deus graet ho tadoù, rak lakaet o deus anezho d'ar marv, ha c'hwi a sav o bezioù.
48 Assim, são testemunhas e aprovam com cumplicidade as obras dos pais de vocês; porque eles mataram os profetas, e vocês edificam túmulos para eles.
49 Setu perak furnez Doue he deus lavaret: Kas a rin dezho profeded hag ebestel, hag e lazhint lod anezho ha lod all a wallgasint,
49 Por isso, também disse a sabedoria de Deus: “Mandarei para eles profetas e apóstolos, e a alguns deles matarão e a outros perseguirão”,
50 evit ma vo goulennet digant ar rummad-mañ gwad an holl brofeded a zo bet skuilhet abaoe krouidigezh ar bed,
50 para que desta geração se peçam contas do sangue dos profetas, derramado desde a fundação do mundo,
51 adalek gwad Abel betek gwad Zakaria, a voe lazhet etre an aoter hag an templ. Ya, a lavaran deoc'h, goulennet e vo digant ar rummad-mañ.
51 desde o sangue de Abel até o sangue de Zacarias, que foi assassinado entre o altar e o santuário. Sim, eu afirmo a vocês que se pedirão contas a esta geração.
52 Gwalleur deoc'h, doktored al lezenn! Abalamour ma hoc'h eus kemeret alc'houez an anaoudegezh, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
52 Ai de vocês, intérpretes da Lei! Porque vocês pegaram a chave do conhecimento. No entanto, vocês mesmos não entraram e impediram os que estavam entrando.
53 Evel ma lavare kement-se dezho, ar skribed hag ar farizianed en em lakaas d'e waskañ start evit e lakaat da gomz war galz a draoù,
53 Quando Jesus saiu dali, os escribas e fariseus começaram a contestá-lo com veemência, fazendo perguntas a respeito de muitos assuntos,
54 o stignañ pechoù dezhañ hag o klask pakañ un dra bennak eus e c'henoù, evit e damall.
54 com o objetivo de tirar daquilo que ele dizia um motivo para o acusar.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Lucas 11, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.