Lucas 10
Gospels (BRETON) vs VC
1 Goude-se, an Aotrou a zilennas c'hoazh dek ha tri-ugent all hag o c'hasas daou ha daou a-raok dezhañ en holl gêrioù hag en holl lec'hioù ma tlee mont e-unan.
1 Depois disso, designou o Senhor ainda setenta e dois outros discípulos e mandou-os, dois a dois, adiante de si, por todas as cidades e lugares para onde ele tinha de ir.
2 Hag e lavaras dezho: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien. Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.
2 Disse-lhes: Grande é a messe, mas poucos são os operários. Rogai ao Senhor da messe que mande operários para a sua messe.
3 It, setu, e kasan ac'hanoc'h evel oaned e-touez bleizi.
3 Ide; eis que vos envio como cordeiros entre lobos.
4 Na zougit na yalc'h, na sac'h, na botoù, ha na saludit den en hent.
4 Não leveis bolsa nem mochila, nem calçado e a ninguém saudeis pelo caminho.
5 E peseurt ti bennak ma'c'h antreot, lavarit da gentañ: Ra vo ar peoc'h war an ti-mañ!
5 Em toda casa em que entrardes, dizei primeiro: Paz a esta casa!
6 Mar d-eus eno ur bugel a beoc'h, ho peoc'h a chomo warnañ, mar n'eus ket e tistroio deoc'h.
6 Se ali houver algum homem pacífico, repousará sobre ele a vossa paz; mas, se não houver, ela tornará para vós.
7 Chomit en ti-se, o tebriñ hag oc'h evañ ar pezh a vo roet deoc'h, rak al labourer a zo dleet dezhañ e c'hopr. Na dremenit ket eus un eil ti d'egile.
7 Permanecei na mesma casa, comei e bebei do que eles tiverem, pois o operário é digno do seu salário. Não andeis de casa em casa.
8 E peseurt kêr bennak ma'z eot ha ma viot degemeret enni, debrit ar pezh a vo kinniget deoc'h,
8 Em qualquer cidade em que entrardes e vos receberem, comei o que se vos servir.
9 yac'hait ar re glañv a vo eno ha lavarit dezho: Rouantelezh Doue a zo deuet tost ouzhoc'h.
9 Curai os enfermos que nela houver e dizei-lhes: O Reino de Deus está próximo.
10 Met e peseurt kêr bennak ma'z eot ha ma ne viot ket degemeret, it er straedoù ha lavarit:
10 Mas se entrardes nalguma cidade e não vos receberem, saindo pelas suas praças, dizei:
11 Hejañ a reomp a-enep deoc'h ar poultr zoken a zo staget ouzhimp en ho kêr. Gouezit koulskoude penaos rouantelezh Doue a zo tostaet ouzhoc'h.
11 Até o pó que se nos pegou da vossa cidade, sacudimos contra vós; sabei, contudo, que o Reino de Deus está próximo.
12 Me a lavar deoc'h penaos en deiz-se, e vo dousoc'h da Sodom eget d'ar gêr-se.
12 Digo-vos: naqueles dias haverá um tratamento menos rigoroso para Sodoma.
13 Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac'h hag al ludu.
13 Ai de ti, Corozaim! Ai de ti, Betsaida! Porque, se em Tiro e Sidônia tivessem sido feitos os prodígios que foram realizados em vosso meio, há muito tempo teriam feito penitência, cobrindo-se de saco e cinza.
14 Abalamour da-se, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Dir ha da Sidon eget deoc'h.
14 Por isso haverá no dia do juízo menos rigor para Tiro e Sidônia do que para vós.
15 Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec'h ar marv.
15 E tu, Cafarnaum, que te elevas até o céu, serás precipitada até aos infernos.
16 An neb a selaou ac'hanoc'h, a selaou ac'hanon; an neb a zispriz ac'hanoc'h, a zispriz ac'hanon; an neb a zispriz ac'hanon, a zispriz an hini en deus va c'haset.
16 Quem vos ouve, a mim ouve; e quem vos rejeita, a mim rejeita; e quem me rejeita, rejeita aquele que me enviou.
17 An dek ha tri-ugent a zistroas gant levenez, o lavarout: Aotrou, zoken an diaouled a bleg deomp ez anv.
17 Voltaram alegres os setenta e dois, dizendo: Senhor, até os demônios se nos submetem em teu nome!
18 Eñ a lavaras dezho: Me a wele Satan o kouezhañ eus an neñv evel ul luc'hedenn.
18 Jesus disse-lhes: Vi Satanás cair do céu como um raio.
19 Setu, em eus roet deoc'h ar galloud da gerzhout war an naered, war ar c'hruged ha war holl nerzhoù an enebour, ha netra ne c'hello noazout ouzhoc'h.
19 Eis que vos dei poder para pisar serpentes, escorpiões e todo o poder do inimigo.
20 Koulskoude, n'en em laouenait ket eus ma pleg deoc'h ar speredoù, met en em laouenait kentoc'h eus ma'z emañ hoc'h anvioù skrivet en neñvoù.
20 Contudo, não vos alegreis porque os espíritos vos estão sujeitos, mas alegrai-vos de que os vossos nomes estejam escritos nos céus.
21 En eur-se, Jezuz a dridas gant levenez er Spered-Santel hag a lavaras: Da veuliñ a ran, Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec'h eus kuzhet an traoù-se ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o disklêriet d'ar vugale. Ya, Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec'h eus e gavet mat.
21 Naquele mesma hora, Jesus exultou de alegria no Espírito Santo e disse: Pai, Senhor do céu e da terra, eu te dou graças porque escondeste estas coisas aos sábios e inteligentes e as revelaste aos pequeninos. Sim, Pai, bendigo-te porque assim foi do teu agrado.
22 Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad nemet ar Mab hag an hini a fell d'ar Mab e zisklêriañ dezhañ.
22 Todas as coisas me foram entregues por meu Pai. Ninguém conhece quem é o Filho senão o Pai, nem quem é o Pai senão o Filho, e aquele a quem o Filho o quiser revelar.
23 O tistreiñ ouzh an diskibien, e lavaras dezho a-du: Eürus eo an daoulagad a wel ar pezh a welit!
23 E voltou-se para os seus discípulos, e disse: Ditosos os olhos que vêem o que vós vedes,
24 Rak me a lavar deoc'h, kalz a brofeded hag a rouaned o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit ha n'o deus ket e welet, ha klevout ar pezh a glevit ha n'o deus ket e glevet.
24 pois vos digo que muitos profetas e reis desejaram ver o que vós vedes, e não o viram; e ouvir o que vós ouvis, e não o ouviram.
25 Setu, un doktor eus al lezenn a savas hag a lavaras evit e amprouiñ: Mestr, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
25 Levantou-se um doutor da lei e, para pô-lo à prova, perguntou: Mestre, que devo fazer para possuir a vida eterna?
26 Eñ a lavaras dezhañ: Petra a zo skrivet el lezenn ha petra a lennez enni?
26 Disse-lhe Jesus: Que está escrito na lei? Como é que lês?
27 Eñ a respontas: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh, eus da holl soñj, ha da nesañ eveldout da-unan.
27 Respondeu ele: Amarás o Senhor teu Deus de todo o teu coração, de toda a tua alma, de todas as tuas forças e de todo o teu pensamento {Dt 6,5}; e a teu próximo como a ti mesmo {Lv 19,18}.
28 Eñ a lavaras dezhañ: Respontet mat ec'h eus, gra kement-se hag e vevi.
28 Falou-lhe Jesus: Respondeste bem; faze isto e viverás.
29 Met hemañ, o fellout diskouez e oa reizh, a lavaras da Jezuz: Ha piv eo va nesañ?
29 Mas ele, querendo justificar-se, perguntou a Jesus: E quem é o meu próximo?
30 Jezuz a adkemeras ar gomz hag a lavaras: Un den a ziskennas eus Jeruzalem da Jeriko hag a gouezhas etre daouarn laeron a ziwiskas anezhañ ha, goude bezañ e vrevet a daolioù, ez ejont kuit, o lezel anezhañ hanter-varv.
30 Jesus então contou: Um homem descia de Jerusalém a Jericó, e caiu nas mãos de ladrões, que o despojaram; e depois de o terem maltratado com muitos ferimentos, retiraram-se, deixando-o meio morto.
31 Erruout a reas ma tiskennas ur beleg dre an hent-se hag, o vezañ gwelet an den, a dremenas e-biou.
31 Por acaso desceu pelo mesmo caminho um sacerdote, viu-o e passou adiante.
32 Ul Leviad, o vezañ ivez deuet en hevelep lec'h, o welout anezhañ, a yeas e-biou.
32 Igualmente um levita, chegando àquele lugar, viu-o e passou também adiante.
33 Met ur Samaritan, o tremen e hent, a zeuas da gavout an den-mañ hag, o welout anezhañ, en doe truez outañ.
33 Mas um samaritano que viajava, chegando àquele lugar, viu-o e moveu-se de compaixão.
34 O tostaat, e lienas e c'houlioù hag e lakaas warno eoul ha gwin. E lakaat a reas war e varc'h e-unan, en kasas da un ostaleri hag e kemeras preder anezhañ.
34 Aproximando-se, atou-lhe as feridas, deitando nelas azeite e vinho; colocou-o sobre a sua própria montaria e levou-o a uma hospedaria e tratou dele.
35 Antronoz, o vont kuit, e tennas daou ziner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g), o roas d'an ostiz hag e lavaras dezhañ: Az pez preder anezhañ, ha kement a zispigni ouzhpenn, me en roio dit pa zistroin.
35 No dia seguinte, tirou dois denários e deu-os ao hospedeiro, dizendo-lhe: Trata dele e, quanto gastares a mais, na volta to pagarei.
36 Pehini eta eus an tri-se a gav dit eo bet nesañ an hini a oa kouezhet etre daouarn al laeron?
36 Qual destes três parece ter sido o próximo daquele que caiu nas mãos dos ladrões?
37 Eñ a lavaras: An hini en deus graet trugarez en e geñver eo. Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, ha gra ivez evel-se.
37 Respondeu o doutor: Aquele que usou de misericórdia para com ele. Então Jesus lhe disse: Vai, e faze tu o mesmo.
38 Evel ma oant en hent, ez eas en ur vourc'h. Ur wreg anvet Marta en degemeras en he zi.
38 Estando Jesus em viagem, entrou numa aldeia, onde uma mulher, chamada Marta, o recebeu em sua casa.
39 Houmañ he doa ur c'hoar anvet Mari, en em zalc'has azezet ouzh treid Jezuz hag a selaouas e gomzoù.
39 Tinha ela uma irmã por nome Maria, que se assentou aos pés do Senhor para ouvi-lo falar.
40 Marta a oa prederiet gant al labour en ti; dont a reas hag e lavaras: Aotrou, ha n'evezhiez ket penaos va c'hoar am lez da servijañ va-unan? Lavar eta dezhi dont da'm sikour.
40 Marta, toda preocupada na lida da casa, veio a Jesus e disse: Senhor, não te importas que minha irmã me deixe só a servir? Dize-lhe que me ajude.
41 Jezuz a respontas dezhi: Marta, Marta, te en em laka e poan hag en em nec'h gant kalz a draoù.
41 Respondeu-lhe o Senhor: Marta, Marta, andas muito inquieta e te preocupas com muitas coisas;
42 Met un dra hepken a zo ret. Mari he deus dibabet al lodenn wellañ, ha ne vo ket lamet diganti.
42 no entanto, uma só coisa é necessária; Maria escolheu a boa parte, que lhe não será tirada.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Lucas 10, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.