João 9
Gospels (BRETON) vs ARC
1 Evel ma oa o tremen, e welas un den a oa dall abaoe e c'hanedigezh.
1 E, passando Jesus, viu um homem cego de nascença.
2 E ziskibien a c'houlennas digantañ: Mestr, piv en deus pec'het, hemañ pe e dud, ma'z eo bet ganet dall?
2 E os seus discípulos lhe perguntaram, dizendo: Rabi, quem pecou, este ou seus pais, para que nascesse cego?
3 Jezuz a respontas: N'en deus ket pec'het nag e dud kennebeut, met evit ma vo disklêriet oberoù Doue ennañ eo.
3 Jesus respondeu: Nem ele pecou, nem seus pais; mas foi assim para que se manifestem nele as obras de Deus.
4 E-pad ma'z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c'haset. An noz a zeu, ha den ne c'hell labourat enni.
4 Convém que eu faça as obras daquele que me enviou, enquanto é dia; a noite vem, quando ninguém pode trabalhar.
5 E-pad ma'z on er bed, ez on sklêrijenn ar bed.
5 Enquanto estou no mundo, sou a luz do mundo.
6 O vezañ lavaret kement-se, e krañchas d'an douar hag e reas fank gant e halv. Neuze ec'h olevas daoulagad an dall gant ar fank-se,
6 Tendo dito isso, cuspiu na terra, e, com a saliva, fez lodo, e untou com o lodo os olhos do cego.
7 hag e lavaras dezhañ: Kae hag en em walc'h e stank Siloa, da lavarout eo: Kaset. Mont a reas di eta, en em walc'has, hag e teuas o welout sklaer.
7 E disse-lhe: Vai, lava-te no tanque de Siloé (que significa o Enviado). Foi, pois, e lavou-se, e voltou vendo.
8 An amezeien hag ar re o doa e welet a-raok pa oa dall a lavaras: N'eo ket hemañ an hini en em zalc'he azezet hag a c'houlenne an aluzen?
8 Então, os vizinhos e aqueles que dantes tinham visto que era cego diziam: Não é este aquele que estava assentado e mendigava?
9 Darn a lavaras: Eñ eo. Darn all a lavaras: Heñvel eo outañ. Eñ e-unan a lavaras: Me va-unan eo.
9 Uns diziam: É este. E outros: Parece-se com ele. Ele dizia: Sou eu.
10 Int a lavaras eta dezhañ: Penaos eo bet digoret da zaoulagad dit?
10 Diziam-lhe, pois: Como se te abriram os olhos?
11 Respont a reas: Un den a c'halver Jezuz en deus graet fank, en deus olevet gantañ va daoulagad ha lavaret din: Kae da stank Siloa hag en em walc'h. Aet on, hag ez on en em walc'het, hag e welan.
11 Ele respondeu e disse-lhes: O homem chamado Jesus fez lodo, e untou-me os olhos, e disse-me: Vai ao tanque de Siloé e lava-te. Então, fui, e lavei-me, e vi.
12 Neuze e lavarjont dezhañ: Pelec'h emañ an den-se? Eñ a lavaras: N'ouzon ket.
12 Disseram-lhe, pois: Onde está ele? Respondeu: Não sei.
13 Kas a rejont d'ar farizianed an hini a oa bet dall.
13 Levaram, pois, aos fariseus o que dantes era cego.
14 Un deiz sabad e oa p'en doa Jezuz graet ar fank hag en doa digoret e zaoulagad dezhañ.
14 E era sábado quando Jesus fez o lodo e lhe abriu os olhos.
15 Ar farizianed a c'houlennas eta digantañ ivez penaos en doa adkavet ar gweled. Eñ a lavaras dezho: Lakaet en deus fank din war va daoulagad, hag ez on en em walc'het, hag e welan.
15 Tornaram, pois, também os fariseus a perguntar-lhe como vira, e ele lhes disse: Pôs-me lodo sobre os olhos, lavei-me e vejo.
16 Neuze hiniennoù eus ar farizianed a lavaras: An den-se n'eo ket a-berzh Doue pa ne vir ket ar sabad. Reoù all a lavaras: Penaos e c'hell un den a zo pec'her ober hevelep mirakloù? Hag e oant dizunvan etrezo.
16 Então, alguns dos fariseus diziam: Este homem não é de Deus, pois não guarda o sábado. Diziam outros: Como pode um homem pecador fazer tais sinais? E havia dissensão entre eles.
17 Lavarout a rejont c'hoazh d'an dall: Te, petra a lavarez eus an hini en deus digoret dit da zaoulagad? Eñ a lavaras: Ur profed eo.
17 Tornaram, pois, a dizer ao cego: Tu que dizes daquele que te abriu os olhos? E ele respondeu: Que é profeta.
18 Koulskoude ar Yuzevien ne gredjont ket e oa bet an den-se dall hag e oa bet digoret e zaoulagad dezhañ, ken ma lakajont gervel e dud.
18 Os judeus, porém, não creram que ele tivesse sido cego e que agora visse, enquanto não chamaram os pais do que agora via.
19 Hag e c'houlennjont diganto, o lavarout: Hag hennezh eo ho mab a lavarit eo bet ganet dall? Penaos eta e wel bremañ?
19 E perguntaram-lhes, dizendo: É este o vosso filho, que vós dizeis ter nascido cego? Como, pois, vê agora?
20 E dud a respontas dezho: Gouzout a reomp ez eo hor mab hag ez eo bet ganet dall,
20 Seus pais responderam e disseram-lhes: Sabemos que este é nosso filho e que nasceu cego,
21 met n'ouzomp ket penaos e wel bremañ, ha n'ouzomp ket piv en deus digoret dezhañ e zaoulagad. Oad en deus, goulennit digantañ, komz a raio e-unan eus ar pezh a sell outañ.
21 mas como agora vê não sabemos; ou quem lhe tenha aberto os olhos não sabemos; tem idade; perguntai-lho a ele mesmo, e ele falará por si mesmo.
22 E dud a lavaras kement-se o vezañ m'o doa aon rak ar Yuzevien. Ar Yuzevien o doa dija lakaet penaos piv bennak a anavezje anezhañ evit ar C'hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn.
22 Seus pais disseram isso, porque temiam os judeus, porquanto já os judeus tinham resolvido que, se alguém confessasse ser ele o Cristo, fosse expulso da sinagoga.
23 Abalamour da-se eo e lavaras e dud: Oad en deus, goulennit digantañ.
23 Por isso, é que seus pais disseram: Tem idade; perguntai-lho a ele mesmo.
24 Gervel a rejont eta evit an eil wech an den a oa bet dall hag e lavarjont dezhañ: Ro gloar da Zoue, ni a oar ez eo an den-se ur pec'her.
24 Chamaram, pois, pela segunda vez o homem que tinha sido cego e disseram-lhe: Dá glória a Deus; nós sabemos que esse homem é pecador.
25 Neuze e respontas: N'ouzon ket hag-eñ eo ur pec'her. Un dra a ouzon, penaos e oan dall ha bremañ e welan.
25 Respondeu ele, pois, e disse: Se é pecador, não sei; uma coisa sei, e é que, havendo eu sido cego, agora vejo.
26 Lavarout a rejont c'hoazh dezhañ: Petra en deus graet dit? Penaos en deus digoret da zaoulagad dit?
26 E tornaram a dizer-lhe: Que te fez ele? Como te abriu os olhos?
27 Respont a reas dezho: Henn lavaret em eus dija deoc'h ha n'hoc'h eus ket selaouet. Perak e fell deoc'h henn klevout a-nevez? C'hoantaat a rit ivez dont da vezañ e ziskibien?
27 Respondeu-lhes: Já vo-lo disse e não ouvistes; para que o quereis tornar a ouvir? Quereis vós, porventura, fazer-vos também seus discípulos?
28 Neuze e tismegañsjont anezhañ hag e lavarjont: Te eo a zo e ziskibl, evidomp, ni a zo diskibien Moizez.
28 Então, o injuriaram e disseram: Discípulo dele sejas tu; nós, porém, somos discípulos de Moisés.
29 Ni a oar en deus Doue komzet ouzh Moizez, met hemañ, n'ouzomp ket a-belec'h eo.
29 Nós bem sabemos que Deus falou a Moisés, mas este não sabemos de onde é.
30 An den a respontas: Un dra souezhus eo na ouezfec'h ket a-belec'h eo, hag en deus digoret va daoulagad din.
30 O homem respondeu e disse-lhes: Nisto, pois, está a maravilha: que vós não saibais de onde ele é e me abrisse os olhos.
31 Ni a oar penaos Doue ne selaou ket ar pec'herien, met mar deu unan bennak da zoujañ Doue ha da ober e volontez, e selaou anezhañ.
31 Ora, nós sabemos que Deus não ouve a pecadores; mas, se alguém é temente a Deus e faz a sua vontade, a esse ouve.
32 N'eo ket bet klevet betek vremañ penaos en defe den digoret e zaoulagad d'un den ganet dall.
32 Desde o princípio do mundo, nunca se ouviu que alguém abrisse os olhos a um cego de nascença.
33 Ma ne vije ket hemañ eus Doue, ne c'hellfe ober netra.
33 Se este não fosse de Deus, nada poderia fazer.
34 Respont a rejont dezhañ: Te a zo bet ganet holl er pec'hed hag e kelennez ac'hanomp! Hag e kasjont anezhañ kuit.
34 Responderam eles e disseram-lhe: Tu és nascido todo em pecados e nos ensinas a nós? E expulsaram-no.
35 Jezuz a glevas o doa e gaset kuit hag, o vezañ en em gavet gantañ, e lavaras dezhañ: Ha krediñ a rez e Mab Doue?
35 Jesus ouviu que o tinham expulsado e, encontrando-o, disse-lhe: Crês tu no Filho de Deus?
36 Hag e respontas: Piv eo, Aotrou, evit ma kredin ennañ?
36 Ele respondeu e disse: Quem é ele, Senhor, para que nele creia?
37 Jezuz a lavaras dezhañ: E welet ec'h eus, eñ e-unan eo an hini a gomz ouzhit.
37 E Jesus lhe disse: Tu já o tens visto, e é aquele que fala contigo.
38 Hag e lavaras: Krediñ a ran, Aotrou, hag ec'h azeulas anezhañ.
38 Ele disse: Creio, Senhor. E o adorou.
39 Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-mañ evit ur varnedigezh, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio ar re a wel da vezañ dall.
39 E disse-lhe Jesus: Eu vim a este mundo para juízo, a fim de que os que não veem vejam e os que veem sejam cegos.
40 Hiniennoù eus ar farizianed a oa gantañ, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Ha ni, ha dall omp ivez?
40 Aqueles dos fariseus que estavam com ele, ouvindo isso, disseram-lhe: Também nós somos cegos?
41 Jezuz a lavaras dezho: Ma vefec'h dall, n'ho pefe ket a bec'hed. Met bremañ e lavarit: Gwelout a reomp. Abalamour da gement-se ho pec'hed a chom.
41 Disse-lhes Jesus: Se fôsseis cegos, não teríeis pecado; mas como agora dizeis: Vemos, por isso, o vosso pecado permanece.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar João 9, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.