João 8
Gospels (BRETON) vs NVI
1 Jezuz a yeas da Venez an Olived.
1 Jesus, porém, foi para o monte das Oliveiras.
2 Da c'houloù-deiz e tistroas adarre d'an templ hag an holl bobl a zeuas d'e gavout. O vezañ azezet e kelennas anezho.
2 Ao amanhecer ele apareceu novamente no templo, onde todo o povo se reuniu ao seu redor, e ele se assentou para ensiná-lo.
3 Ar skribed hag ar farizianed a zegasas dezhañ ur wreg tapet en avoultriezh hag, o vezañ he lakaet en o c'hreiz,
3 Os mestres da lei e os fariseus trouxeram-lhe uma mulher surpreendida em adultério. Fizeram-na ficar em pé diante de todos
4 e lavarjont dezhañ: Mestr, ar wreg-mañ a zo bet kavet o pec'hiñ dre avoultriezh.
4 e disseram a Jesus: "Mestre, esta mulher foi surpreendida em ato de adultério.
5 Moizez el lezenn en deus gourc'hemennet deomp meinata ar seurt tud-se. Te eta, petra a lavarez?
5 Na Lei, Moisés nos ordena apedrejar tais mulheres. E o senhor, que diz? "
6 Lavarout a raent kement-se evit e amprouiñ hag evit gallout e damall. Met Jezuz, o daoublegañ, a skrivas gant e viz war an douar, evel ma ne gleve ket.
6 Eles estavam usando essa pergunta como armadilha, a fim de terem uma base para acusá-lo. Mas Jesus inclinou-se e começou a escrever no chão com o dedo.
7 Met evel ma talc'hent d'ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac'hanoc'h a zo hep pec'hed ra daolo ar maen kentañ outi.
7 Visto que continuavam a interrogá-lo, ele se levantou e lhes disse: "Se algum de vocês estiver sem pecado, seja o primeiro a atirar pedra nela".
8 Hag o taoublegañ a-nevez, e skrivas war an douar.
8 Inclinou-se novamente e continuou escrevendo no chão.
9 Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c'houstiañs, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re goshañ da gentañ betek ar re ziwezhañ. Ha Jezuz a chomas e-unan gant ar wreg a oa eno e-kreiz.
9 Os que o ouviram foram saindo, um de cada vez, começando com os mais velhos. Jesus ficou só, com a mulher em pé diante dele.
10 Jezuz, o vezañ savet hag o gwelout den nemet ar wreg, a lavaras dezhi: Gwreg, pelec'h emañ da damallerien? Ha n'en deus den kondaonet ac'hanout?
10 Então Jesus pôs-se de pé e perguntou-lhe: "Mulher, onde estão eles? Ninguém a condenou? "
11 Hi a lavaras: Den, Aotrou. Jezuz a lavaras dezhi: Ne varnan ket ac'hanout kennebeut, kae ha na bec'h ken.
11 "Ninguém, Senhor", disse ela. Declarou Jesus: "Eu também não a condeno. Agora vá e abandone sua vida de pecado".
12 Neuze Jezuz a gomzas c'hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac'hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez' en devo sklêrijenn ar vuhez.
12 Falando novamente ao povo, Jesus disse: "Eu sou a luz do mundo. Quem me segue, nunca andará em trevas, mas terá a luz da vida".
13 Hag ar farizianed a lavaras dezhañ: Te a ro testeni ac'hanout da-unan, da desteni n'eo ket gwirion.
13 Os fariseus lhe disseram: "Você está testemunhando a respeito de si próprio. O seu testemunho não é válido! "
14 Jezuz a respontas dezho: Petra bennak ma roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni a zo gwirion rak, gouzout a ran a-belec'h on deuet ha pelec'h ez an. Met c'hwi, n'ouzoc'h ket a-belec'h e teuan na pelec'h ez an.
14 Respondeu Jesus: "Ainda que eu mesmo testemunhe em meu favor, o meu testemunho é válido, pois sei de onde vim e para onde vou. Mas vocês não sabem de onde vim nem para onde vou.
15 C'hwi a varn hervez ar c'hig, me ne varnan den.
15 Vocês julgam por padrões humanos; eu não julgo ninguém.
16 Ha mar barnan, va barnedigezh a zo gwirion, rak n'on ket va-unan, met ganin emañ an Tad en deus va c'haset.
16 Mesmo que eu julgue, as minhas decisões são verdadeiras, porque não estou sozinho. Eu estou com o Pai, que me enviou.
17 Skrivet eo en ho lezenn penaos testeni daou zen a zo gwirion.
17 Na Lei de vocês está escrito que o testemunho de dois homens é válido.
18 Me eo a ro testeni ac'hanon va-unan, hag an Tad en deus va c'haset a ro ivez testeni ac'hanon.
18 Eu testemunho acerca de mim mesmo; a minha outra testemunha é o Pai, que me enviou".
19 Lavarout a rejont eta dezhañ: Pelec'h emañ da Dad? Jezuz a respontas: N'anavezit na me na va Zad. Mar anavezfec'h ac'hanon, ec'h anavezfec'h ivez va Zad.
19 Então lhe perguntaram: "Onde está o seu pai? " Respondeu Jesus: "Vocês não conhecem nem a mim nem a meu Pai. Se me conhecessem, também conheceriam a meu Pai".
20 Jezuz a lavaras ar gerioù-mañ el lec'h ma oa an teñzor, o kelenn en templ. Ha den ne grogas ennañ, rak e eur ne oa ket deuet c'hoazh.
20 Ele proferiu essas palavras enquanto ensinava no templo, perto do lugar onde se colocavam as ofertas. No entanto, ninguém o prendeu, porque a sua hora ainda não havia chegado.
21 Neuze Jezuz a lavaras dezho c'hoazh: Mont a ran kuit hag e klaskot ac'hanon hag e varvot en ho pec'hed. Ne c'hellot ket dont e-lec'h ma'z an.
21 Mais uma vez, Jesus lhes disse: "Eu vou embora, e vocês procurarão por mim, e morrerão em seus pecados. Para onde vou, vocês não podem ir".
22 Ar Yuzevien a lavaras eta: Hag en em lazho e-unan, peogwir e lavar: Ne c'hellot ket dont e-lec'h ma'z an.
22 Isso levou os judeus a perguntarem: "Será que ele irá matar-se? Será por isso que ele diz: ‘Para onde vou, vocês não podem ir’? "
23 Hag e lavaras dezho: C'hwi a zo eus an traoñ, me a zo eus an nec'h. C'hwi a zo eus ar bed-mañ, me n'on ket eus ar bed-mañ.
23 Mas ele continuou: "Vocês são daqui de baixo; eu sou lá de cima. Vocês são deste mundo; eu não sou deste mundo.
24 Setu perak em eus lavaret deoc'h e varvot en ho pec'hedoù, rak ma ne gredit ket emaon, e varvot en ho pec'hedoù.
24 Eu lhes disse que vocês morrerão em seus pecados. Se vocês não crerem que Eu Sou, de fato morrerão em seus pecados".
25 Neuze e lavarjont dezhañ: Piv out-te? Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a lavaran deoc'h abaoe ar penn-kentañ.
25 "Quem é você? ", perguntaram eles. "Exatamente o que tenho dito o tempo todo", respondeu Jesus.
26 Kalz a draoù am eus da lavarout ac'hanoc'h ha da varn ennoc'h. Met an hini en deus va c'haset a zo gwirion hag e lavaran d'ar bed ar pezh am eus klevet digantañ.
26 "Tenho muitas coisas para dizer e julgar a respeito de vocês. Pois aquele que me enviou merece confiança, e digo ao mundo aquilo que dele ouvi".
27 Ne gomprenjont ket e komze dezho eus an Tad.
27 Eles não entenderam que lhes estava falando a respeito do Pai.
28 Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec'h anavezot emaon ha penaos ne ran netra ac'hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m'en deus va Zad o desket din.
28 Então Jesus disse: "Quando vocês levantarem o Filho do homem, saberão que Eu Sou, e que nada faço de mim mesmo, mas falo exatamente o que o Pai me ensinou.
29 An hini en deus va c'haset a zo ganin. An Tad n'en deus ket va lezet va-unan, abalamour ma ran atav ar pezh a blij dezhañ.
29 Aquele que me enviou está comigo; ele não me deixou sozinho, pois sempre faço o que lhe agrada".
30 Pa lavaras an traoù-se, kalz a gredas ennañ.
30 Tendo dito essas coisas, muitos creram nele.
31 Neuze Jezuz a lavaras d'ar Yuzevien o doa kredet ennañ: Mar kendalc'hit em ger, emaoc'h e gwirionez va diskibien.
31 Disse Jesus aos judeus que haviam crido nele: "Se vocês permanecerem firmes na minha palavra, verdadeiramente serão meus discípulos.
32 Anavezout a reot ar wirionez hag ar wirionez ho tieubo.
32 E conhecerão a verdade, e a verdade os libertará".
33 Respont a rejont dezhañ: Ni a zo lignez Abraham ha biskoazh n'omp bet sklavourien da zen, penaos e lavarez: Dieubet e viot?
33 Eles lhe responderam: "Somos descendentes de Abraão e nunca fomos escravos de ninguém. Como você pode dizer que seremos livres? "
34 Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini en em ro d'ar pec'hed a zo sklavour d'ar pec'hed.
34 Jesus respondeu: "Digo-lhes a verdade: Todo aquele que vive pecando é escravo do pecado.
35 Met ar sklavour ne chom ket atav en ti, ar mab a chom ennañ atav.
35 O escravo não tem lugar permanente na família, mas o filho pertence a ela para sempre.
36 Mar dieub eta ar Mab ac'hanoc'h, e voit dieubet evit gwir.
36 Portanto, se o Filho os libertar, vocês de fato serão livres.
37 Gouzout a ran ez oc'h lignez Abraham, met e klaskit va lakaat d'ar marv abalamour n'en deus ket va ger a zegemer ennoc'h.
37 Eu sei que vocês são descendentes de Abraão. Contudo, estão procurando matar-me, porque em vocês não há lugar para a minha palavra.
38 Me a lavar ar pezh am eus gwelet e ti va Zad, ha c'hwi ivez a ra ar pezh hoc'h eus gwelet e ti ho tad.
38 Eu lhes estou dizendo o que vi na presença do Pai, e vocês fazem o que ouviram do pai de vocês".
39 Int a respontas dezhañ: Hon tad eo Abraham. Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec'h bugale Abraham, c'hwi a raje oberoù Abraham.
39 "Abraão é o nosso pai", responderam eles. Disse Jesus: "Se vocês fossem filhos de Abraão, fariam as obras que Abraão fez.
40 Met bremañ e glaskit va lakaat d'ar marv, me, un den en deus lavaret deoc'h ar wirionez am eus desket digant Doue. Abraham n'en deus ket graet kement-se.
40 Mas vocês estão procurando matar-me, sendo que eu lhes falei a verdade que ouvi de Deus; Abraão não agiu assim.
41 C'hwi a ra oberoù ho tad. Lavarout a rejont dezhañ: N'omp ket bet ganet eus un avoultriezh, un Tad hepken hon eus, Doue eo.
41 Vocês estão fazendo as obras do pai de vocês". Protestaram eles: "Nós não somos filhos ilegítimos. O único Pai que temos é Deus".
42 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec'h ac'hanon, rak eus Doue eo ez on hag e teuan. N'on ket deuet ac'hanon va-unan, met eñ eo an hini en deus va c'haset.
42 Disse-lhes Jesus: "Se Deus fosse o Pai de vocês, vocês me amariam, pois eu vim de Deus e agora estou aqui. Eu não vim por mim mesmo, mas ele me enviou.
43 Perak ne gomprenit ket va lavar? Abalamour na c'hellit ket selaou va ger.
43 Por que a minha linguagem não é clara para vocês? Porque são incapazes de ouvir o que eu digo.
44 Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc'h ober c'hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n'en deus ket kendalc'het er wirionez dre ma n'eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d'ar gaou.
44 "Vocês pertencem ao pai de vocês, o diabo, e querem realizar o desejo dele. Ele foi homicida desde o princípio e não se apegou à verdade, pois não há verdade nele. Quando mente, fala a sua própria língua, pois é mentiroso e pai da mentira.
45 Hag abalamour ma lavaran ar wirionez, ne gredit ket ac'hanon.
45 No entanto, vocês não crêem em mim, porque lhes digo a verdade!
46 Piv ac'hanoc'h a gendrec'ho ac'hanon a bec'hed? Mar lavaran ar wirionez, perak ne gredit ket ac'hanon?
46 Qual de vocês pode me acusar de algum pecado? Se estou falando a verdade, porque vocês não crêem em mim?
47 An hini a zo eus Doue a selaou gerioù Doue. Dre-se eo ne selaouit ket, abalamour n'oc'h ket eus Doue.
47 Aquele que pertence a Deus ouve o que Deus diz. Vocês não ouvem porque não pertencem a Deus".
48 Neuze ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ha n'hon eus ket lavaret mat penaos out ur Samaritan hag ez eus un diaoul ennout?
48 Os judeus lhe responderam: "Não estamos certos em dizer que você é samaritano e está endemoninhado? "
49 Jezuz a respontas: Ne'm eus ket un diaoul met enoriñ a ran va Zad, hag e tizenorit ac'hanon.
49 Disse Jesus: "Não estou endemoninhado! Pelo contrário, honro o meu Pai, e vocês me desonram.
50 Met ne glaskan ket va gloar, bez' ez eus unan hag e glask ha barn a ra.
50 Não estou buscando glória para mim mesmo; mas, há quem a busque e julgue.
51 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.
51 Asseguro-lhes que, se alguém guardar a minha palavra, jamais verá a morte".
52 Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Bremañ ec'h anavezomp ez eus un diaoul ennout. Abraham a zo marv, ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.
52 Diante disso, os judeus exclamaram: "Agora sabemos que você está endemoninhado! Abraão morreu, bem como os profetas, mas você diz que se alguém guardar a sua palavra, nunca experimentará a morte.
53 Ha brasoc'h out eget Abraham hon tad hag a zo marv? Ar brofeded ivez a zo marv. Da biv e fell dit en em dremen?
53 Você é maior do que o nosso pai Abraão? Ele morreu, bem como os profetas. Quem você pensa que é? "
54 Jezuz a respontas: Mar tennan gloar ac'hanon va-unan, va gloar n'eo netra. Va Zad eo an hini a ro gloar din, an hini a lavarit eo ho Toue.
54 Respondeu Jesus: "Se glorifico a mim mesmo, a minha glória nada significa. Meu Pai, que vocês dizem ser o Deus de vocês, é quem me glorifica.
55 N'hoc'h eus ket e anavezet. Met me a anavez anezhañ, ha ma lavarfen n'anavezan ket anezhañ, e vefen ur gaouiad eveldoc'h. Met anavezout a ran anezhañ hag e viran e c'her.
55 Vocês não o conhecem, mas eu o conheço. Se eu dissesse que não o conheço, seria mentiroso como vocês, mas eu de fato o conheço e guardo a sua palavra.
56 Abraham ho tad en deus tridet gant levenez o soñjal e tlee gwelout va deiz. E welet en deus hag eo en em laouenaet.
56 Abraão, pai de vocês, regozijou-se porque veria o meu dia; ele o viu e alegrou-se".
57 Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Ne'c'h eus ket c'hoazh hanter kant vloaz hag ec'h eus gwelet Abraham?
57 Disseram-lhe os judeus: "Você ainda não tem cinqüenta anos, e viu Abraão? "
58 Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, a-raok ma voe Abraham, emaon.
58 Respondeu Jesus: "Eu lhes afirmo que antes de Abraão nascer, Eu Sou! "
59 Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ, met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ o tremen dre o c'hreiz, hag evel-se ez eas kuit.
59 Então eles apanharam pedras para apedrejá-lo, mas Jesus escondeu-se e saiu do templo.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar João 8, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.