João 6
Gospels (BRETON) vs NTLH
1 Goude-se, Jezuz a dremenas en tu all da Vor Galilea pe Mor Tiberiaz.
1 Depois disso, Jesus atravessou o lago da Galileia, que também é chamado de Tiberíades.
2 Ur bobl vras a heulie anezhañ, abalamour ma welent ar mirakloù a rae war ar re glañv.
2 Uma grande multidão o seguia porque eles tinham visto os milagres que Jesus tinha feito, curando os doentes.
3 Jezuz a bignas war ar menez hag ec'h azezas eno gant e ziskibien.
3 Ele subiu um monte e sentou-se ali com os seus discípulos.
4 Hag ar Pask, gouel ar Yuzevien, a oa tost.
4 A Páscoa , a festa principal dos judeus, estava perto.
5 Jezuz eta, o vezañ savet e zaoulagad, hag o welout ul lod bras a dud o tont d'e gavout, a lavaras da Filip: Pelec'h e prenimp bara evit m'o devo an dud-mañ da zebriñ?
5 Jesus olhou em volta de si e viu que uma grande multidão estava chegando perto dele. Então disse a Filipe:
6 Eñ a lavare kement-se evit e amprouiñ rak gouzout a rae ar pezh edo o vont d'ober.
6 Ele sabia muito bem o que ia fazer, mas disse isso para ver qual seria a resposta de Filipe.
7 Filip a respontas dezhañ: Daou c'hant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) a vara ne vefe ket a-walc'h evit reiñ un tammig da bep hini.
7 Filipe respondeu assim: — Para cada pessoa poder receber um pouco de pão, nós precisaríamos gastar mais de duzentas moedas de prata .
8 Unan eus e ziskibien, Andrev breur Simon-Pêr, a lavaras dezhañ:
8 Então um dos discípulos, André, irmão de Simão Pedro, disse:
9 Bez' ez eus amañ ur paotrig en deus pemp bara heiz ha daou besk, met petra eo kement-se evit kement a dud?
9 — Está aqui um menino que tem cinco pães de cevada e dois peixinhos. Mas o que é isso para tanta gente?
10 Jezuz a lavaras: Lakait an dud da azezañ. Bez' e oa kalz a c'heot el lec'h-se. An dud eta a azezas, en niver a war-dro pemp mil.
10 Jesus disse: Então todos se sentaram. (Havia muita grama naquele lugar.) Estavam ali quase cinco mil homens.
11 Jezuz a gemeras ar baraoù hag, o vezañ trugarekaet, o roas d'an diskibien, hag an diskibien d'ar re a oa azezet, hag en hevelep doare gant ar pesked, kement ha ma fellas dezho.
11 Em seguida Jesus pegou os pães, deu graças a Deus e os repartiu com todos; e fez o mesmo com os peixes. E todos comeram à vontade.
12 Goude m'o doe bet o gwalc'h, e lavaras d'e ziskibien: Dastumit an tammoù a zo manet, evit na vo kollet netra.
12 Quando já estavam satisfeitos, ele disse aos discípulos:
13 Dastum a rejont eta anezho hag e leugnjont daouzek paner gant an tammoù a oa manet eus ar pemp bara heiz, goude m'o doa debret.
13 Eles ajuntaram os pedaços e encheram doze cestos com o que sobrou dos cinco pães.
14 An dud-se, o welout ar mirakl en doa Jezuz graet, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed.
14 Os que viram esse milagre de Jesus disseram: — De fato, este é o
15 Jezuz, oc'h anavezout ez aent da zont d'e gemer evit e lakaat da roue, en em dennas adarre e-unan war ar menez.
15 Jesus ficou sabendo que queriam levá-lo à força para o fazerem rei; então voltou sozinho para o monte.
16 Pa voe deuet an abardaez, e ziskibien a ziskennas betek ar mor.
16 De tardinha, os discípulos de Jesus desceram até o lago.
17 O vezañ aet er vag, e fellas dezho mont en tu all d'ar mor da Gafarnaoum. Dija e oa teñval ha Jezuz ne oa ket c'hoazh deuet d'o c'havout.
17 Subiram num barco e começaram a atravessar o lago na direção da cidade de Cafarnaum. Quando já estava escuro, Jesus ainda não tinha vindo se encontrar com eles.
18 Dre ma oa kreñv an avel, koummoù ar mor a save.
18 De repente, um vento forte começou a soprar e a levantar as ondas.
19 P'o doa roeñvet war-dro pemp war-n-ugent pe tregont stadenn (~ 5 km), e weljont Jezuz a gerzhe war ar mor hag a dostae ouzh ar vag. Hag o doe aon.
19 Os discípulos já tinham remado uns cinco ou seis quilômetros, quando viram Jesus andando em cima da água e chegando perto do barco. E ficaram com muito medo.
20 Met eñ a lavaras dezho: Me eo, n'ho pet ket aon!
20 Mas Jesus disse:
21 Fellout a rae dezho eta e zegemer er vag, ha kerkent ar vag en em gavas el lec'h ma'z aent.
21 Então eles o receberam com prazer no barco e logo chegaram ao lugar para onde estavam indo.
22 An deiz war-lerc'h, ar bobl hag a oa chomet en tu all d'ar mor a welas panaos ne oa bet eno bag ebet nemet an hini ma oa aet e ziskibien enni, ha penaos Jezuz ne oa ket aet e-barzh ganto, met penaos e ziskibien a oa aet kuit o-unan.
22 No dia seguinte a multidão que estava no lado leste do lago viu que ali só havia um barco pequeno. Sabiam que Jesus não tinha embarcado com os discípulos, pois estes haviam saído sozinhos.
23 Met bagoù all, o tont eus Tiberiaz, a erruas tost d'al lec'h m'o doa debret ar bara goude m'en doe an Aotrou trugarekaet.
23 Enquanto isso, outros barcos chegaram da cidade de Tiberíades e encostaram perto do lugar onde a multidão tinha comido pão depois de o Senhor Jesus ter dado graças.
24 Pa welas ar bobl ne oa na Jezuz nag e ziskibien eno, e pignjont o-unan er bagoù hag ez ejont da Gafarnaoum da glask Jezuz.
24 Quando viram que Jesus e os seus discípulos não estavam ali, subiram nos barcos e saíram para Cafarnaum a fim de procurá-lo.
25 O vezañ e gavet en tu all d'ar mor, e lavarjont dezhañ: Mestr, pegoulz out en em gavet amañ?
25 A multidão encontrou Jesus no lado oeste do lago, e perguntaram a ele: — Mestre, quando foi que o senhor chegou aqui?
26 Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, va c'hlaskit n'eo ket abalamour m'hoc'h eus gwelet mirakloù met abalamour m'hoc'h eus debret bara ha m'hoc'h eus bet ho kwalc'h.
26 Jesus respondeu:
27 Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc'h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.
27 Não trabalhem a fim de conseguir a comida que se estraga, mas a fim de conseguir a comida que dura para a vida eterna. O
28 Neuze e lavarjont dezhañ: Petra hon eus d’ober evit labourat da oberoù Doue?
28 — O que é que Deus quer que a gente faça? — perguntaram eles.
29 Jezuz a respontas dezho: Houmañ eo oberenn Doue, ma kredot en hini en deus kaset.
29 — Ele quer que vocês creiam naquele que ele enviou! — respondeu Jesus.
30 Neuze e lavarjont dezhañ: Peseurt mirakl a rez eta evit m'en gwelimp ha ma kredimp ennout? Peseurt oberenn a rez?
30 Eles disseram: — Que milagre o senhor vai fazer para a gente ver e crer no senhor? O que é que o senhor pode fazer?
31 Hon tadoù o deus debret ar mann el lec'h distro, hervez ma'z eo skrivet: Roet en deus dezho da zebriñ bara an neñv.
31 Os nossos antepassados comeram o maná no deserto, como dizem as Escrituras Sagradas : “Do céu ele deu pão para eles comerem.”
32 Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, Moizez n'en deus ket roet deoc'h bara an neñv, met va Zad a ro deoc'h gwir bara an neñv.
32 Jesus disse:
33 Rak bara Doue eo an hini en deus diskennet eus an neñv hag a ro ar vuhez d'ar bed.
33 Porque o pão que Deus dá é aquele que desce do céu e dá vida ao mundo.
34 Neuze e lavarjont dezhañ: Aotrou, ro deomp atav eus ar bara-se.
34 — Queremos que o senhor nos dê sempre desse pão! — pediram eles.
35 Jezuz a lavaras dezho: Me eo ar bara a vuhez. An hini a zeuio da'm c'havout n'en devo biken naon, hag an hini a gred ennon n'en devo biken sec'hed.
35 Jesus respondeu:
36 Met henn lavaret em eus deoc'h, gwelet hoc'h eus ac'hanon ha ne gredit ket.
36 Mas eu já disse que vocês não creem em mim, embora estejam me vendo.
37 Kement a roio an Tad din a zeuio da'm c'havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da'm c'havout,
37 Todos aqueles que o Pai me dá virão a mim; e de modo nenhum jogarei fora aqueles que vierem a mim.
38 rak diskennet on eus an neñv nann evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c'haset.
38 Pois eu desci do céu para fazer a vontade daquele que me enviou e não para fazer a minha própria vontade.
39 Ha setu amañ bolontez an Tad en deus va c'haset, na gollin hini eus ar re en deus roet din, met ma'c'h adsavin anezho a varv d'an deiz diwezhañ.
39 E a vontade de quem me enviou é esta: que nenhum daqueles que o Pai me deu se perca, mas que eu ressuscite todos no último dia.
40 Setu amañ bolontez an hini en deus va c'haset, ma teuio piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ da gaout ar vuhez peurbadus, hag en adsavin a varv d'an deiz diwezhañ.
40 Pois a vontade do meu Pai é que todos os que veem o Filho e creem nele tenham a vida eterna; e no último dia eu os ressuscitarei.
41 Neuze ar Yuzevien a c'hrozmolas diwar e benn dre m'en doa lavaret: Me eo ar bara diskennet eus an neñv.
41 Eles começaram a criticar Jesus porque ele tinha dito: “Eu sou o pão que desceu do céu.”
42 Hag e lavarent: N'eo ket hemañ Jezuz mab Jozef, a anavezomp e dad hag e vamm? Penaos eta e lavar: Me a zo diskennet eus an neñv?
42 E diziam: — Este não é Jesus, filho de José? Por acaso nós não conhecemos o pai e a mãe dele? Como é que agora ele diz que desceu do céu?
43 Neuze Jezuz a respontas dezho: Na c'hrozmolit ket etrezoc'h.
43 Jesus respondeu:
44 Den ne c'hell dont da'm c'havout ma ne vefe sachet gant an Tad en deus va c'haset, ha en adsavin a varv d'an deiz diwezhañ.
44 Só poderão vir a mim aqueles que forem trazidos pelo Pai, que me enviou, e eu os ressuscitarei no último dia.
45 Skrivet eo er brofeded: Kelennet e vint holl gant Doue. Evel-se piv bennak en deus selaouet an Tad hag en deus desket digantañ a zeu da'm c'havout.
45 Nos
46 N'eo ket en defe un den gwelet an Tad, nemet an hini a zeu eus Doue en deus gwelet an Tad.
46 Isso não quer dizer que alguém já tenha visto o Pai, a não ser aquele que vem de Deus; ele já viu o Pai.
47 E gwirionez, e gwirionez, ma a lavar deoc'h, an hini a gred ennon en deus ar vuhez peurbadus.
47 — Eu afirmo a vocês que isto é verdade: quem crê tem a vida eterna.
48 Me eo ar bara a vuhez.
48 Eu sou o pão da vida.
49 Ho tadoù o deus debret ar mann el lec'h distro hag ez int marvet.
49 Os antepassados de vocês comeram o maná no deserto, mas morreram.
50 Setu amañ ar bara diskennet eus an neñv, evit na varvo ket an hini a zebro dioutañ.
50 Aqui está o pão que desce do céu; e quem comer desse pão nunca morrerá.
51 Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. Mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va c'hig, a roin evit buhez ar bed.
51 Eu sou o pão vivo que desceu do céu. Se alguém comer desse pão, viverá para sempre. E o pão que eu darei para que o mundo tenha vida é a minha carne.
52 Neuze ar Yuzevien a dabutas etrezo, o lavarout: Penaos e c'hell an den-mañ reiñ deomp e gig da zebriñ?
52 Aí eles começaram a discutir entre si. E perguntavam: — Como é que este homem pode dar a sua própria carne para a gente comer?
53 Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ma ne zebrit ket kig Mab an den ha ma n'evit ket e wad, n'hoc'h eus ket ar vuhez ennoc'h hoc'h-unan.
53 Então Jesus disse:
54 An hini a zebr va c'hig hag a ev va gwad en deus ar vuhez peurbadus, hag ec'h adsavin anezhañ a varv d'an deiz diwezhañ.
54 Quem come a minha carne e bebe o meu sangue tem a vida eterna, e eu o ressuscitarei no último dia.
55 Rak va c'hig a zo e gwirionez ur boued, ha va gwad a zo e gwirionez un evaj.
55 Pois a minha carne é a comida verdadeira, e o meu sangue é a bebida verdadeira.
56 An hini a zebr va c'horf hag a ev va gwad a chom ennon, ha me ennañ.
56 Quem come a minha carne e bebe o meu sangue vive em mim, e eu vivo nele.
57 Evel m'en deus an Tad hag a zo bev kaset ac'hanon ha ma vevan dre an Tad, evel-se an hini a zebr ac'hanon a vevo drezon.
57 O Pai, que tem a vida, foi quem me enviou, e por causa dele eu tenho a vida. Assim, também, quem se alimenta de mim terá vida por minha causa.
58 Setu amañ ar bara a zo diskennet eus an neñv. N'eo ket evel ho tadoù, debret o deus ar mann hag ez int marvet. An hini a zebro ar bara-mañ a vevo da viken.
58 Este é o pão que desceu do céu. Não é como o pão que os antepassados de vocês comeram e mesmo assim morreram. Quem come deste pão viverá para sempre.
59 Lavarout a reas an traoù-mañ o kelenn e sinagogenn Gafarnaoum.
59 Jesus disse isso quando estava ensinando na sinagoga de Cafarnaum.
60 Kalz eus e ziskibien, o vezañ e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet, piv a c'hell e selaou?
60 Muitos seguidores de Jesus ouviram isso e reclamaram: — O que ele ensina é muito difícil! Quem pode aceitar esses ensinamentos?
61 Met Jezuz, oc'h anavezout ennañ e-unan e c'hrozmole e ziskibien diwar-benn kement-se, a lavaras dezho: Un abeg da gouezhañ a gavit e kement-se?
61 Não disseram nada a Jesus, mas ele sabia que eles estavam resmungando contra ele. Por isso perguntou:
62 Petra eta e vefe mar gwelfec'h Mab an den o pignat el lec'h ma oa kent?
62 E o que aconteceria se vocês vissem o
63 Ar Spered eo a ro buhez, ar c'hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc'h a zo spered ha buhez.
63 O Espírito de Deus é quem dá a vida, mas o ser humano não pode fazer isso. As palavras que eu lhes disse são espírito e vida,
64 Met ez eus en ho touez lod ha ne gredont ket. Rak Jezuz a ouie adalek ar penn-kentañ pere a oa ar re ne gredent ket ha piv e oa an hini en droukroje.
64 mas mesmo assim alguns de vocês não creem. Jesus disse isso porque já sabia desde o começo quem eram os que não iam crer nele e sabia também quem ia traí-lo.
65 Hag e lavaras: Setu perak em eus lavaret deoc'h penaos den ne c'hell dont da'm c'havout, ma n'eo ket roet kement-se dezhañ gant va Zad.
65 Jesus continuou:
66 Adalek neuze kalz eus e ziskibien en em dennas ha n'ejont ken gantañ.
66 Por causa disso muitos seguidores de Jesus o abandonaram e não o acompanhavam mais.
67 Jezuz a lavaras neuze d'an daouzek: Ha c'hwi, ha ne fell ket deoc'h mont kuit ivez?
67 Então ele perguntou aos doze discípulos:
68 Simon-Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, da biv ez afemp? Te ac'h eus gerioù ar vuhez peurbadus,
68 Simão Pedro respondeu: — Quem é que nós vamos seguir? O senhor tem as palavras que dão vida eterna!
69 ha ni hon eus kredet hag hon eus anavezet ez out ar C'hrist, Mab an Doue bev.
69 E nós cremos e sabemos que o senhor é o Santo que Deus enviou.
70 Jezuz a respontas dezho: Ha ne'm eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac'hanoc'h a zo un diaoul.
70 Jesus disse:
71 Komz a rae diwar-benn Judaz Iskariod mab Simon, rak hemañ eo a dlee e zroukreiñ, evitañ da vezañ unan eus an daouzek.
71 Ele estava falando de Judas, filho de Simão Iscariotes. Pois Judas, embora fosse um dos doze discípulos, ia trair Jesus.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar João 6, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.