João 3

Gospels (BRETON) vs NAA

Sair da comparação
NAA Nova Almeida Atualizada 2017
1 Hogen e oa un den e-touez ar farizianed, anvet Nikodem, unan eus re vras ar Yuzevien.
1 Havia entre os fariseus um homem chamado Nicodemos, um dos principais dos judeus.
2 Hemañ a zeuas en noz da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar ez out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c'hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet e vefe Doue gantañ.
2 Este, de noite, foi até Jesus e lhe disse: — Rabi, sabemos que o senhor é Mestre vindo da parte de Deus, porque ninguém pode fazer estes sinais que o senhor faz, se Deus não estiver com ele.
3 Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den eus an nec'h, ne c'hell ket gwelout rouantelezh Doue.
3 Jesus respondeu:
4 Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell un den bezañ ganet pa'z eo kozh? Hag e c'hell distreiñ un eil gwech e kof e vamm ha bezañ ganet?
4 Nicodemos perguntou: — Como pode um homem nascer, sendo velho? Será que pode voltar ao ventre materno e nascer uma segunda vez?
5 Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c'hell ket mont e rouantelezh Doue.
5 Jesus respondeu:
6 Ar pezh a zo ganet eus ar c'hig a zo kig, ar pezh a zo ganet eus ar Spered a zo spered.
6 O que é nascido da carne é carne, e o que é nascido do Espírito é espírito.
7 Na vez ket souezhet ma lavaran dit: Ret eo ma viot ganet eus an nec'h.
7 Não fique admirado por eu dizer: “Vocês precisam nascer de novo.”
8 An avel a c'hwezh e-lec'h ma kar hag e klevez an trouz, met n'ouzout ket nag a-belec'h e teu na pelec'h ez a. Evel-se e c'hoarvez gant pep den a zo ganet eus ar Spered.
8 O vento sopra onde quer, você ouve o barulho que ele faz, mas não sabe de onde ele vem, nem para onde vai; assim é todo o que é nascido do Espírito.
9 Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell c'hoarvezout kement-se?
9 Então Nicodemos perguntou: — Como pode ser isso? Jesus respondeu:
10 Jezuz a respontas dezhañ: Te a zo doktor Israel, ha n'ouzout ket an traoù-se?
10 — Você é mestre em Israel e não compreende estas coisas?
11 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, e lavaromp ar pezh a ouzomp hag e roomp testeni eus ar pezh hon eus gwelet, ha ne zegemerit ket hon testeni.
11 Em verdade, em verdade lhe digo que nós falamos do que sabemos e damos testemunho do que vimos, mas vocês não aceitam o nosso testemunho.
12 Ma ne gredit ket pa gomzan deoc'h eus traoù douarel, penaos e kredot pa gomzin deoc'h eus traoù neñvel?
12 Se vocês não creem quando falo sobre coisas terrenas, como crerão se eu lhes falar sobre as celestiais?
13 Den n'eo pignet en neñv, nemet an hini a zo diskennet eus an neñv, Mab an den a zo en neñv.
13 Ora, ninguém subiu ao céu, a não ser aquele que de lá desceu, o Filho do Homem.
14 Hag evel ma savas Moizez an naer el lec'h distro, evel-se eo ret e vo savet Mab an den,
14 — E assim como Moisés levantou a serpente no deserto, assim também é necessário que o Filho do Homem seja levantado,
15 evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus.
15 para que todo o que nele crê tenha a vida eterna.
16 Rak kement en deus Doue karet ar bed m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus.
16 Porque Deus amou o mundo de tal maneira que deu o seu Filho unigênito, para que todo o que nele crê não pereça, mas tenha a vida eterna.
17 Rak Doue n'en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ.
17 Porque Deus enviou o seu Filho ao mundo, não para que condenasse o mundo, mas para que o mundo fosse salvo por ele.
18 An hini a gred ennañ n'eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n'en deus ket kredet en anv Mab nemetañ Doue.
18 Quem nele crê não é condenado; mas o que não crê já está condenado, porque não crê no nome do unigênito Filho de Deus.
19 Ha setu ar varnedigezh: ar sklêrijenn a zo deuet er bed hag an dud o deus karet muioc'h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù.
19 A condenação é esta: a luz veio ao mundo, mas os homens amaram mais as trevas do que a luz, porque as suas obras eram más.
20 Rak piv bennak a ra an droug a gasa ar sklêrijenn ha ne zeu ket d'ar sklêrijenn, gant aon na vefe rebechet e oberoù.
20 Pois todo aquele que pratica o mal detesta a luz e não se aproxima da luz, para que as suas obras não sejam reprovadas.
21 Met an hini a ra hervez ar wirionez a zeu d'ar sklêrijenn, evit ma vo diskuliet e oberoù, rak e Doue ez int graet.
21 Quem pratica a verdade se aproxima da luz, para que as suas obras sejam manifestas, porque são feitas em Deus.
22 Goude-se, Jezuz a yeas gant e ziskibien e douar Judea. Eno e chomas ganto hag e vadeze.
22 Depois disso, Jesus foi com os seus discípulos para a terra da Judeia; ali permaneceu com eles e batizava.
23 Yann a vadeze ivez en Enon tost da Salim, abalamour ma oa eno kalz a zour. Hag ez aed di evit bezañ badezet,
23 Ora, João também estava batizando em Enom, perto de Salim, porque ali havia muitas águas, e o povo se dirigia para lá e era batizado.
24 rak Yann ne oa ket bet c'hoazh lakaet er prizon.
24 Pois João ainda não havia sido preso.
25 Hogen un tamall a savas etre diskibien Yann hag ar Yuzevien diwar-benn ar c'hlanidigezh.
25 Então surgiu uma discussão entre os discípulos de João e um judeu a respeito da purificação.
26 Dont a rejont da gavout Yann hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d'an tu all d'ar Jordan hag ac'h eus roet testeni dezhañ, setu, e vadez hag an holl a ya d'e gavout.
26 E foram até João e lhe disseram: — Mestre, aquele que estava com o senhor no outro lado do Jordão, do qual o senhor deu testemunho, está batizando, e todos vão até ele.
27 Yann a respontas: Den ne c'hell resev tra ebet, nemet roet e vefe bet dezhañ eus an neñv.
27 João respondeu: — Ninguém pode receber coisa alguma se não lhe for dada do céu.
28 C'hwi hoc'h-unan a zo testoù din em eus lavaret: N'eo ket me eo ar C'hrist, met kaset on bet a-raok dezhañ.
28 Vocês mesmos são testemunhas de que eu disse: “Eu não sou o Cristo, mas fui enviado como o seu precursor.”
29 An hini en deus ar wreg eo an ozhac'h. Met mignon an ozhac'h, a zo eno hag en selaou, a zo laouen bras pa glev mouezh an ozhac'h, hag al levenez-se a zo va hini ha peurvat eo.
29 O que tem a noiva é o noivo; o amigo do noivo que está presente e o escuta se alegra muito por causa da voz do noivo. Pois essa alegria já se cumpriu em mim.
30 Ret eo dezhañ kreskiñ ha din bihanaat.
30 Convém que ele cresça e que eu diminua.
31 An hini a zeu eus an nec'h a zo dreist an holl. An hini a zeu eus an douar a zo eus an douar hag e lavar a zeu eus an douar. An hini a zeu eus an neñv a zo dreist an holl,
31 Quem vem das alturas certamente está acima de todos; quem vem da terra é terreno e fala da terra. Quem veio do céu está acima de todos
32 hag a ro testeni eus ar pezh en deus gwelet ha klevet, ha den ne zegemer e desteni.
32 e dá testemunho daquilo que viu e ouviu, mas ninguém aceita o seu testemunho.
33 An hini a zegemer e desteni en deus siellet penaos eo Doue gwirion,
33 Quem, porém, aceita o testemunho que ele dá certifica que Deus é verdadeiro.
34 rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul.
34 Pois aquele que Deus enviou fala as palavras de Deus, porque Deus não dá o Espírito por medida.
35 An Tad a gar ar Mab hag en deus lakaet pep tra etre e zaouarn.
35 O Pai ama o Filho e entregou todas as coisas nas mãos dele.
36 An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ.
36 Por isso, quem crê no Filho tem a vida eterna; quem se mantém rebelde contra o Filho não verá a vida, mas sobre ele permanece a ira de Deus.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar João 3, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.