João 21
Gospels (BRETON) vs NTLH
1 Goude-se, Jezuz en em ziskouezas adarre d'an diskibien tost ouzh Mor Tiberiaz. En em ziskouez a reas en doare-mañ.
1 Depois disso, Jesus apareceu outra vez aos seus discípulos, na beira do lago da Galileia. Foi assim que aconteceu:
2 Simon-Pêr, Tomaz anvet Didim, Natanael eus Kana e Galilea, mibien Zebedea ha daou all eus e ziskibien a oa asambles.
2 Estavam juntos Simão Pedro e Tomé, chamado “o Gêmeo”; Natanael, que era de Caná da Galileia; os filhos de Zebedeu e mais dois discípulos.
3 Simon-Pêr a lavaras dezho: Mont a ran da besketa. Int a lavaras dezhañ: Dont a reomp ivez ganit. Mont a rejont hag e pignjont raktal er vag, met ne dapjont netra en noz-se.
3 Simão Pedro disse aos outros: — Eu vou pescar. — Nós também vamos pescar com você! — disseram eles. Então foram todos e subiram no barco, mas naquela noite não pescaram nada.
4 Ar mintin o vezañ deuet, Jezuz en em gavas war an aod. Koulskoude an diskibien ne ouient ket e oa Jezuz.
4 De manhã, quando começava a clarear, Jesus estava na praia. Porém eles não sabiam que era ele.
5 Jezuz a lavaras dezho: Bugale, ha n'hoc'h eus netra da zebriñ? Int a respontas dezhañ: Nann.
5 Então Jesus perguntou: — Nada! — responderam eles.
6 Eñ a lavaras dezho: Taolit ar roued en tu dehou d'ar vag hag e kavot. Teurel a rejont eta anezhi ha ne c'helljont ken he zennañ er-maez abalamour d'an niver bras a besked.
6 — Joguem a rede do lado direito do barco, que vocês acharão peixe! — disse Jesus. Eles jogaram a rede e logo depois já não conseguiam puxá-la para dentro do barco, por causa da grande quantidade de peixes que havia nela.
7 Neuze an diskibl a oa karet gant Jezuz a lavaras da Bêr: An Aotrou eo! Pa glevas Simon-Pêr e oa an Aotrou, e lakaas e sae, rak en noazh e oa, hag en em daolas er mor.
7 Aí o discípulo que Jesus amava disse a Pedro: — É o Senhor Jesus! Quando Simão Pedro ouviu dizer que era o Senhor, vestiu a
8 An diskibien all a zeuas er vag, o ruzañ ar roued leun a besked, rak ne oant ket pell diouzh an douar, nemet war-dro daou-c'hant ilinad (~ 100 m).
8 Os outros discípulos foram no barco, puxando a rede com os peixes, pois estavam somente a uns cem metros da praia.
9 Pa voent diskennet d'an douar, e weljont glaou-bev a oa eno, pesked warno ha bara.
9 Quando saíram do barco, viram ali uma pequena fogueira, com alguns peixes em cima das brasas. E também havia pão.
10 Jezuz a lavaras dezho: Degasit eus ar pesked-se hoc'h eus tapet bremañ.
10 Então Jesus disse:
11 Simon-Pêr a adpignas hag a dennas ar roued d'an douar leun a gant tri hag hanter-kant pesk bras. Ha petra bennak ma oa kement, ne dorre ket ar roued.
11 Aí Simão Pedro subiu no barco e arrastou a rede para a terra. Ela estava cheia, com cento e cinquenta e três peixes grandes, e mesmo assim não se rebentou.
12 Jezuz a lavaras dezho: Deuit da leinañ. Hag hini ebet eus an diskibien ne grede goulenn outañ: Piv out? Gouzout a raent e oa an Aotrou.
12 Jesus disse: Nenhum deles tinha coragem de perguntar quem ele era, pois sabiam que era o Senhor.
13 Jezuz eta a zeuas, a gemeras bara hag a roas anezhañ dezho, kenkoulz hag eus ar pesked.
13 Então Jesus veio, pegou o pão e deu a eles. E fez a mesma coisa com os peixes.
14 An deirvet gwech e oa dija m'en em ziskoueze Jezuz d'e ziskibien goude bezañ adsavet a-douez ar re varv.
14 Foi esta a terceira vez que Jesus, depois de ter sido ressuscitado, apareceu aos seus discípulos.
15 Goude m'o doa leinet, Jezuz a lavaras da Simon-Pêr: Simon mab Jona, ha karout a rez ac'hanon muioc'h eget ar re-mañ? Eñ a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Eñ a lavaras dezhañ: Mesa va oaned.
15 Quando eles acabaram de comer, Jesus perguntou a Simão Pedro: — Sim, o senhor sabe que eu o amo, Senhor! — respondeu ele. Então Jesus lhe disse:
16 Lavarout a reas dezhañ un eil gwech: Simon mab Jona, va c'harout a rez? Eñ a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Eñ a lavaras dezhañ: Bez mesaer va deñved.
16 E perguntou pela segunda vez: Pedro respondeu: — Sim, o senhor sabe que eu o amo, Senhor! E Jesus lhe disse outra vez:
17 Lavarout a reas dezhañ an deirvet gwech: Simon mab Jona, hag ec'h eus karantegezh evidon? Pêr a voe glac'haret eus m'en doa lavaret an deirvet gwech: Hag ec'h eus karantegezh evidon? Eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.
17 E perguntou pela terceira vez: Então Pedro ficou triste por Jesus ter perguntado três vezes: “Você me ama?” E respondeu: — O senhor sabe tudo e sabe que eu o amo, Senhor! E Jesus ordenou:
18 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, pa oas yaouank, en em c'hourizes da-unan hag ez aes e-lec'h ma felle dit, met pa vi kozh, ec'h astenni da zaouarn, hag unan all a c'hourizo ac'hanout hag a gaso ac'hanout e-lec'h na fello ket dit mont.
18 Quando você era moço, você se aprontava e ia para onde queria. Mas eu afirmo a você que isto é verdade: quando for velho, você estenderá as mãos, alguém vai amarrá-las e o levará para onde você não vai querer ir.
19 Lavarout a reas kement-se evit merkañ dre beseurt marv e roje gloar da Zoue. Ha goude bezañ komzet evel-se, e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon.
19 Ao dizer isso, Jesus estava dando a entender de que modo Pedro ia morrer e assim fazer com que Deus fosse louvado. Então Jesus disse a Pedro:
20 Pêr, o vezañ distroet, a welas o tont war o lerc'h an diskibl a oa karet gant Jezuz, an hini en doa en em bleget war vruched Jezuz e-pad ar goan hag en doa lavaret: Aotrou, piv eo an hini a zroukro ac'hanout?
20 Então Pedro virou para trás e viu que o discípulo que Jesus amava vinha atrás dele. Este era o mesmo que estava ao lado de Jesus durante o jantar da Páscoa e que havia chegado para mais perto dele e perguntado: “Senhor, quem é o traidor?”
21 O vezañ e welet, Pêr a lavaras da Jezuz: Aotrou, hag hemañ, petra a erruo gantañ?
21 Quando Pedro viu aquele discípulo, perguntou a Jesus: — O que diz, Senhor, a respeito deste aqui?
22 Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heuilh ac'hanon.
22 Jesus respondeu:
23 Ar vrud eta en em skuilhas e-touez ar vreudeur penaos an diskibl-se ne varvje ket. Koulskoude Jezuz n'en doa ket lavaret dezhañ: Ne varvo ket, met: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit?
23 Então se espalhou entre os seguidores de Jesus a notícia de que aquele discípulo não ia morrer. Mas Jesus não disse isso. Ele apenas disse: “Se eu quiser que ele viva até que eu volte, o que é que você tem com isso?”
24 An diskibl-se eo a ro testeni eus an traoù-mañ hag en deus o skrivet. Ha ni a oar ez eo gwirion e desteni.
24 Este é o discípulo que falou destas coisas e as escreveu. E nós sabemos que o que ele disse é verdade.
25 Kalz a draoù all c'hoazh a zo bet graet gant Jezuz ha, ma vefent skrivet dre ar munud, ne gredan ket e c'hellfe ar bed e-unan kenderc'hel al levrioù a vefe skrivet. Amen.
25 Ainda há muitas outras coisas que Jesus fez. Se todas elas fossem escritas, uma por uma, acho que nem no mundo inteiro caberiam os livros que seriam escritos.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar João 21, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.