João 20

Gospels (BRETON) vs NTLH

Sair da comparação
NTLH Nova Tradução na Linguagem de Hoje 2000
1 An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d'ar bez, pa oa c'hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez.
1 Domingo bem cedo, quando ainda estava escuro, Maria Madalena foi até o túmulo e viu que a pedra que tapava a entrada tinha sido tirada.
2 Neuze e redas hag e teuas da gavout Simon-Pêr hag an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet o deus an Aotrou eus ar bez, ha n'ouzomp ket pelec'h o deus e lakaet.
2 Então foi correndo até o lugar onde estavam Simão Pedro e outro discípulo, aquele que Jesus amava, e disse: — Tiraram o Senhor Jesus do túmulo, e não sabemos onde o puseram!
3 Neuze Pêr hag an diskibl all a yeas er-maez hag a yeas d'ar bez.
3 Então Pedro e o outro discípulo foram até o túmulo.
4 Hag e redjont o-daou a-unvan, met an diskibl all a redas buanoc'h eget Pêr hag a erruas da gentañ er bez.
4 Os dois saíram correndo juntos, mas o outro correu mais depressa do que Pedro e chegou primeiro.
5 O vezañ en em bleget, e welas ar bandennoù war an douar, met ne d-eas ket e-barzh.
5 Ele se abaixou para olhar lá dentro e viu os lençóis de linho; porém não entrou no túmulo.
6 Simon-Pêr, o tont war e lerc'h, a erruas hag a yeas er bez. Gwelout a reas ar bandennoù war an douar
6 Mas Pedro, que chegou logo depois, entrou. Ele também viu os lençóis colocados ali
7 hag al lienenn a oa bet lakaet dezhañ war e benn; ne oa ket gant ar bandennoù, met pleget en ul lec'h a-du.
7 e a faixa que tinham posto em volta da cabeça de Jesus. A faixa não estava junto com os lençóis, mas estava enrolada ali ao lado.
8 Neuze an diskibl all, an hini erruet da gentañ er bez, a yeas ivez ennañ, hag a welas, hag a gredas.
8 Aí o outro discípulo, que havia chegado primeiro, também entrou no túmulo. Ele viu e creu.
9 Rak n'o doa ket c'hoazh komprenet ar Skritur a lavare e tlee adsevel a varv.
9 (Eles ainda não tinham entendido as Escrituras Sagradas , que dizem que era preciso que Jesus ressuscitasse.)
10 Hag an diskibien a zistroas d'o ziez.
10 E os dois voltaram para casa.
11 Met Mari en em zalc'he er-maez tost ouzh ar bez, o ouelañ. Evel ma ouele, en em blegas er bez
11 Maria Madalena tinha ficado perto da entrada do túmulo, chorando. Enquanto chorava, ela se abaixou, olhou para dentro
12 hag e welas daou ael gwisket e gwenn, azezet unan ouzh ar penn hag egile ouzh an treid, el lec'h ma oa bet gourvezet korf Jezuz.
12 e viu dois anjos vestidos de branco, sentados onde tinha sido posto o corpo de Jesus. Um estava na cabeceira, e o outro, nos pés.
13 Lavarout a rejont dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Hi a lavaras dezho: Abalamour ma o deus douget kuit va Aotrou ha n'ouzon ket pelec'h o deus e lakaet.
13 Os anjos perguntaram: — Mulher, por que você está chorando? Ela respondeu: — Levaram embora o meu Senhor, e eu não sei onde o puseram!
14 O vezañ lavaret kement-se, e tistroas hag e welas Jezuz en e sav, met ne ouie ket e oa Jezuz.
14 Depois de dizer isso, ela virou para trás e viu Jesus ali de pé, mas não o reconheceu.
15 Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediñ e oa al liorzher, a lavaras dezhañ: Aotrou, mar d-eo te ec'h eus e gaset kuit, lavar din pelec'h ec'h eus e lakaet hag e kemerin anezhañ.
15 Então Jesus perguntou: Ela pensou que ele era o jardineiro e por isso respondeu: — Se o senhor o tirou daqui, diga onde o colocou, e eu irei buscá-lo.
16 Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hi, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr!
16 — Maria! — disse Jesus. Ela virou e respondeu em — “Rabôni!” (Esta palavra quer dizer “Mestre”.)
17 Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n'on ket c'hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue.
17 Jesus disse:
18 Mari a Vagdala a zeuas da gemenn d'an diskibien penaos he doa gwelet an Aotrou ha penaos en doa lavaret kement-se dezhi.
18 Então Maria Madalena foi e disse aos discípulos de Jesus: — Eu vi o Senhor! E contou o que Jesus lhe tinha dito.
19 An abardaez eus an deiz-se, a oa ar c'hentañ eus ar sizhun, dorioù al lec'h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas, en em ziskouezas en o c'hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!
19 Naquele mesmo domingo, à tarde, os discípulos de Jesus estavam reunidos de portas trancadas, com medo dos líderes judeus. Então Jesus chegou, ficou no meio deles e disse:
20 Goude bezañ lavaret kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. Neuze an diskibien, o welout an Aotrou, o doe ul levenez bras.
20 Em seguida lhes mostrou as suas mãos e o seu lado. E eles ficaram muito alegres ao verem o Senhor.
21 Jezuz a lavaras dezho a-nevez: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! Evel m'en deus an Tad va c'haset, e kasan ivez ac'hanoc'h.
21 Então Jesus disse de novo:
22 Goude bezañ lavaret kement-se dezho, e c'hwezhas warno hag e lavaras dezho: Degemerit ar Spered-Santel.
22 Depois soprou sobre eles e disse:
23 D'ar re e pardonot o fec'hedoù, e vint pardonet dezho, ha d'ar re o dalc'hot, e vint dalc'het dezho.
23 Se vocês perdoarem os pecados de alguém, esses pecados são perdoados; mas, se não perdoarem, eles não são perdoados.
24 Met Tomaz, unan eus an daouzek, galvet Didim, ne oa ket ganto pa zeuas Jezuz.
24 Acontece que Tomé, um dos discípulos, que era chamado de “o Gêmeo”, não estava com eles quando Jesus chegou.
25 An diskibien all a lavaras dezhañ eta: Gwelet hon eus an Aotrou. Met eñ a lavaras dezho: Ma ne welan ket merk an tachoù en e zaouarn, ma ne lakaan ket va biz e merk an tachoù ha ma ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket.
25 Então os outros discípulos disseram a Tomé: — Nós vimos o Senhor! Ele respondeu: — Se eu não vir o sinal dos pregos nas mãos dele, e não tocar ali com o meu dedo, e também se não puser a minha mão no lado dele, não vou crer!
26 Eizh deiz goude, e ziskibien a oa a-nevez en ti ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas, an dorioù o vezañ serret, en em zalc'has en o c'hreiz hag a lavaras: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!
26 Uma semana depois, os discípulos de Jesus estavam outra vez reunidos ali com as portas trancadas, e Tomé estava com eles. Jesus chegou, ficou no meio deles e disse:
27 Neuze e lavaras da Domaz: Astenn amañ da viz ha sell ouzh va daouarn. Astenn ivez da zorn ha laka anezhañ em c'hostez. Na vez ket diskredik, met kred.
27 Em seguida disse a Tomé:
28 Tomaz a respontas dezhañ: Va Aotrou ha va Doue!
28 Então Tomé exclamou: — Meu Senhor e meu Deus!
29 Jezuz a lavaras dezhañ: Abalamour ma ec'h eus va gwelet, Tomaz, ec'h eus kredet. Eürus ar re n'o deus ket gwelet hag o deus kredet!
29 — Você creu porque me viu? — disse Jesus. — Felizes são os que não viram, mas assim mesmo creram!
30 Jezuz a reas c'hoazh dirak e ziskibien kalz a virakloù all, ha n'int ket skrivet el levr-mañ,
30 Jesus fez diante dos discípulos muitos outros milagres que não estão escritos neste livro.
31 met an traoù-mañ a zo skrivet evit ma kredot penaos Jezuz a zo ar C'hrist, Mab Doue, hag o krediñ ma ho po ar vuhez en e anv.
31 Mas estes foram escritos para que vocês creiam que Jesus é o Messias , o Filho de Deus. E para que, crendo, tenham vida por meio dele.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar João 20, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.