João 18
Gospels (BRETON) vs VC
1 Goude m'en doe lavaret an traoù-mañ, Jezuz a yeas kuit gant e ziskibien en tu all d'ar froud Kedron, e-lec'h ma oa ul liorzh hag a antreas enni, eñ hag e ziskibien.
1 Depois dessas palavras, Jesus saiu com os seus discípulos para além da torrente de Cedron, onde havia um jardim, no qual entrou com os seus discípulos.
2 Judaz, an hini en droukroe, a anaveze ivez al lec'h-se, abalamour Jezuz a oa aet alies eno gant e ziskibien.
2 Judas, o traidor, conhecia também aquele lugar, porque Jesus ia freqüentemente para lá com os seus discípulos.
3 Judaz eta, o vezañ kemeret ur vandenn soudarded ha serjanted a-berzh ar veleien vras hag ar farizianed, a zeuas eno gant leternioù, gant gouloù ha gant armoù.
3 Tomou então Judas a coorte e os guardas de serviço dos pontífices e dos fariseus, e chegaram ali com lanternas, tochas e armas.
4 Jezuz, o c'houzout kement a dlee c'hoarvezout gantañ, a yeas en o raok hag a lavaras dezho: Piv a glaskit?
4 Como Jesus soubesse tudo o que havia de lhe acontecer, adiantou-se e perguntou-lhes: A quem buscais?
5 Int a respontas dezhañ: Jezuz a Nazared. Jezuz a lavaras dezho: Emaon. Ha Judaz, an hini en droukroe, a oa ivez ganto.
5 Responderam: A Jesus de Nazaré. Sou eu, disse-lhes. {Também Judas, o traidor, estava com eles.}
6 Kerkent ha m'en doe lavaret dezho: Emaon, ez ejont a-dreñv hag e kouezhjont d'an douar.
6 Quando lhes disse Sou eu, recuaram e caíram por terra.
7 Goulenn a reas c'hoazh outo: Piv a glaskit? Hag int a lavaras: Jezuz a Nazared.
7 Perguntou-lhes ele, pela segunda vez: A quem buscais? Disseram: A Jesus de Nazaré.
8 Jezuz a respontas: Lavaret em eus deoc'h penaos emaon. Mar d-eo eta me a glaskit, lezit ar re-mañ da vont kuit.
8 Replicou Jesus: Já vos disse que sou eu. Se é, pois, a mim que buscais, deixai ir estes.
9 Kement-mañ evit ma vije peurc'hraet ar gomz en doa lavaret: Ne'm eus kollet hini ebet eus ar re ac'h eus roet din.
9 Assim se cumpriu a palavra que disse: Dos que me deste não perdi nenhum {Jo 17,12}.
10 Simon-Pêr, a oa gantañ ur c'hleze, a dennas anezhañ, a skoas gantañ servijer ar beleg-meur hag a droc'has e skouarn dehou dezhañ. Ar servijer-se a oa anvet Malkuz.
10 Simão Pedro, que tinha uma espada, puxou dela e feriu o servo do sumo sacerdote, decepando-lhe a orelha direita. {O servo chamava-se Malco.}
11 Neuze Jezuz a lavaras da Bêr: Laka da gleze en e c'houin. Ha n'evin ket an hanaf en deus an Tad roet din?
11 Mas Jesus disse a Pedro: Enfia a tua espada na bainha! Não hei de beber eu o cálice que o Pai me deu?
12 Neuze ar vandenn soudarded, ar c'habiten ha serjanted ar Yuzevien a gemeras Jezuz, a ereas anezhañ
12 Então a coorte, o tribuno e os guardas dos judeus prenderam Jesus e o ataram.
13 hag a gasas anezhañ da gentañ da di Annaz, abalamour ma oa tad-kaer da Gaifaz, beleg-meur ar bloaz-se.
13 Conduziram-no primeiro a Anás, por ser sogro de Caifás, que era o sumo sacerdote daquele ano.
14 Kaifaz a oa an hini en doa roet ar c'huzul-se d'ar Yuzevien: Talvoudek eo e varvfe un den hepken evit ar bobl.
14 Caifás fora quem dera aos judeus o conselho: Convém que um só homem morra em lugar do povo.
15 Simon-Pêr, gant un diskibl all, a heulias Jezuz. An diskibl-se a oa anavezet gant ar beleg-meur hag a yeas gant Jezuz e porzh ar beleg-meur,
15 Simão Pedro seguia Jesus, e mais outro discípulo. Este discípulo era conhecido do sumo sacerdote e entrou com Jesus no pátio da casa do sumo sacerdote,
16 met Pêr a chomas er-maez e-tal an nor. An diskibl all, a oa anavezet gant ar beleg-meur, a yeas da gomz ouzh ar borzhierez hag a lakaas Pêr da vont e-barzh.
16 porém Pedro ficou de fora, à porta. Mas o outro discípulo {que era conhecido do sumo sacerdote} saiu e falou à porteira, e esta deixou Pedro entrar.
17 Neuze ar vatezh, ar borzhierez, a lavaras da Bêr: Ha n'out ket ivez eus diskibien an den-se? Eñ a lavaras: N'on ket.
17 A porteira perguntou a Pedro: Não és acaso também tu dos discípulos desse homem? Não o sou, respondeu ele.
18 Ar servijerien hag ar serjanted a oa eno, o vezañ graet tan abalamour ma oa yen, a domme. Pêr a oa ganto hag a domme.
18 Os servos e os guardas acenderam um fogo, porque fazia frio, e se aqueciam. Com eles estava também Pedro, de pé, aquecendo-se.
19 Ar beleg-meur a reas goulennoù ouzh Jezuz diwar-benn e ziskibien ha diwar-benn e gelennadurezh.
19 O sumo sacerdote indagou de Jesus acerca dos seus discípulos e da sua doutrina.
20 Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d'an dud. Atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ e-lec'h m'en em zastum ar Yuzevien, ha ne'm eus lavaret netra e-kuzh.
20 Jesus respondeu-lhe: Falei publicamente ao mundo. Ensinei na sinagoga e no templo, onde se reúnem os judeus, e nada falei às ocultas.
21 Perak e rez goulennoù ouzhin? Gra da c'houlennoù ouzh a re o deus klevet ar pezh am eus lavaret dezho. An dud-se a oar ar pezh am eus lavaret.
21 Por que me perguntas? Pergunta àqueles que ouviram o que lhes disse. Estes sabem o que ensinei.
22 P'en doa lavaret kement-se, unan eus ar serjanted a oa eno a roas ur c'harvanad da Jezuz en ur lavarout: Evel-se eo e respontez d'ar beleg-meur?
22 A estas palavras, um dos guardas presentes deu uma bofetada em Jesus, dizendo: É assim que respondes ao sumo sacerdote?
23 Jezuz a respontas dezhañ: Mar em eus komzet fall, diskouez ar pezh fall am eus lavaret, met mar em eus komzet mat, perak e skoez ac'hanon?
23 Replicou-lhe Jesus: Se falei mal, prova-o, mas se falei bem, por que me bates?
24 Annaz a gasas anezhañ ereet da Gaifaz ar beleg-meur.
24 {Anás enviou-o preso ao sumo sacerdote Caifás.}
25 Simon-Pêr a oa eno o tommañ. Lavarout a rejont dezhañ: Ha n'out ket te ivez eus e ziskibien? Eñ en nac'has hag a lavaras: N'on ket.
25 Simão Pedro estava lá se aquecendo. Perguntaram-lhe: Não és porventura, também tu, dos seus discípulos? Negou-o, dizendo: Não!
26 Unan eus servijerien ar beleg-meur, a oa kar d'an hini en doa Pêr troc'het e skouarn, a lavaras dezhañ: Ha ne'm eus ket da welet el liorzh gantañ?
26 Disse-lhe um dos servos do sumo sacerdote, parente daquele a quem Pedro cortara a orelha: Não te vi eu com ele no horto?
27 Pêr en nac'has adarre, ha kerkent ar c'hilhog a ganas.
27 Mas Pedro negou-o outra vez, e imediatamente o galo cantou.
28 Neuze e tegasjont Jezuz eus ti Kaifaz d'ar pretordi. Ar mintin e oa, n'ejont ket e-barzh ar pretordi gant aon d'en em saotrañ, evit ma c'helljent debriñ ar Pask.
28 Da casa de Caifás conduziram Jesus ao pretório. Era de manhã cedo. Mas os judeus não entraram no pretório, para não se contaminarem e poderem comer a Páscoa.
29 Pilat eta, o vezañ aet d'o c'havout, a lavaras dezho: Petra a damallit d'an den-se?
29 Saiu, por isso, Pilatos para ter com eles, e perguntou: Que acusação trazeis contra este homem?
30 Respont a rejont dezhañ: Ma ne vije ket un torfedour, n'hor bije ket e lakaet etre da zaouarn.
30 Responderam-lhe: Se este não fosse malfeitor, não o teríamos entregue a ti.
31 Neuze Pilat a lavaras dezho: Kemerit eñ hoc'h-unan ha barnit eñ hervez ho lezenn. Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: N'eo ket aotreet deomp lazhañ un den.
31 Disse, então, Pilatos: Tomai-o e julgai-o vós mesmos segundo a vossa lei. Responderam-lhe os judeus: Não nos é permitido matar ninguém.
32 Kement-mañ a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh en doa Jezuz lavaret, o verkañ dre beseurt marv e tlee mervel.
32 Assim se cumpria a palavra com a qual Jesus indicou de que gênero de morte havia de morrer {Mt 20,19}.
33 Neuze Pilat a zistroas d'ar pretordi, a c'halvas Jezuz hag a lavaras dezhañ: Ha bez' out roue ar Yuzevien?
33 Pilatos entrou no pretório, chamou Jesus e perguntou-lhe: És tu o rei dos judeus?
34 Jezuz a respontas dezhañ: Ac'hanout da-unan eo e lavarez kement-se, pe reoù all o deus henn lavaret dit?
34 Jesus respondeu: Dizes isso por ti mesmo, ou foram outros que to disseram de mim?
35 Pilat a respontas: Ha Yuzev on-me? Da vroad hag ar veleien vras o deus da lakaet etre va daouarn. Petra ac'h eus graet?
35 Disse Pilatos: Acaso sou eu judeu? A tua nação e os sumos sacerdotes entregaram-te a mim. Que fizeste?
36 Jezuz a respontas: Va rouantelezh n'eo ket eus ar bed-mañ. Mar bije va rouantelezh eus ar bed-mañ, va servijerien a stourmje evit na vijen ket lakaet e daouarn ar Yuzevien, met bremañ va rouantelezh n'eo ket ac'han.
36 Respondeu Jesus: O meu Reino não é deste mundo. Se o meu Reino fosse deste mundo, os meus súditos certamente teriam pelejado para que eu não fosse entregue aos judeus. Mas o meu Reino não é deste mundo.
37 Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Roue out eta? Jezuz a respontas: Te en lavar, roue on. Evit-se eo ez on bet ganet hag evit-se eo ez on deuet er bed, evit reiñ testeni d'ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez a selaou va mouezh.
37 Perguntou-lhe então Pilatos: És, portanto, rei? Respondeu Jesus: Sim, eu sou rei. É para dar testemunho da verdade que nasci e vim ao mundo. Todo o que é da verdade ouve a minha voz.
38 Pilat a lavaras dezhañ: Petra eo ar wirionez? Ha goude m'en doa lavaret kement-se, ez eas a-nevez da gavout ar Yuzevien hag e lavaras dezho: Ne gavan torfed ebet ennañ.
38 Disse-lhe Pilatos: Que é a verdade?... Falando isso, saiu de novo, foi ter com os judeus e disse-lhes: Não acho nele crime algum.
39 Met, bez' hoc'h eus ur c'hiz en ho touez, ma laoskfen deoc'h unan bennak gant ar Pask. Ha fellout a ra deoc'h eta e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien?
39 Mas é costume entre vós que pela Páscoa vos solte um preso. Quereis, pois, que vos solte o rei dos judeus?
40 Neuze an holl a grias a-nevez: Na laosk ket hemañ, met Barabbaz. Hogen Barabbaz a oa ul laer.
40 Então todos gritaram novamente e disseram: Não! A este não! Mas a Barrabás! {Barrabás era um salteador.}
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar João 18, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.