João 17
Gospels (BRETON) vs ARC
1 Jezuz a gomzas evel-se, ha neuze, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet. Ro gloar da'z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit,
1 Jesus falou essas coisas e, levantando os olhos ao céu, disse: Pai, é chegada a hora; glorifica a teu Filho, para que também o teu Filho te glorifique a ti,
2 ha, hervez ar galloud ac'h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d'an holl re ac'h eus roet dezhañ.
2 assim como lhe deste poder sobre toda carne, para que dê a vida eterna a todos quantos lhe deste.
3 Hag ar vuhez peurbadus eo ma'c'h anavezint ac'hanout, te ar gwir Doue nemetañ, ha Jezuz-Krist, an hini ac'h eus kaset.
3 E a vida eterna é esta: que conheçam a ti só por único Deus verdadeiro e a Jesus Cristo, a quem enviaste.
4 Roet em eus gloar dit war an douar, echuet em eus al labour ac'h eus roet din d'ober.
4 Eu glorifiquei-te na terra, tendo consumado a obra que me deste a fazer.
5 Bremañ, Tad, ro gloar din ennout da-unan, eus ar gloar-se am boa ennout a-raok ma voe graet ar bed.
5 E, agora, glorifica-me tu, ó Pai, junto de ti mesmo, com aquela glória que tinha contigo antes que o mundo existisse.
6 Disklêriet em eus da anv d'an dud ac'h eus roet din eus ar bed. Dit e oant, hag ec'h eus o roet din, hag o deus miret da c'her.
6 Manifestei o teu nome aos homens que do mundo me deste; eram teus, e tu mos deste, e guardaram a tua palavra.
7 Anavezet o deus bremañ penaos kement ac'h eus roet din a zeu ac'hanout,
7 Agora,
8 rak roet em eus dezho ar gerioù ac'h eus roet din, hag o degemeret o deus, hag anavezet o deus e gwirionez ez on deuet ac'hanout, ha kredet o deus ec'h eus va c'haset.
8 porque lhes dei as palavras que me deste; e eles e têm verdadeiramente conhecido que saí de ti, e creram que me enviaste.
9 Pediñ a ran evito. Ne bedan ket evit ar bed, met evit ar re ac'h eus roet din, abalamour ma'z int dit.
9 Eu rogo por eles; não rogo pelo mundo, mas por aqueles que me deste, porque são teus.
10 Kement a zo din a zo dit, ha kement a zo dit a zo din, hag enno e vez roet gloar din.
10 E todas as minhas coisas são tuas, e as tuas coisas são minhas; e nisso sou glorificado.
11 Me n'on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, hag e teuan etrezek ennout. Tad santel, mir en da anv ar re ac'h eus roet din, evit ma vint unan eveldomp-ni.
11 E eu já não estou mais no mundo; mas eles estão no mundo, e eu vou para ti. Pai santo, guarda em teu nome aqueles que me deste, para que sejam um, assim como nós.
12 E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho en da anv. Miret em eus ar re ac'h eus roet din, hag hini ebet anezho n'eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije peurc'hraet ar Skritur.
12 Estando eu com eles no mundo, guardava-os em teu nome. Tenho guardado aqueles que tu me deste, e nenhum deles se perdeu, senão o filho da perdição, para que a Escritura se cumprisse.
13 Met bremañ e teuan etrezek ennout hag e lavaran an traoù-mañ er bed, evit ma vo va levenez peurleuniet enno.
13 Mas, agora, vou para ti e digo isto no mundo, para que tenham a minha alegria completa em si mesmos.
14 Roet em eus dezho da c'her hag ar bed en deus kasaet anezho, abalamour n'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed.
14 Dei-lhes a tua palavra, e o mundo os odiou, porque não são do mundo, assim como eu não sou do mundo.
15 Ne bedan ket ac'hanout d'o lemel eus ar bed, met d'o diwall diouzh an droug.
15 Não peço que os tires do mundo, mas que os livres do mal.
16 N'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed.
16 Não são do mundo, como eu do mundo não sou.
17 Santela anezho en da wirionez, da c'her eo ar wirionez.
17 Santifica-os na verdade; a tua palavra é a verdade.
18 Evel ma ec'h eus va c'haset er bed, em eus ivez o c'haset er bed,
18 Assim como tu me enviaste ao mundo, também eu os enviei ao mundo.
19 hag en em santelaan va-unan evito, evit ma vint ivez santelaet er wirionez.
19 E por eles me santifico a mim mesmo, para que também eles sejam santificados na verdade.
20 Ne bedan ket evito hepken, met c'hoazh evit a re a gredo ennon dre o ger,
20 Eu não rogo somente por estes, mas também por aqueles que, pela sua palavra, hão de crer em mim;
21 evit ma vint holl unan, evel ma'z out ennon, Tad, hag evel ma'z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed ec'h eus va c'haset.
21 para que todos sejam um, como tu, ó Pai, o és em mim, e eu, em ti; que também eles sejam um em nós, para que o mundo creia que tu me enviaste.
22 Roet em eus dezho ar gloar ac'h eus roet din, evit ma vint unan evel ma'z omp ni unan,
22 E eu dei-lhes a glória que a mim me deste, para que sejam um, como nós somos um.
23 me enno ha te ennon, evit ma vint unan en un doare klok, ha ma'c'h anavezo ar bed ec'h eus va c'haset hag ec'h eus o c'haret evel ma ec'h eus va c'haret.
23 Eu neles, e tu em mim, para que eles sejam perfeitos em unidade, e para que o mundo conheça que tu me enviaste a mim e que tens amado a eles como me tens amado a mim.
24 Tad, me a c'hoanta e vo ganin ar re ac'h eus roet din, e-lec'h ma'z on, evit ma welint ar gloar ac'h eus roet din, rak va c'haret ec'h eus a-raok krouidigezh ar bed.
24 Pai, aqueles que me deste quero que, onde eu estiver, também eles estejam comigo, para que vejam a minha glória que me deste; porque tu me hás amado antes da criação do mundo.
25 Tad gwirion, ar bed n'en deus ket da anavezet, met me am eus da anavezet hag ar re-mañ o deus anavezet ec'h eus va c'haset.
25 Pai justo, o mundo não te conheceu; mas eu te conheci, e estes conheceram que tu me enviaste a mim.
26 Roet em eus da anavezout dezho da anv hag e roin anezhañ da anavezout dezho, evit ma vo enno ar garantez ac'h eus bet evidon ha ma vin enno.
26 E eu lhes fiz conhecer o teu nome e que me tens amado esteja neles, e eu neles esteja.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar João 17, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.