João 16

Gospels (BRETON) vs ARIB

Sair da comparação
ARIB Almeida Revisada Imprensa Bíblica
1 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit na vint ket deoc'h un abeg da gouezhañ.
1 Tenho-vos dito estas coisas para que não vos escandalizeis.
2 Kas a raint ac'hanoc'h kuit eus o sinagogennoù, hag an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d'ar marv reiñ ul lid da Zoue.
2 Expulsar-vos-ão das sinagogas; ainda mais, vem a hora em que qualquer que vos matar julgará prestar um serviço a Deus.
3 Ober a raint kement-se deoc'h rak n'o deus anavezet na va Zad na me.
3 E isto vos farão, porque não conheceram ao Pai nem a mim.
4 Me am eus lavaret deoc'h an traoù-se, evit, pa vo deuet an eur, m'ho po soñj em eus o lavaret deoc'h. Ne'm eus ket lavaret anezho deoc'h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc'h.
4 Mas tenho-vos dito estas coisas, a fim de que, quando chegar aquela hora, vos lembreis de que eu vo-las tinha dito. Não vo-las disse desde o princípio, porque estava convosco.
5 Met bremañ ez an da gavout an hini en deus va c'haset, hag hini ac'hanoc'h ne c'houlenn diganin: Pelec'h ez ez?
5 Agora, porém, vou para aquele que me enviou; e nenhum de vós me pergunta: Para onde vais?
6 Hag abalamour ma em eus lavaret deoc'h an traoù-mañ, an dristidigezh he deus leuniet ho kalon.
6 Antes, porque vos disse isto, o vosso coração se encheu de tristeza.
7 Koulskoude e lavaran deoc'h ar wirionez, talvoudek eo deoc'h ez afen kuit, rak ma ne d-an ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d'ho kavout. Met mar d-an kuit, e kasin anezhañ deoc'h.
7 Todavia, digo-vos a verdade, convém-vos que eu vá; pois se eu não for, o Ajudador não virá a vós; mas, se eu for, vo-lo enviarei.
8 Ha pa vo deuet, e kendrec'ho ar bed er pezh a sell ouzh ar pec'hed, ar reizhder hag ar varnedigezh,
8 E quando ele vier, convencerá o mundo do pecado, da justiça e do juízo:
9 ar pec'hed, dre na gredont ket ennon,
9 do pecado, porque não crêem em mim;
10 ar reizhder, dre ma'z an da gavout va Zad ha na'm gwelot mui,
10 da justiça, porque vou para meu Pai, e não me vereis mais,
11 ar varnedigezh, dre ma'z eo bet barnet priñs ar bed-mañ.
11 e do juízo, porque o príncipe deste mundo já está julgado.
12 Kalz a draoù all am eus c'hoazh da lavarout deoc'h, met n'oc'h ket c'hoazh evit o dougen.
12 Ainda tenho muito que vos dizer; mas vós não o podeis suportar agora.
13 Pa vo deuet hennezh, ar Spered a wirionez, e reno ac'hanoc'h en holl wirionez, rak ne gomzo ket anezhañ e-unan, met e lavaro kement en devo klevet hag e tisklêrio deoc'h an traoù da zont.
13 Quando vier, porém, aquele, o Espírito da verdade, ele vos guiará a toda a verdade; porque não falará por si mesmo, mas dirá o que tiver ouvido, e vos anunciará as coisas vindouras.
14 Eñ eo an hini a roio gloar din, abalamour ma kemero eus ar pezh a zo din ha ma en disklêrio deoc'h.
14 Ele me glorificará, porque receberá do que é meu, e vo-lo anunciará.
15 Kement en deus an Tad a zo din. Setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din hag en disklêrio deoc'h.
15 Tudo quanto o Pai tem é meu; por isso eu vos disse que ele, recebendo do que é meu, vo-lo anunciará.
16 C'hoazh un nebeud amzer ha ne'm gwelot mui, ha c'hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot, abalamour ma'z an da gavout an Tad.
16 Um pouco, e já não me vereis; e outra vez um pouco, e ver-me-eis.
17 Neuze e ziskibien a lavaras an eil d'egile: Petra eo ar pezh a lavar deomp: C'hoazh un nebeud amzer ha ne'm gwelot mui, ha c'hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot? hag: Abalamour ma'z an da gavout an Tad?
17 Então alguns dos seus discípulos perguntaram uns para os outros: Que é isto que nos diz? Um pouco, e não me vereis; e outra vez um pouco, e ver-me-eis; e: Porquanto vou para o Pai?
18 Lavarout a raent eta: Petra eo ar pezh a lavar: C'hoazh un nebeud amzer? N'ouzomp ket ar pezh a lavar.
18 Diziam pois: Que quer dizer isto: Um pouco? Não compreendemos o que ele está dizendo.
19 Jezuz a ouezas e felle dezho ober goulennoù outañ hag a lavaras dezho: C'hwi a c'houlenn etrezoc'h perak em eus lavaret: C'hoazh un nebeud amzer ha ne'm gwelot mui, ha c'hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot.
19 Percebeu Jesus que o queriam interrogar, e disse-lhes: Indagais entre vós acerca disto que disse: Um pouco, e não me vereis; e outra vez um pouco, e ver-me-eis?
20 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio. C'hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez.
20 Em verdade, em verdade, vos digo que vós chorareis e vos lamentareis, mas o mundo se alegrará; vós estareis tristes, porém a vossa tristeza se converterá em alegria.
21 Pa wilioud ur wreg, he devez poan abalamour ma'z eo deuet hec'h eur, met goude ma he deus ganet ur bugel, n'he deus ken soñj eus he foan gant al levenez he deus da vezañ ganet un den er bed.
21 A mulher, quando está para dar à luz, sente tristeza porque é chegada a sua hora; mas, depois de ter dado à luz a criança, já não se lembra da aflição, pelo gozo de haver um homem nascido ao mundo.
22 Evel-se c'hwi a zo bremañ en dristidigezh, met me ho kwelo a-nevez hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc'h ho levenez.
22 Assim também vós agora, na verdade, tendes tristeza; mas eu vos tornarei a ver, e alegrar-se-á o vosso coração, e a vossa alegria ninguém vo-la tirará.
23 En deiz-se ne c'houlennot ken netra diganin. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, kement a c'houlennot digant an Tad em anv, en roio deoc'h.
23 Naquele dia nada me perguntareis. Em verdade, em verdade vos digo que tudo quanto pedirdes ao Pai, ele vo-lo concederá em meu nome.
24 Betek vremañ n'hoc'h eus goulennet netra em anv. Goulennit hag e resevot, evit ma vo ho levenez peurleuniet.
24 Até agora nada pedistes em meu nome; pedi, e recebereis, para que o vosso gozo seja completo.
25 Lavaret em eus deoc'h an traoù-se e parabolennoù. Met an amzer a zeu ma ne gomzin ken deoc'h e parabolennoù hag e komzin deoc'h sklaer diwar-benn an Tad.
25 Disse-vos estas coisas por figuras; chega, porém, a hora em que vos não falarei mais por figuras, mas abertamente vos falarei acerca do Pai.
26 En deiz-se, e c'houlennot em anv ha ne lavaran ket deoc'h e pedin an Tad evidoc'h,
26 Naquele dia pedireis em meu nome, e não vos digo que eu rogarei por vós ao Pai;
27 rak an Tad e-unan ho kar, abalamour ma hoc'h eus va c'haret ha ma hoc'h eus kredet ez on deuet eus Doue.
27 pois o Pai mesmo vos ama; visto que vós me amastes e crestes que eu saí de Deus.
28 Me a zo deuet eus an Tad hag on deuet er bed. Lezel a ran a-nevez ar bed hag ez an da gavout an Tad.
28 Saí do Pai, e vim ao mundo; outra vez deixo o mundo, e vou para o Pai.
29 An diskibien a lavaras dezhañ: Setu, bremañ e komzez sklaer ha ne lavarez parabolenn ebet.
29 Disseram os seus discípulos: Eis que agora falas abertamente, e não por figura alguma.
30 Bremañ ec'h ouzomp ec'h anavezez pep tra ha ne'c'h eus ket ezhomm e vefe graet goulenn ouzhit. Abalamour da-se eo e kredomp ez out deuet eus Doue.
30 Agora conhecemos que sabes todas as coisas, e não necessitas de que alguém te interrogue. Por isso cremos que saíste de Deus.
31 Jezuz a respontas dezho: Ha krediñ a rit bremañ?
31 Respondeu-lhes Jesus: Credes agora?
32 Setu, an eur a zeu, ha deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez ha penaos e lezot ac'hanon va-unan. Met me n'on ket va-unan, rak an Tad a zo ganin.
32 Eis que vem a hora, e já é chegada, em que vós sereis dispersos cada um para o seu lado, e me deixareis só; mas não estou só, porque o Pai está comigo.
33 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc'h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec'het ar bed.
33 Tenho-vos dito estas coisas, para que em mim tenhais paz. No mundo tereis tribulações; mas tende bom ânimo, eu venci o mundo.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar João 16, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.