João 14
Gospels (BRETON) vs ARA
1 Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet. Kredit e Doue, kredit ivez ennon.
1 Não se turbe o vosso coração; credes em Deus, crede também em mim.
2 Bez' ez eus meur a chomlec'h e ti va Zad. Ma ne vefe ket, em bije henn lavaret deoc'h. Mont a ran da gempenn ul lec'h deoc'h.
2 Na casa de meu Pai há muitas moradas. Se assim não fora, eu vo-lo teria dito. Pois vou preparar-vos lugar.
3 Pa vin aet kuit ha pa em bo kempennet ul lec'h deoc'h, e tistroin hag ho kemerin ganin, evit el lec'h m'emaon e viot c'hwi ivez.
3 E, quando eu for e vos preparar lugar, voltarei e vos receberei para mim mesmo, para que, onde eu estou, estejais vós também.
4 Gouzout a rit pelec'h ez an hag ec'h ouzoc'h an hent.
4 E vós sabeis o caminho para onde eu vou.
5 Tomaz a lavaras dezhañ: Aotrou, n'ouzomp ket pelec'h ez ez, ha penaos e c'hellfemp gouzout an hent?
5 Disse-lhe Tomé: Senhor, não sabemos para onde vais; como saber o caminho?
6 Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d'an Tad nemet drezon.
6 Respondeu-lhe Jesus: Eu sou o caminho, e a verdade, e a vida; ninguém vem ao Pai senão por mim.
7 Mar ho pefe va anavezet, ho pefe anavezet ivez va Zad. Hag a-vremañ ec'h anavezit anezhañ hag hoc'h eus e welet.
7 Se vós me tivésseis conhecido, conheceríeis também a meu Pai. Desde agora o conheceis e o tendes visto.
8 Filip a lavaras dezhañ: Aotrou, diskouez deomp an Tad hag eo a-walc'h deomp.
8 Replicou-lhe Filipe: Senhor, mostra-nos o Pai, e isso nos basta.
9 Jezuz a lavaras dezhañ: Keid-all a zo abaoe ma'z on ganeoc'h, ha ne'c'h eus ket va anavezet, Filip? An hini en deus va gwelet en deus gwelet an Tad. Penaos e lavarez: Diskouez deomp an Tad?
9 Disse-lhe Jesus: Filipe, há tanto tempo estou convosco, e não me tens conhecido? Quem me vê a mim vê o Pai; como dizes tu: Mostra-nos o Pai?
10 Ha ne gredez ket ez on-me en Tad hag emañ an Tad ennon? Ar gerioù a lavaran deoc'h, n'o lavaran ket ac'hanon va-unan. Met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoù.
10 Não crês que eu estou no Pai e que o Pai está em mim? As palavras que eu vos digo não as digo por mim mesmo; mas o Pai, que permanece em mim, faz as suas obras.
11 Kredit ac'hanon pa lavaran ez on en Tad hag emañ an Tad ennon. Kredit ac'hanon da vihanañ abalamour d'an oberoù-se o-unan.
11 Crede-me que estou no Pai, e o Pai, em mim; crede ao menos por causa das mesmas obras.
12 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a gred ennon a raio ivez an oberoù a ran, hag e raio reoù vrasoc'h eget ar re-mañ, abalamour ma'z an da gavout va Zad.
12 Em verdade, em verdade vos digo que aquele que crê em mim fará também as obras que eu faço e outras maiores fará, porque eu vou para junto do Pai.
13 Kement a c'houlennot em anv, me a raio anezhañ evit ma vo roet gloar d'an Tad er Mab.
13 E tudo quanto pedirdes em meu nome, isso farei, a fim de que o Pai seja glorificado no Filho.
14 Mar goulennit un dra bennak em anv, me a raio anezhañ.
14 Se me pedirdes alguma coisa em meu nome, eu o farei.
15 Mar karit ac'hanon, mirit va gourc'hemennoù.
15 Se me amais, guardareis os meus mandamentos.
16 Me a bedo an Tad hag e roio deoc'h ur Frealzer all, evit ma chomo ganeoc'h da viken,
16 E eu rogarei ao Pai, e ele vos dará outro Consolador, a fim de que esteja para sempre convosco,
17 ar Spered a wirionez na c'hell ket bezañ degemeret gant ar bed, dre ma ne wel ket anezhañ ha n'anavez ket anezhañ. Met c'hwi a anavez anezhañ, rak e chom ganeoc'h hag e vo ennoc'h.
17 o Espírito da verdade, que o mundo não pode receber, porque não o vê, nem o conhece; vós o conheceis, porque ele habita convosco e estará em vós.
18 Ne lezin ket ac'hanoc'h emzivaded, dont a rin d'ho kavout.
18 Não vos deixarei órfãos, voltarei para vós outros.
19 C'hoazh un nebeud amzer hag ar bed ne'm gwelo ken, met c'hwi am gwelo, abalamour ma vevan ha ma vevot ivez.
19 Ainda por um pouco, e o mundo não me verá mais; vós, porém, me vereis; porque eu vivo, vós também vivereis.
20 En deiz-se, ec'h anavezot emaon em Zad, ha c'hwi ennon, ha me ennoc'h.
20 Naquele dia, vós conhecereis que eu estou em meu Pai, e vós, em mim, e eu, em vós.
21 An hini en deus va gourc'hemennoù hag a vir anezho, hennezh eo a gar ac'hanon. Hag an hini a gar ac'hanon a vo karet gant va Zad, hag e karin anezhañ hag en em ziskouezin dezhañ.
21 Aquele que tem os meus mandamentos e os guarda, esse é o que me ama; e aquele que me ama será amado por meu Pai, e eu também o amarei e me manifestarei a ele.
22 Judaz, nann an Iskariod, a lavaras dezhañ: Aotrou, a-belec'h e teu ma en em ziskouezi deomp ha nann d'ar bed?
22 Disse-lhe Judas, não o Iscariotes: Donde procede, Senhor, que estás para manifestar-te a nós e não ao mundo?
23 Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac'hanon, e viro va ger. Va Zad a garo anezhañ, e teuimp d'e gavout hag e raimp hor chomlec'h gantañ.
23 Respondeu Jesus: Se alguém me ama, guardará a minha palavra; e meu Pai o amará, e viremos para ele e faremos nele morada.
24 An hini na gar ket ac'hanon ne vir ket va gerioù. Hag ar ger a glevit n'eo ket ac'hanon-me, met eus an Tad en deus va c'haset.
24 Quem não me ama não guarda as minhas palavras; e a palavra que estais ouvindo não é minha, mas do Pai, que me enviou.
25 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ e-pad ma choman ganeoc'h.
25 Isto vos tenho dito, estando ainda convosco;
26 Met ar Frealzer, ar Spered-Santel a gaso an Tad em anv, a gelenno deoc'h an holl draoù hag a zegaso soñj deoc'h e kement am eus lavaret deoc'h.
26 mas o Consolador, o Espírito Santo, a quem o Pai enviará em meu nome, esse vos ensinará todas as coisas e vos fará lembrar de tudo o que vos tenho dito.
27 Lezel a ran ganeoc'h ar peoc'h, reiñ a ran deoc'h va feoc'h. Ne roan ket deoc'h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet.
27 Deixo-vos a paz, a minha paz vos dou; não vo-la dou como a dá o mundo. Não se turbe o vosso coração, nem se atemorize.
28 Klevet hoc'h eus em eus lavaret deoc'h: Mont a ran kuit hag e tistroan davedoc'h. Mar karfec'h ac'hanon, ho pefe levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad, rak va Zad a zo brasoc'h egedon.
28 Ouvistes que eu vos disse: vou e volto para junto de vós. Se me amásseis, alegrar-vos-íeis de que eu vá para o Pai, pois o Pai é maior do que eu.
29 Henn lavaret em eus deoc'h bremañ a-raok ma c'hoarvezo an dra, evit pa vo c'hoarvezet, e kredot.
29 Disse-vos agora, antes que aconteça, para que, quando acontecer, vós creiais.
30 Ne gomzin ken kalz ganeoc'h, rak priñs ar bed-mañ a zeu. Ha n'en deus netra ennon.
30 Já não falarei muito convosco, porque aí vem o príncipe do mundo; e ele nada tem em mim;
31 Met evit ma'c'h anavezo ar bed e karan an Tad hag e ran ar pezh en deus an Tad gourc'hemennet din, savit, deomp ac'hann.
31 contudo, assim procedo para que o mundo saiba que eu amo o Pai e que faço como o Pai me ordenou. Levantai-vos, vamo-nos daqui.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar João 14, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.